Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
notennou diwar-benn ar gelted koz

Ne voe ket evit pell avat. War-dro 449, ar Saozon a ziskenn en enezenn hag a grog d’hec’h aloubi. D’o heul, e 547, e tegouez an Angled. E dibenn ar VIet kantved Breiziz ne oant ken mestr nemet war guz-heol ha kreisteiz enezenn Vreiz. Rouanteleziou bihan a oa anezo : ar Godozin, ar Stratklut, an Argoed, en hanternoz ; ar Gwynedd, an Deheubarth, ar Powis, oc’h ober Bro-Gembre, er greizenn ; an Domnonea, er gevred. Ar rouanteleziou-se a harpas brezeliou hir ha garo ouz an Angled hag ar Saozon, ken ne deas, diwar goaza tamm-ha-tamm, bro ar Vrezoned da Vro-Gembre ha Kerne-Veur hepken. Houmañ a voe sujet d’ar Saozon en IXet kantved ha Bro-Gembre e dibenn an XIIIet kantved. C’hoant dezo da c’hounid kalon Kembreïz roueed Bro-Saoz o deus graet eus o bro eur brinselez, en he fenn an her tosta d’ar gurunenn. Kembreïz a zegemeras an Disivoud-meur ha dre-se ne dennjont ket warno kasoni ar Saozon. Se a zo kaoz, evit eun darn, m’o deus bet, abaoe meur a gantved, o lod e berz Bro-Saoz. Miret mat o deus o yez, e keit ma oa-hi kollet gant ar Vrezoned all unanet abred da Vro-Saoz, war-dro ar XIIIet pe ar XIVet kantved gant an eil re (Breiziz an Hanternoz) hag er XVIIIet gant ar re-all (Breiziz Kerne-Veur).

Er VIet kantved, darn eus ar rummadou breizat tremenet en Arvorig, a oa diazezet eno hag o doa savet eur stad, renet, da genta, gant roueed ha, da c’houde, gant duked. E 1499, an dukez Anna a eureudas da roue Bro-C’hall, Loeiz XII, ha Breiz a zeuas da veza unan eus provinsou rouantelez Bro-C’hall. Mirout a reas eun emreizerez bennak betek an dispac’h ; e 1789 e voe torret provins Breiz gant an dispac’herien ha rannet e departamantou.


SKRIDOU TALVOUDUS DA LENN


I. Levriou diwar-benn ar mammennou

H. d’Arbois de Jubainville, Les Principaux Auteurs de l’Antiquité à consulter sur l’Histoire des Celtes depuis les temps les plus anciens jusqu’au règne de Théodose Ier, Paris, 1902 ; V. Tourneur, Esquisse d’une histoire des Etudes celtiques, Liège, 1905 ; G. Dottin, Manuel pour servir à l’étude de l’Antiquité celtique, Paris, 1905 ; eil mouladur kresket ha gwellaet, 1915 ; J. Déchelette, Manuel d’archéologie préhistorique, celtique et gallo-romaine, 4 levrenn, Paris, 1908, 1910, 1913, 1914 ; A. Grenier, Manuel d’Archéologie gallo-