Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 55
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944 (p. 307-314)
Kig. — Dibri a rae ar Gelted kalz a gig bervet, pe poazet ouz ar ber. Kenta magadur an holl vrôadou keltiek ez oa kig-moc’h fresk pe sall. D’an eil e teue kig ejen ha kig maout. En Iwerzon e lazed an ejened gant eun taol goaf.
Jiboez a zebred ivez dre galz. Ar pep prizeta, war a heñvel, ez oa ar c’haro, an demm, ar yourc’h, ar broc’h, ar c’had, ar c’hilhog gouez. War glann ar mor hag ar stêriou e tebred ivez kalz a besked. Ar gouennou pesked gwella-deut gant ar c’hlannidi ez oa, hervez, an dluz (erkos en Iwerzon), an eog (esox, ankorakos, e Galia, orkos en Iwerzon) hag an toun. Ne raed ket fae war ar glesker, e Galia da vihana. Eur pladad glesker a zo bet kavet en eur bez keltiat. Ar rener douaret e bez ar Gorge Meillet a oa gantañ pladou, warno eskern yer ha moc’h ha plusk viou. Eskern moc’h-gouez hag ejen a zo bet kavet e beziou all.
Tud a zo a ziouere diwar berziou a gredenn eur seurt pe seurt kig. Er c’henta kantved kent H. S. ne zebre Breiziz na yer, na gwazi, na gedon ; en IIIet kantved goude H. S., Kaledoniz hag ar Veated ne bakent ket evit o dibri ar pesked o paota en o lennou hag en o stêriou. En eil kantved goude H. S. Galated Pessinont a ziouere kig-moc’h. Difennet ez oa ouz ar c’hadour Setantios, lesanvet « Ki Kulann », dibri kig ki. Berzet ez oa, moarvat, kig marc’h da Gelted bro-Spagn ha Galia : e 133 kent H. S., p’edont kelc’hiet gant ar Romaned ha kouezet er grisa dienez, Kelted Numantia a voe gwell ganto dibri korfou o c’henvrezelourien lazet eget teurel o dourn ouz o c’hezeg ; e 52 Verkingetorix, war-nes beza grounnet e armead en Alesia, a gas kuit e holl varc’hegiez, o dije, koulskoude, ar c’hezeg anezi pourvezet eur bevañs talvoudus d’e soudarded.
Viou ha laez. — Eur bras a lec’h a veze er bouedou d’ar viou, d’al laez (livriz pe gaouledet), d’an amann ha d’ar c’heuz. Kalet-poaz e veze debret ar viou alies, da vihana en Iwerzon, hag ar re brizeta, er vro-se, ez oa viou gwazi. Hervez Plinius, diouz ma raent pe ne raent ket gant amann, e vije bet digemmet, e-touez ar C’halianed, etre pinvidien ha paourien. Evit ar c’heuz, anavezet ez oa gant ar pep muia eus Kelted an douar-bras a lakae d’hen oberia pe laez buoc’h, pe laez danvadez pe c’havr. En eneb, en enez-Vreiz, meur a veuriad, ha d’ezo eur builhentez a laez, ne raent ket a geuz dre ziouiziegez.
Yod ha bara. — Ar greun a zebred pe en o fez ha krazet [1], pe malet e bleud. Ar bleud a yae d’ober bara (*baragos) ha, dreist-holl, yod pa ziskouez ar Gelted beza bet debrerien vras a yod. Meneg a zo gant ar Gresian Ploutarkhos eus ar pouthouarniadou yod a gase ganto maouezed keltiat an Azi-Vihana pa ’z aent d’o devez-kouronka gant o bugale. Er IVet kantved, ar Pannoniad sant Jerom, en eur skrid garo, a ra eus e eneber, eun Iwerzoniad diskibl d’an disivouder breizat Morigenos (Pelagus), « eur sot-nay, pounneraet dre yod Skosiz ».
Hervez ar beajour Poseidonios e tebre ar Gelted nebeut a vara. N’oa tamm disheñvel o bara diouz an hini a rae, hir-gantvedou a oa, poblou an Europ : eun doare-c’houistoc’h ez oa, hag int pounner ha fetis, a boazed war vein plaen goret. Er stumm-se eo e raed bara en enez-Vreiz, c’hoaz er c’henta kantved kent H. S. D’ar mare-se koulskoude, o doa ar Gelted ijinet diou wellaenn er baraerez : 1) e raent gant tamouezennou reun-marc’h da zivrena bleud ; 2) e lakaent goell bïer da c’hoi toaz ; evel-se e raed ivez er Spagn.
Ar bara skañv-se a voe bepred anezañ, moarvat, e Galia hag er Spagn, eun dra a lorc’h na weled nemet war daol ar binvidien. Er VIet kantved goude H. S. ne anaveze kouerien C’halia bara estr eget c’houistoc’h fetis ar Re-goz. Ar bara dic’hoell, warnañ, diouz eun tu, skeudenn ar rod-heol hag ar groaz, ha soubet an toaz anezañ en druzoni pe el laez, a oa ivez, d’an hevelep mare, hag a vanas a-hed an holl Grenn-amzer, ar bara n’oa nemetañ a gement a anavezed e Breiz-Veur hag en Iwerzon. Baraennou ar Gelted a oa d’ezo lies furm : rod, kurunenn, kreskenn, kerniel, hag all.
Louzeier-kegin ha frouez. — Hag i debrerien vras a gig hag a yod, ne zebre ar Gelted, war a heñvel, nemet nebeut a louzeier. Ar re baoura anezo hepmuiken, pa n’o deveze ken da zibri, a chaoke diouz skouer al loened-chatal, gwriziou ha deliou glas. Prizetoc’h en o zouez ez oa ar frouez, moarvat. Da vare Galisa dizalc’h ez ae ganto peurvuia ar frouez a daole drezo o-unan, kuit a evezerez mab-den, ar c’hoadou hag an douarou all dic’hounid : aval, kraoñ, kraoñ-kelvez, mouar, flamboez, sivi, irin glas, hiliber, kistin, magl, hag all.
Died. — Ouspenn dour ha laez, ez ae da zied gant ar Gelted, dreist-holl dour-mel, bïer ha gwin.
An dour-mel, anezañ eun died vezvus graet a zour hag a vel, a heñvel beza bet d’ar Gelted eun evadur lipous ma rae gantañ an uhelidi. En Iwerzon, d’hel lakaat saourekoc’h moarvat, e vesked ennañ kraoñ-kelvez. Medus (deut da mez e krenn-vrezoneg) a raed anezañ e pep lec’h. Eus an ano-se ez oa bet tennet ar ger-doarea meduos, medua, a zistagomp bremañ mezv, mezo. Ano ar « mez » a gaver e meur a ano paotr pe blac’h en henved keltiek : Medugenos « mab an dour-mel », eur C’helt a Vro-Spagn dindan aotrouniez Roma, Medussa, eur Geltez a Vro-Itali en hevelep mare. E Galia, Meduna eo ano eun doueez ; en Iwerzon, Medulos eo ano unan eus paotred-karr an doue Lugus.
Bïer eo a oa died bemdez ar Gelted a bep renk. Kement a zoareou anezañ a oa hag a edou. Kourmi, hervez hiniennou, ez oa ano ar bier-heiz, ar prizeta hini. Deut eo ar ger-se da cuirm en iwerzoneg [2], cwrf e kembraeg, coref, coruf e kerneveg. Kervesu, ano eur bïer all, degemeret er yez romanek, a zo bremañ e galleg « cervoise ». Kelea, kelia, keria a rae Spagniz eus o bïer. Brake a raed, e Galia hag en Iwerzon, eus an heiz friket hag aozet d’ober bïer ; ac’hano Brakiaka, ano doue ar bïer e Breiz-Veur. Eun niver poblou, sujet pe druajet d’ar Gelted e diabarz harzou an impalaerded keltiek, a oa bïer o died voas ; dindan an ano a sabaion, sabaia ez oa died vrôadel Pannoniz, ha dindan an ano a bruton, bruza hini an Dhraked hag ar Phrugianed.
Abred, a-walc’h e voe anavezet ar gwin gant ar Gelted oc’h ober evel gopr-soudarded er broiou en-dro d’ar mor Kreizdouarek. E Galia, er c’henta kantved kent H. S. ez oa anezañ eun evadur enbrôet n’helle nemet ar binvidïen her prena. Ar planta gwiniennou dre galz er vro-se a dennas, moarvat, da astenn ar boaz anezañ [3]. Koulskoude, er IVet kantved goude H. S., edo kevezet c’hoaz ar gwin gant ar bïer e Lutetia, hanternoz Galia. An impalaer Julian, a vevas er gêrig-se eus 356 da 360, a zo deut d’eomp diwar e lerc’h eur flemmgan ma c’hrozmol fentus ennañ ouz « ar c’houero a evaj a denn ar Gelted eus an tañvouezennou ». Kavet ez eus en hon amzer eur voutailh-soudard pri eus ar marevez roman, enskrivet warni e briz-latin ar geriou-mañ : Ospita, reple lagorta cervisia « tavarnourez, leugn ar voutailh a vïer ». Trôellou-neza eus an hevelep rann-amzer ha kavet en hevelep bro a zo warno an enskrivadur-mañ hanter-geltiek hanter-latin : Nata vimpi curmi da « plac’h koant, disken bïer da eva ».
N’eus skrid ebet o testenia o dije graet ar Gelted, e mare o frankiz, gant evaduriou diwar frouez, evel avalou, per, hiliber, hag all. Hogen, e c’houzomp ez oa darn eus an evaduriou-se anavezet gant ar Rak-Kelted, hag e voe anavezet darn-all er marevez kelt-ha-roman.
Temziou-boued. — Ar re benna anezo a oa : 1) an holen, ma raed gantañ da salla kig-moc’h ; 2) ar gwinegr hag ar c’houmin. Gant hemañ ar Gelted war glann ar mor-Bras hag ar mor Kreizdouarek a demze ar pesked a grazed en tan ; her meska gant ar bïer-heiz a raed ivez a-wechou ; 3) amann ha bloneg. Gant amann ha bloneg-moc’h e raed evel Kreisteiziz gant eol ; 4) mel. Ar mel ivez a dalveze da veur a dra. Ar Geltibered her c’hemmeske gant ar gwin, hag Iwerzoniz gant al laez hag ar bïer a event. En Iwerzon e veze debret, e-lec’h holen, gant kig ha pesked ; mezet e veze e toaz eur seurt bara lorc’hus hag er yod gwiniz d’ober anezañ eul lip-e-bao.
Predou. — Strabon a daolenn d’eomp ar Gelted azezet e-giz kemenerien war grec’hin koun pe vleizi en-dro da gaoteriadou kig. Poseidonios en deus taolennet an doare ma kemerent o fredou er mare ma weladennas o bro. Azeza a rae ar genbrederien war foenn pe golo en-dro da daoliou izel-izel a garged a gig hag a vara. Kinniget kempenn e veze ar c’hig, war bladou pri pe brenn e ti ar beorien, war bladou kouevr pe arc’hant e ti ar binvidien. Ne rae ket ar brederien gant loaiou ha fourchetennou : « Pa veze aozet an daol, e tibabe pep-hini eun ezel-loen bennak en e bez, ha kregi ennañ gant e zaou zorn hag e zibri dre zanta en e greiz, ma ’z pije lavaret loened o preja. » Mar doa an tamm re galet, e veze dibeziet gant eur gontellig m’oa stag ar gouhin anezi ouz feur ar c’hleze. Eva a raed bep tro-ha-tro en eul lestr pri pe arc’hant. Treuzkaset en-dro e veze gant eur mevel eus an tu kleiz d’an tu dehou. Nebeut a eved bep gwech, stank avat e veze an taoladou. Krennarded ha krennardezed, hag alies bugale, a veze oc’h ober war-dro an taoliou.
Da zibenn ar pred en em zihuede ar gengouvidi dre c’houren etrezo, hep en em gregi a-dro-vriad. Betek en em c’hloaza ez aent a-wechou evelato, hag en em laza o dije graet panevet d’ar sellerien disranna anezo.
Er banveziou bras ha lorc’hus ez oa krenn an taoliou ma rae ar vanvezerien eur c’helc’h en-dro d’ezo. D’an hini uhela dre e gadarnded, e c’hanedigez pe e zanvez, ez oa dleet al lec’h-kreiz. En e gichen e teue da azeza penn an tiegez ha, lerc’h-ouz-lerc’h, pep-unan eus ar gouvidi diouz o brud hag o stad. A-dreñv d’ezo e rae an dougerien skouedou ha goafiou eun eil hag eun trede kelc’h kengreizennek d’an hini kenta. Prederiet ha bevet e vezent evel o mistri. P’en em gave eur roue e-touez ar gengouvidi, ne stage den da zibri ken na vije bet gwelet o tañva unan pe unan eus ar meuziou war an daol.
« Gwechall », a lavar ouspenn Poseidonios, « pa veze bet rôet d’ar gouvidi, en eur banvez, diouhar a-dreñv eul loen bennak, e rae ar gwella kadour e rann eus ar vorzed ha, ma teue unan e dael gantañ diwar-benn an tamm-se, e save emgann etre an daelour hag heñ ken na vije lazet an eil pe egile ». Ar boaz-se kollet e Galia e derou ar c’henta kantved kent H. S., a oa anezañ c’hoaz, heñvel eo, en Iwerzon er c’henta kantved goude H. S. Caurat mir « tamm ar c’heur » (kavaros) [4] a raed a se. E kembraeg e veze graet kynrann « kentrann » eus ar gwella tamm rôet d’ar gwella kadour (Rev. celt. 1913, p. 376).
Banveziou, bet rôet gant roueed kelt an douar-bras, a oa deut da veza brudet en Hen-amzer. E Galia, roue an Arverned, Luernios, en doa lakaet kloza gant peuliou-prenn eur garrezennad douar, eun hanter-leo hed da bep tu d’ezi. Er c’hloziad ec’hon-se en doa daspugnet a bep doare bouedou ha pentoniou leun a evaduriou blazet-mat. A-hed meur a zervez mevelien a rôas da breja eno da nep piou bennak a zegoueze. En Azia-Vihana, eur Galatiad pinvidik, Ariamnes, en doa embannet e predje a-hed bloaz e holl genvroiz. Lakaat a eure sevel a bep tu, nes an hentou, tinellou prenn ha raoskl ec’hon a-walc’h da rei bod pep-hini anezo da bevar c’hant a gouvidi. Degaset e voe eno bleud e-leiz, tonelladou gwin ha kaoteriou arem mentek, da geginerien da boaza en dour bras bemdez ejened, moc’h, meot ha loened all, a-vern. Kement Galatiad a zeue eus ar maeziou pe eus ar c’hêriou a gave eno ar gwella degemer a-berz ar vevelien. An diavaezidi o tremen zoken a veze pedet d’ar banvez, ne vern a be vro e vijent.
Al lontegez hag an dilontegez. — Gwasa ’zo ec’h eve ar Gelted, re alïes, bïer, dour-mel ha gwin betek peurvezvi. D’ar gwall-dech-se, ha n’oa ket stankoc’h ganto eget gant ar C’hermaned, ar Skuthed, an Illirianed, ha zoken an Ibered [5], e tleas ar Gelted hag o c’henvrezelerien meur a zrouziwez drastus. En enez ar Sikeled, e-pad ar brezel kenta etre Roma ha Karthada, e kollas Karthadiz, kenvrezelerien ar Gelted, dre lontegez ar re-mañ, ugent mil a dud ha tri-ugent olifant-emgann. « Toui a ra Kelted Galia », eme ar Siriad Ammianus Marcellinus, « ne sav diwar dour mesket er gwin nemet kontamm » ; hag e stag : « Mezo e vez dalc’hmat eur c’halz tud eus ar werin na reont nemet kantren tu-mañ tu-hont, hag i peurgollet o fenn ganto. »
An dilontegez he deus bet dalc’herien d’he harpa e-touez ar Gelted koz. Ar rouanez Boudikka, er c’henta kantved eus hon oadvez kristen, a veul dilontegez ar Vrezoned leal da c’hiziou o zadou-koz ha na evont nemet dour. E Galia, da vare Kaesar, da lavarout eo eur c’hantved abretoc’h, e tifenne pobladou-zo eus ar Belgion ober gant ar gwin ; berza a raent ouz ar varc’hadourien estren degas gwin war o douarou.
Binviou-kegin. — Menegomp a-douez ar re a zo meneg anezo e skridou an Hen-amzer pe a zo bet kavet en amzer-vremañ : beriou prenn pe vetal, kaoteriou arem pe houarn, ferc’hierigou tribizek da denna ar peziou kig eus ar c’haoteriou, drezennou-pod, pladou ha podou prenn, pri pe vetal, kestou aozilh, kerniel-eva, seier-ler evit an died, beoliou prenn da lakaat bïer, dour-mel pe win (tonellou e prenn gwisket a beg, ma rae ganto Kelted an Itali, en amzer Strabon, a oa brasoc’h eget tïez), ribodou, kanastellou da zizoura keuz.
Da vala bleud e raed gant ar vreo dre zourn. Ar vreo gosa hag an nebeuta gwellaet a oa ouz hen ober daou vaen, an eil plaen ha ledan, krag peurliesa, ma leded ar greun warnañ, hag egile bihanoc’h a dalveze d’o brevi. Mont war he daoulin a rae ar valerez hag e ruilhe ar maen-brevi war-bouez he daouarn e doare da frika ar greun. Eun doare-breo all, nevesoc’h ha gwellaetoc’h, a c’hoarveze eus eur maen-diazez kelc’hiek hag eus eur maen-milin, kelc’hiek ivez, war eun ahel ouz o zreuzi. Lakaet e veze en-dro war-bouez eun dournell, pe ziou evit ar milinou bras a c’houlenne nerz daou zen.
Goude ma voe trec’h ar Romaned, e teuas e boaz, ken en enez-Vreiz ken war an douar-bras, mein-milin brasoc’h a veze lakaet en-dro dre eul loen-samm, ejen, azen pe vul. Unan eus ar mein-milin roman-se a weler skeudennet war eur c’hleuzeur pri kavet e Londinium (Londrez). Diwar ar pevare kantved, pe, d’an abreta, diwar an trede, e voe staget da sevel milinou-dour. Roue-meur Iwerzon, Korbomaqos, mab Artos (IIIet kantved), c’hoant d’ezañ da zisamma diouz labour tenn ar breverez eur sklavez kaer en doa, en dije kaset ijinerien da studia milinou an douar-bras ha, d’o distro, en dije graet sevel kenta milinou-dour Iwerzon.
- ↑ Diwar an dibri pemdeziek eus edennou en o fez ha krazet e teu uzadur an dent a verzer e relegou ar Gelted koz, zoken e relegou tud yaouank. Cf. Doktor Hamy, Les Premiers Gaulois, in Anthropologie, 1906, p. 18 ; 1907, p. 133.
- ↑ Skridou iwerzonek ar Grenn-amzer a ra meneg eus doareou bïer a veur a liou : ruz evel ar gwin, melen, gell.
- ↑ Sellout ouz ar pennad a bouez bras embannet gant Vendryes war ar Rev. celt. 1920-1, pp. 19-24 diwar-benn Les Vins de Gaule en Irlande.
- ↑ Kavaros « ramz » ha « kadour-meur » a zo deut da caur en iwerzoneg, cawr e kembraeg, keur e brezoneg. Ar ster a « ramz » a zo bet trec’h d’egile e kerneveg hag e brezoneg : keureug « eur seurt eog », kerluz (evit keurluz) « eur seurt pesk-mor » e brezoneg ; keurvarc’h « kañval », keurvil « olifant » e kerneveg. Kavaros, aet da keur e brezoneg, n’en deus mann d’ober gant ano sant Kaourantin a zo diwar eun hen-geltieg Kobrantino.
- ↑ Brudet ez eo, ez reiz, ar Spagnoled-vremañ evit o dilontegez. Beza a-walc’h e vije bet an Ibered wechall disheñvel diouto er c’heñver-se. Plato en e skrid-studi de Legibus a zeu gantañ eur rollad eus ar brôadou brezelglar (polemika) boazet d’en em vezvi, hag a ra meneg eus an Ibered a-gevret gant ar Skuthed, ar Bersed, Karthadiz, ar Gelted hag an Dhraked. Da c’houzout eo ivez a be Ibered e komz Plato, rak m’edo o kenveva er Spagn gwechall meur ouenn-dud, spered ha boaziou disheñvel da bep-hini.