Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
ar renerez, al lezennou hag ar gevredigez

spered koz o deus miret mat a-walc’h, ha n’o deus ket pleget nemeur d’ar reiz roman na d’ar reiz kristen. Evel labour-spered, n’eus netra, moarvat, en tu-hont d’ezo da uhel-vruda Kelted ar Grenn-Amzer. Dreist-holl lezennou Kembreiz a zo trec’h a bell da lezennou poblou-all Europa er mare-se. « Diskouez splann a reont eur spered rik ha lemm-kenañ ha tuet mat-tre d’ar poellad prederouriezel. » (J. Loth.)


Ar gwiriou. — Leveou poblou Galia, er c’henta kantved kent H. S., a oa pourchaset dre wiriou a bep doare, tailhou, aneriou, hag all, a boueze dreist-holl war ar werin. Treizwiriou a veze gant ar stêriou hag an hentou. Aotreou mont ha dont pounner a-walc’h a oa lakaet, e porziou Mor-Breiz, war an trokadennou gant enez-Vreiz. Da gredi eo e veze al leveou dastumet evel-se, lakaet da virout e stad vat mogeriou ar c’hreñvlec’hiou, an hentou hag ar pontou, da baea ar gargidi, da c’hopra ar c’hoprsoudarded, da ober armou.


KEVRENN III : PENAOS E OA STUMM AR GEVREDIGEZ


Ar gevredigez keltiek a c’heller ranna dre vras e diou bengevrennad-tud : 1° ar vrientinien [1] (an uhelidi pe an noblañs) ; — 2° ar werin [2]. An noblañs a oa ouz hec’h ober ar berc’henned vras war douarou ha chatal, en o zouez ar roueed ; ar werin a oa anezi dreist-holl kouerien diwar ar maez ha micherourien bourc’hiou pe gêriou. An noblañs e oa ar rouesa, nemet he devoa diouti hec’h-unan ar binvidigez hag ar sked a heuilh brud an armou. Ar werin e oa ar stanka, nemet ne oa anezi peurliesa nemet tud dizesk ha gouez, brevet gant labouriou garo, ha red da galz anezo, evit gallout beva, mont da hanter-sklaved dindan beli ar re vras. Displeget e vezo, e dibenn ar pennad-mañ hag er pennadou war e lerc’h, petra a zo ret da eeuna en damskeud kenta-mañ.

  1. Brientinien e hen-vrezoneg brientinion, eo ar ger brezonek reiz da lavarout « noblañs, tudjentil ».
  2. Gwerin, e krenn-vrezoneg, a dalv da lavarout ar bobl izel, ar gumun, an astut.