Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/431

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
431
ar vro, ar poblou hag ar giziou

eus ar gwiskamant pe an armou. Evelse, war an Douar-bras, Agosages « ar re a zoug mantilli e bleo loened kornek » hag, en Enez-Vreiz, Ordovikes, « brezelourien o horz » pe « o bataraz ».

Rouez meurbet eo an anoiou doueek. Nemetati, ano-pobl a Vro-Spagn, a c’hellje beza tennet pe eus nemeton « santual » pe eus nemetos « sakr ». Nemet, graet eo bet ivez gant ar ger « nemetos » da ano divoutin a baotr.


An anoiou-lec’hiou. — Diouz an dalvoudegez anezo e c’heller kevrenni an anoiou keltiek a lec’hiou etre seiz rummad :

1° An anoiou doueek : Dêvoduron « treiz an doueed » (Galia), Dêvobriga « krenvlec’h an doueed », Dêvobrigula « kreñvlec’h bihan an doueed » (Spagn), Dêvonantos « traonienn Doue » (Galia), Kamulodunon « kastell Kamulos » (Breiz-Veur), Lugumagos « tachenn Lugus » (Iwerzon). Er marevez kelt-ha-roman, an impalaered Julius Kaesar hag Augustus o veza bet lakaet a renk gant an doueed, e voe savet briz-anoiou a seurt gant : Kaesaromagos « tachenn Kaesar » (Breiz-Veur), Augustonemeton « neved Augustus » (Galia), Juliobriga « kreñvlec’h Julius » (Spagn).

Eienennou, stêriou ha kêriou a Vreiz-Veur, Galia, Germania ha Bro-Spagn a raed anezo Dêva, Dêvona, Dêvana, diwar dêvos « doue ». Belisama a veze graet e Breiz-Veur eus eur pleg-mor, e Galia eus meur a douinell [1]. Belenatis pe Belenatos, dedarzet eus an ano-doue Belenos, e oa ano eur menez a C’halia. Belenos a zo aet da envel annezlec’hiou e Galia. Eus Borvo, ano-doue, e oa bet tennet an anoiou-lec’hiou Borvona, Borvone. Eus Virotutis « Yac’haer-tud » pe « ar Gwir Yac’haer », lezano da Apollo, eo bet tennet e Galia an ano-lec’h Virotute [2].

2° An anoiou diwar al lec’hiadur : Akaunon « ar roc’hell », ano meur a gêriadenn a C’halia, Rokkadunon « kastell ar roc’h » (Galia), Artaios « maenek ? », Gravonantos « traonienn ar groan », Skaldobriga « krenvlec’h stêr Skaldos », Karobriva « Pont stêr Karos », Gabalodunon

  1. Ar furmou bremañ eo Blismes ha Blesmes, touinellou e departamant an « Nièvre » hag en hini ar « Marne ».
  2. Belenus a zo aet da c’halleg Beaune, Baulne, Beaulne ; Borvona da Bourbonne, Borvone da Bourbon, ha Virotute da Vertus (departamant ar Marn).