Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
273
an tiegez, an ti, ar vevidigez

E Bro-Gembre ne deus a zimezi reiz nemet e kement ha m’eo rôet ar vaouez gant he zad pe he c’herent nesa, dirak testou [1].


An unanwregiez. — N’helle peurliesa eur gwaz kaout nemet eur wreg gwir-bried, ha hi kendere gantañ [2]. Ar vugale ganet d’ezañ gant ar wreg-se hepmuiken o doa gwir d’e herez. Ar ger bena [3] e keltieg a heñvel beza talvezet, dre vras, « maouez » ha dre striz, « gwreg-pried ». En enez-Vreiz ez oa, en tu-hont d’ar ger-se, daou c’her all da lavarout « gwreg » : vraki ha vrakka, hizio « gwreg » ha « gwrac’h ». En Iwerzon, ar wir-bried, ha n’oa ket hec’h ozac’h e dalc’h eun tad, a raed anezi kintumanutera, eur ger savet a zaou c’her all : kintus « kent » ha manutera « strollad, tud dindan dourn an tad ». Da lavarout edo ez oa ar wreg-pried ar c’henta eus an dud dindan dourn an tad a diegez.

Evit gwir, sellet e veze ar wreg evel tra an ozac’h en doa he frenet. En arvar eo koulskoude ha bez’ en devoe an ozac’h war e wreg, e-touez Kelted ar c’henta kantved kent H. S., ar gwir a vuhez hag a varo stag ouz ar seurt perc’hentiez. Ar gwir-se a c’halle da seveni war e verc’hed pe war ar gwragez sklavezed perc’hennet gantañ ; p’en dije avat lazet e wreg-pried, en dije bet, gwirheñvel eo, da respont eus al lazadenn-se dirak tud an hini lazet, o dije dizamant hen talvezet d’ezañ dre an armou. An danevell-mañ hen diskouez anat a-walc’h hag, en tu-hont da se, e weler drezi pegen uhel-briz e veze dalc’het, e-touez ar Gelted, enor ar wir-bried.

En Iwerzon, en eilvet kantved goude H. S., eur roue eus

  1. Journal des Savants, 1898, p. 245. Heñvel boaz a oa gant ar Skandinaved, sellout Dareste, la Saga de Nial, Paris, 1896, p. 29. Diwar-benn an testou cf. Geffroy, Des Institutions et des Mœurs du paganisme scandinave ; l’Islande avant le christianisme d’après les Gragas et les Sagas, Paris, 1897, p. 126. Diwar-benn talvoudegez ar ger brezonek dimezi, sellout ouz Rev. celt. 1902, p. 204.
  2. An ozac’h a c’helle kaout, ouspenn, eur serc’h pe veur a hini. E Kembre, ma tegoueze d’ar wreg-pried mervel ha menel an ozac’h heb addimezi, e teue ar serc’h da bried reiz a-benn seiz vloaz. Er Jutland, goude tri goañvez, goude ugent e Bro-Norvej.
  3. Bena, deut da veza ben e brezoneg, a zo anezañ c’hoaz el lavar an eil hag eben (he ben). Kile, el lavar an eil hag egile, a dalv « kenseurt ». Kile Doue, en iwerzoneg Cele De « kenseurt Doue » (socius Dei), ez oa ano ar manac’h iwerzoniat er Grenn-amzer.