Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
235
an ergerzout hag ar c’henwerza

Iwerzon ; — 2) *vegnos (deut da fen en iwerzoneg), anezañ, evel ar karros, eur c’harr disneuz stlejet gant ejened ha boaziet gant an dud izela. Ar ger-se a gaved er germaneg dindan ar furm *voghnos : an alamaneg wagen eo hag ar galleg wagon « bagon ».


Ar rod hag an ahel. — Pe emprennet pe diemprenn ha graet en eur pez e oa rod (*rotos pe roton) kirri ar Gelted. D’ar c’hirri pompus, kirri emgann, red pe vale, e vired ar rodou emprennet ; war rodou en eur pez e veze savet kirri ar goueriaded. En Iwerzon, ar karros hag ar vegnos a oa d’ezo, anat a-walc’h, rodou diemprenn. War zarn eus ar c’hirri emgann pe bompus e oa an emprou hag ar bendell-rod metal holl, arem pe houarn. Emprou prenn a c’holoed a-wechou gant arem kizellet. Peurliesa a veze kreñvaet ar gammed gant eur c’helc’h houarn anvet *kantos. Eus a 0 metr 90 da 1,30 e oa treuz ar rodou.

Alies meurbet e veze an ahel en arem. Kirri ar Gelted, evel re ar C’hresianed hag ar Romaned, n’oant ket war winterellou [1].


Ar c’hastell-karr. — Pe brenn holl pe brenn hag aozilh, gweadennet e oa ar c’hastell-karr. Livet e oa gant liviou flamm hag, a-wechou ivez, peur-c’holoet a laonennou arem kizellet pe gouevr lufret pe arc’hantet. Ar Gelted a oa ganto ivez, evit doare, kirri o c’hestell prenn kizellet heñvel ouz kirri an Illirianed, a weler ar skeudennou anezo war ar c’helorniou arem kavet en Alpou : kirri war ziou pe beder rod hag a-us da bevar c’horn ar c’hestell anezo pennou evned kizellet.

E kludell ar c’hirri diou-rodek n’oa ket lec’h peurvuia nemet evit daou zen, ar mestr pe ar vestrez, hag ar c’haser (*aras, tro-c’henel aratos, e keltieg Iwerzon) [2].

D’he gwaskedi ouz an heol pe ar glao e veze stignet alies a-zioc’h ar gludell-garr eun deltenn pe c’holôenn lem-laka ler pe c’hloan (war an Douar-bras) pe c’hoaz e pluennou evned ar vro (Iwerzon). Kirri peder-rodek ar Gimbred (IIet

  1. Ha padal ar gwinterellou a oa anavezet. En eur guziadell deuzer ez eus bet kavet, e-touez meur a dra all, gwinterellou-biñs.
  2. Deut da ara, tro-c’henel arad, en iwerzoneg