stern-se). Dre o gouzoug eo e veze ereet ar c’hezeg ouz ar yeo. Gant an doare-sterna-se diyac’hus d’ezo n’oant ket evit dibrada na kirri bras na karradou pounner. Eus ma oa dianav da Hen-amzeriz morgo-skoaz ha sugellou, e c’hoarvez ma oa divoas ganto an ambilha, rak didalvoud e teu an ambilha gant an doare-sterna hen-amzerel. Kirri Hen-amzeriz a veze outo daou loen skoaz-ouz-skoaz dindan ar yeo. Pa veze andouilhet an tenn-se dre lakaat daou a gezeg-all, unan a-gleiz hag unan a-zehou, e oant aze hepken evit ar gwel, ar pompad, ar fouge, tamm ebet evit skoazia da sacha ar c’harr war raok ;
2° dishenvelderiou-diazez el loened sternet : dianav e oa da Hen-amzeriz an houarna kezeg war-bouez tachou. Da heul, e chome gwall-gizidik paoiou o loened. Buan e teue uz en o c’harmou gant an hentou kalet, an douarou meinek pe roc’hellek. Gant o zreid dishouarn ne vijent ket bet evit dibrada karradou gwall-bounner. Ouspenn-se, e oa anezo loened-etre, ken e-kenver ment, ken e-kenver nerz. Evit o c’hirri bihan sammet-dister, n’o devoa ket Hen-amzeriz ezomm eus gouennou kezeg bras-meurbet ha nerzus-dreist ;
3° dishenvelderiou-diazez er c’harr : eus an dister a nerz a veze gant an tenn eo e teu an ezvezans a girri bras gant Hen-amzeriz. Bihan e oa o c’hirri, ar re war beder rod zoken. Eur si fall-all a oa ouspenn gant ar c’hirri peder-rod savet ganto ; n’oant ket evit trei krenn, evit trei buan nag a-gleiz nag a-zehou, dre ma oa dianav d’o saverien ar c’hilhorou, da lavarout eo an dindan-rakkarr-tro war ziou rod vihan a c’hell mont dindan ar gludell pe ar c’hastell-karr pa vez ar c’harr o trei (en Alamagn, er XVIet kantved, e voe ijinet an dindan-rakkar-tro). Eus ar si fall-se e c’hoarvez ma veze stankoc’h e boaz gant Hen-amzeriz ar c’hirri war ziou rod eget ar re war beder rod.
An De cursu publico, embannet e 438 goude H. S., anezan Reizadur bras ar c’harrata liziri, beajourien ha marc’hadourez dre an Impalaeriez roman, a laka a-wel ar c’hemm bras a oa, e-kenver an ampletusted d’al labour, etre kirri bihan sternet-fall Hen-amzeriz hag ar c’hirri bras sternet a-zoare a zeuas e boaz en Europa war-lerc’h an Xet kantved goude H. S. Ar Reizadur se a laka evel-hen ar garg bounnera lezennet da bep doare-karr o redek war hentou ar bed roman :