Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
notennou diwar-benn ar gelted koz

tri war sonerez hag an dihuedou, a ziskouez beza akuit e skiantou an drouized hag an hudourien, ar re-se a zo a-ouenn gant tud doue Dana en Iwerzon.

« Kement-hini a zo du o bleo, teodek, yud, gaouiat, safarer, hag a denn dispriz ; kement den ezommek, loudour, kantread, berr-boell, garo ha fall da zigemer ostiz ; pep sklav, pep laer displed, pep koueriad ; kement ha na garont ket ar sonerez hag an diduell, trubuilherien pep kuzuliadeg ha pep bodadenn, aozerien an dispac’h e-mesk ar bobl, ar re-se eo diskennidi ar « Fir-Bolg, Galiain, Liogairne, Fir-Domnann » en Iwerzon. Hogen mibien ar « Fir-Bolg » eo an niverusa en o zouez » [1].


KEVRENN II : SKIANT AR VUHEZEGEZ


Diwar-benn buhezegez ar Gelted, arabad en em lezel da veza touellet gant boaz an aberzou tud, pe eur boaz pe voaz all heuliet er brezel, evel lazerez ar brizonidi. En Henamzer, e-touez an holl boblou pagan, e voe eeunet an azeulerez hag ar brezel diouz gourc’hemennou kriz ha didruez, na gaved ster ebet anezo peurliesa er vuhez pemdez.

A-hend-all, n’eus ket tre da sellout ouz ar varn c’haro douget gant eun niver skrivagnerien italian ha gresian diwar-benn an holl Gelted gwitibunan. Ne varn mab-den ez wirion nemet an neb a gar. Hogen an darnvuia eus skrivagnerien ar C’hreisteiz o deus komzet eus ar Gelted evel enebourien, hag, e pep mare, en Hen-amzer, moarvat, muioc’h c’hoaz eget bremañ, e lec’h beza harpet war ar wirionez, barn ar poblou war o c’hevezerien a voe douget, anat d’an holl, diwar gasoni, dizanaoudegez, pe gredenn-dreuz.

Ret eo evezia tri zra ouspenn :

1) ar Gelted a voe barnet kalz gwelloc’h gant Gresianed ha Romaned, evel Poseidonios ha Kaesar, a weladennas anezo en o bro hag o devoe darempredou outo estreget war dachenn an emgann ;

2) meulet e vezont alies a-hiniennou gant ar skrivagnerien italian ha gresian-se end-eeun a varn ar garva anezo evel pobl. Meulet e vez ganto o c’hadarnded hag o herder,

  1. Duald Mac Firbis, danevellour iwerzoniat eus ar XVIIet kantved, eo en deus miret d’eomp ar pennad-se, a zo kollet al levr koz m’en doa e dennet dioutañ.