Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/275

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
275
an tiegez, an ti, ar vevidigez

al Leinster a eureujas gant unan eus diou verc’h ar roue-meur. E sujidi a lavaras d’ezañ : « Ar vrava eus an diou ac’h eus lezet ! » Hag heñ davet e dad-kaer ha lavarout : « Maro an hini eus ho merc’hed am boa bet diganeoc’h ; roit d’in eben ». Rôet e voe d’ezañ. Pa welas, avat, ar yaouerez, oc’h en em gavout e ti ar roue, he c’hoar hena, ec’h anavezas n’he dije ken renk nemet hini eur serc’h ; hag e varvas gant ar vez hag ar glac’har. An anken a savas er c’hoar hena diwar maro kriz he yaouerez a reas d’ezi mervel d’he zro. Roue Iwerzon a gavas d’ezañ e oa bet roue al Leinster diou wech kablus a vuntrerez ; brezel a zisklerias d’ezañ hag, o veza bet trec’h, da zic’haoui maro e ziou verc’h, e sammas war Leinsteriz eul leve daouvloaziek gwall-bounner, ar Boroma, a oa ouz hen ober, war a lavarer, 5.000 buoc’h, 5.000 pennmoc’h, 5.000 penn-deñved, 5.000 mantell, 5.000 chadenn arc’hant, 5.000 kaoter vihan kouevr, eur gaoter vras mentek a-walc’h da lakaat enni daouzek penn-moc’h ha daouzek ejen, 30 buoc’h wenn, diouskouarn ruz d’ezo, gant 30 leue heñvel outo.

Ar gwir-se, revinus da Leinsteriz, a veze paeet c’hoaz er VIIet kantved [1].


Lieswregiez ha liesozac’hiez. — N’eus ket a skouer diarvar a lieswregiez e-touez an Hen-Gelted. Arvarus eo an arroudennad-skrid gant Kaesar a c’halver a-wechou da dest ez oa al lieswregiez gant ar C’halianed [2]. Anat, avat, e c’helle ar C’halianed pinvidik kaout, estr eget o fried, serc’hed hag i pe sklavezed en o zi, pe maouezed dizalc’h en diavaez. Al lieswregiez a ziskouez beza bet anezi, da vihana ez direol a-unan gant an unanwregiez, e-touez meur a boblad indezeuropek nes pe nesoc’h d’ar Gelted dre ar gwad. Pennou-pobl Germania a oa d’ezo alies diou wreg, neket diwar orged, gouez da Dacitus, hogen evit astenn gwelloc’h a se o darempredou hag o levezon. Darn eus an Dhraked, trec’h

  1. Neuze e tizjont beza disammet dioutañ. Pell a oa e tinac’hent e baea a youl frank ha ne gouezent da se nemet goude sevel stourm ha beza trec’het. Boroma a dalv da lavaroüt ger evit ger « Saout Roma ». Henvelster eo d’an anglizsaozneg Rom-feoh. Bez ez eus bet anezan e gwirionez an truaj a veze paeet da Rom. Kerkent hag an IXet kantved goude H. S. e vez keal anezan er skridou deuet betek ennomp. Da ouel sant Per e veze paeet, Rev. celt. 1896, pp. 428-30.
  2. Diwar-benn an arroudennad-se sellout d’Arbois de Jubainville, Etudes sur le Droit celtique, I, pp. 210-4, 240-1.