Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276
notennou diwar-benn ar gelted koz

en o c’hreiz, moarvat, temz direiz ar gouennou kreizdouarek pe aziek, a oa anezo lieswregerien douet p’o doa betek dek pe zaouzek gwreg war eun dro [1]. Evel dre eur c’hempouez-natur ez oa e-touez an Dhraked-se end-eeun tud anvet ktisted a dec’he diouz darempred merc’hed hag a ouestle chom dizemez. Deut dre eno da dud sakr e vezent kehelet gant ar bobl ha diwallet a bep dismegañs. An diwregiez-se eus an Dhraked, kouls hag o lieswregiez, ne gaver netra heñvel outo e-touez an Hen-Gelted [2].

Al liesozac’hiez, da lavarout eo dimezi eur wreg hepken gant meur a ozac’h, breudeur peurliesa, a zo bet lakaet gant hiniennou eus an hen-skrivagnerien war Enez-Vreiziz hag Iwerzoniz. Eur skouer splann a se a gaver e kosa lennegez Iwerzon : tri c’hadour, tri breur anvet Vindi eus Emania e bro-Ulad, n’o deus etrezo nemet eur wreg, c’hoar da Vedua, rouanez bro-Gonnac’ht. Hevelep degouez a gavomp gant Arianed an Indez en o barzoneg anvet ar Mahâbhârata : « Ar plac’h kaer Draâupadi glas-bleuñv-elestr he daoulagad » he deus da briedou pemp kadour, ar pemp breur Pandavâ. En eil tro hag eben, boaziou diwar-lerc’h henvroiz, moarvat, ha neket boaziou an Arianed, eo hon eus d’ober outo. Gwir abeg a zo, gant-se, da gredi ez oa deut dirollerez sebezus ar merc’hed e kosa lennegez Iwerzon da herez d’ezo, neket eus ar Gelted, hogen eus poblou ragkeltiek an enez a rede, dreist-holl, en o gwazied gwad ar gouennou kreizdouarek [3].

  1. Sellout ar pez a lavar Strabon, VII, 3, 4.
  2. Dimezet e oa an drouized.
  3. Sellout Zimmer, Sitzungsberichte der köng. preussischen Academie der Wissenschaften, 1911, pp. 174-227. Sellout a-hend-all, al lies « panevet » savet a-enep gant Vendryès, Rev. Celt. 1911, pp. 232-6. Diwar-benn orin al liesozac’hiez lenn Demolins, Comment la route crée le type social ; G. Le Bon, Les premières civilisations de l’Orient, Paris, 1899, pp. 51-62. Ouz an ano indezek Pandavâ, kenveria ano ar roue Pandion, tad Aegaios, Lukos, Pallas, Nisos, e raghenistor an Hellaz. An Dermiled eus Azia-Vihana (Karia, Lukia) a zo bet e-touez ar poblou a yeas eus ar C’hornog da aloubi an Indez e-kerz an trivet pe an eilvet milved kent H. S. Eus o ano e teuje da zugroc’heneien an Dekkan o ano a Zravidiz (Dravida, furm disleberet eus Tramila, Termila). Anat eo bezans gwenn-groc’heneien glas o daoulagad ha melen o bleo e-touez alouberien an Indez. Glaslagadek ha melenvlevek e oa an doue Indra, uhel-skouer ar vrezelourien gant Arianed India, Rev. de l’Hist. des Religions, 1908, pp. 184-5. Evit Pandion, Pandava, C. Autran, Mithra, Zoroastre… 1935.