gevred eus an enezenn, el lec’h m’en em gave, en IIet kantved goude H. S., eur gêr anvet Menapia ha meuriad ar Menapii.
Pa voe prezeget an Aviel gant ar veleien gristen ha gounezet Iwerzon d’ar wir feiz, e voe kaset da get kelennadurez an drouized. Gwelet e voe o sevel war he lerc’h skoliou dalc’het gant menec’h ha desket enno ar gresianeg hag al latin. N’emañ ket en hor mennad komz eus ar sked a daolas skoliou kristen Iwerzon eus ar VIet d’ar VIIIet kantved, eus ar brud o devoe dre Europa a-bez, eus engroez ar studierien estren a ziredas d’ezo, eus ar visionerien a gasjont e Breiz Veur ha war an Douar-bras da aviela ar baganed. A-walc’h e vezo d’eomp lavarout e talc’has da veva, keñver-ha-keñver gant skoliou ar venec’h, ar skoliou renet gant ar veletes pe file, eur wech kristenaet ar re-mañ, hag e voe kendalc’het da zeski enno yez, lennegez ha lezennou Iwerzon. Roud ebet ne gaver er skridou koz eus an distera kasoni pe zrougiez etre an daou rummad-se a skoliou. Ken douget ha ken douget e oant holl, menec’h ha liked, evit yez, lennegez ha hengouniou o bro hag en eun tu da rei lusk d’o studia dre-holl, gwella ma c’hellent.
C. Jullian, Hist. de la Gaule, II, pajennou 105-8, 126-7, 157-61, 165-9, 392-9, h. a. ; A. Bertrand, La religion des Gaulois, pp. 55-67, 122-39, 293-6, 375 ; V. Tourneur, Esquisse d’une hist. des Etudes celtiques, pp. 37-46 ; D’Arbois de Jubainville, Intr. à l’étude de la littérature celtique, pp. 367-90 ; L’Epopée celtique en Irlande, pp. 189-91 ; Joyce, A social history of ancient Ireland, I, pp. 396-471, 597-642.
Pennadou-skrid eus an talvouldusa war Rev. celt., Cettic Review, Rev. des Et. anc., h. a.
Diwar-benn ar steredoniez ragistorek : Norman Lockyer, Stonehenge and other British Stone Monuments astronomically considered, eil mouladur, London, 1909 ; L’astronomie préhistorique en Scandinavie, war L’Anthropol. 1921, pp. 178-80 (roc’hengravaduriou-zo eus oadvez an arem a vije skeudennet enno ar stumm-man-stumm a vez gant an oabl steredek da vareou-zo eus ar bloaz) ; R. Merlet, Peut-on calculer à l’aide de l’astronomie la date approximative de certains monumenfs mégalithiques ? war Mémoires de la Société d’Histoire et d’Archéologie de Bretagne, X, 1929 ; A. Baschmakoff, Les alignements de Carnac, war L’Anthr. 1930, pp. 37-75.
Diwar-benn ar bloaz keltiek, ar pennad anvet evel-se, gant J. Loth, war Rev. celt. 1904.
A-zivout ar ster a beurbadelez stag ouz ar ger keltiek bitus « bepred » ha « bed », H. d’Arbois de Jubainville, Noms gaulois, 1891.
Diwar-benn an douaroniez : laket er-maez inizi ar Gwalarn, eo