Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/432

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
432
notennou diwar-benn ar gelted koz

« kastell ar C’habaled (poblad) » (Galia), Uxama Barka « Barka Uhela », ano eur gêr a Vro-Spagn, Dubron « an dour », Dubra « an douriou », ano meur a gêriadenn e Galia hag e Breiz-Veur [1], Moridunon « kastell ar mor » (Breiz-Veur), « kastell al lenn » (Germania), Bragoduron « treiz stêr Bragos » (Germania), Bodinkomagos « tachenn stêr Bodinkos » (Italia), Anderitus « ar roudour meur » (Galia), Kondatomagos « tachenn ar c’hember » (Galia). Lies lec’h e Galia a veze graet anezo Kondas « ar c’hember », Kondate « kemberlec’h » [2], hag eur ger diveret eus an ano-se a gaver e Kondatisko, a oa, er Vet kantved goude H. S., ano abati Sant-Klaoda, er Jura. Amboglanna « glann ar stêr » a veze graet eus eur gêriadenn a Vreiz-Veur, ha Genava « ar genou, an aber » eus eur gêriadenn a C’halia.

Er vro-se, end-eeun, e kaved eur rannvro Aremorikos « e-harz ar mor », Viminavos « treuzet gant stêr Vimina », Mosavos « douret sant stêr Mosa », Uketikos « e-lec’h ma sav kêr Uketia », hag eun draoñienn Bebronika « e-lec’h ma tremen stêr Bebrona ».

3° Anoiou diwar ar plant hag al loened : Tamonakos, Tamonika « al lec’h ma ’z eus kefiou gwez », Qrennakos « al lec’h prennek, gwezek » (Iwerzon), Gabrosenton « hent ar c’havr », Urokêton « koad an uros » (Breiz-Veur), Aballo, Aballone « Aval, Avalon » (Galia), Aballava. Aballakka « Avalou, Avalac’h » (Breiz-Veur), Aballosa « avalus » (Galia), Vinoialos « frankizenn ar gwini » (Galia), Uromagos « tachenn an ejen-meur » (Helvetia), Brokkomagos « tachenn ar broc’h » (Galia), Matukaion « kae an arz » (Norikon), Eburodunon « kastell an ivinenn » (Pannonia), Vernoialos « frankizenn ar gwern », Kassanoialos « frankizenn an derv », Sparnakon « spernek », Svarnomagos « spernva » (Galia) [3].

  1. Deut da Dover e Bro-Saoz, Douvres e Bro-C’hall.
  2. Kondas a zo aet da c’halleg Condes, Candes, en anoiou-lec’hiou, ha Kondate da Condé. Evit an dibenn-ger ate, kenveria an anoiou-lec’hiou iwerzonek Dunaidh, Corcaidh, Mucaidh, a c’houlenn en o diagent stummou hen-geltiek *Dunate « dinlec’h », *Korkate « kerc’hlec’h », Mokkate « Moc’hlec’h », Rev. celt, 1922, p. 164.
  3. Sparnacum, Sparnomagus a zo aet da c’halleg Epernay, Epernon ; Vernoialus ha Cassanoialus da Verneuil ha Chasseneuil. Stank-meurbet eo bet an anoiou-lec’hiou en ialo e Galia. Ialo a zo deuet da gembraeg ial « digoadenn, frankizenn ». Euil, eil eo e galleg-breman.