Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/278

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
278
notennou diwar-benn ar gelted koz

a deu dioutañ war ar stad-dreist dalc’het gant eur C’heltezed bennak a vez ano anezo en istor. Er Vet kantved kent H. S., Ononiaris, penrenerez an argadourien a c’hounezas ar vro er c’hreisteiz d’an Danuvios, a oa marteze merc’h d’eur roue marvet divab. Prasutagos, roue an Ikened en enez-Vreiz, n’oa mab ebet d’ezañ, anat eo, pa rôas da genher d’e verc’hed an impalaer Nero ; aon gantañ rak skraperez ar Romaned e vennas suraat gwelloc’h a se d’e verc’hed eul lodenn eus e herez. D’an hevelep mare hag en hevelep bro Kartismandua, rouanez ar Vriganted, a dlee kaout ar rouantelez da vad dreist-argouraouek.

En Iwerzon, er c’henta kantvedou eus an oadvez kristen, he doa ar wir-bried gwiriou diouti hec’h-unan he rente, e meur a zoare, diliamm diouz he fried : 1) gwir he devoa da lakaat terri ar c’hontradou diemzao bet savet gantañ ; 2) bez’ e c’helle kaout madou perc’hennet ganti hepken hag a vere diouz he fenn hec’h-unan ; 3) terri an dimezi a c’helle ober pa rene he fried buhez fall. Kavout a reomp e buhez santez Berc’hed eur wreg a c’hourdrouz kemer ar gwir-se. Berc’hed, pe, evel a lavared c’hoaz er pempet kantved, Brigenti, a oa he mamm eur sklavez hag he zad eun drouiz hag heñ mestr d’ar sklavez. Pried reiz an drouiz a zalc’has warnañ evit ma vije argaset ar sklavez, o kinnig terri ar briedelez. Dre ma wele he dije kaset ganti an enebarz he doa bet digantañ, e plegas an drouiz hag e werzas e sklavez d’eun den all.

E-touez Iwerzoniz ha, moarvat ivez, e-touez ar Gelted all, edo stad ar wreg diouz an doare unaniez he liamme ouz an ozac’h. Dek doare unaniez etre gwaz ha maouez a gaver digemmet e lezennou Iwerzon a zo bet, hep mar, lakaet dre skrid da genta er IVet pe er Vet kantved goude H. S. An unaniezou sellet evel reiz a oa anezo :

1) An unaniez dre gontrad etre priedou kement-ha-kement o madou ; e-barz an doare unaniez-se hepken e veze graet kintumanutera eus ar wreg ;

2) An unaniez dre gontrad etre gwaz pinvidik ha maouez paour ; houmañ ne zegase netra en tu-hont d’he ferson hec’h-unan. Peurliesa eur seurt dimezi n’en doa talvoudegez nemet evit eur bloavez ;

3) An unaniez dre gontrad etre gwaz paour ha maouez pinvidik ; gant an doare unaniez-se e oa sujet stad ar gwaz