Ar marc’h ne veze ket sterniet hepken, marc’heget e veze ivez. E-touez Breiziz hag Iwerzoniz e voe harzet, moarvat, ouz ar marc’hegerez da ober berz gant ar c’harr-emgann en em astennas ar voaz anezañ betek ar Ia pe an IIet kantved goude H. S. ; Kelted an Douar-bras, avat, dilezet ganto abretoc’h an doare-se da vrezeli, a oa anezo marc’hegerien dispar.
Ez vihanik e teske bugale an uhelidi mont war varc’h. Deut d’an oad gour, ne zilezent dibr o marc’h nemet gant ar vuhez. E Galia, er bloaz 51 kent H. S. marc’hegerien ar Rêmed a voe renet d’an emgann gant penn ar boblad, Vertiskos, hag heñ, en abeg d’e hir-oad ha d’e wanderiou, peuz-dic’houest d’en em zerc’hel war varc’h. E 49-48, Deiotaros, roue Kelted an Azi-Vihana, a gemer perz, hag heñ koz, er brezel etre Kaesar ha Pompeius Magnus. « Aba m’oa en oad tener », eme ar c’henvrezeliad hag ar mignon d’ezañ, ar breutaer roman Cicero, « en doa desket skiant an embreger gouiziek eus an armou hag ar marc’hegez ampart. E hir-oad en doa e lakaet divarrek a se. Gant-se, pa veze bet savet Deiotaros a nerz brec’h war e varc’h, e oa eur souez ganimp gwelout ar c’hoziad-se oc’h en em zerc’hel warnañ ker start ».
Merc’hed Keltia a ouie alies, kerkoulz hag ar baotred, marc’hegez ha ren kezeg. Er c’henta kantved goude H. S. ar C’halianez Salonina, pried ar penn-brezel roman Kekina, a heuilh hec’h ozac’h er brezel war eur marc’h kaer-dreist pallennet a limestra. En Iwerzon, c’hoar ar roue Kunokobros [1], eur fetizenn a blac’h yaouank ugent vloaz pe dost, a dalv da gaser-kezeg d’he breur : hi eo a ren karr ar roue pa ’z a hemañ da evneta.
An harneziou. — Aveet kaer e oa jaoed ar binvidien hag an dud a ouenn uhel gant an houarn, an arem, ar c’houevr, an arc’hant, an aour, ar prigwer ruz hag ar goural, o lufra a hep tu war an harneziou anezo. Ar weskenn, arem pe houarn, a oa anezi eur mat a bez-labour. Pignet e veze war
- ↑ Pe Kunokoberos. Deut da « Conchobar » e krenn-iwerzoneg ha Conachar en iwerzoneg bremañ.