tan war e di. En Iwerzon, er Grenn-amzer, e veze douaret a-wechou ar roueed hag ar pennou-brezel war o sav, en o gwiskamant-brezel, trôet o dremm war-du bro o enebourien. Keit ha ma vane ar c’horf trôet en e sav evelse, e veze ennañ, war a greded, eun nerz hag a noaze ouz an enebourien, ma veze ar re-se trec’het dalc’hmat en emgannou. Ar gredenn e drouk-nerz korf ar c’hadour maro ouz e enebourien a oa anezi ivez e-touez Breiziz.
Hervez Ploutarkhos ha Pausanias n’edo ket ar voaz gant ar Gelted gouela d’ar re varo. Lakaat a c’heller a-geñver d’al lavarenn-se al linennou da heul gant Pomponius Mela : « An Dhraked », emezañ, « a zegemer gant daerou ha gouelvan ar vugale nevez-c’hanet hag a gas ar re varo d’ar vered e-kreiz ar c’han hag al laouenedigez, rak ma ’z eo gwell ar maro eget ar vuhez ». Er Grenn-amzer, ar Skandinaved a grede ganto e veze strafilhet gwenvidigez an anaon gant daerou ar re veo :
« Te da-unan a zo kiriek, Sigruna », eme Edda goz, « ma ’z eo Helg beuzet e gliz ar boan. Gouelet ac’h eus ez pragereziou aour, maouez skedus-heol. Daerou kriz ac’h eus skuilhet kent mont d’az kwele. Pep daerenn a zo kouezet war askre ar roue, ha hi yen-skorn ha koeñvet a c’hlac’har. »
Hag e lavar gwerz koz Aag hag Elsa :
« Pa lenvez, e vez va geler en he diabarz evel gwad morlivet ; pa laouenaez, e vez va geler leun-holl a rozennou c’houez-vat ».
13) pirc’hirinerez d’ar beziou ha koun an anaon : peziou moneiz roman dastumet war c’horre meur a grug bet savet en oadvez ar maen lufret, hag ar re-mañ kollet e-kreiz ar maeziou pell a-walc’h diouz pep kêr-annez, a dennfe da destenia edo ar beziou-se, er c’henta kantved goude H. S., lec’hiou a birc’hirinerez.
E Geligneux, departamant an Ain, ez eus bet kavet eun enskrivadur latin, ennañ daou c’her keltiek, o rei eun ti bihan hag eur winieg da lakaat da viken eur banvez bloaziek a vefe pedet d’ezañ an trikonti (tregont) hag a vefe graet petrudekameto, da lavarout eo ar bevarzekvet devez eus eur miz bennak (evit doare ar miz a vez graet anezañ Riuros e deiziadur Coligny). E-touez Arianed an Indez edo ivez pevarzekvet devez eur miz rôet d’ar banveziou-kañv.