Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/269

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



PENNAD X
————


An Tiegez, an Ti, ar Vevidigez


KEVRENN I : AN TIEGEZ


An tiegez keltiek a ziskouez beza bet frammet start, diazezet m’edo war an unanwregiez ha kevreet gant beli diharz an diagentiad war e warlerc’hidi. Ker rouez, ken darnaouek ha ken displann sklerderiou a gavomp, avat, e skrivagnerien an Hen-amzer war an tiegez ha war vuhez an ti e-touez ar Gelted ma ’z eo gwall-ziaes sevel diwarno eun daolenn glok, nemet gervel da skoazell a rafemp gwech ha gwech all skridou iwerzonek ar Grenn-amzer.


Gwiriou an tad war e vugale. — Sellet e veze ar vugale evel tra an tad (atir), en hevelep doare gant e chatal, e armou, e di hag e sklaved. Pep gwir en devoa warno, eta, hag e c’helle lemel diouto o frankiz dre o gwerza da sklaved pe zoken o c’has d’ar maro da gastiza o fallentez [1]. Diou boan n’en doa ken da zouja an tad a vuntre e vugale e gaou : 1) kasoni ar vugale aet da anaon, a c’helle distrei eus ar bed all d’e daga ; 2) droukrañs an holl outañ.

Keit ha buhez an tad, an tad-koz, an tad-kuñv, an tad-you zoken, e pade ar veli-dad. Evel-se edo ivez ar c’hiz gant ar Romaned ; evesaet en deus ar gwiraour Gaius, a veve en eil kantved goude H. S., ouz an heñveledigez-se eus gwir an diou bobl. E-touez ar Gelted, evel e-touez ar Romaned, daou dra hepken a helle terri galloud an diagentiad war e war-lerc’hidi : 1) pa veze bet ar warlerc’hiad diskleriet den-a-dra ; 2) pa veze aet an diagentiad da gabac’h dre hir-oad pe gleñved.

Eus beli an diagentiad war ar warlerc’hiad e teu unan

  1. A-unvan ez oa diwar-benn se gwir ar Gelted gant gwir ar poblou indezeuropek all.