Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
271
an tiegez, an ti, ar vevidigez

koz, a voe miret a-hed ar Grenn-amzer ; e-touez Kembreiz avat, diouz skouer ar C’hermaned, e voe bihanaet gwir an diagentiad war ar warlerc’hiad. Diskleriet e veze ar mab den-a-dra gant e dad adalek e bevarzek vloaz.


Kengarantez kerent ha bugale. — Setu da skouer a garantez-vab eun dra c’hoarvezet e-touez Kelted an Azi-Vihana. Mab ar roue Dumnoklêvos [1], Adiatorix, en doa lakaet ober eul lazadeg eus Romaned kêr Herakleia. Barnet e voe d’ar maro gant an impalaer Augustus. Gwasoc’h a voe, e c’hourc’hemennas an impalaer ma vije mab hena Adiatorix, Duteutos e ano, lodek e gwall-reuz e dad. Pa zegouezas ar soudarded da gerc’hat an daou gendaonet, setu eil vab Adiatorix o tiskleria d’ezo ez oa heñ an hena. Neuze e savas etre an daou vreur eun denn a vreutadeg, pa verve pep-hini anezo gant ar c’hoant da veza lodek e tonkadur e dad er maro evel er vuhez. Derc’hel ganti a rejont ken na zeuas a-benn o c’herent, oc’h hanterouri etrezo, da gendrec’hi Duteutos, ma lezje e vreur d’en em ouestla, o veza, emezo, ez oa heñ ar c’hosa hag e c’hallje gwelloc’h a se harpa e vamm hag e vreur yaouanka.

An engravaduriou latin, savet gant paotred ha merc’hed, d’ezo anoiou keltiek dindan domani ar Romaned, a splanna d’eomp ar gengarantez a unane etrezo, e-touez ar Gelted, kenizili an tiegez. Evit eun darn vras edo ar seurt engravaduriou lodenn eus an traou-koun gouestlet d’an anaon gant kerent, bugale, breudeur doujus ha karadek pe zoken gant mevelien pe vitizien.

En Norikon, eun den anvet Mosgaitus hag e bried a reas sevel eur bez d’o mab Eburos [2]. E Galia eun den anvet Secundus [3], mab Enigenos, a sav eur maen-kañv d’e vugale ; er vro-se end-eeun eur vaouez anvet Kamulia a ra a-unan gant eur vignonez da sevel eur maen-koun d’he breur, ar soudard Kamulios, douaret e Kularo, a oa bet rôet d’ezañ, peurc’hraet e amzer, troiou-gouzoug ha troiou-brec’h a enor.

  1. Diwar-benn an ano-se, sellout d’Arbois, Noms gaulois, pp. 54-5.
  2. Eburos, a zo deut da ibar « ivinenn » en iwerzoneg, ha da evor e brezoneg.
  3. Eun ano latin n’eo ken ; anat eo avat orin keltiek an hini e zouge dre ano e dad Enigenos « mab doue an Enos ». Enos (Inn hizio) a veze graet eus unan eus adstêriou glann dehou an Danuvios.