Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232
notennou diwar-benn ar gelted koz

« hent ». Unan anezo, senton, a gaver en ano eur gêr a Vreiz-Veur, Gabrosenton « hent ar c’havr ». Eur ger keltiek all, *cammino-, kar marteze d’hor ger kamm, kammed, a zo bet degemeret gant al latin ha deut d’ar galleg chemin.

En Iwerzon, er Grenn-amzer, edo darn eus an hentou pavezet gant prenn pe vaen. Hen-lezennou ar vro-se a zigemm etre seiz doare hentou diouz ar vent hag an implij anezo. Al ledana, anvet slige, a oa bras a-walc’h evit ma c’hallje en em dremen warnañ daou garr mentet ar brasa, eur c’harr roue hag eur c’harr eskob. Ar strisa hini e oa ar set (senton en hen-geltieg) a ra anezañ geriadur Cormac « gwenojenn eul loen hepken », da lavarout eo ledander a-walc’h ganti end-eeun evit na roje tremen war eun dro nemet d’eur penn-saout pe d’eul loen-kezeg.


Pontou. — El lec’hiou ma oa treuzet ar stêriou gant an hentou brasa, ar Gelted o doa savet pontou. Kaesar, pa argadas Galia, a gavas enni pontou war stêriou Rotanos, Sequana, Liger hag Elaver (Allier). Hir-hir e tlee beza an daou anezo a dreuze al Liger, an eil e Kenabon (Orléans), egile etre aberiou kenstêriou Vigenna (Vienne) ha Meduana (Mayenne), gant ledan e oa ar stêr, ha hi lakaet ledanoc’h c’hoaz gant geuniou war an diou c’hlann anezi. Diou benn-stêr Keltia : ar Rênos hag an Danuvios, n’oa ket a bontou warno ; al ledander, an dounder ha kas ar red anezo a voe harzet ganto, emichañs, saverien-bontou ar Gelted.

Kenta pont war ar Rênos a voe savet gant Kaesar er bloaz 55 kent H. S. Prenn-holl e oa hag ez eas en e boull dambrestik goude. Dindan an impalaer Trajanus hepken (98-117 goude H. S.) e voe savet pont maen bras Mogonlia (Mainz). An hevelep impalaer, trec’het gantañ an Daked, a reas sevel a-dreuz d’an Danuvios eun hir a bont maen war seitek a bilierou.

Nepred n’o deus ar Gelted savet pontou maen. O fontou a veze graet dalc’hmat war beuliou prenn, gant koadennou ha gweadennou aozilh. Gwelet ez eus er pennad III, pajenn 65, e ouie ivez ar Gelted, en amzer a vrezel, sevel pontou-bagou.

Ano hen-geltiek ar pont, briva, a gaver alies e-touez an anoiou lec’hiou, ken war an Douar-bras ken en enez Vreiz. E Galia, da skouer e kavomp Samarobriva « ar pont stêr Samara » (« Amiens » bremañ), Isarobriva « ar pont