Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/429

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
429
ar vro, ar poblou hag ar giziou


KEVRENN IV : AN ANOIOU-POBLOU HAG
AN ANOIOU-LEC’HIOU


Teir c’hevrennad a hellomp ober eus an anoiou-poblou, anat a-walc’h an dalvoudegez anezo :

1° An anoigu brezelek : Katuriges « rouane an emgann », eur boblad a zalc’he odeou menez Matrona, en Alpou ; Veragri « al lazerien vras », eur boblad all o terc’hel traonienn Poennina ; Petrukorii « ar peder armead » (Galia).

2° An anoiou o verka doareou mat an ene pe ar c’horf, uhelder ha hended ar ouenn, ar renk ; Kaleti « ar re galet » (Galia), Kavari « ar ramzed » (Galia), Aedui « ar re danek » (Galia, Breiz-Veur), Katuvellauni « ar re galonek en emgann » (Galia, Breiz-Veur), Brigantes « ar vrientinien, an dud-jentil » (Breiz-Veur), Senones « ar re goz » (Itali, Galia, Breiz-Veur), Rêmi « ar re genta » (Galia, Breiz-Veur), Bituriges « rouane ar bed » (Galia).

3° An anoiou-poblou diwar lec’hiou : Arevaki, poblad eus ar Spagn anvet evelse diouz stêr Areva ; Ambisontii, meuriad keltiat pe geltaet eus an Norikon o chom war riblou stêr Isontia ; Erkuniates, poblad eus ar Bannonia graet anezi an ano-se, moarvat, diouz he bro c’henidik, an Erkunia. En eur rummad gant an anoiou-se e c’heller lakaat ivez anoiou evel : Allobroges « an diavezidi », eur bobl deut eus an Hanternoz a aloubas ar vro douret gant an Isara e rann gevret Galia ; Kombroges « ar genvroiz », ano kemeret er VIet kantved goude H. S. gant darn eus meuriadou Enez-Vreiz.

Anoiou zo a oa, hervez gwelet, lez-anoiou dismegansus bet rôet, hep mar, gant amezeien hag enebourien. Eur boblad a Vreiz-Veur a oa hec’h ano Ankaletti « ar re laosk ». Unan all, eus kornog ar Spagn, a veze graet anezi Praesamarki a dalv, war a greder, kement ha « lonkerien evel mirc’hed ».

Anoiou all a zo diveret, evit doare, eus geriou hag a dalveze da envel gwez pe loened. Brannovikes ha Lemovikes, anoiou diou boblad a C’halia, a heñvel talvout, an eil « brezelidi ar vran », egile « brezelidi ar c’haro » pe « an evlec’h ». Eburones, ano eur boblad eus hanternoz Galia, a heñvel beza dedarzet eus eburos, « ivinenn »