Kirri-skanv evit al lizergaserez
Birota 200 livr-pouez roman (= 66 kilogr.)
Vereda 300 livr-pouez roman (= 99 kilogr.)
Kirri hanter-skanv evit ar veajourien, an traezou prizius ar varc’hadourez skanv
Currus 600 livr-pouez roman ( = 198 kilogr.)
Rheda / Vehiculum / Carpentum 1.000 livr-pouez roman ( = 330 kg)
Kirri frammet(start evit an traou pounner, ar chalboterez
Angaria / Clabula 1.500 livr-pouez roman ( = 492 kg)
A-walc’h eo lenn an niverennou dister-se ha kaout koun e c’hell eul loen-bas, marc’h, mul pe ejen, dougen aes-meurbet war e gein eur garg a gant kilogrammad, evit dont da veiza raktal perak n’o deus biskoaz Hen-amzeriz paouezet da ober gant bagadou stank a loened-samm evit dougen-dizougen marc’hadourez [1], ha gant brec’hiou tud, brec’hiou sklaved peurliesa, evit an traou gwall-bounner ha landrammus, kefiou gwez bras, mein meur, h. a.
- ↑ En amzer m’edo Karthada en he bleunv, e rae ar c’haravanennou o treuzi ar Sahara gant bagadou ejened-bas. Dindan an impalaer Septimius-Severus (193-211 goude H. S.), anezan eun Afrikad eus Leptis-Magna, e stagas ar c’hanval-samm hag an dremedal-red (genidik an eil hag egile eus Arabia) d’en em leda er Sahara a-gevret gant Berbered yuzevekaet (e-kenver kredenn) eus Kurenaïka. Ouspenn ejened-samm, o deus bet Karthadiz olifanted-samm eus ar ouenn a oa o veva e kevrenn hanternoz Afrika en Hen-amzer. Daouzek kant kilogrammad eo pouez ar bounnera karg a c’hell mont gant eun olifant e barr e nerz. E. F. Gautier, Le Sahara, 1923, pp. 96-106 ; L’Islamisation de l’Afrique du Nord : les siècles obscurs du Maghreb, 1927, pp. 162-218 ; L’Afrique noire occidentale, 1935, pp. 119-66. Loened-all a zo bet laket gant Hen-amzeriz da zougen sammou : ezen, gevr, antiloped. Hizio c’hoaz, en Tibed, e vez laket ar c’havr da zougen pakadou bihan. E Galia, e c’houzomp dre Blautus (250-184 kent H. S.) e veze graet kanterios eus al loennbas pe loen-samm. Er vro-se ha d’ar c’houlz-se e oa ar marc’h a veze al loen-samm boazieta. Diwezatoc’h e voe desavet muled brudet, dreist-holl gant ar Biktoned (Poatou).