Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/434

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
434
notennou diwar-benn ar gelted koz

domaniou bras, a oa ker stank d’ar c’houlz-se e Galia hag e lec’h all, diouz ano ar perc’henn anezo, stag outañ an dibenn-ger -akos, -akon (latinaet en -acus, -acum). An domaniou anvet er c’hiz-se a hellomp ober tri rummad anezo : a) ar re ma toug ar perc’henn anezo eun ano keltiek-rik, da skouer, Konnakos « domani Konnos » ; b) ar re m’eo tennet eus ar c’heltieg ano-tiegez o ferc’henn, da skouer, Cambiacus « domani Cambius » ; Cambius a zo eun ano-tiegez diwar an ano keltiek Kambos ; k) ar re a zo gant o ferc’henn eun ano latin rik : Sabiniacus « domani Sabinius » [1].

Beza a-walc’h o dije ar geriou savet gant an dilostger -akos merket dreist-holl e keltieg pennlec’h an domani, da lavarout eo an douar dindan an ti-annez hag an adtiez, hag e rajed gant eul lost-ger all da furmi ano an douarou, parkou, peurvaniou ha koadou stag ouz ar pennlec’h. Bezet a vezo, e kavomp meneg e Galia eus eun ti anvet Karantonakos eus ano ar perc’henn kenta anezañ Karanto, e keit ha ma veze graet Karantonikos eus ar maeziou stag ouz an ti-se.

6° An anoiou a zo aet eun ano-pobl d’ober anezo : Manapia (Menapia ?), kêr-benn ar Venaped (Iwerzon), Suessation, kêr-benn ar Suessetaned (Suessetani, Bro-Spagn), Durokornovion « treiz Kerneviz » (Kornovii, Breiz-Veur), Katurigomagos « tachenn ar Gaturiged » (Galia).

Eus an oadvez kelt-ha-roman e teu anoiou-broiou a neuz gant : Katuvellaunikos « ar bastell-vro dalc’het gant ar Gatuvellaoned », Petrukorion « bro ar Betrukored », *Pixtovon, *Piktovon « bro ar Biktoned » (Galia). Brigantika « Bro ar Vriganted » (Breiz-Veur) [2].

7° An anoiou stummet da zoarea ha da daolenni : Senomagos « an hen dachenn » (Iwerzon, Galia), Uxelodunon « ar c’hastell uhel » (Breiz-Veur, Galia), Vellaunodunon « ar c’hastell mat » (Galia) ; Verona « ar stêr vras » (Itali). En Itali e kaved lenn Bennakos « e lec’h ma ’z eus kalz a

  1. Sabiniacus a zo aet, e Bro-C’hall, hervez ar rannvroiou, da Savigny, Savigné, Sévigné, Savigneux, Savignac, Savigna, Savignat.
  2. Petrucorium ha Pictovum a zo aet da Perigord ha Poitou e galleg bremañ. Brigantika a zo deut da veza Breennech e kembraeg-krenn, ha Breennech a zo bet skrivet Bernicia e skridou latin ar Grenn-amzer.