war stêr Isara » (bremañ « Pontoise ») ; — en enez-Vreiz, teir c’hêr a oa d’ezo an ano a Durobriva « pont-treiz » [1].
Eus ar c’heltieg ar ger briva a zo tremenet er germaneg.
Bagou-treiz ha roudouriou. — El lec’hiou ma n’oa ket a bontou e treuzed an dour pe war vag pe, mar n’oa ket re zoun, dre roudouriou. Ritus a heñvel beza bet ar ger keltiek evit « roudour » ; eur ger eo hag a ya alies da furmi anoiou lec’hiou annezet a Geltia. Menegomp da skouer : e Germania, war ar Moenos (Mein), Lokoritus (hizio « Lohr »), e Galia, Darioritus « roudour Darios » (Gwened pe Lokmariaker), en enez-Vreiz, Kamboritus (Cambrige).
Ar Gelted a oa ganto kirri a bep doare, a bep ment hag evit pep seurt implij. Eun dra hag a ziskouez, dreist-holl, edo ar Gelted mailhed war ar c’harrerez eo o deus ar Romaned amprestet diganto o c’hirri a lies stumm, hag, ouspenn, an anoiou keltiek a raed anezo :
1) karros, hennez e oa moarvat, e-touez ar Gelted hag ar C’hermaned, ano ar c’harr-red, a staged outañ daou loen-kezeg. Etro an oadvez kristen, war an Douar-bras, e oa anezañ eur seurt tumporell war ziou rod, a staged outañ kezeg hag ejened hag a raed gantañ da zougen pakadou ha pourveziou. En Iwerzon, ez oa ar « karros » eur c’harr disneuz, stlejet gant ejened, a rae ar verourien gantañ da charrea ed ha da garrdeilat.
2) essedon, karr-emgann war an Douar-bras hag e Breiz-Veur. Ar Romaned a reas anezañ eur gariolenn.
3) kovinnus, karr-emgann gant ar Velged ha Breiziz. Er marevez kelt-ha-roman e oa anezañ eur c’harr-beaj a veze renet gant ar beajour e-unan. Ar ger kovinnus a zo manet roudenn dioutañ er c’hembraeg cywein « charrea ».
- ↑ Duros a zo d’ezañ ar stêr a « treiz, tremen ». Kenv. Pennad X, pajenn 303, notenn (3).
- ↑ Heñvel eo, er gouryezou indezeuropek hogozik-holl, ar geriou da lavarout ar marc’h, ar rod, an ahel hag ar yeo, ar pez a ziskouez anat edo ar c’hirri gant kezeg stag ouz eur yeo ar voaz anezo en Europa d’ar mare ma rae c’hoaz an indezeuropegerien eur bobl hepken ha ganto an hevelep yez (war-dro an XXVet kantved kent H. S.).