Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
notennou diwar-benn ar gelted koz

hepken. Nemet paea ouspenn a ranked ober evit an enor pe « an dremm » evel ma veze lavaret. Enebwerz (*vepoverton ?), a veze graet eus priz an enor gant Breiziz. Iwerzoniz a rae eric (hen-geltieg *erikka « peurbare, peur-bae ») eus an dic’haouadur en e bez. Bez’ ez oa en eric (*erikka) priz ar c’horf ha priz an enor staget an eil ouz egile.

Priz ar c’horf evit ar gwaz-distag en Iwerzon a oa 7 sklavez [1], pe 21 vuoc’h, pe 35 penn-saoud a dalvoudegez-etre. Eur penn-saoud e oa priz an dremm evitan, ha kemend-all e oa evit eun uheliad yaouank. Eus an izel-dereou-se d’an uhela dere, hini ar roue-meur, a-dreuz da holl renkadou an noblans, ez ae war greski priz an enor evel-hen :

Uheliad eus ar 6et renk : 3 fenn-saoud (ounnerezed tri bloaz).
....... — ........ — 5et —  : 1 sklavez, pe 5 penn-saoud.
....... — ........ — 4et —  : 2 —
....... — ........ — 3et —  : 3 —
....... — ........ — 2et —  : 4 —
....... — ........ — 1a —  : 6 —
Roue ar meuriad .. : 7 —
Roue ar rannvro .. : 21 — pe 60 vuoc’h, pe 105 penn-saoud.
Ar roue-meur .. : 28 — pe 84 buoc’h, pe 140 penn-saoud.

*Sagra a oa e keltieg Enezennou meur ar Gwalarn an ano laket d’an taol dismegans, ha *sagragita ano an dell-gastiz a dlee an dismeganser paea evit dic’haoui. Aet eo *sagra da iwerzoneg sàr ha *sagragita da gembraeg sarhaed, saraed. An iwerzoneg smacht « poan, treuzvarc’had » a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-geltiek *smaktus « dismegans, taol-dismegans » [2].

An neb a laze eur c’har, unan eus e dud, nemet eur bugel d’ezan e vije, a veze forbannet ha lakaet an hu warnañ : an holl a c’helle e laza hep mont war var da baea an dirêia. En hevelep doare, neb a bake eul laer e gwall-ober hag e laze, n’en doa mann da baea da gerent an hini lazet. Lezennou damheñvel o deus renet en holl boblou an Henamzer.

O veza n’int ket bet skrivet, lezennou ar Gelted koz n’int ket deut betek ennomp. Eun damskeud a c’hellomp kaout anezo diwar lezennou Iwerzoniz ha Kembreiz, a voe lakaet dre skrid etre ar Vet hag an XIIet kantved goude H. S. Ar

  1. Eur sklavez (cumal) a dalvoudegez-etre a dalveze en Iwerzon 3 buoc’h, pe 3 ejen-arat, pe 5 penn-saoud.
  2. Rev. celt. 1924, pp. 222-5.