vegou-douar » (bennos « korn, beg-douar »), e Germania stêriou Labara « an hini a lavar, a son » ha Roura, Raura « an hini a drouz, a hiboud », e Galia stêriou Dumnissos (dumnos « doun ») ha Dubis « du », ar mammennou tomm graet anezo Borvo, Borvona « an hini bero, an hini vero », koadou Arduinna (arduos « huel ») ha Magalina (magalos « mell, bras »), menez Kantobennikos (kantos « gwenn », bennos « korn, beg eur menez »), e Breiz-Veur stêr Natro « an naer », enni kalz a gammplegiou.
Eus a-douez an anoiou-lec’hiou n’heller ket renka en hini pe hini eus ar c’hevrennou a-raok e venegimp ; a) ar c’hêriou a zo an ano anezo netra ken nemet eun niverenn, evel : Trition (er Spagn), furm nep-reiz eus tritios « trede », Petuaria (e Breiz-Veur), furm wregel eus petuarios « pevare », Petuarii (e Galia), liesder an hevelep ano-niveri [1] ; b) an anoiou o verka natur al lec’h hepken hep e zoarea e nep giz, evel ; Dunon « ar c’hastell », eur gêr a Iwerzon, Abona « an aven », stêriou a Vreiz-Veur, Dubra « an douriou » ha Lautra « an naoz, ar ganol », stêriou a C’hermania.
Stêriou ha meneziou e-leiz en Iwerzon, Breiz-Veur ha Galia, n’heller ket disklêria an anoiou anezo dre ar C’heltieg. Kement-se a ro da gredi e teu an anoiou-se eus ar yezou a veze komzet eno kent donedigez ar Gelted. Arabat ankounac’haat, koulskoude, n’hon eus nemet eun hanter-anaoudegez eus geriadur an hen-geltieg. A-hend-all, diouz ma vez an neuz keltiek gant eun ano pe ano ne dleer ket lakaat en asur ez eo keltiek e gwirionez : keltiekaet eo bet, hep mar ebet, gant ar Gelted an anoiou estren a zegemerent. Trôadou a zo e voe esaet d’ezo hen ober gant an heñveledigez a oa etre geriou ar c’heltieg ha re ar yezou indezeuropek all a voe distroadet gantañ.
Eus m’eo keltiek ano eun niver a gêriou, bourc’hiou ha kêriadennou, ne dleer ket dastum, evit se, ez int bet holl savet gant ar Gelted. Adenvel kêriou hag a oa anezo en o raok ne rejont ken alies, hep mar ebet. Evelse, en Itali, kêr etruskek Felsina a voe adanvet ganto Bononia hag, e kreiz Europa, ec’h anvjont Turikon eur vourc’h koz-koz a oa anezi endeo en oadvez an armou hag ar binviou maen.
- ↑ Petuarii a zo deut da « Péviers » pe « Pithiviers ».