Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
273
an tiegez, an ti, ar vevidigez

zo eur furm a dremen etre an hen-geltieg atir hag an hen-vrezoneg *azer, azr. Evit doare-skriva an dibenn-ger, kenveria ar c’herneveg bever « avank », lever « levr ».

Da evesaat eo en doa an hen-geltieg kollet anoiou indezeuropek koz hag uhel ar mab hag ar verc’h (ar re a zo aet da saozneg son ha daughter). Maqos, mapos hag enigena a zo geriou nevez e yezou indezeuropek ar c’henta milved kent H. S.


Ar briedelez. — Eur brenadenn e oa ar briedelez. Priz prenadenn ar wreg, — chatal peurliesa, — a veze paeet d’he zad ; pa n’oa ket anezañ, d’he breur hena ; pa n’oa ket a vreur hena, d’hec’h eontr a-berz tad ; pa ziouere hemañ ivez, d’he c’har tosta eus an hevelep perz.

Da genta-holl edo priz prenadenn ar gwragez diouz ar gened, pe an ampartiz anezo : keroc’h e kouste ar merc’hed kenedek eget ar re digened hag al labourerezed mat eget ar re ziakuit pe ziek. Diwezatoc’h, diouz renk o zad er Gevredigez eo e voe reizet talvoudegez ar verc’h ; hounnez edo ar c’hiz gant Iwerzoniz ha Kembreiz er Grenn-amzer ha, moarvat, gant hen-Iwerzoniz, en trede, en eil hag er c’henta kantved kent H. S.

En Iwerzon, e penn kenta ar Grenn-amzer, eur plac’h a dalveze teir buoc’h (ar seizvedenn eus talvoudegez eur paotr), hag, en tu-hont da se, ar pez a anved « priz an enor » pe « priz an dremm » (« eneb-werz » [1] e brezoneg), a oa diouz renk an tad er Gevredigez.

Priz ar brenadenn rôet d’an tad gant an deuñv a veze graet anezañ vopri pe ambivopri gant ar Vrezoned. Vopri, hizio gopr, a zo diwar an hevelep gwrizienn hag ar verb keltiek prinami « e prenan ».

Peurliesa an tad, pa zimeze e verc’h, a roe d’ezi chatal, dilhadou, ha traou all a dalvoudegez. Graet e veze anezo e keltieg enez-Vreiz arekobroues « degasadennou ». Hor ger argourou eo e brezoneg. E Galia, er c’henta kantved kent H. S., e stage an ozac’h ouz an argourou-se, degaset gant e wreg, eur c’hement-ha-kement savet diwar e vadou-heñ. An hini eus an daou bried a veve war-lerc’h egile a biaoue an daou gementad gant ar frouez bet diwarno. An argourou a oa anezañ ivez en Iwerzon er pempet kantved goude H. S.

  1. Eneb a oa gwechall da lavarout « dremm ».