Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/427

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
427
ar vro, ar poblou hag ar giziou

denn war o lerc’h. N’eus tra, evelato, a gement hel lakfe anat.

9) ar bezskrivaduriou : e-touez Kelted an Itali eo e renas da genta, diouz skouer an Etrusked hag ar Romaned, ar voaz da engravi war eun maen-bez ano an hini maro. Goude alouberez ar Romaned, en em astennas dre bevar c’horn Keltia. E Todi, e kreizenn an Itali, ez eo bet kavet kosa bezenskrivadur keltiek. Skrivet eo e lizerennou etruskek gant eun droidigez e latin. Daouzek ger eo. Bez’ ez eus anezan an hira bezenskrivadur keltiek deut betek ennomp.

10) ar beredou : a-hed an hentou pe tost d’ezo edo ar beziou hag ar beredou peurvuia. Douaret e veze alïes a-walc’h micherourien Bibrakt el lec’h end-eeun m’o doa bevet, da lavarout eo dindan leurenn o govell. « Derc’hel a raed gant al labour tenn ha trouzus war ar poull-bez m’edo ennañ ar c’horf maro ». (G. Julian).

Ar beredou keltiek brudeta, ken dre niver o beziou ken dre dalvoudegez an arrebeuri a oa enno hag ar sklerijenn o deus taolet dre se war sevenadur ar Gelted, eo re ar Vaviera hag ar Palatinat-Uhela en Alamagn, Ornavasso ha Montefortino en Itali, ar Vourgogn hag ar Champagn e Bro-C’hall, Aylesford hag Arras e Bro-Saoz. Nemet kavet ez eus beziou keltiek pell en diavaez eus ar broiou a voe gwechall e dalc’h ar Gelted. E-kreiz beredou ec’hon etruskek pe ombrek eus kreizenn Italia, e voe dizolôet beziou Kelted lakaet anat gant an arrebeuri anezo. Kosa bezenskrivadur er yez keltiek a zo bet dizouaret e Todi, n’eo ket pell diouz Roma. En Ejipt, eur vered ec’hon dindan douar, a oa bet lakaet, en eilvet hag er c’henta kantved kent H. S., da sebelia ar c’hopr-soudarded gwarnizonet e kêr Aleksandria, kerkoulz hag ar gwragez hag ar vugale anezo, a oa enni meur a vez Kelted anat, neket hepken dre an ano-gouenn Keltos pe Galatês oc’h heulia ano ar soudard maro, hogen ouspenn dre stumm keltiek diarvar hiniennou eus an anoiou-se : Aedosotis, Aedoaratos, Bitos, Sisonon, hag all. Meur a hini eus ar mein-bez anezo a oa warno livaduriou, gwall-deuc’h siouaz, o skeudenni brezelourien war sav, ganto ar skoued bras hir-gelc’hiek.

12) eun nebeut treuskredennou o sellout ouz an anaon : diwar dreuskredenn e oa savet, anat, ar voaz a zo bet kavet roudou anezi en eur bez bennak da wea pe da wara armou an hini maro, hag an hini dibaot a-walc’h, da lakaat an