Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
ar renerez, al lezennou hag ar gevredigez

vlenie, er brezel, war an emgannlec’h, o vervel ganto pa veze ret.

Rannet e oa Kelted an Azi-Vihana e teir foblad ha pep-hini eus ar pobladou e peder c’hevrennad. E penn pep kevrennad e oa eur roue, eur barnour, eur penvrezelour ha daou is-penvrezelour. A-ziouto hag oc’h ober evel daou gevre etre an teir foblad e oa : 1° eur c’huzul-meur savet diwar kevredad an daouzek roue ; 2°, eur strollad a dri c’hant barnour, en em vode en eul lec’h anvet Drunemeton hag a varne ar breujou savet diwar vuntrerez.


Al lezennou. — A1 lezenn hag ar c’hiz a reolenne ar vuhezegez e-touez ar Gelted. An darnvuia eus o foblou a oa ganto eur reizadur a dremene dre c’henou a rumm da rumm. Rektus a veze graet eus ar « reiz » e keltieg. Nebeut a dra a anavezomp eus al lezennou a reizenne ar Gelted koz,

An torfedou o labeza enor, surentez, pe frankiz ar vrôad, evel ar barad, ar mac’homerez, laeronsi eun teñzor sakr, muntrerez eun estren, ar grevusa faziou er brezel, dilerc’hia d’en em gavout er vodadenn-vrezelourien, a veze kastizet gant ar maro, dre an tan peurliesa ha gant jain. Ar rummad torfedou-se hep-mui-ken pe damdost, a oa fiziet, anat a-walc’h, ar c’hastiz anezo er benrenerien.

An avoultriez (hini ar wreg) hag al laeronsi edo ivez ar c’hiz o c’hastiza gant ar maro, nemet n’o deveze ket peurliesa ar benrenerien da emellout er seurt traou, a selle ouz gwitibunan, d’an neb a veze bet gaouiet da denna kastiz evito. Evel-se ivez, pa veze bet lazet eun den pe zen, e oa aotreet ha dleet d’e gerent nesa kas dre bep hent laza ar muntrer : lezenn ar « c’hrog-evit-krog » an hini eo, a gaved en holl boblou koz Europa, ha pa ne ve ken.

Eun habaskadur a oa d’al lezenn-se : ar muntrer a c’helle mirout e vuhez ma asante kerent an hini lazet kaout digantañ an treuzvarc’had, da lavarout eo eur gendalvoudegez bennak (e chatal, arrebeuri, aour), lakaet gant ar c’hiz, ha pouezus pe pouezusoc’h diouz renk ha stad an hini lazet. Dirêia [1], eur ger tarzet eus diros « gwirion », e oa ano an treuzvarc’had e-touez Kelted enez-Vreiz hag Iwerzon.

Da gomz reiz ha fraez, e oa eus an dirêia priz ar c’horf

  1. Dîrêia a zo deut da veza dire en iwerzoneg ha dirwy e kembraeg.