Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
272
notennou diwar-benn ar gelted koz


Kas ouz muntr ar gerent. — Berzet e oa dindan poaniou kriz muntr ar gerent, nemet hini ar vugale e vije. En Iwerzon, neb a vuntre eur c’har, venis [1], da lavarout eo eun den kenezel eus e diegez dre al lezenn, venios [2], a veze argaset diouz an tiegez-se hag e c’helle an holl e laza hep dont da veza e mar da baea eur gopr-dic’haou evit muntrerez. Muntrer eur c’har a veze graet anezañ e keltieg Iwerzon eun ano dioutañ e-unan, venigalakos [3]. Ar re a oa er stad-se a veze anezo ar pez a anved « an tiegez ruz » ; lemet diganto kement talvoudegez a oa stag ouz ar gerentiez, e vanent evelato dindan bec’h darn eus an dleadou anezi.

Betek er Grenn-amzer e kaver roud en Iwerzon eus ar c’has stag gwechall-goz ouz al lazerez kerent. En e lizer da Dimotheos, Sant Paol a ra gant ar muntrer « unan eus an dorfedourien-se a sav al lezenn en o enep » ; trôet o deus Iwerzoniz an navet kantved ar ger « muntrer » gant nech a orchas a fini « neb a laz e gerent ».


Eun nebeut anoiou-kerent e keltieg koz. — An tad hag ar vamm a veze graet anezo e pep lec’h *atir ha *matir, ar breur hag ar c’hoar *bratir ha *swaser. *Avos e oa en Iwerzon ano an tad-koz hag *avios [4] ano an douaren. Mapos (magos e keltieg Iwerzon) hag enigena e oa anoiou ar mab hag ar verc’h, gameros (brezoneg gever) ano an deuñv.

Kollet en deus ar brezoneg *atir ha *matir, nemet e vev c’hoaz *matir evel penrann er ger moereb (gwechall mozreb, modreb) a zalc’h lec’h eur furm geltiek *matrepa « neuz vamm ». Tad ha mamm, a reomp ganto breman evit an anoiou koz hag uhel atir ha matir, a zo geriou-moumouna etrevrôadel, e boaz e meur a yez, ha zoken e yezou estr eget ar yezou indezeuropek. Ano hen-geltiek an tad, distreset muioc’h pe nebeutoc’h, atr, azr, aer, er, a gaver da ziweza kevrenn en anoiou divoutin a dud hen-vrezonek pe diwar an hen-vrezoneg. Unan eus ar re dudiusa eo Kadwalader a glever c’hoaz e poblans saoznekaet Breiz-Veur hag ar Stadou-Unanet evel ano-tiegez [5]. En ano-se, ader a

  1. Deut da fin en iwerzoneg.
  2. Deut da fine en iwerzoneg.
  3. Deut da fin-galach en iwerzoneg.
  4. Deut da ane en hen-iwerzoneg, ua en iwerzoneg-krenn, ô en iwerzoneg-bremañ, Rev. celt. 1908, pp. 93-4.
  5. An ano-se a zo bet laket gant Miss Warner (Elizabez Wetherell) da unan eus penvaouezed he romant Runiou ar Shatemuk.