Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/234

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
notennou diwar-benn ar gelted koz

4) kision pe kisson, karrig war ziou rod, stlejet gant eur jao pe zaou. Evel ma oa skañv-tre e raed gantañ pa venned mont founnus. Aozilh gweadennet e oa, moarvat, ar gludell anezañ ; da vihana, ar ger iwerzonek ciss « paner » a c’houlenn en e raok eur furm hengeltiek kisson.

5) benna, karr skañv en aozilh, boaziet war an Douar-bras hag en enez Vreiz. Deut da benn « karr » e kembraeg.

6) kolisaton, karr war ziou rod.

7) karpenton, pe karbanton, karr war ziou rod stlejet gant daou jao. E-touez ar Romaned e staged outañ eur stel gant eul lien-stign hag e oa kempennet-kaer. Ober a raed gantañ alies el lidou-azeuli hag en ambrougou-kañv. Karbanton pe karpenton a zo anezañ e meur a ano kêriou e Keltia : Karbantorigon (hanternoz Breiz-Veur), Karpentorate (kreisteiz Breiz-Veur), Karbantia deut da carbat en iwerzoneg, hag e skridou ar Grenn-amzer cath-carbat [1] a verk karr-emgann ar gadourien iwerzoniat er Ia kantved kent H. S.

8) petorriton, karr war beder rod a raed gantañ da zougen tud, paotred pe verc’hed.

9) karruka, karr war beder rod. Bez’ e oa anezañ gant ar Romaned eur c’harr pompus, kaeraet gant arem, arc’hant pe aour kizellet.

10) rêda, karr herrek war beder rod, heñvel, evit doare, ouz hor c’harr skaoñek. An hevelep ano a veze graet anezañ gant ar C’hermaned. Pep hini eus an daou varc’h a staged ouz ar rêda a raed anezañ e keltieg an ano a vorêdos ; deut eo ar ger-se e kembraeg da gorwydd « jao-red ».

Darn eus ar geriou-se, amprestet gant al latin, o deus dalc’het da veva e yez romanek Galia, nemet trôet e voe d’ezo a-nebeudou o zalvoudegez. Karruka, karpenton, ha benna a zo hizio e galleg charrue « alar », charpente « framm » ha banne « paner vras ».

Bez’ e oa ouspenn e keltieg Iwerzon daou c’her all da envel kirri :

1) *Korbos, savet diwarnañ an ano *Korbomaqos « mab ar c’harr », da lavarout eo « ganet en eur c’harr », a voe douget en IIIet kantved goude H. S. gant eur roue-meur a

  1. Cath « emgann » en iwerzoneg, katus en hengeltieg.