Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
279
an tiegez, an ti, ar vevidigez

en tiegez ha heñvel a-walc’h ouz stad ar vaouez en unaniezou ordinal ;

4) Unaniez diwar c’hourc’hemenn, kerent ar vaouez o veza gwerzet d’ar gwaz o beli warni ;

5) Unaniez diwar vignoniez ; lezet ar veli war ar wreg etre daouarn he c’herent hag ar re-mañ, dre vignoniez ouz ar gwaz e lez da bleustri ar vaouez hep sevel paeamant diwarnañ.

An unaniezou sellet evel direiz dre ma tiouere aotreadur kerent ar vaouez a oa anezo :

6) An unaniez dre skraperez ; asanti a ra ar vaouez ha dilezel he zud a-ratoz-kaer ;

7) An unaniez dre laeroñsi : savet dre guz gant aotre ar vaouez ;

8) An unaniez dre nerz : kaset da benn gant ar gwaz hep aotre ar vaouez.

En trede doare unaniez edo stad ar vaouez mat-dreist. Diou skouer vrudet a se a zegasimp : Medua e-touez Iwerzoniz ha Kartismandua e-touez ar Vrezoned.

Medua [1] a oa, war-dro dibenn ar c’henta kantved kent H. S., merc’h roue-meur Iwerzon. Rouantelez Konnac’ht he devoe digant he zad. Deut da rouanez, ez eo diskleriet en he zra. Bez’ e timez hag, evel m’emañ diouz he zu ar galloud hag ar madou, hi eo a ro priz ar brenadenn d’ar gwaz kemeret ganti da bried [2]. Hi eo a ren pep tra en diabarz an ti-roue evel er-maez er rouantelez. Eus he fenn hec’h-unan e tiviz ma vo digoret eur brezel ouz roue an Uladed. Kannaded a gas da zastum ar bengadourien hag ar vrezelidi ha, kenstrollet an armead, hi a gerz e penn anezi pignet war he c’harr-emgann, hag a ra bep noz an amweladenn eus ar c’hamp. He fried, hag heñ brezelour mat hag a wad roue, a zo diveli : « Eur gwaz war beadra maouez », gouez da lezenn Iwerzon, n’eo ken !

E Breiz-Veur Kartismandua a oa rouanez ar Vriganted er bloavez 51 goude H. S. Unan eus he sujidi he doa eureujet, Venusios, eur brezelour brudet anezañ ; hi avat a oa rouanez hag heñ n’oa ket roue. Skuiz gantañ, e kasas anezañ diwar

  1. Medua a zo deut da « Medb » e skridou iwerzonek ar Grenn-amzer.
  2. Diskieriet en e dra e oa pried Medua. Ma vije bet dindan dourn e dad, da heman eo he dije ranket Medua paea ar brenadenn.