Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/430

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
430
notennou diwar-benn ar gelted koz

[1]. Marteze ivez e tleer sellout Brannos, Lemos hag Eburos, neket evel anoiou boutin a loened hag a wez, hogen evel anoiou divoutin a baotred. E-touez an anoiou-poblou diwar anoiou-tud e c’heller menegi ; Urbigeni « mibien Urbos » [2], unan eus ar pevar rummad oc’h ober brôad an Helveted ; Karisti ha Pelendones, diou boblad eus ar Spagn, Teutobodiaki, meuriad a C’halatia, Karos, Pelendos ha Teutobodios a zo anoiou-paotred a anavezomp dre veur a enskrivadur. Teutobodiaki a dalv, moarvat, « mibien, kileed [3] pe gosgor Teutobodios ».

Poblou zo a voe anvet, hervez, diouz an doare micherourien a gaved ar stanka en o zouez. A seurt gant ar re-se eo Morini « ar voraerien » (Galia) [4]. Atrebates pe Atrebatii « ar verourïen » (Galia, Breiz-Veur), Rêdones « ar vleinerien-girri » [5] (Galia), Kimbri « ar riblerien », ano rôet gant ar C’halianed d’eur boblad C’hermaned, Selgovas « an hemolc’herien », ano graet gant Breiziz eus eur rummad tud, a ouenn rak-keltiek moarvat, anezo eul lodenn eus poblad an Atekotted.

Eun nebeut anoiou a heñvel tenna d’eun dro iskis bennak

  1. Pe eus eburos « * pemoc’h-gouez, houc’h-dant », hen-alamaneg ebur, eber. War an aoter d’an doueez Tutela Boudiga savet e Burdigala (Bourdel) e 237 goude H. S. gant ar Breizad Marcus Aurelius Lunaris, sevir augustalis e kêriou Eborakon (pe Eburakon, Kêrevrog, York e saozneg) ha Lindon (Lindum Colonia, Lenngolun, Lincoln), e oa skeudenn eur pemoc’h-gouez oc’h ardamezi kêr pe vro c’henidik ar saver. E keverek edo ar skeudenn-se gant skeudenn an doue Garumna, doue stêr Vourdel (gourel e oa an anoiou-stêriou, gant a zoken da zibenn), Courteault, Un autel votif à la Tutelle découvert à Bordeaux, war Rev. des Et. anc. 1922, pp. 236-46. — Ouz pemoc’h-gouez Lunaris, kenveria ar penn houc’h-gouez a zo laket da gabell da Vritannia gant Klaudianus (IVet kantved goude H. S.) en e veulgan da Stiliko.
  2. Unander Urbigenos. Aet eo Urbigenos da Urien e brezoneg.
  3. Kile a zo eur ger koz o talvezout kement ha « kenseurt, kompagnun ».
  4. Morini e oa, e Breiz-Veur, al lesano rôet d’an Durotriged (poblad eus mervent an enezenn), gouez da Richard of Cirencester.
  5. Rêda, karr skañv war beder rod. Sellit ouz an navet pennad. Ar ger dinaouet *vorêdos « (ar marc’h a zo) dindan (da lavarout eo dirak, ouz) ar rêda », bet degemeret e latin, a zo bet distreset e veredus, er ger hiron paraveredus. Heman a zo aet da alamaneg pferd « marc’h » ha da c’halleg palefroi « palafrez ». Ar stumm kembraek diwar vorêdos, gorwydd, a vije *gourouez e brezoneg. Hor gêr rouez, roez « dibaot, distank, boulll » a zo bet e genta talvoudegez « buan, prim, mibin, herrek ».