Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/433

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
433
ar vro, ar poblou hag ar giziou

Ar ger a dalveze da envel an avank, bibros, bebros, a gaver e Bibrakt, bibrax, anoiou lec’hiou annezet (Galia, Breiz-Veur) hag e Bebrona, ano-stêr (Galia). Bez’ e oa en Iwerzon eur gêr anvet Vernomagos « tachenn ar gwern », e Galia eur stêr hec’h ano Vernodubron « dour ar gwern » hag eur c’hoad ec’hon graet anezañ Dervon « derv » [1].

4° Anoiou diwar stad-vuhez an dud pe diwar oberiaduriou o ijinerez : Rigomagos « tachenn ar roue » (Galia), Bardomagos « tachenn ar barz » (Itali), Karrodunon « kastell ar brezelour ? » (Skuthia), Eporedia « kêr an doñverien-gezeg » (Itali), Karbantia « kêr ar c’hirri » (Itali), Karbantorate « al lec’h ma ’z eus kirri » pe « ar garrerez » (Galia), Briva « ar pont » (Galia), Brivate « al lec’h ma ’z eus eur pont » (Galia, Breiz-Veur), Komboros « fardell a-dreuz d’eur stêr evit ar pesketerez », Komboronate « lec’h fardellet » (Galia), Parronantos « traonienn ar goaf », Attegia « adti », Tegakos « tïet, tïek, tïezek », Briga « krenvlec’h » (Galia), Dunon « kastell » (Galia, Iwerzon), Rotoialos « frankizenn ar rod », Rotomagos « tachenn ar rod » (Galia), Gobannion « ar c’hovel » (Breiz-Veur) [2].

5° An anoiou aet d’ober anezo eun ano divoutin a zen : Kambodunon « kastell Kambos » [3] (Breiz-Veur), Korboialos « frankizenn Korbos » (Galia), Eskingomagos « tachenn Eskingos » (Itali), Turobriga « kreñvlec’h Turos » (Spagn).

Novion (Spagn), Segobodion, Roudion ha Vindonissa (Galia), Noreia (Norikon), a zo anezo anoiou-kêriou dedarzet eus an anoiou-tud Novios, Segobodios, Roudos, Vindonios, Noros. Urborigion « rouantelez Urbos » a veze graet eus eur bastell-vro en Iwerzon ; Ikorigion « rouantelez Ikos » e oa ano eur gêr vihan e korn biz Galia.

Dindan renerez Roma en em ledas ar c’hiz da envel an

  1. An tri ano-se a zo bremañ ar furmou anezo : Fernmagh {Iwerzon), Verdouble (departamant an « Aube »), Der (departamantou an « Aube » hag ar « Marne » -Uhela).
  2. Diskleriet a-hend-all e c’hallje beza hini pe hini eus ar geriou-se : Eporedia, Karbantia, Gobannion, da skouer, a vije marteze berraduriou evit Eporediobriga « kreñvlec’h (an den anvet) Eporedios » (an doñvaer-kezeg), Karbantiobriga « kreñvlec’h Karbantios » (ano-den diwar karbanton « karr »), Gobanniodunon « kastell (an den anvet) Gobannios » (diwar gobas « gov »).
  3. Pe « ar c’hastell kamm ».