Diwar danevellou bloaziek Iwerzon, lakaet marteze dre skrid evit ar wech kenta war-dro ar Vet kantved goude H. S., e welomp e renas war ar vro-se, er IVet kantved kent H. S., eur rouanez a anvont Macha Mongruadh « Macha Moue-ruz ». Lakaet he defe sevel kreñvlec’h Emania, a voe brudet diwezatoc’h evel chomlec’h roueed an Uladed.
Renerien, senedou. — Galloud-dreist roueed a voe hag an droug-implij a reas, emichañs, darn anezo eus ar galloud-se a zihunas aon hag oaz an noblañs. Wardro kreiz ar c’henta kantved kent H. S., e-touez Kelted Galia, an darn vuia eus ar roueed a oa bet lakaet en o lec’h penrenerien dilennet evit eur bloaz gant an dudjentil. Ar poblou a oa peurliesa en o fenn daou, eus ar renerien-se : eur penreizer anvet vergobretos [1] hag eur penvrezelour. Dilennet e veze hemañ gant an arme, pa veze brezel.
Diuzet e veze ar vergobretos en nevez-amzer gant an uhelidi en eul lec’h sakr ; aotreet e veze dezañ e aotrouniez gant ar penrener o tont a garg, ouz e eila pennou ar meuriadou hag ar veleien. Ar vergobretos en devoa holl veli eur roue : eur barnour-meur a oa anezañ gant ar gwir a vuhez hag a varo. Evez bras a oa bet lakaet avat da virout outañ da vont da zireiz-vrezelour pe da alouber : 1° ne bade e garg nemet eur bloavez ; — 2° e keit-se n’helle ket kerzout e penn an arme a veze fiziet ar renadur anezi etre daouarn pennou-all ; — 3° n’helle ket mont er-maez eus harzou ar meuriad.
Ouspenn-se, evit kefridiou a-bouez, evel diskleria ar brezel, ober ar peoc’h, sevel eun emgleo-keveria, ar vergobretos n’helle ober mann anez kuzul pennou ar meuriad hag ar pez o deus ar Romaned anvet senatus, ar sened.
Senedourien ar C’halianed n’oa ket anezo, evel senedourien ar Romaned, tud koz, en em dennet eus trevell ar vuhez, atao dare d’en em voda da rei ali. Eur vodadeg a vare da vare ne oant ken, gwirheñvel eo, etre pennou ar c’hêriadennou. Pep senedour, moarvat, a oa anezañ eur c’hantenour, da lavarout eo penn eur bagad a gant den, a vese hag a varne en o c’hêriadenn, e mare ar peoc’h, hag a
- ↑ Vergobretos a zo ouz e ober daou c’her : vergo, deuet da veza guerg « efedus » e hen-vrezoneg, ha bretos, a zo tennet marteze eus ar ger breta, brita, aet da berth « barn » en iwerzoneg. Hor ger breud, en iwerzoneg brath e oa bratus ar furm anezañ e keltieg.