Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/277

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
277
an tiegez, an ti, ar vevidigez


Stad ha levezon ar gwragez. — Stad, ha levezon ar gwragez a heñvel beza bet diouz : 1) an amzer ; 2) ar vro ; 3) ar renk dalc’het er Gevredigez gant tud ar wreg ; 4) doare an ere a unane ar wreg gant he fried.

Hervez eur Gresian gouiziek er pevare kantved kent H. S. n’en em leze ket ar Gelted da veza renet gant o gwragez. Meur a skouer a denn, koulskoude, da ziskouez anat n’oa ket ar C’heltezed dic’halloud krenn en o ziegez. Alies diwar zimeziou e veze savet da vat emgleviou-poblou. War-dro ar bloaz 60 kent H. S., e-touez Kelted Galia, e weljod an Helvetiad Orgetorix hag an Aedu Dumnorix oc’h en em glevout da zont da veza mistri Galia hag oc’h eeuna an hent da se dre sevel nesanded etrezo ha tiegeziou penna ar vro dre zimeziou : Orgetorix a roas unan eus e verc’hed da Zumnorix ; hemañ a reas d’e vamm eureudi eur rener eus poblad ar Vituriged hag a zimezas e c’hoar hag e garezed all gant tud uhel a veur a boblad. Etro ar mare-se ivez, e-touez Kelted ar menez Tauros, Vokkio, roue Noreia, c’hoant d’ezañ d’en em unani gant ar C’hermaned enep d’an Daked, a zimez e c’hoar da Ariovistos, roue ar Sueved.

Araok m’o devoe gounezet dre vrezel Itali an hanternoz (IVet kantved kent H. S.) e savas, e-touez Kelted an douar-bras, eur brezel-diabarz. Kerzout a eure ar gwragez dre greiz etre an armeou hag, o vont da hanterourezed, e peoc’hjont an enebourien. Diwar neuze, eme eur skrivagner gresian, ar Gelted, p’en em guzuliont diwar-benn peoc’h pe vrezel, a zegemer o gwragez er c’huzul ; kemeret e vezont da unvanourezed da reiza an dizunaniezou a sav etrezo hag o c’hevredidi. Hennez eo bet moarvat, da vihana, boazamant darn eus ar C’halianed, ma kemerer da wir an danevell-mañ. Er bloaz 218 kent H. S. pa dreuzas Annibal e penn e argadourien Galia ar c’hreisteiz da vont da Romaned an Itali, e voe divizet etrezañ hag ar Gelted o dije ar re-mañ, ma vije klemm ganto ouz Karthadiz, ar bengadourien garthadat da varnerien ; ha, mar o dije, er c’hontrol, Karthadiz d’en em glemm ouz ar Gelted, gwragez ar re-mañ an hini a varnje.

En Iwerzon, er c’hantvedou war-lerc’h H. S., ar merc’hed o devoa eun argourou digant o zad, an herez anezañ n’hellent ket da gaout avat. Pa n’oa ket a vibien, neuze e tegoueze d’ezo herez o zad, nemet e rankent kemerout an armou ha pleustri gant ar brezel, diouz ma veze ret evit mad an tiegez.

Ar boaz-se a rene ivez, diarvar, e lec’hiou all ; sklerijenn