Mont d’an endalc’had

Imitation ar Verc’hes Vari/a-bezh

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836
Skrid a-bezh




IMITATION


AR


VERC’HES VARI.

[Skeudenn : ar Werc’hez santel evel Rouanez an Neñvoù, gant ur gurunenn a stered a-us d’he fenn.]


O GUERC’HES SANTEL !

Pried ar Speret a sclerigen hac a ners, en droublien e pehini e maon, me en em daul en ho tivrec’h, evel eur buguel var boul calon e vam, pa en deveus aon.

IMITATION


ar


VERC’HES VARI,


var model


IMITATION JESUS-CHRIST,


laqeat e brezoneg


GANT AN AUTROU G** L**,


CURE TAULE.



 

Buez Mari a so eur squer
parfet evit an oll.

S. Ambroas.



E MONTROULEZ
E TY Vor GUILMER, IMPRIMER HA LIBRER.
————
1836.


APPROBATION


AUTROU AN ESCOP.


————


Yan-Mari-Dominiq DE POULPIQUET DE BRESCANVEL, dre visericord an Autrou-Doue ha graç ar Sich santel apostoliq, Escop a Guemper.

An Autrou Keramanach, Person Montroulez, pehini hor beus carguet da examina un draduction brezonec eus al levr hanvet Imitation ar Verc’hes, o veza rentet deomp testeni penos al levr-se, troet e brezonec, a so conform d'ar feiz catoliq hac util meurbet da gresqi devotion ar bobl fidel, e c’hotorizomp an Autrou Guilmer, librer eus Montroulez, d’e imprima.

Roet e Quemper, didan hor sinatur, an 19 a vis eaust mil eiz cant ha tregont.


 

† J.-M.-D. Escop a Guemper.

Dre an Au trou Escop,

Alexandre, Belec-Secretour.



PROPRIÉTÉ DE L’ÉDITEUR.






AVERTISSAMANT.


Ar C’hallaouet o devoa, pell a yoa, an avantach da gaout Imitation ar Verc’hes Vari : ar Vretonet a ello hivisiqen en em brocuri ar memes bonheur, hac a ello medita, o lenn al levr-ma, bues ha vertuziou ar Verc’hes, mam Doue, pehini a c’halvont gant henor, hac a so, en effet, ho mam hac ho mam ar vella.

Pa recevomp qelou eus hor mam, hon tad, hor c’herent, dioc’h pere omp dispartiet, pebes joa n’or bes qet en hor c’halon ! O ene christen ! c’hoant oc’h eus da glêvet qelou eus a vam Doue ; c’hoant oc’h eus da gaout ar vertuziou e deus bet ? Lennit al levr-ma, e pehini, evel en eur melezour, e vellot humilite, purete, feis, esperanç, carantes ar Verc’hes Vari, etc.

Evit er len gant profit, lennit-en var ho poues, en ho part oc’h-unan, avichou ive dirac re-all, evit ma cresco ar ferveur e servich mam Doue.

Pa lennot eul levr mad evel hema, imitit an dud pere, pa gavont eur boued d’ho gout, a zebr anezan ho c’hontant. Rassasiit ive hoc’h ene, dre voyen reflexionou ha resolutionou particulier var ar pez o peso lennet. Ne qet ar glao-arne a ro muia saour d’an douar ; re vuan e passe. Mæs ar glao douç ha padus a antre en douar hac a ro saour d’ar c’hounidegues.

Na vezit qet eta presset, pa viot o lenn ; bezit goustad hac ar glis a gomzou al levr-ma a gargo oc’h ene hac e mago.

Guerc’hes Vari, concevet exant a bec’het, pedit evidomp-ni, pere hor beus recours deoc’h.

————





PEDENNOU
EVIT
AN OFEREN.


————


En hano an Tad hac ar Mab hac ar Speret-Santel. Evel-se bezet great. .

Autrou-Doue, grit din ar c’hraç da antreal en dispositionou e pere e tlean beza evit offr deoc’h dignamant, gant ar Bêlec, ar sacrifiç adorabl eus an ofern pehini a gommanç.

He offr a ran deoc’h, va Doue, en union hac en intantionou Jesus-Christ hac an Ilis, evit renta d’ho majeste an adoration a verit ; evit ho trugarecat eus oc’h oll madoberou, evit satisfia d’ho justiç offanset, ganeme e particulier, hac obten, dre voyen Jesus, an oll graçou a bere hon deus esom, me, va c’herent, va mignonet, etc.

D’ar Gonfiteor.

Va Doue, evit anaout va phec’hejou, n’oc’h eus qet esom absolumant ho ansafen ; lenn a rit anezo em c’halon. Mæs evit va dispos da veza pardonet dre ar binigen, e c’hordrenit din cofes va offansou. Eh bian ! va Doue, me a sao va moues a enep din va-unan ; me a amsao va oll bec’hejou e faç an êe hac an douar. Ya, dre soncoh, dre goms, dre œuvr, dre omission emeus oc’h offanset, va Doue, va guëlla tad, ha qement-se a so va faut va-unan, va brassa faut.

Guerc’hes santel, Æles ah êe, Sænt oll, pedit evidomp an Autrou-Doue.

Va Doue sellit a drues oc’h o pugale miserabl. Bezit touchet dre ho daelou.

Pa bign ar Bêlec d’an auter.

Autrou, va Doue, me a ador ho misericord, da behini e fell ervad permetti d’ar Belec tostat oc’h an andret santel, e pehini e repos an divinite hac an humanite a Jesus, ho mab, pe da viana e pehini e tisqenno arauc ar gorreou. Va Doue, grit graç din, dre ar bêlec ; chelaouit moues ho calon a dad, ha na bermettit qet e virfen, dre va bolontes fall, oud ho craçou da antreal em ene. Rentit din, en hano Jesus, ho craçou-mad, collet dre va phec’hejou.

D’an Introït.

C’hui, va Doue, eo oc’h eus inspiret d’ar Batriarchet desirou qen ardant da velet ho Mab uniq o tisqen eus an êe d’an douar. Roït ive dime eul loden benac en ardeur santel eus ho desirou var guement-se, ha grit ma santin eur pres santel da veva en ho craç er bed-ma, hac en ho cloar er bed-all, dre voyen Jesus, va Salver.

D’ar C’hyrie eleison

Hirvoudi a ran, huanadi a ran, ô va Doue ! qen n’am bezo ar bonheur da velet ac’ha-noc’h o caout trues ouzin. Hed va bues e levirin, brema ispicial e lavaran gant ar Belec : Autrou, ho pet trues ousinme, pec’her, pec’heres vras !

D’ar Gloria in excelsis.

Ar c’hloar a veritit, ô va Doue ! ne ell beza rentet deoc’h dignamant aoualc’h nemet er barados. Va c’halon, a-unan gant Jesus er sacramant, ma ve disposet parfæt, ma na ve qet qer fragil, a elfe sur renta gloar deoc’h evel m’er meritit ; mæs va c’halon baour a so qer volach, qen imparfæt. N’eus forç gouscoude, ô va Doue ! me faut din he sevel betec ar barados, hac eno, me a unvan va moues gant ar sænt pere a gan meuleudiou, benediction, gloar, adoration barfæt dre Jesus, Sant ar Sænt : d’an Dreindet sacr, Tad, Mam ha Speret-Santel !

D'an Oremus.

Recevit, ô va Doue ! at pedennou a so adresset deoc’h evidomp. Accordft deomp ar graçou hac ar vertuziou a c’houlen evidomp an Ilis, ho pried. Guir eo ne veritomp qet hor chelaoufac’h ; mæs considerit e c’houlennomop ouzoc’h an oll graçou-se dre Jesus, ho mab, pehini a vev hac a ren ganeoc’h hed oll gantvejou ar c’hantvejou. Evel-se bezet great.

D’an Abostol.

Me a gonsider, ô va Doue ! en Abostol-ma, evel eul liser pehini a zeu din eus an êe, evit va instrui eus ho polontes adorabl. Accordit din, mar plich gueneoc’h, an ners da ober ar pez a gommandit. C’hui, ô Autrou-Doue ! oc’h eus inspiret d’ar Brophetet ha d’an Ebestel ar pez o deus scrivet hac a lenner brema. Grit din un nebeut pers en ho sclêrigennou ; laqit, er memes amser, em c’halon, un eulfen eus an tan sacr pehini oc’h eus allumet qer cre en ho c’halon, evit m’ho carin, va Doue, ha m’ho Servichin evelto.

D’an Aviel.

Sevel a ran em za, ô va Doue ha va Phrinç souveren ! evit disquës deoc’h on prest da zifen, e risq va interest temporel hac e risq va bues, ar guirioneziou eternel pere a lenner en aviel santel. Jesus, ho mab, en deus roet din da anaout ha proposet din da gredi ar guirioneziou-se. Desirout a ran e vent scrivet ganeoc’h, va Doue, var va zal, em c’halon ha var va zeaud, evit m’o amsavin partout, m’o c’hredin ferm, m’ho c’harin ha ma parlantin aneso bepret gant reveranç.

D’ar Gredo

O va Doue ! me a gred eb douetanç ebet an oll guirioneziou oc’h revelet. N’eus qet unan evit pehini ne ven prest da scuilla ar berad divêsa eus va goad. Me a gred, var ho comz, e zeus un Doue e tri pherson. Me a gred eo an eil pherson, ar Mab, a so en em c’hreat den : me a gred eo Doue ha den ha ne ra nemet eur personnach divin. Me a gred eo Jesus, ar mab-se, en em c’hreat den, maro evidon er groas, resuscitet a varo da veo, pignet en êe, a beleac’h e tuio d’am barn. Me a gred e zeus var an douar un Ilis, un assamble a Gristenien, gouvernet gant Jesus, e phen invisibl, ha dre ar Pab, e viqel principal var an douar. Me a gred e zeus, en Ilis catholiq-romæn, pehini ebqen eo ar guir Ilis eus a Jesus, madou commun d’he oll bugale ; sacramanchou evit santifia an den pec’her ha cresqi santéles an dud santel. Ma a gred e resuscito an oll da fin ar bed. Ma a gred un ifern hac eur barados eternel ; me a gred ar purgator ac ar rest.

Va Doue, cresqit va feis.

D’an Ofertoar.

Daoust ne ven nemet eur c’hrouadur mortel ha pec’her, gouscoude, ô Doue ! ô guir Doue beo hac eternel ! me a offr deoc’h, dre zaouarn ar Bélec, an hosti pur a bep tach, hac ar c’halur precius, ar bara hac ar guin pere a dle beza chenchet e corf hac e goad Jesus, ho mab. Recevit eta, va Doue, an offranç a ran deoc’h eus a sacrifiç ho Mab evel un dra a c’hues mad evidoc’h, ha souffrit m’ac’h unissin d’an offranç a gorf ha goad Jesus, an offranç eus va c’horf hac eus va ene, eus va madou, eus va bues hac eus a guement am beus.

D’ar Voualc’h-daouarn.

Goalc’hit ac’hanon, va Doue, e goad an Oan-Doue, evit ma vezo purifiet va oll souilladures spirituel, ma visco va ene ar robe venn eus ar stad a c’hraç ha ma c’hesperin neuse beza un deis diguemeret er banqet a joa eternel, destinet ganeoc’h en êe d’ar re a veso bet ho mignonet var an douar.

D’ar Prefaç.

Poent eo, ô va ene ! sevel dreist en oll draou eus ar bed-ma. Tennit, va Doue, tennit oc’h-unan hor c’halonnou betec ennoc’h ha souffrit ma c’hunissimp hor moueziou da velodiou caër ar sperejou eürus, ha ma lavarimp, en hor pelerinaich ama, ar pez a ganont eternellamant er c’hloar : Santel, santel, santel eo an Doue a adoromp, an Autrou, Doue an armeou.

D’ar C’hanon.

Tad eternel, Pastor souveren ar Bastoret conservit ha gouvernit hoc’h Ilis. Santifiit ar bobl fidel hac e Bastoret ; cresqit ho nombr var an douar. Unanit an oll dud ha roit dezo ar memes speret hac ar memes calon. Scuillit ho penediction var hon Tad santel ar Pab, var hor bro, var hor Pastor ha var guement hini o deus recevet ar feis eus hoc’h Ilis, an Ilis Romæn.

D’ar c’henta Memento.

Me ho ped, ô va Doue ! da gaout sonch eus va c’herent, eus va mignonet, eus va madoberourien, eus va c’honfessour. Recommandi a ran deoc’h, a greis va c’halon, ar personachou digant pere e c’halfen beza beza recevet eur voal drætamant benac, un injur pe un insult. Ancounac’haït ho pec’hejou ha va re-me. Roït dezo pers er sacrifiç divin-ma, e meritou Jesus, ha carguit-hi eus ho penedictionou er bed-ma hac er bed-all.

D’ar Gorreou, pa saver an Hosti.

O Jesus ! va Salver, guir den ha guir Doue, me a gred emaoc’h realamant presant en hosti santel-se. Me oc’h ador eus va oll galon.

Pa saver ar C’halur.

O goad precius ! scuillet evidomp var ar groas ! me oc’h ador. Pareït ac’hanon va nettaït, va santifiit. Læzit, Autrou Doue, læzit eur berad eus ar goad adorabl-se da guesa var va ene, evit ma vezo disouillet dioc’h ar pec’het, ha ma vezo allumet enni ar flamm sacr eus ho carantes, va Doue.

D’an eil Memento.

O pet memor, ô va Doue ! eus a eneou ar purgator : beza o deus au henor da apparchanti ouzoc’h ha da veza ho priejou. Chelaouit ac’hanon surtout e faveur ar re evit pere e zon muia obliget da bedi.

D’ar Bater.

Daoust ne don nemet eur c’hrouadur miserabl, gouscoude, ô Doue bras ! e qemeran al liberte d’ho qervel va zad. Er falvout a rit, ô va Doue ! Grit din eta ar c’hraç da non pas en em renta indign eus a galite ho mab, ho merc’h. Ra vezo benniguet oc’h hano santel da jamæs ! Bezit ar roue absolu eus va c’halon, evit ma rin ho polontes var an douar evel m’e gra ar Sænt en êe. C’hui so va zad : roït din eta, me ho ped, ar bara celestiel-se a behini e vaguit ho pugale. Pardonit ac’hanon evel ma pardonan a galon vad d’ar re o defe va offanset. Na bermettit qet e ven caus da dentation ebet da zont din, nac e consanten jamæs da nicun. Mæs, dre ho craç, ô va zad ! grit ma vezin bepret treac’h da oll enebourien va silvidigues.

D’an Agnus Dei.

Jesus, oan Doue, pehini oc’h eus deurveset ervad en em garga eus a bec’hejou ar bed, o pet trues ousin ; me a so accablet dindan poues ha pounerder va c’hrimou. Douguit-hi, va Jesus, douguit-hi, pa zeo guir, oc’h o douguen, ho effaçot, hac oc’h o effaci, e reot din ho peoc’h hac ho carantes.

D’an Domine, non sum dignus.

Allas ! Autrou, ne deo nemet re vir ne veritan qet ho receo : a gement-se on en em rentet tout-a-fæt indign dre va phec’hejou. Ho detesti a ran, abalamour m’o deus va phelleat diouzoc’h. Tostait ac’hanon ouzoc’h adarre, ô va Doue ! parlantit oc’h va c’halon hac em excitot d’ar binigen.

Communion spirituel.

O va Jesus ! dign eus va oll garantes, me n’em eus qet hirio ar bonheur da veza maguet eus ho corf adorabl, souffrit, da viana, m’ho recevin a speret hac a galon ; m’en em unissin ganeoc’h dre ar feis, an esperanç hac ar garantes. Me gred ennoc’h, me a esper ho craçou, me ho car eus va oll galon, me garfe beza en etat d’ho receo er sacramaht divin-se gant an oll dispositionou a souhætfac’h eus va phers.

Pa sestum ar Bêlec ar brusunadou sacr eus an Hosti.

Autrou, va Doue, an disterra loden eus ho craçou a so infinimant precius. El lavaret em eus ; n’on qet dign da veza azeset oc’h o taol evel ho mignonet ; mæs permetit gane destum ar pez a goëz dioc’h an hosti sacr varnesi. An disterra graç diganeoc’h, va Doue, a rejouisso va ene, hac en em gontantan da gredi goulen ouzoc’h ar pez a c’houlenne ar Gananeen. Grit na negligin nicun eus oc’h inspirationou pa zeo guir an negligenç-se a elfe oc’h oblija d’am priva anezo tout-a-fæt.

Epad an Oremus divêza.

Falvout a ra deoc’h, Autrou, beza pedet eb cess gant ho pobl fidel, abalamour m'o deus atao ezom eus ho craçou ha ma zeo infinit tensoriou ho trugares. Scuillit ennomp ar speret-se a humilite a, fizianç, a garantes, evit ma verito ar beden da behini hon excitit, beza chelaouet ganeoc’h dre voyen Jesus-Christ, ho mab, pehini a vev hac a ren ganeoc’h er c’hloar.

Arauc Benediction ar Bêlec.

Dreindet santel hac adorabl, eb commansant na fin, evidoc’h hon eus commancet ar sacrifiç-ma ha dreisoc’h er finissomp. Pliget ganeoc’h er c’haout agreabl, hac evel ma zoc’h un abim a vajeste ennoc’h oc’h-unan, bezit ive evidomp un abim a drugares, ha na gassit qet ac’hanomp quit eb rei deomp ho penediction.

Epad an Aviel divêza.

Jesus, verb eternel, dre behini pep tra a so bet great, ha pehini, o vesa en em c’hreat den evidomp, pa zeo erruet ar poent, oc’h eus instituet ar sacrifiç divin ; ni ho trugareca gant cals humilite eus ar c’hraç oc’h eus great deomp da assista hirio en oferen evit beza participant dreizi en ho meritou. Ra zui an oll Sænt hac an oll Æles d’ho meuli a guement-se en êe ! Ra gommancimp, ni ive var an douar, d’ho meuli dre eur gomportamant vad ha dign ac’hanoc’hui, o Jesus ! Evellen bezet great.


————





GOUSPEROU.
————


Gousperou a sinifi peden dioc’h an nos. Represanti a reont enterramant hor Salver. Pa hor bez collet un tad, eur vam vad, hor beus sonch eus a heur ho enterramant. Mar caromp Jesus e tleomp ive e ta henori amser he enterramant ha dont d’ar gousperou. An dezir eo eus hor Mam santel an Ilis da behini e fell lacat an dud fidel da santifia hed-a-hed an deisiou Sul ha Goüel.

Evellen e cornmancer :

Autrou Doue, deut d’am sicour. Autrou en em hastit da zont d’am assista.

Gloar d’an Tad, d’ar Mab, d’ar Speret-Santel, a vrema da viqen. Evel-se beset great,

psalm 109.

Gloar Jesus, Mab Doue, Bêlec eternel, e zouffrançou ; chetu eno petra a velas David en avanç.

An Autrou Doue oll c’halloudec en deus lavaret da Jesus-Christ, va autrou , deis e asçansion glorius en êe. Asesit en tu-deou din, ha chomit er plaç-se, qen na laqin oc’h adversourien da cervichout da scabel d’ho treïd. Chetu eno, ô Jesus ! petra e za da ober evidoc’h an Autrou Doue : car an Doue-se eus an armeou a lacaïo ho puissanç d’en em asten oc’h-pen var Sion hac ar vro eus ar Judee. Oc’h etablissa a raïo Roue var an oll boblou, hac e lavaro deoc’h gant ar voues-se nersus ha puissant oc’h pehini netra ne resist ; renit, Jesus, va Mab, e creis oc’h enebourien. Evel-se ar bouvoar souveren pehini a bossedit a bep eternite, a apparisso sclear e deis ho triomph, pa viot guelet oc’h-unan en eclat ho majeste e creis ar c’hloar a behini e veso ornet ho Sænt. Neuse e vellot e zoc’h ar Mab a Zoue hac eo deoc’h en deus lavaret an Tad Eternel : Me am eus oc’h anjandret eus va c’halon aroc m’am boa crouet ar verelaouen eus ar mintin. Neuse ive e c’hanavessor eo deoc’hu, ô Jesus ! eo en deus touet an Autrou-Doue, hac e le ne chencho qet : c’hui a so ar Belec eternel erves urs Melchisedech. Erfin guelet a raor penaus an Autrou-Doue a so a gostes deoc’h en ho tu-deou ; car e deis e goler just en deus griziliounet ar rouanez pere a en em oppose oud an etablissamant eus ho ren var an oll boblou. Exerci a raïo er memes tra e jujamant e creis an nationou, pere a gred resista ouzoc’h, carga a raïo pep leac’h eus a zistruch oc’h enebourien, ha brusuna a raïo var an douar pennou un nombr bras a bersonachou pere a yoa savet en oc’h enep. An Tad eternel a zaïo an oll vursudou-se e faveur e Vab. Araoc gouscoude ec’h evo en hent eus ar vues-ma dre behini e falvezo ervad passeal, eus an dour c’huero deus a vor an afflictionou, hac abalamour d’e humiliationou, e c’huellaïo e ben en henor hac er c’hloar. Gloar d’an Tad, d’ar Mab, d’ar Speret-Santel da jamæs.

psalm 110.

David a veul an Autrou-Doue eus ar bursudou en deus great e faveur ar Yudevien, hac eus ar re a dlie da ober e faveur ar Gristenien.

Autrou-Doue, me ho meulo a greis va c’halon e societe an dud just hac en assamble ho pobl santel. Me a lavaro a voues huel : œuvrou an Autrou-Doue a so bras ha coform d’e oll volenteziou, proportiouet d’an usach da bebini int destinet gantan. Evel-se, qement en deus great a bubli e meuleudiou hac a annonç e c’hrandeur. Guëlet a rear e chom hac e pad e justic hed an oll gantvejou. Ober a ra ar pez en-devea promettet. Mæs Lavaret a eller penaus an Autrou-Doue pehini a so truesus ha leun a drugares, en deus rentet eternel ar memor eus é vursudou, pa en deus roet en desert magadures d’ar re en douge, ha surtout pa eu deus roet d’ar gristenien ar sacramant eus an Auter. An effet-se eus e buissanç hac e vadeles a so un assuranç eus ar sonch en devezo da jamæs eus an allianç en deus great guech all gant ar Yudevien ha divesatoc’h gant ar Gristenien e personnach Jesus e Yab. Ya, an Antrou-Doue a royo da anaout d’e bobl ar vertus ens e œuvrou, e oll-c’halloud, o rei dezo heritach an nationou, pehini en deus promettet dezo, hac e pehini ne vanco qet d’ho lacat e possession. Car œuvrou e zaouarn a so tout guiriones ha justiç. E oll gourc’hemennou a chom bepret ar memes, evel ma er prouv an oll gantvejou, abalamour ma zint fontet var ar viriones bac al lealdet. En effet, digasset en deus, e personnach Moyses d’ar Zudevien, hac e personnach Jesus d’ar Gristenien, eur Redemptor evel m’en devoa er promettet, ha goude en deus great ganto eur vignoniach hac un allianç eternel. Roet en deus da anaout eo santel ha terrupl e hano, hac e zeo doujanç Doue commançamant ar furnes. Quement hini a en em gomport erves an doujanç-se eus ho C’hrouer, a so carguet gant Doue eus a un ententamant mad ha profitabl d’ho ene. An Autrou-Doue eta a verit beza meulet da viqen. Gloar d’an Tad, d’ar Mab, d’ar Speret-Santel.

psalm 111

Er psalm-ma David a barlant eus a vonheur an hini pehini a zouch an Autrou-Doue, ha pehini a so fidel da observi e lêsen.

Eürus an den pehini a zouch an Autrou-Doue, ha pehini en deus eur volontes ardant da acconaplissa e c’hourc’hemennou. E raç a veso puissant var an douar ; car bugale vian an dud just a veso binniguet gant Doue. Ar c’hloar hac ar binvidigues a so en e dy hac e chom bepret just. Car an Autrou-Doue, pehini a so trugaresus, douç ha just, ha so savet evel eur sclerigen e creis an devaligen, var ar re ho deus eur galon eüen, evit ho c’hundui en assuranç e creis an dangerou eus ar vues-ma. Eürus ive an den pehini a so truesus ous ar paour hac a brest d’ar re a so en esom. Eürus an nep a regl e gomsou ha ne barlant qet a dreus hac a hed, abalamour neuse ne vrallo jamæs en tu fall. Ar sonch eus an den just a bado da jamæs, n’en deveso qet aon da vesa droug preseguet. E galon a so atao preparet da esperout en Autrou-Doue. E galon a so stag ferm en esperanç-se ha ne oufe bralla e tu-all ebet, mæs chom a raïo bepret ferm qen na veso capabl da zisprijout e enebourien. Evel ma en deus roet gant larguentes eus e zanves d’ar beorrien, e justiç a chom en oll gantvejou, hac e buissanç a veso meulet hac henoret. Ar pec’her a velo an den just ha mad, hac a veso dipitet. Scrigna a raio e zent ; disec’ha a raio gant an dipit ; mæs desir ar bec’herrien a berisso ha gloar an den just a bado da viqen. Gloar d’an Tad, d’ar Mab ha d’ar Speret-Santel. Evel-se bezet great. .


psalm 112.

David a exhort servicherien Doue d’er meuli er guel eus e vajeste, e buissanç hac e vadêles.

Meulit an Autrou-Doue, c’hui pere a so e servicberien. Meulit hano an Autrou. Ra veso binniguet a vrema da viqen. Hano Doue a dle beza meulet a zalec sao-eol betec cus-eol. Car an Autrou Doue a so bras meurbet, brassoc’h eguet oll c’hrandeuriou an oll nationou assambles hac e c’hloar a sao huelloc’h egnet an evou. En effet, piou a so henvel oc’h an Autrou hon Doue, pehini a ra e zemeuranç el lec’hiou an huella, ha pehini gouscoude a brich sellet oc’h ar pez so izella en êe ha var an douar. Tenna a ra eus ar boultren an hini a so er viser, ha sevel ar paour divar an teil, evit er placi e renq ar brincet, ar brincet eus e bobl. Erfin reï a ra d’ar c’hreg diser ar joa d’en em velet en he zy mam da veur a grouadur. Gloar d’an Tad, d’ar Mab, d’ar Speret-Santel. Evel-se bezet great.

psalm 116.

David a exhort an oll nationou da veuli Doue eus e visericord hac eus e fidelite d'e bromessaou.

Poblou, meulit tout assambls an Autrou Doue ! meulit-en tout assambles, ô nationou ; car e drugares a so bepret bras en hor c’hever. Guir eo ha fidel en e oll bromessaou. Car hor soutenet hac hon difennet en deus a enep hon adversourien, bevech ma en deveus promettet en ober. Gloar eta da Zoue an Tad, ar Mab hac ar Speret-Santel.

magnificat.

Ar Verc’hes o touguen Jesus-Christ, o vesa eat da velet he c’hiniterv Santes Elisabeth hac o vesa bet meulet gant houma, a respontas desi evelten, o rapporti da Zoue ar c’hloar eus ar bonheur he devoa da vesa he Vam.

Va ene ha c’hlorifi an Autrou Doue, ha va Speret a so ravisset gant ar joa, e Doue va Salver, abalamour m’en deus taolet e zaoulagad var izelder e servicheres, oc’h e choas da vesa Mam d’e Vab. Car chetu a-se hac a raïo va guervel eürus hivisiqen, abalamour ma en deus great traou bras ennon an Doue oll-c’halloudec, a behini an hano a so santel, hac a behini an drugares en em asten eus an eil oad-tud d’eguile va guement ho deus e zoujanç. Roet en deus da anaout an ners eus e vreac’h. Dissipet en deus ar re en em c’huëse gant an ourgouill en ho c’halon. Discaret en deus ar re buissant var ho meno ; huëlleat en deus ar re vian en ho santimant ho-unan, ar re humbl. Carguet en deus a vadou, a c’hraçou, ar re a yoa leun a zesir hac ho devoa evel naon eus ar santeles ; casset en deus quit goullo a faveuriou, ar re en em grede pinvidic e madou spirituel. Qemeret en deus dindan e brotection Israël, e servicher ; impliget en deus e drugares, erves ar bromessa en devoa great d’hon tadou, da Abraham ha d’e vugale vian, pa reas allianç gante evit jamæs.

Gloar d’an Tad, d’ar Mab, d’ar Speret-Santel, evel ma oa er gommançamant ra veso c’hoas brema hac atao hac hed an eternite. Evel-se bezet great.

Da fin ar Gousperou.

Va Doue, me ho trugareca eus ar bonheur am eus bet da renta deoc’h va deveriou a garantes, a esperanç, a feis, a religion en assamble ar gristenien. Pardon, va Doue, eus va oll distractionou votontær. Me a veso eveziantoc’h a c’houdeves. Guerc’hes Vari, va Mam vad ha trugaresus, plædit va c’haos dirac ho Mab Jesus, brema, hac atao hac en heur eus va maro. Evel-se bezet great.

Araoc sortial eus an ilis, promettit da Zoue e tachot hed ar sizun a zeu da derri ho coassa babitud, ha da lavaret alies, hed ho labour var an deis : va Doue ho pet trues ousin. Va Doue, va Jesus, me ra an dra-ma, me a souffr ar boan-ma en union ganeoc’h evit gloar ho Tad ha silvidigues va ene, e pinigen d’am pec’hejou. Evelse bezet great.

M’ar ho pes amser, lennit en ilis, dirac auter ar Verc’hes, un derves eus al levr-ma ; pe m’ar oc’h eus esom da vont prest d’ar guear, tachit d’el len eno en tu-benac a gostes, eleac’h mont da zireoli evel tud ar bed. Evel-se bezet great. Jesus, Mari, Joseph, ho pet trues ous an oll dud ! Gloar da Jesus, gloar da Vari !

Oræson.

Autrou Doue, accordit deomp, ni ho ped, ar c’hraç da jouissa bepret eus a yec’het an ene hac ar c’horf, ha da vesa, dre intercession glorius Santes Mari bepret guerc’hes, delivret dioc’h an distridigues eus ar vues presant, ha da bartagi ar joa eternel gant ar re eürus en êe. Evel-se bezet great.




ANTIENOU D’AR VERC’HES SANTEL.
————
Alma Redemptoris, etc.

O Mam santel ha pur d’hon Redemptor,
O dor an ê a chom bepret digor,

O stereden eus a vor ar bed-ma !
Ni ho supli, hor chelaouit brema.
Deut da sicour nep a zeu da goueza,
Hac en deus c’hoant da sevel en e sa,
C’houi pehini hoc’h eus bet anjandret
Dreist an natur nep en deus ho crouet.
Guerc’hes ato qent ha goude guenel,
Ni ofr deoc’h gant an Æl Gabriel
Ar salud bras, ma viot favorabl
En hon andret, pec’herien miserabl.
Æl an Autrou da Vari a annonças
E vize Mam d’an hini he c’hrouas,
Ha dre’r vertu eus ar Speret-Santel
E concevas Map an Tad eternel.

Ave Regina, etc.

Ni ho salud, Rouanez an êevou,
Ho pêt sourci eveus hon eneou ;
Ni ho salud, itron an oll Ælez,
Oc’h implori bepret ho madelez.
Ni ho salud, ô grizien a vuez !
Ni ho salud, dor a silvidiguez,
P’eus a hini ec’h anavomp certen
Eo sortiet d’ar bed ar sclerijen.
Guerc’hes glorius, en em rejouissit,
Dre ho qenet an oll a dremenit ;
O Guerc’hes caer ! pedit ho Map Jesus
Da veza ato ouzomp trugarezus.
O Guerc’hes sacr ! evit na d’oun qet dign,
Plijet gueneoc’h permeti m’ho meulin :

Roït vertuz din, evit, dre ho moyen,
Ma resistin ouz hoc’h adversourien.

Regina Cœli, lætare, etc.

Rouanez an êe, en em rejouissit,
Alleluia : meulomp Doue gant lit ;
Nep m’az oc’h bet din d’he veza douguet,
Herves he c’her a so ressuscitet.
O pebes, joa d’ec’h-hu ! Guerc’hes Vari,
Alleluia : ô pebes lit d’imp-ni !
O c’houi ervad eo ressucitet
En guirionez hon Autrou benniguet.
Santes Mari, grit ma ellimp ganta
Eus ar pec’het brema ressuscita,
Evit d’ar fin ma ellimp oll ivez
Qerzet pelloc’h en ur vues nevez.

Salve, Regina, etc.

Ni ho salud, Rouanez,an Æelez,
Mam a druez;, leun a bep madelez,
Hon oll douçder, hor buez, hon esperanç,
Ni ho salud gant peb seurt reveranç.
Guerc’hes Vari, dec’h-hu en em adressomp,
Hac ouzoc’h-hu a galon e criomp,
Ni pere so bannisset er bed-ma,
Evel ma zomp bugale da Eva.
C’houi eo ar fin eus hon huanadou,
Dech-hu e ten hor gouelvan, hon daëlou :
C’houi eo a ra hon laouenidiguez
En draouien-ma leun a dristidiguez.

Rac-se pa zoc’h hon alvocades guer,
Ha favorabl meurbet en hor c’hêver,
Plijet gueneoc’h distrei ho taoulagad
Ouzomp-ni oll, o procuri hor mad.
Pa vezimp eat eus ar vuez presant,
Goude ar fin eus hor bannissamant,
Grit ma velimp ar froez hoc’h eus douguet
En ho cof sacr, hor salver binniguet.
Guerc’hes Vari, meurbet trugarezus,
O Guerc’hes douç, bepret carantezus !
Ni ho supli, clevit ouz hor peden,
Ha na zeut qet d’hon dilesel biquen.
Evidomp-ni, Mam santel da Zoue,
Ni ho supli, pedit e vajeste,
Ma vezimp dign da receo ar graçou
Prometet deomp gant Jesus hon Autrou.




CONFESSION.
————
PEDEN.

Speret-santel, sclerraït va speret evit ma velin e pe feçon emeus torret gourc’hemennou Doue ha re an ilis.

INSTRUCTIONOU.

Ene fidel, grit mad oc’h examin a goustianç. Guelit da guenta ha c’hui oc’h eus great ho pinigen divesa d’ar poent, el leac’h hac er fêçon ma oa recommandet deoc’h gant ho Tad Confessour. Ha n’o poa c’hu ancounac’hêt netra er gonfession divêsa ? Ha n’o poa chu nac’het netra ? Petra eo a biq ho coustianç var guement-se ?

Commancit dre amsao ho pec’hejou nac’het. Livirit goustad gourc’hemennou Doue. En em arretit un nebeut var bep-unan. Doue a barlant ouzomp, er gourc’hemennou-se evel un tad oc’h e grouadur, evel eur mæstr oc’h e servicher. Un Doue ebqen a adori… C’hui va mab, va merc’h : ha roet oc’h eus-hu ho calon da Zoue dioc’h-tu evel ma tiunac’h en nos pe dioc’h ar mintin ? Pet guech oc’h manqet d’an dever-se ?

Lennit, pe laqit lenn deoc’h, arauc ma teuot da goves, eul levr bian, hanvet Mellezour ar galon.[1] Ne qet necesser lenn tout al levr-se : pep hini a dle lenn ennan ar pez a sell oc’h an deveriou eus e stad, e spicial, dre exempl, ar re n’int qet demeset, n’int qet tad na mam, n’o deus qet a esom da lenn ar pez a sell oc’h ar seurt tud-se.

Oc’h examin êchuet, arauc mont da goves, livirit eur bater benac, a greis ho calon, evit goulen oc’h Doue, en hano Jesus, ar gontrition dreist-natural, souveren, universel eus ho pec’hejou.

Na zit jamæs da gauseal e qever ar gonfession. En em gonsiderit eno evel eur c’hriminel pehini a esper caout e bardon digant ar guella eus an oll dadou, digant Jesus, pehini en deus offanset.

Pa viot er gonfession, credit ferm eo da Jesus e-unan e covessait, da Jesus pehini a anaves tout, pehini a bardon tout d’ar c’halonou humiliet ha contristet, mæs jamæs d’ar c’halonon doubl ha gaouiat.

Pa interrojo ac’hanoc’h ho Confessour, songit eo un tad hac eur medicin pehini a fell desan ho sicour da anaout ha da ziselei ar gouliou great ennoc’h dre ar pec’het. O pet an desir ar brassa da rei da anaout desan tout ho coustianç, ha qemerit a galon vad an avisou hac ar binigen a roio deoc’h. Na visit jamæs droug-contant eus ar fêçon ma ho træto. Besit contant ha resinet, ma na ro qet c’hoas deoc’h an absolven, ha grit ar pez a lavaro deoc’h evit he c’haout divêsatoc’h.



COMMUNION
————
INSTRUCTION.

Mar o peus permission da gommunia, songit mad oc’h eus da brepari eur plaç dereat non pas da un den simpl, mæs da un Doue ha da un den en eur personaich divin, da Jesus, roue an êe hac an douar. En em broposit eur c’hraç particulier da c’houlen, evel ma zeo an humilite, mar d’oc’h sujet d’an ourgouill, ar burete an obeissanç, etc.

ACT A GONTRITION.

Autrou va Doue, credi a ran oc’h eus va phardonet dre sacramant ar binijen, pehini a meus recevet guëlla ma c’hellen. Gouscoude, va Doue, ho supplian da veza bepret favorabl ha mad en andret eur pec’her, eur bec’heres eveldon-me. Cueus a meus atao d’ho peza offancet ; desir am eus d’en em gorrija. Effacit, me ho ped, ô va Doue ! betec an divêsa restad eus va phec’hejou.

ACT A FEIS.

Autrou Jesus-Christ, va Salver, pehini oc’h eus lavaret en oc’h aviel : Va goad a so eur guir breuvaich, va c’horf a so eur guir vagadures, ma a gred e zan da receo er sacramant, ar guir vab a Zoue, deuet er bed-ma evit va saveti. Cresqit va feis.

ACT A ESPERANÇ.

Ennoc’h ebqen e lacan va fizianç, ô Jesus ! leun a zouçder, car c’houi eo va silvidigues ha va ners, va recour ha va oll assuranç, ar sourcen eus a bep mad. O pet trues ouzin, va saveteit, ô c’hui pehini ne abandonit jamæs ar re a esoer ennoc’h !

ACT A GARANTES.

O peguer bras ne voa qet an ardeur a garantes dre behini ne voa anflammet ho calon, ô Jesus ! pa oc’h eus, arauc quittat ar bed-ma, preparet d’ho mignonet eur banqet e pehini e caver pep guir blijadur hac e tanvear pep aeurt douçderiou ! Abalamour da un hevelep madeles, abalamour deoc’h, me ho car, Jesus, va Doue, hac evit na baouesin jamæs d’ho caret, allumit oc’h-unan ennon, maguit ha cresquit flammou ho carantes, ô Jesus ! boued ha magadures ar garantes.

ACT A ZESIR.

Un den devoret gant ar sec’het ne zesir netra muioc’h eguet dour yac’hus ar feuntun. Va c’halon, ô va Jesus ! ho tesir c’hoas infinimant muioc’h. Autrou Jesus-Christ, en em roit d’am ene, hac e veso contant ; mæs pell diouzoc’hu, n’eus guir gonsolation ebet.

ACT A HUMILITE.

O Doue infinimant galloudus hac incomprenabl ! dirac pehini e tlean crena, piou oc’h-u, ha piou oun-me, evit ma teurvesaac’h dont betec ennon, beza magadures va ene hac ober ho temeuranç em c’hreis ?

Autrou, va Doue, n’on qet dign e c’hantrefac’h em c’halon, mæs livirit eur guer ebqen, ha va ene a veso salo.

(Tostait gant modesti oc’h taul ar gommunion, m’ar deus lavaret deoc’h gant ho Confessour mont da gommunia, ha mar oc’h eus nac’het un dra benac, iit da goves da genta.)

ACTOU GOUDE AR GOMMUNION.

Va ene, cavet oc’h eus an hini a garac’h dreist pep tra. Na el læsit qet d’ho quittât. Nan, ô va Jesus ! biqen mui pec’het ne souillo va ene, pehini a so deoc’h evit mad.

Me oc’h ador, va Jesus, car c’hui eo va Autrou ha va Doue.

Me a offr deoc’h va daoulagad, va diou-scouarn, va zeaud, va speret, va memor, va bolontes. Recevit, ô va Jesus ! an offrans a ran deoc’h eus a guement ameus.

Me ho trugareca eus va oll galon da vesa va souffret oc’h o taul santel.

Me a meus fizianç ne veso qet e væn e viot deuet da visita va ene.

Va Doue, binniguit ac’hanon ; accordit din ar graçou eus a bere em eus muia esom.

O va Jesus ! me a unis va c’halon deoc’h, evit renta parfætamant va oll deveriou a adoration, a anoudêgues vad, a c’houlen d’an Doue e tri Pherson, pehini en deus va c’hrouet, va phrenet, va santifiet.

Pater noster.

Peden eur pec’her ec’hars treid an Itron Varia a Vir-Sicour, pe vemorare an Tad eürus Bernard a Baris.

O Guerc’hes Vari! ô mam leun a deneridigues hac a drues ! o pet memor n’en deus den clevet biscoas o pe læset hac abandonet an bini en deves recours d’ho protection, a c’houlen ho sicour hac ho pedennou dirac Jesus. Poulset dre un hevelep fizianç en ho madêles, chetu me ama dirac oc’h imach, ô Guerc’hes, refuch ar bec’herien ! Chetu ama dirazoc’h ar miserapla, an ingratta eus ho pugale. O mam Jesus ! diredet emeus d’ho caout, d’ho caout on deuet. Glac’har ameus, hirvoudi a ran em miser. Na zisprijit qet va pheden ; obtenit din graç ha pardon, ô Mari !.. Evel-se beset great.

————
PEDEN eur pec’her daoulinet dirac imach an Itron Vari, a Vir-Sicour.

Santes Mari, Guerc’hes neat a bep pec’het ha mam henorabl da Jesus-Christ, Doue ha den, Rouanes an Æles, Itron a Vir-Sicour, chetu ama, ec’hars ho treid sacr, ar c’houpapla eus ar grouadurien, pehini a gred sevel he zaoulagad betec ennoc’h evit en em erbedi oc’h o madêles.

C’hui a so refuch ar bec’herien ha souten ar re just ; n’am rebutit qet, ô Guerc’hes ar vadelezussa ! An daëlou em daoulagad, an huanadou em c’halon, leun oll a c’hlac’har, evel ma tlean er besa, souffrit ac’hanon da exposi deoc’h va esomou.

Goûzout a ran, ô Guerc’hes meurbet eürus ! e zon indign a bep faveur goude qen alies a affeil er pec’het, ha ne allan, nemet dre ho sicour, esperout e ve chelaouet va pheden.

Guelet a rit ar stad trist e pehini on en em laqeat. An traou hac an dud fall, pere a blich d’am c’halon, a chalm hac e zeceo ac’hanon ; an occasionou am zrein e vaniteou hac e plijaduresou ar bed ; an tan eus va phassionou am dêv evel un derzien ardant. Me a so, evit ar vad hac ar vertus, evel ma zeo al ludu maro evit ar c’hoad, hac en em santout a ran qen accablet dre boues va phec’hejou, ma ne ouisin mancout da goousa e goëlet an abim, nemet c’hui, ô Mari ! a briche va assista ha va sicour.

Amsao a ran, hac er goûzout a rit, ô Mam Doue ! e zeus momenchou e pere e velan hac e tetestan grevusdet va c’hrimou ; en em broposi a ran memes d’en em amanti ; tachout a ran d’en em sevel goude va lamou er pec’het ; mæs allas ! en eur feçon qer sempl ha qen langourus, ma couesan qerqent em c’henta disursiou.

Mam Doue, Itron a Vir-Sicour, ha revus a reot din ho sicour er stad deploraabl e pehini emaon ! C’hui a so va alvocades, ha, goude Doue, va esperanç assur. Impligit ho pedennou e qever ho Mab adorabl ; grit, ô Mari ! grit na duio mui d’am zrec’hi an ourgouil hac at garantes propr, ar brontitud hac ar goler va speret variant ha scanv ; grit na duio qet da berissa evit biken an ene-ma miserabl.

Saisisset a spont, ne vel va ene nemet ar maro eternel. O va fatrones ger ! o pet trues ousin ha va sicourit buan, arauc ma tuio va fallagries da zisec’ha sourcen madelesou Doue, ha d’am renta evit jamæs indign eus e c’hraçou hac a bardon d’am pec’hejou.

Atao e zeo bet lavaret ac’hanoc’h, ô Mam Doue ! n’oc’h eus jamæs dilæset hini eus ar re pere, en ho afflictionou hac ho phoaniou, o deus bet recours deoc’h gant eur galon gontristet hac humiliet, hac o deus goulennet oc’h intercession trugaresus hac oll-c’halloudus.

O peset eta evit agreabl ar beden a ran deoc’h, ô Itron Varia ! pehini a zistribu graçou an Autrou-Doue. Me ho ped na veso qet va indignite eur ræson evit distrei divar ve ene an dour-red eus ho madelesou : roit din da santout an effet eus ho sicour hac eus ho madêles em accablamant, hac evit morse, ma c’haccordit din ho craç, me a zisprijo qement a so tentus er bed, n’am beso a garantes nemet evit ar binigen hac ar vertus, ne zesirin mui er bed-ma nemet carantes Doue em ene.

Ho madoberou, ô Guerc’hes vad ! a occupo qement va ene, ma consacrin va oll songesonou, va oll gomsou, va oll œuvrou da servicha hon Autrou Jesus Christ, ho Mab, ha d’oc’h henori c’hui, ô va guëlla mam ! hed va bues hac hed an eternite.

Gloar, henor, benediciion ha meuleudi dreisoc’h, d’ho Mab Jesus, ha dre Jesus, d’an Dreindet adorabl, a vrema da viqen !…



LITANIOU AR VERC’HES.
————

Autrou Doue, oll galloudus,
Hac hep mesur trugarezus,
C’houi a vel peguen infirm omp,
Ho pêt compassion ouzomp.
Jesus-Christ, Redemptor ar bed,
Distroit ouzomp, ni ho ped,
Chelaouit ouz hor pedennou,
Hac exaucit hor goulennou.
Ni ho ped, c’noui Tad eternel ,
C’houi Map, ha c’houi, Speret-Santel,
Tri ferson en un Doue epquen,
Galvet an Dreindet souveren,
Da sellet ouzomp a druez,
Pa regretomp hor goal vuez ;
Enoc’h epquen ec’h esperomp,
Rac se ho pet truez ouzomp.

Santes Mari, mam da Zoue,
C’houi eo a bedomp-ni goude,
Guerc’hes santel ar guerc’heset,
Pa zomp deoc’h en em adresset,
Pa zoc’h da Jesus ar vam dign,
Hac ar vam eus ar c’hraç divin,
Pedit evidomp deiz ha noz,
Evit ma zaïmp d’ar barados.
Mam bur ha neat a bep pec’het,
Mam chast ha mam divlam chomet,
Ur vam dign da veza caret
Ha da veza cals admiret,
C’houi a so guir vam d’hor C’hrouer,
C’houi a so guir vam d’hor Salver,      pedit, etc.
Guerc’hes prudant ha venerabl,
Guerc’hes a so meurbet meulabl,
Guerc’hes a so qer galloudus,
Qen douç ha qen trugarezus,
Guerc’hes a so fidel bepret,
Mellezour a justiç parfet,      pedit, etc.
C’houi eo demeuranç ar furnez,
C’houi so qiriec d’hon levenez,
Hac ur vessel spirituel,
Dign a un enor eternel,
Ur vessel a zevotion,
Dign a gonsideration,      pedit, etc.
C’houi a so un tensor precius,
Hac ur rosen mysterius,
Tour David, tour a olifant,
Palæs aour-fin hac excellant,

Arc’h a alianç binniguet,
Dor an êe so digor bepret,       pedit, etc.
Guerelaouen so scler meurbet,
D’ar re infirm guir remed,
C’houi eo ar gonsolation
D’ar re so en affliction :
C’houi eo refuch ar bec’herien,
C’honi e sicour ar grisienien,       pedit, etc.
Rouanez oc’h d’an oll ælez,
Ha d’ar batriarchet ivez,
D’ar brophetet, an ebestel,
Ha d’an oll verzerien santel,
D’ar ponfessoret, guerc’heset,
Ha d’an oll sænt ha sænteset,       pedit, etc.
Oan Doue crucifiet,
A effaç pec’hejou ar bed,
Dre ho madelez infinit,
Autrou Jesus, hon pardonit.
Oan Doue crucifiet,
A effaç pec’hejou ar bed,
Dre ho madelez infinit,
Autrou Jesus, hon exaucit.
Oan Doue crucifiet,
A effaç pec’hejou ar bed,
Enoc’h, Autrou, ec’h esperomp,
Rac-se ho pê truez ouzomp.
Grit ma zaïmp gueneoc’h da reрos
Er c’hloar eveus ho parados.
O Jesus-Christ, hor chelaouit !
O Jesus-Christ, hon exaucit.       Amen.

————


IMITATION
AR VERC’HES VARI,
VAR MODEL
IMITATION JESUS-CHRIST.





LEVR QENTA.

El levr-ma e considerer ar vuez hac ar vertuziou eus ar Verc’hes santel, abaoue ma zeo bet concevet eb pec’het betec guinivelez he mab Jesus, e Bethleem.




CHABIST QENTA.
Imitation vertuziou ar Verc’hes.


Eurus[2] ar re n’en em bellaont qet dioc’h an hentchou am beus merqet dezo ! Eürus an hini pehini a selaou ar pez a lavaran dezan ebars en exemplou a vertuz pere ameus roët dezan.

An Ilis, о lacât ar c’homzou-ma e guinou ar Verc’hes Vari, a exhort ac’hanomp da studia ar gomportamant en deus dalc’het var an douar ar rouanes-se eus ar Sent, ha da ober evelthi ar pez a admiromp enni.

Eürus, en effet, an nep a ra evel Mari, pa zeо guir oc’h ober evel Mari e ra evel Jesus, roue ha qenta model an oll vertuziou.

Bues ar Verc’hes a so eur guentel universel. Enni e tesqer e pe feçon e tleer en em.gomporti er bonheur hac er malheur, er beden hac el labour, en henoriou hac en humiliationou.

Ne erruimp jamæs betec ar berfection a roe d’he oll actionou, mæs he servicher parfeta eo an hini a dosta ar muia ouz he santelez.

O c’hui, pere a ra profession da servicha Mari, a fallout a ra deoc’hui en em gonformi d’ar squer excellant-se ? Ho pet, qement a ma c’hallot, evel ar Verc’hes, eur feis vif ha bras, un oboissanç prompt, un humilite ar vrassa, eur fidelite evesiant, intantionou pur da blijout e pep tra da Zoue, eur garantes loyai ha generus evit ho Crouer.

Piou, etoues servicherien Mari, he servichereset, o c’houlen sicour ar c’hraç a Zoue, ne allo qet en em broposi he exempl da heulia, heulia en effet, muya ma veso possubl, he exempl er pratiq eus ar vertuziou differant-se ?

Ma ne dachit da imita ar Verc’hes, ho carantez evithi a so foibl meurbet ha nul en effet, ha ne dleït qet neuse gortos e rofe deoc’h mercou bras eus he frotection. Bemdez, evit guir, e livirit pedennou en henor d’ar Verc’hes. Martese memes e touguit en ho qerc’hen, pe a vel d’an oll, disenezou pe chapeledou evit disques oc’h en em gonsacret d’he servich. Bez e c’hallit besa en unan bennac eus he breuriesou. An traou-se a elfe ho lacaat da obten dreisi eur c’hracic bennac digant Doue.

Mæs gant an traou-se tout, ma ne boulsit ho tevotion betec imita he vertusiou, ho tevotion n’ho savetayo qet.

Erruout a rayo ganeoc’h evel gant ar Philistinet, pere a bossedas un neubeut amser an arc’h allianç eus an Autrou, Doue an Israëlitet. E phinvidicaat, e orni a rejont memes dre ho offrançou. A gouscoude an arc’h allianç ne oue qet evitho eur sourcen a venedictionou. Perac ? Abalamour, oc’h anaout dreisi ar guir Doue, n’en adorjont qet ha ne abandonjont qet ho idolou.

O Mari ! ô rouanes ar vertuziou ! a ne qet just, ma ho carfer, ober evidoc’h ar pes a rêr evit ar vignonet pere a eller da gaout er bed-ma ? Pa garer un den, e qemerer sourci da studia e garacter, e hahitujou, da guemeret e inclinationou, ha mar dint mad erves Doue, qement-se so just ha meulabl.

Eus an hevelidigues-se e veler o sevel hac o cresqi ar guir union eus ar c’halonou. An hevelidigues a form ar vignoniach.

O Guerc’hes ! ho calon qen humbl, qer pur ha qer soumettet d’an ursou a Zoue ; qen ardant evit interest ha gloar Doue, hac en a guemero carentes evit calonou diregl, orgouillus, eb resination da volontez Doue, hac eb desir da brocuri e c’hloar ?

Mar carit ac’hanon, a ellit da lavaret gant muioc’h a ræson eguet St. Paul : Baleït[3] var va roudou evel m’a meus baleet var roudou Jesus. Mar doc’h va bugale, qemerit speret, intantionou, desirou hac œuvrou ho mam evit squer ha model.

Speret bugale Mari a dle beza evel hini ho mam, eur speret a garantez evit ar re-all abalamour da Zoue ; eur speret a beoc’h, a batiantet ; eur speret a binigen, eur speret a zoujanç hac a garantez Doue.

Guerc’hes santel, ô mam an oll dud ! Me guemer dirac hoc’h imach, e presanç ho mab, va Salver, ar resolution da imita ac’hanoc’h. Va devotion evidoc’h hivisiqen a gonsisto dreist pep tra o c’heulia gant ho sicour an exemplou caër oc’h eus roët din.

Persuadet on penaus eo honnes ar feçon ar parfæta d’oc’h enori, eo hennes ar brassa merq a garantez a elfen rei deoc’h. O Mari, va mam ! benniguit ar resolution-ma eus ho servicher humbl ha touet.



CHABIST II.

Istim a dleer da ober eus ar c’hraç a Zoue.

Mari a so bet exant eus ar pec’het originel abaouë an instant qenta eus he bues, da lavaret eo, ar Verc’hes ne qet bet er pec’het originel evel ar rest eus an dud, mæs concevet eo e graç hac he mignonach an Autrou-Doue.

Ni oll a so, oc’h antreal er bed, sujet da goler just hon Doue offancet e personach Adam hac Eva. Mari ebqen, diavancet dre garantes he Doue, a so deuet er bed, evel ar pen-œuvr eus e c’hraç.

Doue ne falvesas qet dezan e vige souillet e nep feçon an templ e pehini e tlie ober e zemeuranç ; ar c’horf e pehini hac eus a behini e tlie he vab Jesus en em incarni. Henor ar mab a c’houlenne ne vige qet ar vam, memes ur moment, e esclavach hac e pouvoar an diaoul.

Nan, ô Guerc’hes ! James tach na souilladures ne deus bet en ho personach, ar santella e toues ar re so bet crouet, ar santella goude humanite Jesus ho mab. Tout oc’h bet ato caër ha brillantoc’h eguet an heaul, ar stered eus ar firmamant, purroc’h eguet an Æles.

Va Doue, ra viot benniguet a vrema da jamæs da veza preservet Mari dioc’h ar pec’het originel. Me a uniss va oll speret d’ar Verc’hes ha d’an Æles evit ho trugarecaat eus ar faveur-se extraordinal.

Mæs pebes istim na reas qet Mari eus a eur c’hraç qer bursudus ? Ar faveur-se eus he Doue a oue evithi ar pes ma oue ar furnes, e santimant ar roue Salomon, ar sourcen eus an oll vadou.

Doue en doa[4] he fossedet a-zalec e c’hommançamant. Chetu eno ar c’hrçc estimet gant Mari mui eguet an oll gurunenuou ha rouanteleziou eus ar bed-ma.

Recevet e deus digant Doue, en he bues, meur a faveur dreist ordinal ; mæs ar breciussa tout dirac daoulagad Mari, oa beza bet concevet ha ganet exant a bec’het, ornet a c’hraç. Perac ? Abalamour ar faveur-ma e rente agreaploc’h da Zoue !

He oll bues a oue un desteni continuel eus he anaoudegues vad en andret Doue, abalamour d’ar brivilach-se dre behini eo bet concevet eb pec’het, privilach pehini ne de bet accordet gant Doue da grouadur-all ebet.

Ene christen, c’hui oc’h eus recevet en ho padiziant ar c’hraç sanctifiant e doa recevet Mari er c’henta instant eus he c’honception.

Dre ar c’hraç-se ho poue arguir da c’hervel Doue, ho tad, ha Jesus, ho preur ; etablisset e ouac’h heritoures[5] Doue assambles gant Jesus ha dre Jesus. Rouanteles an ên a oue destinet evidoc’h.

O ene fidel ! compren a rit-hu mad an oll excellanç eus a c’hraç ho padiziant ? Mæs a compren a rit-hu ive tout an deveriou a c’houlen diganeoc’h ?

Allas ! e mez ar gristenien el lavaran, peguen nebeut anezo a ra reflexion var faveuriou ho badiziant ! Peguen nebeut aneso en em gonserv santel ha dibec’h evit souten an henor en deus great Doue dezo en ho badiziant !

Peguen nebeut en em laca e poan da gonservi didach ar saë ven a behini e ouent guisqet en deiz caer, e pehini о devoue ar pardon eus ar pec’het originel, e pehini ho ene a oue ornet qer manifiq, ma teuas da veza demeuranç un Doue ha dign eus a oll c’hloar ar barados.

Ar gabel ven-se laqeat deoc’h var ho pen, ô ene christen ! ho poa bet urs da gonservi bepret en he oll guenet. Hac er grêt oc’h eus-hu evel e doa great ar Verc’hes Vari ?

A conservet oc’h eus-hu ar vertuziou, ar santelez, ar burete, an devotion a vugale Doue, a bere e zoa ar portret bac an imach ? Allas ! ho comportement a brouv ar c’hontrol.

Glorius e vezer da gonservi ar pez a so estimet precius ebars er bed, evel ma zeo an noblanç, al leve, an henoriou. An traou-se gouscoude nen dint nemet evel pri ha fanq e comparæson d’ar galite a vab, a verc’h Doue.

O dallentez ! an den gouscoude a zisprich graç e vadiziant hac ar madou eternel da bere e roe dezan guir.

An den-se a so sortiet a c’hoad huel, a guerent distinguet dre ho lignes, a bris ebet ne garfe beza a santimanchou pe a gundu control d’e dud. Ar c’hristen a so ganet a Zoue en e vadiziant, ha gouscoude en em zishenor eb scrupul dre eur vuez qasi henvel oc’h hini an anevalet, dre eur vues direglet ha criminel.

An den ne gar depanti dioc’h nicun ; en em bompadi a ra, o lavaret ne fell qet dezan beza commandet. Eur veich m’en deves en em zelivret dioc’h domination e vistri ancien, en em istim eürus var e veno, ha gouscoude, tra incomprenabl ! Bemdez a volontez vad e coues e rouejou an drouc-speret, er chadennou mezus eus an diaoul, a bere e zoa bet tennet dre c’hraç e vadiziant. Perac ? Abalamour ne istim qet aoualac’h, evel ma rea ar Verc’hes, al liberte santel a vugale Doue.

Redec a rêr gant ær var zu ar madou hac an heritachou temporel, hac e negliger, e tispriger an heritach eternel eus a vadou an èn.

Ene ingrat, piou bennac e veac’h, na rit qet ar scouarn vouzar oc’h ar vouez eus ho mam ar Verc’hes pehini a bers he mab, ho salver, ho maestr, a gri var zu ennoc’h : Va mab, va merc’h, roït din ho calon, evit m’en offrin adarre d’am mab ha ma reparot graç ho padiziant pehini oc’h eus collet.

Pa n’oc’h eus qet imitet an exempl eus an istim ar vrassa pehini am boa great eus ar c’hraç qenta am boa recevet digant va Doue em c’honception, admirit madelez va mab ; offr a ra deoc’h eur voyen da antreal e graç gantan.

Ar sacramant a binigen a so evidoc’h un eil planqen var behini, goude beza en em anfoncet er mor eus ar pec’het, e c’hallit en em sevel eus ar stad vil ha dishenorabl e pehini emaoc’h, d’ar stad caer ha nobl, d’ar stad divin a vuguel da Zoue, titr henorabl hac excellant pehini ho poa recevet en ho padiziant ha pehini oc’h eus dispriget evit en em izellaat betec dont da veza a nevez crouadur an diaoul.

Graç ho padiziant a ioa gouscoude ar pris a c’hoad un Doue. Graç ho padiziant a so henvel oc’h ar c’haera men precius, evit caout pehini eur marc’hadour a versfe e oll varc’hadoures. A c’hui oc’h eus-hi guerset evit ar plijadurezou eus ar pec’het. Pebes dismeganç eta oc’h eus gret a vadoberou Doue ! A n’oc’h eus-hu qet gret evel a rafe un den pehini a daulfe eur berlezen ar gaëra er fanq ar villa ? O pebes malheur ? Pebes dallentez, pebes disprijanc a c’hraç Doue !

O Guerc’hes ! refuch ar bec’heurien, amsao a ran oun bet dall hac ingrat meurbet en andret va Doue. Mæs distrei a ran eus a vouelet an abim doun e pehini oun sebeliet dre va c’hrimou ; e credan c’hoas sevel va moues gant fizianç var-zu ennoc’h, ô va mam ! mam a drugarez ! A nevez flamm e renonçan da Satan, d’e bompou ha d’e œuvrou. O graç eus va Doue, tensor ar preciussa dispriget ganen ! Ra zeuio va brec’h da zizec’ha, va c’horf da vervel, mar teuan mui d’oc’h ancounac’hât. En em roït din adarre dre vertuz ar gontrition : me ho cuso em c’halon, ha leun a joa da bossedi an dra breciussa possubl evit an den er bed-ma, me a yelo gant courach var-zu va guir vro an èn, evel eur veachour pehini pourveet eus an traou necesser, bepret gouscoude var evez en aon n’ho c’holfe, n’en em arret qet evit chelaou ar vouez tromplus eus ar re a falfe dezo e arreti var digareou interesset ha dangerus.

O Guerc’hes ! en toui a ran e presanç oc’h imach, ha gant ar brassa fizianç, en ho madelez hac en ho calloud ; hiviziqen me a guemero evit model eus an istim a dlean da ober eus a c’hraç va badiziant, an istim oc’h eus grêt hed ho pues, eus a c’hraç ho conception dibec’h.

O Mari ! ô Mari ! ô va mam dener ! Accordit ho penediction d’an indigna eus ho pugale : benniguit va resolution da goves gant glac’har va oll bec’hejou.



CHABIST III.

Eus ar sourci a dleomp da gaout da gonservi graç Doue.

Ar Verc’hes, concevet, e graç Doue, eb tach ebet eus ar pec’het, eb inclination ebet d’ar pec’het, ne doa qet a sujet da gaout aon eveldomp-ni da gueza er pec’het.

Gouscoude, oc’h examina he feçon da veva ha d’en em gomporti, e vige lavaret e divige mui da gaout aon eguet domp-ni.

Beilla a rê bepret var he c’halon, evel p’o divige gallet ar grouadurien obten he affection hac he c’harantez.

Beilla a rê var he zeaud, var he oll gomzou, evel p’e divige da zisfiziout eus he musellou.

Concevet gant an oll brivilachou eus an innoçanç hac ar santelez, e falvezas dezi beva bepret er binigen.

Evidomp-ni, pegnement bennac e ve an diaoul evel eul lion о yudal, o rodal en dro deomp evit hon devori ; peguement bennac e vemp sempl, n’or beus aon ebet, na guemeromp sourci ebet d’en em zioual oc’h e bechou, oc’h an dangerou e pere e maomp da goll graç Doue.

Amsao a reomp e zomp ar sempladurez memes, ha gouscoude en em exposomp gant hardisseguez d’an occasionou a bec’het e pere ar re devota o deus alies cavet maro ho ene.

Ar sempladures, pa en em fiz re varnisi he-unan, a ne verit-hi qet beza abandonet ha coll pep souten ?

Guelet oc’h eus-hu alies bugale o c’hoari var an hent gant contellou en ho daouarn, eb santout an danger da behini en em exposont ?

O christenien ! cetu eno petra rit. Eb caout aon rac maro oc’h ene, e redit d’an hostaleriou, d’an nosvechou, d’an dansou ; e chomit eb necessite en tyes-se e pere e cavit un occasion certen a bec’het ; en em exposit en antretienou familier ha libertin, ha n’oc’h eus aon ebet rac ho fragilite, n’oc’h eus aon ebet da goll an tensor[6] precius eus ar c’hraç, pehini a zouguit en eur væssel qer facil da derri.

Nac a adversourien a glasq tenna diganeomp an tensor-se ! Beza on deus ennomp, beza on deus er meas ac’hanomp, beza on deus en dro deomp.

Ennomp, hor passionou pere ne dint qasi jamæs trec’het mad ; er meas ac’hanomp, ar sperejou a denvaligen ; en dro deomp, eur bed corrompet.

Henvel oc’h eur c’houlaouen mouguet fall, hor passionou a ell ato en em allumi a nevez ha c’hueza en hon ene, evel un tan goall, d’e devi.

A pa vemp bet, evel St. Paul, savet betec an huella evou, bac e vemp savet d’an huella perfection a zantelez, e tleomp atao crena da veza collet ha precipitet en abimou a zisesper, a horrol eternel. Eur sonch a ourgouil a so bet aoualac’h en æl Lucifer evit caout ar malheur-se.

E vean en em fizier var ar fermder eus e greden, var ar ferveur eus e resolutionou e servich an Autrou-Doue ; ne deo red nemet un occasion malheürus evit hor c’holl.

David a yoa eur roue erves calon Doue. Eur sell a guriosite var eur vaoues er c’hollas. Ne ouie den e pelec’h e oa ners Samson, ha qeit a ma talc’has an dra-se cuzet, ar Philistinet ne voant qet evintan. Importunet gant Dalila da ziscleria dezi petra a rente anezan qer crên, e lavaras dezi ma vige trouc’het e vleo var bere biscoas ne doa bet cisail ebet, e teuje da veza qer faibl hac an dud-all.

Dalila en trahissas, hac e vleo, o veza trouc’het, n’en doa mui o ners extraordinal. Ar Philistinet a deuas hac a greuvas e zaoulagad.

An den an avanceta en hent ar berfection bac ar santeles, ma teufe evel Samson da blega d’an importunite eus an drouc speret, ma n’en em zisfizfe qet eus e ners e-c’hunan evit lacât bepret e oll fizianç e Doue, eus ar brassa sant a deufe da ober ar brassa pec’her.

En hent eus an devotion, un devez passeet mad ha dibec’h ne respont qet eus un eil devez, hac e faut beza fidel, en em grenvât mui-oc’h-mui e carantez Doue hac en e servich, dre eur grescanç continuel a effort evit cassaat ar pec’het ha caret ar mad hac en ober, goude beza bet ar mignon ar brassa d’an Autrou-Doue, e c’haller c’hoas dont da veza un den daonet.

An hini a gont var e resolutionou passeet, eb beza bepret var evez da offansi Doue, a vanco souden dezo.

Ar vuez-ma a so evel eur mor dangerus ha leun a c’herrec. An nep en em expos eb precaution var ar mor-se, a berisso eb dale. Calet eo ha difficil, evit guir, passeal ar vuez-oll atao о veilla varnomp hon unan, evel ma veiller gant un den clan pe evel eur soudard e gard.

Calet eo ha difficil ober eur brezel assidu d’hon inclinationou direglet ; mæs eb combat n’en deus den hiscoas en em santifiet.

Mar deo rust ar bresel ha poanoius epad un nebeut amser, sonjomp, evit en em gourachi, er gurunen eternel preparet gant Jesus d’e vignonet fidel, hac er poaniou eb fin preparet evit ar re ho devezo collet ar c’hraç eb he beza aquisiteet a nevez.

Guerc’hes santel, pehini oc’h eus qemeret qement a souci hed ho puez da gonservi graç an Autrou-Doue en ho calon dre ar beden, ar binigen, ar veditation eus ar guirioneziou eternel, desqit din ar moyenou, obtenit din digant ho mab Jesus ar c’hraç da gonservi bepret mignoniach Doue.

Penetrit,[7] o va Salver ! va c’horf ha va ene eus ho toujanç santel. An doujanç am rento eveziant hac er c’his-se e sortiin victorius eus va oll gombajou.

Grit ma comprenin parfet penaus ar c’hraç pehini hor rent ho mignonet hac ho pugale, a so ar mad uniq pehini a verit oll attach va c’halon, ar mad uniq a behini ar c’holl a verit va regret ar brassa.

Oh ! peguen eürus e vigen ma n’am bige qet collet an tensor precius eus ho craç. Eürus c’hoas da ellout repari ar c’holl am beus gret. Ya, er repari a fell din cousto pe gousto.

Allas ! mar em bige beuliet exemplou ho mam santel, pehini ive oc’h eus roet din evit mam, n’em bige qet qement a zaëlou da scuilla var va disursou.

Mæs n’eus forç, va alvocades eo c’hoas ar Verc’hes. Na revusot qet, ô Jesus ! chelaou ho mam.

Guerc’hes, etre ho taouarn e lacan va c’haus. Santout a ran an esperanç eus va fardon о tont em ene.

Ennoc’h, ô va Doue ! em beus esperet ha na vin qet confontet da jamæs. Hiviziqen e vezin sourciussoc’h d’en em bellaat dioc’h pep apparanç a bec’het.

Etre ho taouarn, ô Guerc’hes ! e lacan va resolution : benniguit-hi, me ho ped, ô mam garantezus !




CHABIST IV.

Eus ar sourci a dleomp da caout da gresqi e graç hас e perfection.

Ar Servicher.

Recevet ho poa, ô Guerc’hes santel ! ar stad a c’hraç hac a santelez a zalee ar c’henta moment eus ho conception ; mæs n’en em gontantjoc’h qet da jouissa e peoc’h eus a eur vad qer precius. A hed ho puez e lacajoc’h ho sourci d’en lacât da brofita.

Hac ar c’hraç pehini a gresq ebars en eneou e pere e vel effort ha c’hoant da avanç, ho pinvidica bemdes davantach. C’hui a yoa evel un douar labouret mad, e pehinl an disterra greunen a brodue bete cant.

Petra bennac ma c’hanjoc’h gant ar santelez, ar santelez gouscoude n’oa qet deoc’h naturel, mæs c’hui ez rentas evel naturel deoc’h dre he sourci hac oc’h acqet d’e antreteni ha d’e renta bepret brassoc’h.

Dre ho fidelite da respont da c’hraç ho Toue, ô Mari ! c’hui hervez santimant an Ilis, catholiq, a ell lavaret : Me meus[8] en em savet en ær evel ar gues cedr var menez Liban, ar plant ar re huella var meneziou. Evel eur vinten, e meus poulset fleur ha c’huez mad, ha va fleur a so frouez a henor hac a abondanç. Astennet e meus va brancou evel ar vezen terehinth pehini a ves atao glas, ha va brancou a so brancou a henor hac a c’hraç.

Mari.

Va mab, m’ar fell deoc’h cresqi ennoc’h ar c’hraç-se pehini ho rent mignon Doue, crouadur Doue, templ ar Speret-Santel, breur Jesus hac heritour ar barados gantan ha dreizan, tec’hit dioc’h ar bed, evel dioc’h un den clan gant eur c’hlenvet stagus ; carit ar beden, pehini a so eur sourcen a c’hraçou nevez, freqantit ar sacramanchou, oc’h pere ne dostaot jamæs gant dispositionou mad, eb santout an effet burzudus eus ar c’hraç a so staguet ous pep-unan anezo gant va mab. En em roït d’ar pratiq eus ar vertuziou convenabl d’ho stad, evel ma zeo an oboissanç, evit ar vugale ; an exempl vad, evit ar guerent ; an avisou mad, evit an oll, ar garantez continuel en andret an nessa, ar fidelite an eil d’eguile ; ar garantez continuel evit ar priejou ; ar justiç, an honestis evit an dud e carg.

Eur voyen dreist pep tra da gresqi ennoc’h ar stad a c’hraç e pehini e vezit laqeat dre un absolven recevet mad, a so beza fidel da chelaou mouez ar c’hrac, da heuilla an inspirationou a zigaç Doue deoc’h, ar mouvamanchou santel a brodu e c’hraç en ho polontez. An hini,[9] eme ar Speret-Santel, am chelaou, na vezo qet confountet na tromplet en e esperanç.

Sulvui e chelaoner mouez ar c’hraç hac ar goustianç, sulvui e sclêrigen an ene fidel. A broportion ma c’havancer, sul brassoc’h c’hoant a ves da avanç ha da vellât.

Ar c’hraç a Zoue a so evel ar frouezen ar vella. Sulvui ma tebrer anezi, sulvui a zezir a ro d’e dibri.

Eürus, e me va mab, ar re о deus naon ha sec’het eus ar santelez hac eus ar berfection, rac rassasiet ha contantet e vezint.

Beza e zeus tud pere, goude beza qerzet un nebeut amser e hent ar vertuz, a chom e creis an hent, contant eus ar pes o deves great. Mæs ar c’hraç ne lavar jamæs : aoualac’h eo.

Ar squêr a berfection a so proposet deomp en aviel a so Doue e-unan. Mæs perfectionou Doue a so infinit. Hed ho puez eta ne dleit lacat musur ebet d’ho perfection.

Re-all a so pere a sonch dezo e reont aoualac’h evit non pas dont da veza fall. An dra-se ne qet suffisant. An hini a so mad a dle dont da veza guelloc’h ; an hini a so santel a dle dont da veza santelloc’h.

Lennit an aviel, hac e vellot penaos ar servicher didalves, pehini en devoa laqeat e dalant en douar, a oue condaonet gant e væstr, pa erruas. Perac ? Abalamour n’en devoa qet el laqeat da dalvout.

Evel-se, deiz ar vara, peguement a gristenien a velo gant eston ar dle a vezo chomet gantho da baëa da justiç Doue, abalamour n’ho devezo qet profitet eus ar voyenou ho doa da veza bet sænt bras.

E hent ar vertuz, non pas avanç arauc a so dont adren, non pas gounit a so coll.

E servich Doue, mar livirit : aoualac’h, e zoc’h collet. Mar laqit eur musur d’ho ferveur, Doue a lacayo ive d’e c’hraçou.

Mæs sul nebeutoc’h e contot gant Doue, sulvui e vezo liberal ha generus en oc’h andret, memes er vues-ma.

N’eus forç peguen nebeut a vadou hac a leve ho pezo var an douar, ho pezo atao aoualac’h, mæs a vadou ar c’hraç ne oufac’h qet caout re.

Diunit eta, va mab ; savit eus an assoup-se pehini a ell rei taul ar maro d’oc’h ene. Labourit da repari an amser oc’h eus collet.

Na livirit mui en em gontantit eus ar plaç diveza e ty[10] an tad celestiel, er barados. Parlant evel-se a so en em exposi da chom er meas.

Ar Servicher.

Mam ar garantez pur, an doujanç hac an esperanç santel, procurit din ar vertuziou-se. Anflamet oc’h eus an ardeur ar burra hac ar barfeta evit gloar ho mab, va redemptor.

Lezit da guëza em c’halon un eulfen bennac eus a flammou ho carantez evit Doue ; ha peguen indign bennac e ven en em rentet eus ho protection buissant, ô Mari ! considerit ar resolution sincer e pehini e maon da labourat muioc’h hiviziqen en affer va silvidigues. Va c’halon a so disposet ha me bed Doue ganeoc’h d’e disposi guelloc’h da avanç bepret e perfection hac e santeles. O Guerc’hes ! benniguit ac’hanon gant an eneou devot.




CHABIST V.

Ret eo en em reï da Zoue abred.

Seblantout a ra din clêvet ar roue David о lavaret d’e verc’h vian, ar Verc’hes Vari. Chelaouit,[11] va merc’h, gant attention ar pez a lavaran deoc’h. Quittait ho popl ha ty ho tad. Neuse e vioc ’h caër dirac daoulagad ho Crouer, e c’hounessot calon ar roue souveren, ar mæstr hac an Doue, dign eus oc’h adoration.

Mari a chelaouas en effet ar vouez a Zoue pehini e galve da veva pell dioc’h ar bed hac e drous, ha d’an oad a dri bloaz e oue casset gant Sant Joacim ha Santes Anna da dempl Jerusalem, evit en em gonsacri da servich an Autrou-Doue.

Netra ne oue capabl da arreti an ardeur eus e c’halon ; nac an deneridiguez eus he oad, nac ar sempladurez eus he c’horf, nac he c’harantez evit he c’herent.

Pa na glasq eur galon nemet Doue, pa ne gar nemetan, e ves affliget dre guement tra a ell appel ar moment e pehini en em gonsacro dezan, abalamour an dra-se a bella diouthi ar pes a ra e boubeur.

Ia, ô Guerc’hes ! sclerrêt gant Doue arauc ar gommun eus an dud, e santac’h ar pris eus ar vœu pehini a rejoc’h d’ho Toue, hac e lavarjoc’h : Evel an dour var an tan, va c’halon a verv, ha n’en deveus repos qen n’en devezo consacret e oll affection hac e garantez d’ar roue eus a bep tra.

Retiret ebars en templ, Mari en em applicas da ramplissa, er feçon ar parfæta possubl, ar fonctionou a bere oa carguet erves he oad hac he ners, hac evel ma permette dezi an amser, en em laqê da bedi ha da vedita.

Evel-se en em zisposas da guement-all a c’hraçou special pere en devoa sonch an Autrou-Doue da rei dezi.

O Doue ! roue eus an èn hac an douar, chetu eta ar brincipalla eus ho rouaneset, chetu rouanes ar rouaneset, ar santella eus an eneou fidel, asezet en tu-deou deoc’h, ha c’hui, ô roue a binvidiguesou eternel ! oc’h eus ornet anesi gant ar viscamant alaouret eus a bep seurt vertussiou ar re gaëra.

O ene fidel ! hi so caër en he bale ar Verc’hes pehini a ya gant un ær qen nobl ha qel leun a vajeste d’en em gonsacri da servich he Doue ebars en he dy var an douar. Ene fidel, a great oc’h eus-hu evelthi ? Ac en em roet oc’h c’hui da servicha Doue azalec an oad a usach ar raeson ?

Guerc’hes, oc’h exempl a so bet imitet gant meur a hini. Meur a dad ha meur a vam о deus presantet gant joa ha gant levenes ho bugale da servich Doue digant pehini o devoa ho recevet.

Meur a zen azalec an oad qenta eus ho bues, o deus anaveset an necessite a so evit pep-unan da guemeret an Autrou-Doue evit ho oll heritach var an douar, gant an desir d’e servicha ha d’e garet parfetoc’h hed an eternite.

Santet о deus eo veritablamant eürus ar boblou pere, eveldoc’hui, ô Guerc’hes Vari ! о deus choaset abred an Autrou-Doue evit ar mæstr hac ar roue eus ho c’halonou.

Mæs ive peguement muioc’h nen deus qet a dud pere, commandet gant ho phassionou, tromplet dre ar fals plijadurezou, a seblant credi ne qet great ar yaouanqis evit servicha Doue, ha penaos ne qet avantachus na necesser d’an den en em soumetti azalec an oad-se da zouguen ar beac’h eus a servich Doue.

Qement-se a so un errol ar vrassa. Penaus e fell deoc’h beza tretet, e me ar roue Alexandr d’ar roue Porus, e brisonier ? Evel eur roue, e me Borus.

Ene fidel, grit da Zoue ar memes qestion. Petra a responto ? Respont a rayo : Adori a reot an Autrou ho Toue, en ebqen a servichot.

Ar ræson hac ar feis a zesq deomp e rencomp treti Doue e Doue. Mæs an hini ne gonsacr qet da Zoue e vloavessiou qenta, ne drêt qet Doue e Doue.

Livirit din, a ne qet ober injur da Zoue a ra an hini ne offr dezan nemet eur restat miserabl bennac a eur vues criminel, passeet en debauch hac el libertinach ?

Ret eo lêsel yaouanqis da basseal, a lavar lod ; pa vesin-me cos, m’en em rоуо da Zoue.

Eneou christen, petra livirit ? Petra ? Ar yaouanqis gant e ners hac e yec’het ne dle qet beza passeet e servich an Doue digant pehini er recevomp ? Eur mab, eur verc’h ne dleont servicha ho zad nemet pa vezint deut da veza cos ! Qement-se a so diræson.

Ha neuse, piou a assur deoc’h e chomot da goza var au douar ? Ha ne varv qet bemdes a dud yaouanq ? Ha pa na varfac’h qet arauc ho cosni, n’oc’h qet sur da ober pinigen en un oad avancetoc’h. Pet so surprenet bemdes gant marvou subit e pep oad, e pep condition ?

Peur e vez æssa ar blanten da blega, pe pa ves yaouanq, pe pa ves deut da veza guesen ? Ar passionou, ar viçou fall a gresq ho ners, a bouls er galon griziennou dounn oc’h dounna, hac a rent parconseqant dificilloc’h conversion ar galon var-zu Doue.

Dont a reont da veza qen naturel, ma consanter dezo eb remors ha ma lonqer ar vilim eus ar pec’het qer facil evel ma c’hever dour funtun.

Piou a denno neuse an ene paour eus ar stad miserabl-se pehini ne sant qet ? Graç Doue ? Mæs Doue en deus merqet da bep-unan e lod a c’hraçou.

Peur e recefot an diveza ? Abuzet oc’h eus, dija eus a veur a hini.

Na dardit mui d’en em reï da servich an Autrou-Doue, gant aon, pa falvesfe deoc’h distreï ountan goude beza great goab hac insultet anezan, na goumerfe ives e dro.

Un douar pehini a ev ar glis hac ar glao pere a gues alies varnezan ha ne brodu qet a froues, hac a brodu er c’hontrol spern ha dres, a so reprouvet ha tostic da veza milliguet.

Chetu an imach eus an ene n’en em ro qet abred da servich Doue.

O mam Doue ! c’hui ne qet c’hoarvezet ganeoc’h ar malheur-se ; rac consacret oc’h eus d’ho crouer ar mintin eus ho puez, hac e zoc’h bet, abalamour da-se, carguet a c’hraçou ha binniguet dreist an oll groagues.

Refuch ar bec’heurien, n’hon deus qet oc’h imitet var ar poent-ma ; mæs o sonjal en ho trugarez, e santomp ar fizianç o c’henel en hon ene hac e leveromp : Sevel a raïmp eus ar stad a bec’het hac a vizer e pehini omp en em sebeliet ; mont a raimp da gaout hor mam, hac an hini a so sicour ha souten ar gristenien a blædo hor c’haus dirac an Doue pehini hon deus bet ar malheur da zisanaout evit hor mæstr.

Ni a vezo, en esperout a reomp, sul fidelloc’h ha fervantoc’h en e servich, ma maomp divezatoc’h, ha martese mæstr ar vinien a recompanso eus e varados al labourerien a vezo deut dioc’h ar c’hres-deis evel ar re a vezo bet azalec ar mintin.



CHABIST VI.
Ret eo en em rei da Zoue tout-a-feat hac evit jamæs.


Ar Servicher.

Mari, squêr a ferveur, en em reï a rejoc’h da Zoue abred, mæs oc’h-pen, en em rojoc’h dezan eb musul ebet, eb partach.

Ar sacrifiç a rejoc’h d’ho crouer, eus ho liberte, evit n’ho pige qen bolontes nemet e-hini.

Ne falvezas deoc’h caout qen plijadur er bed-ma nemet an hini da blijout d’ho Toue, na qen contantamant nemet an hini d’en em briva eus a bep joaüsdet ar bed dre garantes evintan.

Evel eur vezen plantet e douar mad, a resist oc’h ar goal amser, a bouls ingal e oll brancou, bac a brodu en ho phoënt fleur ha frouez, ar memes tra, ô mam Doue ! eur vech ma zeo bet oc’h ene arroset gant an dour eus ar c’hraç, n’oc’h eus qet e lêzet da zisec’ha dre ar goal avel eus ar pec’het.

Mæs bepret ferm hac ardant evit ar santelez, oc’h eus var diouasqel ar c’hraç niget eus an eil vertus en e-ben, eus un eil degre a berfection en unan-all, eb jamæs costeza e nep tu.

Oc’h exempl a gondaon an infidelite hac an inconstanç eus va bues, va lachete, va c’hlouarder e servich Doue.

Va c’homportamant am golo a vez. Doue, o veza atao ar memes em andret, a virit atao eus va fers ar memes fidelite, ar memes attach.

Mari.

Ar vues-ma a so evel eur redadec e pen pehini ema ar barados evit pris ha recompanç. Perac, va mab, en em arretit e creis an hent, ре perac da viana e lachaït, goude beza commancet gant qement a êar.

Doue a n’effen qet hirio eur mæstr qer bras ha qen dign eus ho carantez evel ma oa er gommançamant ? A ne zepantit-hu qet qement diountan breman evel guech-all ? An obligation da veza tout dezan a n’efhi qet ingal e pep amser eus ho puez ?

Dre m’a c’havancit en oad, madoberou Doue a gresq en oc’h andret. Gantho e tle cresqi oc’h anaoudeguez vad ha parconseqant ho fidelite.

Doue ebqen en deus furmet ho calon evintan e-unan ha non pas evit qen. En ives eta a dle beza ar mæstr eus e dra.

N’en deus qet lavaret deoc’h : prestit din ho calon, mæs roït din ho calon. Fidel d’e vouez, ho poa-en consacret dezan. Pe seurt guir oc’h eus-hu d’el laëres ?

Re a henor a ra d’ar bed an nep a ro dezan eul loden eus e garantez. Ober a ra da Zoue an outrach ar brassa an nep a laca ar bed gant Doue en e galon.

Lavaret a rit e considerfac’h evel ar brassa eus ar malheuriou, beza tennet a douez mignonet Doue. Mæs, e santimant Doue, eur mignon lach a so eur mignon,pehini a ra eug dezan, evel ma rafe donger deoc’h eur bouet preparet fall.

Ho Toue ne gred qet ober re oc’h en em reï tout deoc’h. Ha c’hui a esperno en ho calon un affection bennac evit ar pec’het !

Ret eo deoc’h reï tout evit tout, ha c’hoas ne root nemet pri elec’h aour.

Ar bed, hac ar pez a so eus ar bed, ar bed bac e bompou, ar bed hac e gustumou, nen deo mui netra evit an hini evit pehini Doue a so tout.

Ar Servicher.

Sempl evel ma zon, em beus ezom, ô Guerc’hes santel ! a eur c’hraç crên ha puissant evit profita eus oc’h instructionou hac evit bale var ho roudou.

Goulennit evidon, me ho ped, er memes amser ma em c’hourachit, dre an exempl eus ho ferveur, goulennit ar sicour a so din necesser.

Allas ! Goude qement-all a lacheteou, a infidelite, a credi a rin-me presanti va c’halon da Jesus ? Ia, ô Guerc’hes, va mam ! dindan ho protection ne dle den disesperi e bardon, pa ves affer oc’h un Doue, pehini ne zisprich jamæs eur galon gontristet hac humiliet.

Mam a visericord, grit eta va pheoc’h gant Doue, ha dre ho pedennou ra bligeo gant an Doue salver, ho mab qer, carga va ene a guement a c’hraçou, ma ne anavezo lachete na clouarder ebet en e servich, ha ma vezo tout desan da jamæs.



CHABIST VII.
Avantachou ha douçder ar solitud.


Ar Servicher.

C’hui a dleas, ô Guerc’hes santel ! passeal en templ deveziou tranqil ha digoumoul. Tanvât a rec’h eno e peoc’h ar graçou a scuille Doue varnoc’h, ha prepari a reac’h dezan en ho calon un templ cals henoraploc’h ha dignoc’h anezan.

Ar sonch a bresanç Doue a occupe eno bepret ho speret. Bepret emedoc’h er gontemplation eus e c’hrandeuriou hac e berfectionou.

Doue ho muya caret a yoa tout deoc’h, ha c’hui a yoa tout dezan. Qement a elle ar bed da bresanti a hinvidica, a gaëra, na voa netra en ho santimant.

Mari.

Va mab, an ene christen er solitud, pell ma e ma dioc’h ar bed ha dioc’h e drubuillou, a gundu veritablamant eur vuez eürus. N’en em occup eno nemet a Zoue, evel pa na ve nemetan var an douar.

E speret a so occupet da chelaon moues Doue, ha netra ne oufe he distrei da glêvet ar pez a lavar continuelamant ar voues-se d’he c’halon.

Caout a ra er c’homsou-ma : Va Doue, c’hui a so an Doue eus va c’halon ha va oll heritach evit an eternite ; caout a ra er c’homsou-se, heoll c’hloar, he oll binvidigues, he oll phlijadur.

Evel un den e tiscuize en disheaul, an ene er solitud, pe e-unan, a so asezet e squeud he muya caret hac a sonch gant truez en drevel a guemer an dud evit beza pinvidic a vadou perissabl ar bed.

Ne gompren qet e c’halfet caret qen tra nemet an Doue pehini a gar. Qement a basse var an douar, ne ra qet dezan nemeur spont.

An Doue a gar a so atao ar pez ma zeo bet, a vezo atao ar pes ma zeo , evel eur mor eb na found na bord, eur mor infinit a c’henet, a santelez, a vadelez, a bep perfection. Er sonch-se e cavo atao eur suget a joa bepret nevez.

Pa fell da Zoue rei e guentelliou divin da un ene, e c’hundu d’ar solitud, evit parlant eus e c’halon.

Goulennit digantan, va mab, ar c’hout eus ar solitud, ar speret occupet a draou santel, pehini ho devoa ar sænt.

Carit beva pell dioc’h ar bed, ha na barissit ennan nemet dre necessite.

Pa ho pezo necessite da vont e touez an dud, grit evel ar goulm, pehini a oue contragnet gant Noë, en amser an diluch, da sortial eus an arc’h, mæs pehini a zistroas adarre d’e gaout, abalamour ne gavas er mes eus an arc’h lec’h ebet evit en em reposi.

Ma na dec’hit sourcius dioc’h, ar bed, e qemerot gout ar bed, bac eur vech ma teuot d’en em attachi oc’h traon ar bed, ne gafot mui a c’hout en traou spirituel, en devotion.

Ar pried a behini eo parlantet er scritur sacr, e levr ar c’hanticou, a glascas e muya-caret e creiz ruïou Jerusalem, ha n’er c’havas qet.

Amzavit ne doc’h qasi jamæs sortiet eus a gonversation ha causiou ar bed, eb beza coupaploc’h dirac Doue eguet na doac’h oc’h antren enno.

Ret eo caret beza on-unan, mar fell deomp apparissa e public gant assuranç evit hon ene. Er silanç ganeomp hon-unan e tesqer penaus e renqer parlant pa vezer e creiz ar bed.

Ar vuez retiret a so unan eus ar puissanta moyenou evit conservi ar santelez. Netra ne ziminu qement vertuz an dud, evel beza alies e compagnunez.

A santout a eller un ær falloc’h ha clanvussoc’h evit an ene, eguet na deo an ær eus ar bed ? En em dennit alies er solitud evit santout ha caout un ær purroc’h ha yac’hussoc’h d’ho calon.

An ermitet santel o deus amzavet ne voant jamæs e guell stad d’en em antreteni gant Doue dre ar beden, eguet abaoue ma voant en em dennet pell dioc’h choloriou ar bed pe an dud disuch.

Va mab, deliçou ha plijadur Doue a so beza ganeoc’h. Laqit ho-re da veza gantan, ha n’er c’havot jamæs guelloc’h eguet er solitud.

E peoc’h, pell dioc’h an dud, eo e tizoloot ho santimanchou dezan cals liproc’h hac e c’halloc’h lavaret dezan cals æssoc’h ho sonjezonou, ho tezirou gant an oll liberte eus eur fizianç bepret leun a respet.

Er solitud eo e lacayo da c’henel en ho speret ar songezonou pere a zouçayo ho poaniou, pere a galmo oc’h encrez, pere a sclerrayo ho speret ha pere a zisquezo deoc’h an bent sur d’en em gundui e pep tra gant furnez.

Er solitud erfin e royo Doue da entent d’ho calon eur vouez secret, eul langach divin pehini nen deo ententet nemet gant e vignonet, ha pehini a imprim en un ene vertuziou a bere an anoudeguez a so un effet pur eus e garantez.




CHABIST VIII.

Choas a eur stad a vues.


Mari pehini ne devoa clasqet, ne devoa caret nemet Doue a zalec he oad an tenerra, e devoa meritet oll benedictionou Doue, pehini a brepare dezi eur stad evel ma renqet evit ma vige accomplisset varnezi e zessinou.

Evit beza eürus en eur stad a vuez, eo ret un assamblach a draou hac a circonstançou pere a ve procuret ordinalamant gant ar brovidanç a Zoue d’an eneou fidel pere a gonsult Doue var ar choas a eur stad.

Un den yaouanq hac en a ell esperout ar graçou-se digant Doue, mar en deus heuillet an impressionou pernicius eus e bassionou er gommançamant.

Providanç Doue, oc’h unissa assambles Mari ha Joseph, a roas d’ar Verc’hes occasion da denna frouez eus ar vertuziou e devoa bet pratiqet betec eno gant fidelite.

Ma na vige consultet nemet an dud hac ar bed evit demezi ar Verc’hes, e vige bet clasqet facil caout dezi un den pinvidic, pe a gals a dalant. Ne viget qet bet e poan da choas dezi un den devot ha vertuzus, un den pehini azalec e vugaleach, en divige bevet e doujanç Doue. Ne qet hounez eo guiz ar bed.

An interest da gaout danvez, doujanç an dud, eo ar pen-caus eus an demeziou hirio en deiz. An arc’hant ho gra qent eguet ar c’hraç hac ar sclêrigen a Zoue. Ne qet d’an dud e temezer, mæs d’an arc’hant. Chetu an ordinal ; ac’hano qement a zemeziou couplet fall, e pere daou bried a ra an eil tourmant eguile. Doue er permet evel-se abalamour ne ve qet consultet en un affer e pehini ne aller qet caout a issu mad nemet en he c’hundufe. Er permetti a ra evel-se e punition eus an nebeut a sourci a ve bet er yaouanqis d’en em renta dign eus e sclêrigen dre ar pratiq eus ar vertuz, hac o tec’het dioc’h pep occasion a bec’het, evel ma zeo ; ren amourusdet, beza alies e antretienou familier ha peurvuya libertin gant tud a eur sex control, goazet gant merc’het. Beza e zeus tadou ha mamou qen antetet ha qen dallet gant ar c’his milliguet da gass ar plac’het yaouanq d’ar guêr eus ar pardoniou, eus ar foariou, ne reont van eus an avizou mad a ro dezo ho phersonet pe ho c’honfessoret var ar poënt-ma. Na fell qet dezo anaout e ve danger a zongezonou, a zezirou, a zellou, a vil gest fall control d’ar vertuz santel, ebars er c’hauzeeres-se, er c’hrog-daouarn, er voasqerez daouarn-se, er poqou-se, pere a so qen ordinal etre an dud yaouanq direol ha dives eus an amzer-ma.

Tadou ha mamou, pere a bermet an traou se gant ho pugale dre respet humen, defaut doujanç aoualac’h evit an Autrou-Doue, ne barlantit qet eus an traou-se er gonfession : receo a rit an absolven o trompla ho confessour, hac ober a rit qen alies a sacrilech evel a absolven a recevit, evel a gommunion a rit eb discleria er gonfession al lachete marvel-se oc’h eus da zifen an antretienou-se ous ho pugale.

Ho pugale a guemer ho c’hrê bac en em obstin da veva er vouillen eus an impurete betec ma en em bresantont en ilis da zemezi ; indign a absolven, ar vugale -se a deu da eureuji er stad a bec’het marvel ; a receo malediction Doue deiz ho eured ; a antre er stad-se evel, respet da Zoue, anevalet diræson. Ha penaus neuse e c’halfe prosperi an demeziou-se ?

Ha piou a so caus eus a seurt malheur ? Piou a so ar pen-caus ma ve profanet sacramant ar briadelez, nemedoc’hu da guenta, tadou ha mamou, mistri, mæstrezet, e pouvоar pere e ve purvuya gallout ampech, dre ho fermder ha dre ho qelennadurez vad, ho pugale ha qement den yaouanq a so dindannoc’h, d’en em rei d’ar c’hustumou-se eus ar bed, e pere e zeus danger evit pep-unan ha pere a so chaffot ar burete evit un infinite a gristenien.

Pennadurezou a famill, chelaouit ; ha c’hui ive, tud yaouanq, gouëzit eta penaus ar c’hunduerez-se d’ar guêr, an dansou-se, a so difennet dre ar c’huec’hvet ha navet gourc’hemen a Zoue, qencouls hac an nosveziou.

Tadou ha mamou christen, imitit Sant Joachim ha Santez Anna, pere a gonsacras abred ho merc’h ar Verc’hes Vari da servich Doue, hac he phellaas dioc’h ar bed.

Tud yaouancq, guervel a rit ar Verc’hes ho mam ; baleit eta var he roudou.

He yaouancqis a basseas en templ, pell dioc’h c’hoariou hac usachou ar bed.

Evel-se e consultas an Autrou-Doue var ar stad e pehini e falle dezan e c’hantrege ; e recevas e venediction ; e chomas guerc’hes er stad ar briadelez evel ma oa diarauc ; e vevas evel c’hoar gant Sant Joseph.

Er retret e qemeras qement a attach evit ar purete, ma ne gonsantas jamæs he c’holl, pas memes evit beza mam da Zoue, erves he c’homzou d’an æl Gabriel.

Ne lavaran qet na ve necesser d’an dud yaouancq en em barlant arauc demezi. Greont eta, mes eur vech pe ziou ebqen hac e presanç ho c’herent, pe a veel dezo, gant ar vodesti hac an honestiz ar vrassa.

Cals a so galvet da veva eb demezi, da veza beleyen, pe d’en em denna er gouenchou, ha pep-hini a dle beza lezet libr var ar choas a stad a vuez.

Pet, ma na vizent qet demezet ha ma vizent bet lêzet en ho liberte da heulia inspiration er c’hraç a Zoue, a vize bet brema ho eneou er barados, elec’h beza en ifern.

Malheur[12] deoc’h-u, bugale, eme ar prophet Isaï, malheur deoc’hui pere a ya enep urs ar brovidanç a Zoue, ha pere oc’h eus formet dessinou eus ho pen oc’h-unan, eb consulti an Autrou-Doue dre ar retret, ar bed en hac en œuvrou mad-all en ho calloud.

Malheur d’an den a fell dezan en em gundui e-c’hunan ! Ober a ra evel un den dall pehini a falfe dezan cundui un all, dal eveltan hac a guez gantan er fos.

Grit eta evel ar Verc’hes Vari, ha ma na ellit qet evelti en em separi evit pell amser dioc’h ho qerent, da viana e c’hallit mont da eur retret bennac ; ha ma n’ho peus qet c’hoas an avantach-se, e c’hellit da viana evelti pedi alies an Autrou-Doue ha lavaret dezan ar pez a lavare ar roue santel David : Autrou-Doue, va ene a savan varzu ennoc’h : va pheden a adressan deoc’h : roït din[13] da anaout, me ho suppli, an hent dre behini e tlean bale.

Un eil moyen evit anaout da be stad omp galvet, a so consulti hor c’honfessoret da bere e tleomp pedi Doue da rei ar graçou necesser evit hor c’hundui ervad var ar poënt-ma.

St. Paul, convertisset gant Doue var an hent a Zamas, a recevas urs d’en em bresanti dirac ar bêlec eus ar guêr-se, dirac Ananii, evit clevet dessinou Doue varnezan.

Doue pa c’halv un den da eur stad, a fournis dezan ar voyenou da erruout er stad-se ha da ramplissa mad e obligationou.

Bolontez ar guerent, pa vezont ræsonabl, a ell ive beza eur merq e zomp galvet da certen stajou. Mæs avechou ar guerent conduet dre vouez ar c’hic bac ar bed, a so diræson, hac un den yaouancq a ell ho c’honsideri evel adversourien e ene, hac en em applica en eur feçon bennac ar virionez-ma eus a aviel Sant Vaze : Tud[14] e dy a so adversourien an den.

Pa en em santer eur panchant continuel hac a bel so da eur stad, e tleer mui eguet jamæs consulti an Autrou-Doue dre yuniou, aluzennou, pedennou, a-unan gant ar bêlec pehini or beus choazet evit directour hor c’houstianç, hac en em adressi dreist petra gant eur fizianç ar vrassa d’ar Verc’hes.

Erfin, dre ar moyenou-se e tleit esperout qemeret ar stad a vuez e pehini e carfac’h mervel.




CHABIST IX.
Eus ar burete ha peguement e tleomp he istim.


Pa broposas an Æl da Vari dont da veza mam Doue, ne explicas qet dezi dioc’h-tu e c’halle ar galite gaër-se en em accordi gant ar vœu a virginite pehini he devoa great, ha Mari a zalc’has un nebeut eb rei he c’honsantamant.

Guelloc’h oa ganthi beza dreist ar re-all dre ar burete hac ar virginite, eguet beza dreist-ho dre ar galite memes a vam Doue.

Penaus e c’herruo an dra-se, e me Vari d’an Arc’hæl ? Car, gouezit ervad, me so guerc’hes e stad ar hriadelez hac a fell din er beza.

N’ho[15] pet qet aon da goll ho cuerc’hdet о tont da veza mam Doue, o Mari ! eme an Arc’hæl. Ar Speret-Santel eo ho rento, dre ur miracl eus e oll-c’halloud, mam da Jesus, ar burete memes, pehini a istimit qement ha pehini oc’h qer jalous da gonservi : ho purete ô Guerc’hes ! a raï disqen d’en em incarni ac’hanoc’h an Doue-se pehini ne fell dezan guenel nemet a eur verc’hes,

Mari ne roas en effet he c’honsantamant da veza mam Doue, nemet pa e devoa comprenet dre gomzou an Arc’hæl, penaus, o tont da veza mam da Jesus, ne devoa aon ebet da gaout evit he phurete.

Neuze ebqen e repontas d’an Æl : Chetu ama servicheres Doue ; ra erruo ganen erves e goms hac e volontez.

O purete, ô vertuz precius ! peguement e tleit-hu beza qer d’hor c’halon ha meritout eus hor pers pep istim vad, pa e guir eo c’hui oc’h eus roet deomp eur salver ha pa e guir ar barfeta crouadures pur, Mari, e deus ho preferet d’ar galite memes a vam Doue !

O purete, ô vertus ar breciussa ! c’hui oc’h eus meritet da Sant Yan avieler an titr a zisqib muya-caret eus a Jesus ! O purete ! peguen eürus e vezo an eneou a bere ho pezo grêt ar guenet bac an ornamant en ho buez var an douar ! Hi ho devezo an avantach special da veza hed an eternite e c’heul[16] Jesus, oan Doue.

Sant Per, prinç an ebestel, en deus recevet privilachou bras ; mæs Jesus n’en deus permettet nemet gant an disqib pehini a yoa guerc’h, reposi var e galon er goan diveza a reas gant e ebestel.

Jesus a roas da Ber ar sourci principal eus e ilis ; mæs da Sant Yan e roas ar sourci eus e vam, arauc mervel var ar groas.

Dre ar burete e represantomp var an douar buez ar re eürus en evou.

Ar burete pratiqet mad a ro d’an den eur merit pehini n’ho deus qet an Æles ho-unan.

An eneou ar re burra a so ar re a so muia participant en union santel en deus contractet mab Doue gant an dud, oc’h en em ober den.

O c’hui ! pere a gonsider al luxur evel un dra bardonnabl da fragilite an den, ho pet sonch penaus eo ar viç an nebeuta pardonet hac ar muia punisset gant Doue.

An impurete, al libertinach eus an dud en devoa decidet justiç an Autrou-Doue d’ho distruja dre an diluch, brema e zeus ouspen pevar mill bloas,

Ar viç-se a bella ar speret dioc’h Doue pehini ne oufe ober e zemeuranç en eur galon assambles gant an diaoul eus an impurete.

Ar viç-se a ra coueza en dallentez. David aoultrier a rancas caout ar prophet Nathan evit anaout e grim hac e vouela. Ar viç-se a galed ar galon oc’h Doue.

Salomon, burzud a furnez epad qen alies a vloavez, a deuas da adori traou crouet e plaç Doue, abalamour ma oa deuet da veza impudic.

Ноr[17] c’horfou a so templ ar Speret-Santel. An impurete en eur c’hristen a so eta un[18] dra abominabl en un dra zantel.

Dreizoc’h, ô guerc’hes ar gnerc’hezet ! en em adressan gant fizianç d’an hini da behini e tleit hoc’h-unan ho purete barfet ; da Jesus ho mab qer hac ho salver, ho supplian, ô mam a c’hraç ! d’am recommandi. Pedit anezan da rei d’am c’halon cals mui a istim hac a garantez evit ar vertuz angeliq, evit ar flourdilyzen dre excellanç, evit ar burete ; cals mui a affection, a lavaran, evit ar vertuz santel, eguet n’ho deus ar re libertinna evit al luxur.

Allas ! eb ho sicour, ô Guerc’hes ! piou a allo obten digant Jesus ar virginite, ar bu rete ?

Soutenet dre e c’hraç, me vezo var an douar evel eur flourdilys,en e qreis ar spern eus ar bed, hac a lacayo va oll blijadur da gonservi didach em c’halon ar fleuren delicat-se anez pehini ne oufet plijout d’an Doue n’en deus ho choaset evit mam nemet abalamour d’ho purete.

Divorfilit, ô Jesus ! va ene dre ar spont eus ar flammou eternel. Mouguit enni ar c’hout eus a blijaduresou ar c’horf.

Delivrit-hi eus a dentationou ar c’hic, pe grit dezi sortial purroc’h anezo, evel ma tisparti purroc’h an aour dioc’h ar ploum, pa ve teuzet en tan.

O Mari ! disquezit oc’h mam da Jesus hac obtenit din ar burete a gorf hac a speret. Amen.




CHABIST X.

Precautionou da guemeret evit conservi ar burete.


Mari, dre c’hraç he c’honception, a oue evel un hent clozet oc’h pep viç. Gouscoude en em droublas er guel eus an Æl, pehini a apparissas dezi dindan ar furm a un den.

An Æl-se he zalud. Dioc’h-tu ec’h[19] examin enni he-unan petra eo ar zalud-se.

En em gaout a ra gantan he-unan.

Qement-se a so aoualac’h evit he zêsia a un droublien santel.

Lacaat[20] a reot er bed, eme an Æl, ur mab da behini e root an hano a Jesus. Sujet-all evit Mari d’en em droubli.

Ne zouet qet na ve possubl ar pes a zo annoncet dezi gant an Æl, car gouzout a ra penaus peb tra a zo possubl da Zoue. Goulen a ra seulamant penaus en em accomplisso ar myster.

Pebes prudanç er goulen-se a ra Mari d’an Æl ! Pebes precaution ! Ne lavar nemet just ar pes a so necesser.

Dre ar mercou-se eo æs anaout penaus ar Verc’hes a rae he zensor preciussa eus ar burete.

Ar burete a so evel ar ros-se pere a vouen gant an disterra c’huezaden avel. Eur sell, eur goms a ra d’an den e c’holl.

Un ene chast ha pur, pehini a anaves mad an oll bris eus ar burete, e deus aon bras d’he c’holl e pep occasion, memes an dizanjerra en apparanç.

Comzou caër. offrou agreabl a servich mad, causiou memes ar re a apparis ar re santella, an traou-se oll a zo suspet evit un ene pehini a gar dreist peb tra he phurete, hac a ra dezi redoubli a evez hac a attention.

Un ene pehini a zezir veritablamant ha dreist pep tra conservi he phurete, a ziouall he c’halon dioc’h pep danger gant mui a sourci hac a chagrin, eguet na ziouall eur soudard e gard ar post so fiziet ennan dindan boan a varo.

Mæs m’ar de necesser qement a brecaution evit conservi ar chastete en he oll guenet, ha lavaret a eller e ve var an douar cals a eneou chast ? Da soueti e ve e qemerfet evit conservi ar vertuz-se qement a sourci evel a guemerer evit he apparanç.

Evit cals a dud, an didalvoudeguez, ar vuez eas, al lecturiou dangerus, ar chansoniou danç, ar chansoniou a amourousdet, an antretionou re libr, a n’en dint-hi qet qen alies a occasion a bec’het a enep ar vertuz a burete ?

Cals a blac’het christen a barlant alies hac eb aon ebet gant tud pere n’int qet æles.

Mar leveront e taulont evez hac en em brecautionnont, me lavaro dezo penaus an diaoul a evesa ive evit ho c’holl.

Un ene dreist peb tra hac a gar ar veuleudi, ne vezo qet pell disourci evit an hini he meulo.

E matier ar burete eus peb lec’h da gaout aon, o veza memes ne zeus qet aoualac’h a son.

Clasq a rêr en em guzet hac en em zissimuli an dangerou pere a gaver, hac ar pez a zisques ho c’harer, eo ar sourci memes pehini a guemerer da bellaat ar greden e vent dangerou.

Oll e zomp great eus ar memes pri. Erruout a ell ganeomp ar pez a zo erruet gant qement a re-all, pere, siouas ! o deus anavezet ho sempladurez hac a so bet surprenet.

Peguement bennac ma renqer fiziout e sicour graç Doue, eo pec’het en em exposi evel atao d’an danger. Ar sicour-se n’en deo assuret da zen nemet d’an hini en em gav en dentation eb he beza clasqet.

Pa ho pezo gounezet victoriou epad meur a vloaves var an drouc-speret eus an impurete, n’en em gredit qet, evit qement-se, impossubl da veza trec’het.

En em zisfichit atao anezan hac eus ho nerz hoc’h-unan. Bezit fidel da evita an occasionou en em bresant deoc’h bemdes bac a gresq dre finessa an drouc-speret. Neuse Doue a royo deoc’h graçou nersus, en occasionou-se pere en em bresant pa songer an nebeuta ha pere ne aller da drec’hi nemet dre ur vertus crên meurbet.

O Guerc’hes, mam Doue ! obtenit din an difizianç-se ac’hanon va-unan, ar brudanç-se em actionou ; ar vortification eus va daoulagad, eus va zeaud, eus va diouscouarn, qen necesser din evit en em gonservi didach dioc’h al lubricite.

Ne allan qet, evel ma teziran, fiziout e ven eus a nombr ar re ho car, ma na garan ispicial ar burete, unan eus ar pennou-caus demeus ho cloar.

Mam bur meurbet, mam chast meurbet, rouanes ar guerc’heset, obtenit din ar c’hraç da veva en eur burete qen parfet, ma cafot atao ennon ar merq-se dre behini e c’hanavezit ho pugale muia caret.




CHABIST XI.

Eus ar guir c’hrandeur.


Beza e zeus un diferanç infinit etre ar pes a zo bras ha precius erves ar bed, hac ar pes a zo bras ha precius erves Doue.

Pinvidiguezou bras, tyes, paleziou superb, domestiqet eb niver, a annonç grandeur ar rouanes hac ar brincet. Disprijanç ar bed, horrol evit ar pec’het, carantes Doue, chetu petra a annonç grandeur an den just.

Ar guir c’hloar, ar guir merit eus an den a gonsist о touja[21] Doue hac oc’h observi e c’hourc’hemennou.

An Arc’hæl a oue digacet da gaout Mari gant an Autrou-Doue a lavaras dezi ; Me ho salud, c’hui pehini a zo leun a c’hraç ; an Autrou-Doue a zo ganeoc’h. Hac en a elle ober eus ar Verc’hes-se eur veuleudi brassoc’h ? Dign e ve eus a oll veuleudiou an dud hac an Æles, an hini. da behini e c’halfet lavaret : Cavet oc’h eus graç dirac Doue ; agreabl oc’h d’e zaoulagad.

En amser ma oue digasset eus èn un Arc’hæl da gaout ar Verc’hes, an impalaër August hac ar roue Herodes a yoa var an trôn : reï a ret dezo, a leiz guinou, an hanoyou a vras, a buïssant hac ar rest ; mæs petra oant hi dirac Doue, pehini ebqen a varn gant justiç ar guir c’hrandeur ?

Eur verc’hes yaouancq, cuzet en he zolitud a Nazareth, a yoa infinimant dignoc’h evitho eus ar brassa meuleudiou.

Ar guir c’hrandeur ne ves qet musulet var songezonou vean an dud, mæs var songezonou Doue, pehini ebqen a so bras, ha dirac pehini nen deus netra bras nemet dre e c’hraç.

Petra eo an oll dud-se admiret gant ar bed oll abalamour d’ho c’hourach extraordinal en arme, e comparezon d’an dud vras dre ho religion hac ho vertus ?

Muioc’h a[22] enor a zo o trec’hi ar passionou, eguet ne zeus o soumeti poblou. Muioc’h, cals muioc’h e coust en em drec’hi an unan evit na goust gounit victoriou var ar re-all.

Eur guir gristen ne dle qet beza consideret evel unan eus an dud-se рere a dle ho henor hac ho gloar da un occasion e pehini int bet eürus ha courachus : victorius eo en un deves pe en eur moment, mæs eur guir gristen a zo victorius da bep moment en e vues.

Gloar eur c’hristen a zo trec’hi qement en em oppos d’e santeles, evel ma zeo destinet da bossedi un deis an Autrou-Doue ha d’en em reposi enan.

Hac ouspen hac en a zo un henor brassoc’h eguet an hini da servicha Doue ha da apparchantout ountan ? Servicha Doue a zo beza roue.

Ar scritur sacr, о parlant a Abraham, a Voyses, a Zavid, pere a zo eus ar vrassa hac ar re gonsiderapla a ve bet var an douar, ho galv gouscoude servicherien Doue. An titr-se a gompren tout ar re-all, pe guentoc’h tout ar re-all ne dint netra e comparison d’an titr a servicher Doue.

Ar galite a servicher Doue a zo qement en tu-all d’ar galite a roue hac a brinç, evel ma ma an Autrou-Doue e-unan dreist ar rouanes hac ar brincet.

O roue immortel, mæstr souveren eus ar bed ! me zo great evidoc’h hac evidoc’h ebqen ! A gallout a rêr oc’h anaout ha monet da adori re-all ? A galout a rer oc’h anaout eb istim infinimant condition ar re ho servich.

Pebes gloar evit an den, crouadur qen disprisabl ha qer miserabl ennan e-unan, gallout pretanti d’an henor d’ho servicha ha d’ho caret !

Autrou, va c’hrouer, dre ho craç grit ma comprenin mad penaus un den pehini en eur stad dianavezet gant an dud evel ma voa hini ar Verc’hes, en deus sourci da ober bepret ho polontes hac ho servich fidelamant, a ra un dra gaëroc’h ha brassoc’h eguet ar pez a so consideret mui gant tud dall ha disqiant ar bed-ma.

Oc’h enor, ho prassa henor a laqeac’h, ô Guerc’hes sacr ! d’en em c’hervel servicheres Doue. Grit, me po ped, ma c’hinspiro din an noblanç, ar c’hloar, an enor stag ous servich Doue ; ma c’hinspirro din em oll œuvrou eur generosite, eur fermete, eur ferveur dign eus ar mæstr souveren pehini a servichac’h qer fidel, ha m’ho c’himitin c’hoas er poent-ma.




CHABIST XII.
Graçou Doue a zo evit an dud humbl.


Mari.

Va mab, me ya da zesqi deoc’h eur secret bras evit obten digant Doue graçou bras. En em gredit atao indign anezo.

Doue a rо e c’hraçou d’an dud humbl, eme an Abostol Sant Jacqes. En eur galon leun anezi e-unan, Doue ne gav qet a blac evit e faveuriou.

Ar Servicher.

Rouanes ar Sænt, roet oc’h eus deomp var guemen-se exemplou pere a zo evidomp sourcennou bras a instruction.

Ne faut nemet consideri ar fêçon e pehini en em gomportchoc’h er vizit a reas deoc’h an Arc’hael abers Doue, evit guëlet ar santimanchou humbl pere ho poa ac’hanoc’h oc’h-unan.

An Æal a annonças deoc’h e zoac’h var ar poent da veza mam Doue, ha ne gomprenac’h qet penaus Doue en devoa priget ho choas evit un dignite qen huel.

Ar zantimant eus un henor qement en tu-all d’an urs naturel, a rente en eur feçon benac douetus evid’oc’h bizit an Arc’hæl.

Нac er moment ma teuas mab Doue d’en em ober den ennoc’h, ne sonjac’h nemet d’en em izellaat ha d’en em guzet en ho neant.

Eus a guement-all a ditrou stag oc’h an dignite a vam Doue a behini e zoac’h henoret, ne zalc’hoc’h nemet ar galite a servicheres Doue.

Eil Eva, e zoc’h bet differant bras dioc’h ar guenta. Houma a gollas dre ourguill he phrivilachou ; ho c’humilite, ô Guerc’hes ! a zo bet ar sourcen eus ho c’henoriou.

An Doue oll-galloudec, evit ober ennoc’h miraclou bras, en deus sellet, non pas ous hoc’h avantachou naturel, ous ho coat royal, mæs ous ar santimanchou bumbl pere ho poa ac’hanoc’h oc’h-unan.

Naturel e zoa evit un Doue pehini en em humilie, evel pa lavarfen dreist musul, oc’h en em ober den, caout complæsançou infinit evit an humilite.

Convenabl e zoa e choasche evit e vam ar verc’h a Sion pehini, dre he humilite ar vrassa, a verite muioc’h an huella eus an oll digniteou.

O Mari ! plijet oc’h eus da Zoue dre ho virginite, mæs dre ho c’humilite oc’h eus èn concevet.

Mari.

Va mab, e santimant Doue, c’hoas mui eguet e santimant an dud, an hini en deus ar muia merit eo an hini a gred n’en deus qet, memes pa en deveus cals.

Petra a denn varnezan sellou[23] complæsant an Autrou-Doue en èn ha var an douar ? An humilite a galon.

Var biou[24] e taulin va daoulagad, emezan dre c’hinou ar prophet Isaï, nemet var ar paour, var an hini en deus eur speret humiliet hac humbl.

Doue a bella dioc’h ar re en em huella, hac a dosta ous ar re en em izella.

An ourgouill a zo caus ma zeo cals a gristenien paour meurbet a vadou ar c’hraç.

Mar clasqfent en em anaout mad, an anaoudegues eus ho miser hac eus ho neant a roge dezo an humilite, hac an humilite a vige eur remed a enep ho phaourentes spirituel, dre ar graçou pere a denfe varnezo.

Va mab, n’ho pezit netra ac’hanoc’h oc’h-unan, ha Doue ho cargo eus e zonæsonou. En em rentit pinvidic oc’h amsao gant guiriones hac e guiriones penaus ac’hanoc’h oc’h-unan nen doc’h nemet miser, pec’het, ignoranç.

Mar bezit humbl, Doue en em servicho ac’hanoc’h evit e c’hloar. Fiziout a ra sourci e c’hloar er re pere ne fell qet dezo e zenna digantan, nac e phartagi dre ho ners ho-unan.

Pa recevit digant Doue eur c’hraç benac, songit gant humilite ha gant anaoudegues vad, penaus e zeo ret e ve Doue eur mæstr mad, pa zeo guir e c’haccord faveuriou d’an indigna eus e servicherien.

Na gredit qet ho pe pers ebet dreizoc’h oc’h-unan nac er vad a rit, nac er vad a bossedit.

Memes pa zoc’h fidella d’ar c’hraç, bezit memor penaus nen doc’h fidel d’ar c’hraç nemet dre ar sicour memes eus ar c’hrac, ha penaus Doue, oc’h ho recompansi, a recompans ar pez a zo dezan.

Douguit atao ennoc’h an tri santimant-ma : Doue a so tout, ha me ne don netra. Doue en deus tout, ha me n’em beus netra nemet va miser. Doue a ell tout, ha men ne ellan netra eb e zicour.

Neuze petra benac ne veac’h netra, n’ho pez netra ha ne alfac’h netra ac’hanoc’h oc’h-unan, e vezot atao un dra benac dirac Doue. En em blijout a raï oc’h accordi deoc’h e faveuriou hac oc’h ho renta trec’h d’oc’h adversourien.

Ar Servicher.

Oh ! peguer caër ha peguen avantajus eo ar c’hentelliou a deuit da reï din var an humilite ! Mæs allas ! petra servicho din-me beza desqet an humilite, ma n’e phratican em buez.

O squêr a humilite ! ô mæstres qer mad ! grit din qemer e calon Doue e-c’hunan ar guir humilite evel oc’h eus great guech-all, pa oac’h var an douar.




CHABIST XIII.

Ar guir c’hloar en em gav particulieramant en humilite gristen.


Ar c’homsou a implijas an Eal, о parlant oc’h Mari, n’en em accordent qet, e speret ar Verc’hes, gant ar santimanchou e devoa anezi e-unan.

He ene a oue sæziet eus a un droublien santel, hac e seblantas caout aon na vige tromplet e diouscouarn o clevet ar pez a bassee en he phresanç, pe autramant na vige un art bennac eus ar speret tentatour.

An Eal a lavare dezi e zoa benniguet dreist an oll groagues. Oc’h en em gredi an disterra hac an diveza eus an oll grouadurien, ne gomprene qet penaus un hevelep meuleudi a elle beza roët dezi.

An Arc’hæl a annonce memes dezi penaus he devoa cavet qement a c’hraç dirac an Autrou-Doue, ma zoa aoualc’h reï he c’honsantamant evit dont da veza mam da Zoue, hac er guël eus an huelder infinit da behini e fell da Zoue he zevel, Mari en em humili hac en em gred re eürus da zouguen ar galite eus he servicheres.

O c’hui pere ne songit nemet er c’hloar hac en henor ! Mari a zesq deoc’h e pelec’h o c’hafot.

Ar guir c’hloar, ar c’hloar ferm ha solid a gonsist oc’h en em renta bian ha dister ; evelse eo er barn Doue e-unan, e aviel Sant Lucas : An hini,[25] eme hor Salver d’e zisqibien, a so ar bianna hac an disterra en e santimant e-unan en ho toues, hennes eo ar brassa hac an henorapla dirac Doue.

Ar c’hrandeur-se a zo non pas eb qen solid, mæs assur ; car den n’e lamo diganeoc’h ha ne sonjo he lamel.

O tont da veza ar bianna, e teuot da veza ar brassa, abalamour, o credi ferm penaus ac’hanoc’h oc’h-unan nen doc’h netra ha ne allit netra, ho pezo recours da Zoue, pehini ho c’huellayo, hac an hini a ves huelleat gant Doue, hennes eo ar brassa.

Neuze e c’hallot caout fizianç e Doue ha conta sulvui var e c’hallout hac e sicour, ma en em blich mai o creaat ar re sempl hac ar re dister dirac ho daoulagad ho-unan.

An Autrou-Doue, eme ar Verc’hes er magnificat, en deus disquezet ar c’hallout eus e vrec’h. Discaret en deus ar re a voue leun a ourgouil. E interieur ho c’halon, en em savet e zoant evel tud puissant var an trôn furmet en ho ene gant an ourgouil : Doue en deus ho izeleat ha savet an dud humbl.

An humilite oc’h-pen ho telivro dioc’h an œuvrou indign da here e condu an ambition bac an ourgouill. Ac èn so un ene disprigeaploc’h eguet un den trec’het dre ar bassion eus an ourgouill, dre an desir divoder eus an henoriou, ar c’hargou ?

Piou a gonsider hac a istim, piou qentoc’h ne zisprich qet an dud a glasq atao an henor, au ezanç eus ar c’hloar væn ?

An humilite ho rento trec’h da bep respet humen ha da ideou væn an dud, hac e lavarrot gant Sant Paul : Evidom-me[26] ne ran forç pe em barnot pe ne reot qet. An hini am barno eo an Autrou Doue.

An humilite a rai deoc’h consideri gant fea henoriou ar bed-ma, abalamour peguen brillant benac ma c’halfent beza, e velot n’en dint nemet tromplerez.

An humilite a rai deoc’h non pas en em egali d’ar re-all, mæs o henori, hac o guelet gant plijadur dreistoc’h e peb feçon.

An humilite a zeblant d’an dud un dra disprijabl hac izel, abalamour ma varnont peb tra dioc’h an dianveas, ha n’o deus istim nemet evit madou an douar. Gouscoude an humilite a rent an den ar brassa hac an nopla possubl, pa zeo guir e rent e galon demeuranç un Doue, mignon un Doue, dign da jouissa eus ar brassa mad, a c’hraç Doue.

Entre an oll vertuziou, an humilite eo an hini a zesques ar muya fermete er speret hac en ene.

Mæs dreist peb tra an humilite a royo ar mercou ar re gaëra a hevelidigues gant Jesus, den ha Doue, sourcen eus ar grandeur hac ar c’hloar veritabl.

Jamæs an den nen deo brassoc’h ha gloriussoc’h, eguet pa en em appliq da imita ar melezour divin-se.

Ne dostaomp jamæs mui ous Jesus eguet pa vezomp humbl ha pa garomp beza humiliet ha disprijet.

Jesus a yoa humbl, a garie an humiliation, abalamour ma ouie peguement, dre eno, e c’hlorifie e Dad eternel.

En effet, en amser e pehini Jesus en em humilie ar muya, pa en em laqea e renq ar bec’herien, evel ma reas pa antreas en dour a rivier Jourden evit receo badiziant Sant Yan Vadezour, neuse eo e voue clêvet eur voues eus an èn, o lavaret : Hema eo va mab muia-caret, e pehini em beus laqeat va brassa complæsanç.

Pa en em izellea Jesus betec guenel en eur c’hraou, eo e tigassas Doue Æles eus an èn da gana ha da bublia eo neuze e rente Jesus incarnet mui a c’hloar da Zoue, en huella eus an evou.

Mar doc’h humbl evel Jesus, Doue a vezo glorifiet dreizoc’h. Hoguen, men er goulen ouzoc’h, hac en a so netra henoraploc’h eguet procuri gloar Doue ?

Netra eta ne rent an den consideraploc’h dirac Doue ha dirac an dud eguet ar guir humilite, herves ar proverb : An humilite a bign betec en èn ; ar superhite a chom adrèn.

Rouanes an èn, ar parfæta imach eus a Jesus humbl a galon, enno-c’hui eo accomplisset er feçon ar bursudussa, ar viriones-ma eus an aviel. An nep en devezo en em humiliet, a vezo huelleat.

Seul humploc’h e zoc’h bet, ô Guerc’hes ! seulvui e zoc’h bet henoret.

Va desir ar brassa eo oc’h imita er poënt-ma pehini eo ar principalla hac ar c’henta moyen evit beza guir gristen, veritablamant santel, evit beza bras e guiriones.

Ho c’humilite a zo ar guir melezour e pehini e velin sclear ar galiteou, ar c’honditionou necesser eus ar guir humilite.

O Mari ! obtenit din eta commanç a hirio pignat er bazen guenta eus an humilite. Laqit em ene an ad divin, ar fondamant eus ar guir c’hloar hac ar guir c’hrandeur, eur guir humilite, evit ma rapportin tout da Zoue, ma c’hortozin tout digant Doue, ma varvin din va va-unan, ma vezo ennon bues Jesus, ma vezin guisqet hac ornet eus e oll vertuziou, mæs ispicial eus e humilite.

O Jesus ! douç hac humbl a galon, chelaouit an hini oc’h eus bet ar vadeles da reï din evit mam hac evit squêr, ha dre he pheden distrujit em ene ar fond-se a ourgouill, ha neuze etablissit evit jamæs enni an humilite evel eur rouanes var he zrôn.

Courach, va ene, neuze e vezi rouanes veritabl e servich Doue,



CHABIST XIV.

Un ene humbl a so sourcius da guzet oc’h an dud ar pes ma zeo dirac Doue.


Un Arc’hæl digasset gant Doue da gaout ar Verc’hes, en devoa roet dezi ar brassa meuleudiou, hac en devoa annoncet dezi e vige mam Doue. Mæs den n’en devoa clevet gant Mari ar pes en devoa lavaret dezi an Arc’hæl abers Doue.

Ne oue qet guelet oc’h en em zisques e feçon ebet evel mam Doue dirac an dud. Dirazo en em gomporte evel pa vige eur c’hrèg eus ar gommun.

Peguen tener benac e zoa e c’harantes evit Joseph he phried, ha peguen alies benac e parlantent assambles, jamæs guer ne lavaras dezan var myster an incarnation.

Pa zeuas goude-se da vizita Elisabeth, he c’hiniterv, he с’havas instruet eus ar myster, mæs ne brofîtas qet eus an occasion-se evit e instrui davantach, ha ne reas nemet publia he anaoudegues parfet evit an oll faveuriou en devoa accordet dezi he Salver.

Mari a lèze gant Doue ar sourci da rei da anaout publicamant, pa er c’havche abropos, ar secret pehini a yoa evithi qen henorabl.

Oll application he speret a yoa d’en em gonservi pepret en humilite.

Evel-se, ene fidel, e renqit cuzet oc’h an dud ar pes ma zoc’h dirac Doue, dre ar graçou hac ar mad-oberou a recevit digantan.

Peur e ves eur somm arc’hant er muia assuranç nemet pa ves guella cuzet ? Er c’his-se ive, seul vui a sourci a ves da guzet eur mad spirituel, ar graçou interieur hac exterieur, seul guelloc’h e vezont en assuranç.

Da Zoue eo da zisques ar pes ma zomp.

Al liou ar c’haëra a deu d’en em goll e ear an amser.

Eur faveur vras hac un henor a voue jouissa a bresanç Jesus hac e chelaou epad ma voue var an douar.

Pa deuas da dy Mari ha Martha, houma a lavaras d’he c’hoar : E ma[27] erruet ar mæstr, ho coulen a ra ; mæs a vouez izel er lavare.

Perac ? An dud bepret dall, evel beuzet oll er goad hac er c’hic, ne estimont qet, pe memes ne gomprenont qet ar pes a zo en tu-all d’ar santimanchou, d’ar guelet, d’ar c’hlevet ; ne gomprenont qet an dalvoudegues infinit eus ar faveuriou spirituel, eus ar graçou. Parlant dezo a guement-se a zo exposi an traou santel d’ar chass, ar pez a zo a breciussa d’ar goaperes, pa er grear eb necessite.

Speret Doue en em ro, a recever e secret, hac a fell dezan e ve peb tra secret etrezan hac an ene favorizet.

Mad eo, eme Speret-Santel, cuzet secret ar roue, secrejou Doue.

Un den[28] ebquen choazet etre mill-all, eur c’honfessour prudant a ell hac a dle memes anaout ho pinvidiguezou spirituel, evit ma tesco deoc’h ho lacât da brofita. En eo a zalc’h evidoc’h plaç Doue var an douar, hac evel ma tle eur minor consulti bepret e gurator, ha beza conduet dre e avizou en afferiou temporel, er memes tra eur penitent a dle dizelei avichou e c’hraçou d’e zirectour, evit m’er c’hunduo guelloc’h e hent ar silvidigues hac ar berfection.

Evit ar re-all, bezit dirazo evel tud honest ha vertuzus ; bezit humbl, modest, agreabl, atao a garacter ingal, mæs dalc’hit secret outo dor ho calon.

Hac ho credfent memes un nebeut avancet en traou spirituel, hac ho credfent memes ar pez n’en d’oc’h qet, n’en disquezit qet dezo hac ho pezo ar bonheur da zerc’hel secret graçou Doue.

Doue a fell dezan e valefac’h gant ardeur en hent eus e c’hourc’hemennou ; mæs ne qet un avantach bian gouzout bale dreizan gant nebeut a drous, evel un den pehini en nos a zoug un tensor sioulla ma c’hell, gant aоn da veza dirobet.

Certen eneou devot, goude beza recevet digant Doue faveuriou particulier, a so en em gollet, evit beza songet re enno, qemeret re a gomplæsanç enno, ha laqeat ho ad mira dre ar re ne dlient qet ho anaout.

O Guerc’hes prudant meurbet ! leun a humilite, m’o divige oc’h imitet, ho divige conservet ar speret humbl-se pehini a zoug bepret gantan ; ar sclerigen a zoue, sclerigen dre behini, leun a un disfizianç fur, ho divije disoloet finessaou ar speret a ourgouil.

Ne oufet qet qemeret re a brecaution evit miret na vezor tromplet er vues spirituel, ha dreist peb tra en hentchou extraordinal dre bere Doue a gundu certen eneou.

Ar faveuriou a so evel eul liqueur excellant ha celestiel pehini, oc’h e exposi d’an ear fall ha d’an avel, a ell trei er fin en eur poezon.

Remerqout a so great penaus un ene veritablement interieur, e deus mil boan pa bermet Doue e ves anavezet unan bennac eus e graçou particulier, ha ne ves nemet he zoumission barfæt da volontes Doue a guement he c’honsolfe.

Oh ! nac a dud a so var an douar pere a so bepret oc’h en em bompadi eus a vadoberou Doue ! Peguen dishenvel int diouzoc’hu, ô Guerc’hes !



CHABIST XV.

Eus a brudanç ar feis.


Mari a rêe reflexion var gomsou an Arc’hæl Gabriel, erves m’el lennomp en aviel. Ar reflexionou-se a deue eus e humilite ; dont a reent ive eus e feis.

Ar Verc’hes-se, ar brudanta, a ouie penaus an drougsperet, pehini a so naturalamant un æl a denvaligen, a ouar alies en em chench en un eal a sclêrigen. Eus a errol hac a c’haou, an diaoul, evit hor c’holl, a ra avichou evel un æl a viriones.

Mari eta a interroch an Archæl-se hac a c’hortos e respont evit guëlet hac en em accordi a rayo gant ar pes o deus lavaret ar Brophetet eus ar Messii mab Doue, ha gant ar reglennou hac ar principou eus he religion.

Ha goude m’en deus parlantet an Eal hac expliqet dezi e pe feçon e vige mam d’he Doue, Mari n’e deus mui qen reglen a gomportamant nemet ar goms eus an Eal-se, abalamour ma vel neuse eo abers Doue.

Beza e zeus eur brudanç, eur brecaution pehini, pell dioc’h beza control d’ar feis, a servich da gundui hon ententamant, pa ves qestion dezan d’en em soumetti d’ar vertus a feis.

Ar brudanç a ra d’abord digneri an daoulagad evit en em assuri a Doue eo en deus parlantet. Assuret eur vech eo Doue en deus revelet un dra, e tleomp neuse plega hor speret ha serri hon daoulagad evit en em soumetti da gredi ar pes a lavarer deomp eus e bers.

Arabat[29] eo credi da bep seurt speret. Ne fell din credi eus ar pes a lavarer din, e matier a religion, nemet ar pez a so conform d’ar pes en deus Doue lavaret, pe dreizane-unan pe dre an ilis, pehini a so[30] eur pilier immanqabl oc’h pehini e chom bepret ar viriones fermoc’h eguet un ty var he fondamant.

Doue en deus roet moyenou da anaout ar pes en deus revelet, mæs eur vech ma vezer assur eus ar pes en deus roët da anaout, mallos[31] d’an eal memes pehini a falfe dezan desqi din ar c’hontrol eus ar pes a so proposet da gredi gant va religion.

Me a gred qement a zesq din ar religion gatholiq, abalamour na zesq din netra n’en defe Doue revelet. Ha petra a so certennoc’h eguet ar pes a so lavaret gant an Doue pehini a so ar viriones memes ? Qer possubl eo en em drompfen, evel ma ze impossubl e ven tromplet gant Doue, pe en em drompfe e-unan.

Eur follentes vras eo credi un dra, evel lavaret gant Doue, anez ræsoniou just. Hounnes a yoa follentes ar bayanet, hounnes eo ive follentes cals gristenien.

Mæs credi un dra evel coms Doue, pa ves ræsoniou ha motivou just, ne ell beza nemet eur merq eus ar furnes an huella.

Credi eb douetanç ar guirioneziou revelet gant Doue, a so en em renta participant er galite en deus Doue da non pas beza tromplet.

Examina evel a reas Mari, ar religion, arauc credi, ha credi evel a reas pa voue en em assuret e zoa Doue a barlante, a so ar voyen da gaout eur guir feis ha d’he c’hreât. Mæs beza e zeus tud pere a examin ho religion e dessin da entreteni credennou faus pere a so favorabl d’ho viçou ha d’ho phassionou, a serr ho diouscouarn hac ho daoulagad evit na velint ha na glefint ar virionez.

Henvelint oc’h un den da behini e tisqueser sclær ne ra qet an hent mad evit mont d’ar guear, ha ne fell qet dezan mont dre an hent a brouver dezan beza hent e dy, abalamour ma controlier e banchant fall.

Ar seurt tud-se a ra goab eus ar mysteriou, non pas evit desqi ar pes a dleont credi ha caret, æs evel tud clan pere a gar ho c’hlenvet hac a glasq dre zigareziou 1acaat en ho c’hostes un apparanç faus a viriones.

Pel zo, ô Guerc’hes ! me garfe caout daëlou a c’hoad evit gouela ho c’horruption.

Nac a dud libertin so pere a chelaou ebqen ar voues eus ho phassionou brutal pere a garfent da excusi ? Nac a hini zo evel-se hac a nac’h e veac’h bet atao guerc’hes, hac int hi assur eus a guement-se dre an aviel, dre voues an ilis ?

Ne qetan dezir da anaout ar viriones, mæs an desir da allout continui ha justifia ho bues diregl, eo a ra dezo parlant, pe guentoc’h Satan, pehini a bossed ho c’halon, eo a inspir anezo da barlant er guis-se ; hac evit lavaret sclear va santimant, nen deus den incredul nemet abalamour ar viriones a so control d’he blijaduresou ha d’he libertinach.

O Mari ! sicour ar gristenien, pedit Jesus da renevezi en hon amzer an effejou bursudus eus e oll-c’halloud var an droug-sperejou, pere hirio ives a bossed calon an dud incredul.

Pedit-en da galmi an tourmant eus ar passionou, da ziscar ha da zistroni prinç ar bed, evit ma reno ar peoc’h e ententamant hac e calon ar gristenien fall. Ha neuze ne vezo qet prudanç ar c’hic, mæs prudanç ar speret eo o c’hunduo en examin ræsonabl a raint var ar ræsoniou eus o c’hreden.



CHABIST XVI.

Soumission d’ar Feis.


Pa eo assuret Mari e zeo Doue en deus parlantet dre voues an Archæl, e cred fermament e c’herruo ar pes a so annoncet dezi, hac e cred eb clasq compren penaus, eb operation den ebet, e teuyo da veza mam da Zoue.

Mar goulennas penaus e c’herruge qemense, n’er goulennas mui pa oa assuret dezi, abers Doue, eo dre operation ar Speret-santel, dre eur miracl, e teuje da veza mam.

Mari ne reas qet evel tad Sant Yan Vadezour pehini er gommançamant, ne gred qet an Eal pehini en assure en divige eur mab.

Mari ne c’houlen mui na penaus ar buguel-se a behini e zea da veza mam, a brenge an dud, na penaus pe e pe fêçon e vige roue.

An Arc’hæl ne c’hleo qet oc’h ober qestionou, eur vech ma zeo assuret ne gollo qet he guerc’hdet.

Ne remercas qet er Verc’hes an interrogation hac ar guriosite-se pere a zisques an eneou sempl.

Dioc’h-tu e pleg he speret bac er soumet gant docilite d’ar feis.

Dre exempl Mari, en em humili, ô va ene ! soumet da ræson da virioneziou pere a zo dreist da sclêrigen : ne glasq qet compren parfæt ar mysteriou a bropos did ar feis.

Mar ho c’homprenfes, ne vent mui mysteriou. Aoualc’h eo did gouzout e zint guir.

A ne alfes en effet nemet beza persuadet eus o guiriones, mar consideres ar feis pehini ho desq did gant an oll garacteriou, an oll desteniou, dre bere int bet recevet gant ar bed universel.

Incomprenabl int ar mysteriou eus or religion, guir eo, mæs ar feis a golfe he merit, ma c’halge ræson an den, o explica.

Eürus[32] ar re n’o deus qet guelet hac о deus credet.

A zalec ar stered betec ar viana fleuren, peb tra a zo evidout mysteriou. Ar mysteriou naturel-se, n’o c’homprenes qet, hac e falfe did compren mysteriou Doue.

Diræson eo an hini a falfe dezan guelet sclær myster an dreindet, dre exempl, pa ne gompren qet aoualc’h an traou a erru var an douar. Dre exempl, penaus e teu eur c’hreunen da vervel en douar ha da brodui goude eur blouzen hac eur pen-id.

Arabat eo pretanti e tlefe speret an den compren an œuvrou burzudus a oll-c’halloud un Doue incomprenabl bac infinit eu e berfectionou.

Doue hac en a ve Doue, ma c’helfemp guelet sclær, anaout mad e oll berfectionou ?

Credi ar pes ne vel qet an daoulagad, credi ar pes ne gompren qet ar speret, a zo renta un henor parfæt d’ar viriones souveren a Zoue.

Ne qet dre va sclêrigen, ô va Doue ! mæs dre ho sclerigen-c’hui, e fell din barn an traou.

Ne c’houlennit qet ebqen diganen sacrifiç va c’halon, mæs c’hoas hini va speret dre ar feiz.

Esperout a ran erruout en èn, e leac’h ma ho quelin faç-a-faç. Mæs en èn memes ne gomprenin jamæs antieramant ho perfectionou hac oc’h œuvrou, abalamour ma viot atao infinit, ha ma vezin eur speret crouet hac infinimant berroc’h eguet oc’h hini.

Me gred, va Doue, qement oc’h eus revelet din ; me a gred eb er c’homрren, abalamour ne allit na trompla den, na beza tromplet oc’h-unan, eb cessi da veza Doue.

Me a gred,[33] va Doue, mæs crevaït va nebeut a feis. Cresqit[34] ennon ar feis.

Ne allit qet revus din an donæson eus ar feis, pehini a zo sourcen an oll donæsonou mar he goulennan evel ma zeo dleet. He goulen a ran digueneoc’h dre intercession ar Verc’hes-se, pehini dre soumission ha dre verit he feis a velas[35] oc’h en em accomplissa enni ar myster eus an incarnation annoncet dezi eus о pers.

Roït din eur feis cren, universel, eb douetanç, eb exception ebet. Doueti ne qet credi.

Mancout da gredi un articl, a zo beza heritiq hac en em zaoni, evel pa na gretfet netra eus ar pez oc’h eus lavaret.

Roït din ur feis accompagnuneqeat gant ar garantes, evit ma vevin herves ma credan.

Ne c’houlennan qet ar feis extraordinal pehini e deus great d’ar Sænt ober miraclou, mæs goulen a ran diganeoc’h, va Doue, ar feis pehini e deus rentet anezo Sænt. Guerc’hes, goulennit-hi din.




CHABIST XVII.
Ardeur, desir bras eus un ene da receo Jesus er gommunion.


Mari.

Va mab, ar myster pehini a deuit da gonsideri, a ell c’hoas fournisse deoc’h reflexionou e pere ne zongit qet.

Ar Servicher.

Pliget ganeoc’h va instrui hoc’h-unan, rouanes an èn. Parlantit, ho servicher ho chelaou.

Mari.

Arauc ma recevis bizit an Arc’hæl, em boa alies suppliet an evou, dre exempl an dud just a Israël, d’en em gonvertissa en eur c’hlizen douç ha da lacât da zisqen var an douar Jesus, ar just dre excelanç. Mæs n’em bige quet credet sonjal e vigen ar Verc’hes-se, pehini a roge d’ar bed e Salver.

Pa ouen assuret e zoan gouscoude choazet evit beza he vam, oc’h en em humilia er guel eus an dignite divin se, ô va mab ! a bebes santimanchou a religion e oue penetret va ene ! Pebes joa a zantis o possedi va Doue ennon.

Ar memes Doue pehini a brijas en em unissa qen parfæt ganèn dre e incarnation, a zezir, va mab, en em unissa ganeoc’h dre ar gommunion.

Mæs c’hui oc’h eus nebeut a ardeur d’e receo. Na chelaouit qet an digareziou a fournis deoc’h ho tidalloudegues hac un humilite faus, evit en em bellaat dioc’h an daul santel.

Digarezi a rit ar spont hac ar respet. Mæs ar spont hac ar respet a dle obeissa d’ar garantes, hac a dle ebqen e renta attantifoc’h hac eveziantoc’h.

En em bellaat dioc’h ar gommunion dre respet, a so priva Jesus eus ar blijadur en deus da chom ganeoc’h. An desir en deus da veza en ho calon a lennit e levr ar proverbou : Lacât a ran,[36] emezan, va deliçou da veza gant bugale an dud.

Ho fautou, eme c’hui, a so re vras evit tostaat alies oc’h Jesus, ar zenteles memes.

Mes, va mab, peguer fragil bennac e ve oc’h ene, m’ar gra e oll effort evit en em gorrigea, Jesus a deu atao d’e visita gant plijadur.

Lavaret a rit e pellaït dioc’h ar gommunion, abalamour ma en em santit indign. C’hui a dlefe lavaret : me fell din tachout d’en em renta dign, qement a ma c’hellin, da gommunia evit participa er graçou a accord Jesus d’an eneou devot pere en em unis gantan dre ar gommunion.

Ho communionou ne dint ral, nemet abalamour ma oc’h eus aon d’en em geina ha d’en em gontraign.

Aon oc’h eus rac ar ferveur hahituel-se pehini a c’houlenfet diganeno’h evit permetti deoc’h communia alies. En em glem a rit eus a zempladures hac infirmiteou oc’h ene.

Profitit eta eus ar remed effedus, an effedussa, pehini a gavot er gommunion. Jesus a so eur bara a vues.

Jesus, en e aviel, a c’halv d’e vanqet ar re sempl hac infirm, ar re baour hac ar re dall. Anaout a ra ho miser, ho paourentes spirituel, tenvaligen ho speret.

Mæs lavaret a ra ive e zeo sclêrigen ar bed ; eur vagadures expres evit soulagi ha creât ar re a dosta ountan.

Da zezirout e ve o pefe eur santeies parfæt evit communia, mæs Jesus ne c’houlen qet an huella perfection.

Ma vige hi necesser, peguen nebeut a dud a vige recevet oc’h e daul sacr, en despet d’e oll invitationou !

Pretanti e vez necesser eur zanteles parfæt e pep-unan evit communia, a zo goulen evit disposition d’ar gommunion, ar pez a dle beza ar froues eus ar gommunion.

O vont d’ar gommunion, amzavit gant lealdet oc’h indignite. Digacit, dreist pebtra, d’ar gommunion, ur burete vras a galon, ar volontes da glasq ebqen gloar Doue, hac ho silvidigues ; ha bezit er resolution, ar grenva possubl, d’en em viret dioc’h ar memes pec’hejou ; resolution pehini a dleac’h da gaout arauc an absolven, ha pehini a dle padout.

Neuse e reot certen eur gommunion vad. Bezit memor penaus eur gommunion great mad ne ves jamæs eb un effet mad bennac en ene.

Ma veac’h bet dre ho fidelite hac oc’h êves en em laqet er stad e pehini e falves d’ho c’honfessour [sic] ha da Zoue e veac’h evit tostaat aliessoc'h ous ar gommunion, e veac’h dija avancet mad en hent eus an devotion hac ar berfection.

Un ene pehini ne deus qen desir nemet da jouissa eus a bresanç Jesus er barados, a laca he oll blijadur da jouissa anezan var an douar qen alies ha ma c'hell, dle ar gommunion.




CHABIST XVIII.
Santimanchou a dle carga un ene, pa bossed Jesus dre ar Gommunion.


Mari.

Va mab, pa oc’h eus recevet Jesus oc’h an daul santel ha pa repos en ho calon, imitit ar santimanchou pere am boa pa en douguen em c’hreis.

Ar Servicher.

O Mari ! speret an den ne all compren, teaud an den ne all lavaret, Doue ebqen a anaves pere oue neuze santimanchou ha joa oc’h ene ; feis, humilite, anoudegues vad, carantes, an oll vertuziou en em bartajas ar momenchou eus an nao mis pere a basseas ar verb a Zoue en oc’h entraillou pur ha chast.

Mari.

Va mab, mar comprenit mad pris ar c’hraç a accord Jesus deoc’h, pa en em ro deoc’h en e zacramant ; a be seurt santimancbou eо carguet evidoc’h ; ha c’hui a elfe mancout a zantimanchou evitan ?

Er gommunion, ar c’hrouadur a so bisitet, gant e grouer ; ar paour gant ar roue a c’hloar ; un ene affliget ha melconiet gant an Doue a gonsolation ; an den, pehini nen deo nemet pec’het, gant an hini a zo ar santeles memes..

En em humiliit dirazan, meulit ha publiit e vadelezou infiniment brassoc’h eguet na ellit compren. Detestit mui-oc’h-mui oc’h ingrateriou passeet, implorit e sicourou evit an amser da zont : promettit dezan eur fidelite eternel ; en em reit d’an transport eus ar joa ar burra.

Pedit an Æles hac ar Sænt da renta evidoc’h da Jesus actionou a c’hraç, ma ve possubl, dign eus an donæson gaër a ra deoc’h.

Desirit e ve caret ha glorifiet var an douar evel ma zeo er barados, un Doue qer mad ha qen trugarezus.

Digorit ho calon d’an oll flammou eus e galon garantezus, ha desirit beza consumet dreizo.

Offrit dezan en anoudegues eus e vad oberou, hac evit crènvàt ho sempladures, an oll santimanchou eus an eneou santel pere er receo gant devotion ha carantes er memes sacramant.

Offrit dezan, dreist peb tra, ar santimanchou a bere, dre e c’hraç, e zoan carguet, pa en em unissas guenen en eur feçon qen admirabl, dre e incarnation.

Sonjit er vertuziou eus a bere e ro deoc’h an exempl er sacramant santel memes, particulieramant en e humilite, ha goulennit ar c’hraç d’e imita.

Er sacramant eus an auter, e zivinite qer couls hac e humanite a so cuzet. Ne apparis deoc’h a Jesus nemet ar pes a zesq deoc’h ar feis hac ar religion.

Goulennit ountan caret ar vuez cuzet ha dianavezet ; tec’hit dioc’h an henoriou ; grit oc’h actionou eb an dezir da veza guelet nac estimet.

Er sacramant-se, Jesus a so disprizet gant cals a dud, recevet gant indifferanç ha clouarder gant cals a re-all, pere a so nebeut dezan, cals d’ar bed, tout dezo ho-unan.

Goulennit digantan ar c’hraç da support gant patiantet an injuriou hac ar c’hontradictionou.

Chetu ase, va mab, pe a dra d’en em оccupi er gommunion hac epad an deis ma ho pezo communiet hac a hed ho pues.



CHABIST XIX.
Eus ar sec'hor spirituel a zant darn eus an eneou en ho exerciçou a zevotion, hас en amser memes eus ar communion.


Ar Servicher.

Me ho trugareca eus an instructionou hac an avisou oc’h eus priget reï din, ô Guerc’hes ! pehini, goude Jesus, a so va recours ha va c’husul.

Mæs, ô va mam ! alies, en amser ar gommunion, en despet d’ar sourci a guemeran da antreal er santimanchou mad a inspir din ar gommunion santel eus a gorf ha goad hor Salver, va speret a ves sec’h, va c’halon a ves yen evel ar sclaç.

Perac ne allan-me neuse participa er santimanchou-se a garantes tener hac en douçder-se qen sansibl pere a dlie beza ho partach, pa zougac’h Jesus en ho creis, hac a bere eo participant meur a ene devot en amser ar gommunion ?

Mari.

Va mab, pa en em gavit er sec’hor evit ar gommunion, en humiliit hac anavezit e veritit ar stad-se dre ho pec’hejou passeet ; supportit anezan gant patiantet evit effaci ho tefautou, mæs n’en em zigouragit qet.

Mar oc’h eus lec’h da gredi e zeo ar stad-se a brivation eur bunition roët deoc’h gant Doue, en em gorrigit. Ma ne bermet Doue ar sec’hor, an dic’hout-se nemet evit oc’h amprouf, grit eus ar stad-se eur sujet a verit, dre ho resination da brovidanç Doue.

Ar froues eus a eur gommunion vad nen deo qet necesseramant ar c’hout a gaver evit ar gommunion memes. Ar froues a dleomp da denna anezi, a so ar fidelite d’hon deveriou a gristenien.

Eur galon a ell beza tout-a-fæt ha sinceramant da Zoue, peguement benac ne gafe gout sensibl ebet en traou spirituel.

Cals a eneou pere a vale gant ferveur en hent eus ar berfection, a so amprouvet dre sec’horiou en oræson ha memes pa dostaont oc’h ar banqet sacr.

Santout gout evit ar vertus, evit an exerciçou christen, nen deo qet necesser evit beza mad gant Doue ha beza veritablamant vertuzus.

Leac’h a ves memes avechou da gaout aon na en em abandonfe an ene d’ar faveuriou sansipl-se.

Jesus, pried divin an eneou, a voar ar pes a gonven dezo. Da zarn e ro douçderiou ha consolationou pere ne ro qet da re-all ; evit ræsoniou pere a dle ar re-ma da adori, eb clasq ho c’hompren.

Ma ne dle qet un ene neglijant ha clouar en em c’hortos da larguentes Jesus, un ene fidel ha fervant na dle qet ive beza fachet na gaout occasion da zisques da Jesus e servich anezan abalamour dezan e-unan, ha non pas abalamour d’e faveuriou.

Na gredit qet eta e veac’h rebutet gant Doue, pa na santit nemet dic’hout en e servich ; mæs grit neuse fidelamant evit plijout dezan, ar pes a rajac’h ma cavjac’h gout en e servich.

Ar feis a dosta ac’hanomp guelloc’h varzu Doue eguet na ra ar santimanchou naturel.

Ar c’horf a glasq atao e eas, memes e servich Doue ; ar c’horf a ra d’an den clasq qentoc’h e gontantamant eguet Doue hac e c’hloar, arauc pep tra.

Eur bouet sec’h a zo creoc’h evit an ene hac evit ar c’horf, eguet n’en deo eur bouet boug ha delicat.

Va mab, ne glasqit qet Jesus abalamour d’e viraclou. Clasqit Jesus abalamour da Jesus hac e cafot Jesus, ha pa n’er zantfac’h qet clasqit ebqen, va mab, clasqit plijout da Jesus.

M’ar teuït a ben da blijout dezan, oc’h eus cavet ar bonheur clasqet ha tanveat gant ar Sænt.

Ar stad a sec’hor a so eur stad pehini a ell ho renta santel, m’ar goesit profita anezan, o respont da zessin Doue varnoc’h.

Dessin Doue, pa ho talc’h er stad-se, a so ho lacàt da non pas en em glasq oc’h-unan, ha da ober evidoc’h eur bonheur hac eur merit eus e volontez vad.

Eur veach oc’h eus da ober ; daou hent a so en ho tisposition, unan var behini e cavot da efa e caz a sec’het, un all var behini ne gavot qet.

O vont dre behini ho pe ar muia merit ? Va mab, sclær eo ar respont : ar sec’hor spirituel a rent an den parfætoc’h, pa ouar e supporti gant humilite.

Ar Servicher.

Indign a bep consolation, me en em soumet, ô Guerc’hes santel ! var ar poent-ma, evel var ar rest, d’an oll volonteziou eus ar Mæstr divin.

Mar ro din gout ha consolation, ra vezo binniguet ; mar permet e ven er sec’hor, ra vezo ive binniguet.

Ne c’houlennan qen consolation nemet an hini da veza fidel atao-dezan.

Eürus en em estiman da velet va c’halon privet a bep consolation, a bep satisfaction, evit heulia ar pes a blijo da galon Jesus, va Doue eürus e vezin оc’h ober vа dever eb plijadur all ebet nemet an hini a so o sonjal er grèr evit plijout dezan. Guerc’hes, intercedit evidon.




CHABIST XX.
Profit a dleer da denna eus ar gommunion evit caout eur gomportamant vad.


Mam ar garantes pur, santel meurbet e zoac’h a zalec ar moment qenta eus ho puez. Mæs abaoue ma oue en em c’hrêt den ar Verb en ho corf pur, pebes avançamant neves ne rejoc’h c’hui qet e pep feçon er zanteles ?

Presanç Jesus ennoc’h epad nao mis a reas, en oc’h ene impressionou a zanteles pere a badas epad o c’holl bues.

Bepret e conserfchoc’h ar sonch eus ar faveur extraordinal-se ; betec ho c’huanad diveza, n’ho poue qen sourci nemet da glasq pep moyen possubl da zisques oc’h anaoudegues vad da Jesus.

Mari.

Va exempl a so eur guir sujet a gonfusion evidoc’h, va mab. Er gommunion e recevit ar memes Doue a bep santeles pehini am boue ar bonheur da zouguen, ha n’en doc’h netra nebeutoc’h eguet eur sant.

Eur gommunion ebqen a ve aoualc’h evit ober deoc’h caout oll ferveur ar Sænt, hac ho communionou ho lez atao lach e pep tra.

Un dra bennac a refuzit bepret da Jesus, pehini ne refus nicun deoc’h eus e vadelezou.

E brezanç en ho calon a inspir deoc’h eur moment, evit guir, cals a zantimanchou caër.

Ober a rit dezan promessaou ; mæs ober a rit evel an dud a bromet cals bac a ro nebeut.

Nen deo qet evel-se e rafac’h da eur madoberour bras bennac deus an douar, pehini en defe oc’h enoret eus e vizit.

Pa vezer sansibl da vadoberou eur mignon, ah ! peguer prompt e vezer da zisques anaoudegues vad.

Ar garantes ne repos nemet pa e deveus cavet ar voyen da drugarecaât. A mancout a rit, va mab, eus an occasionou-se a vertus a bere e profite ar Sænt, goude ar gommunion, evit disques da Jesus peguement e c’hanavezent ar c’hraç o doa recevet enni ?

Jesus a c’houlen eur vigilanç particulier var an affectionou eus hor c’halon, e pehini e fell dezan ne ve carantez-all nemet evitan pe abalamour dezan.

Ma taulfac’h evez aoualc’h varnoc’h, goude beza communiet, en em gonserfac’h en devotion ho poa pa gommuniac’h.

Beilla varnoc’h oc’h-unan, guell eguet na veiller var eur vad eus a behini ar gonservation, eo ar preciussa, a so an assura disposition da ober mad eur gommunion-all.

Ar Servicher.

Guerc’hes, squêr a bep vertus, ruzia a ran e c’hars ho treid eus va lachete ha va ingratiri. Pedit Jesus ne deuio jamæs em c’halon nemet evit regli e oll affectionou, oc’h ho lacàt da drei oll varzu ennan.

Ra lamo digan’en ar galon miserabl-ma, qen indign anezan ! Ra grouo ennon eur galon neves ! Ra royo din eur galon evel hoc’h hini, eur galon ardant, generus, leal, tener, eün, fidel dezan, evel ma zeo e galon fidel deomp.




CHABIST XXI.
Eus ar garantes evit an nessa.


Ne qet eb dessin, ô Guerc’hes dreist an oll guerc’hezet ! e sortiit eus ho solitud a Nazareth evit en em zisques d’ar bed. Ar garantes evit ho nessa eo a ra deoc’h e c’huitaat.

Eürus an draonniennou dre bere e valejoc’h ! Meneziou eus ar Judee, tridit gant ar joa.

Mam dign eus an Doue a garantes, a boan an Arc’æl en deus lavaret deoc’h ar stad e pehini en em gav ho qiniterv Elisabeth, ma en em hastit da vont d’he bizita.

Mont a rit gant pres, eme an aviel. Inspirationou ar Speret-santel a c’houlen beza executet promptamant.

Ar meneziou a renqit da dreuzi n’oc’h arretont qet. Ar garantes evit an nessa a c’houlen avichou beza preferet d’ar joa a gaver en exerciçou a zevotion.

Ho carantes evit an nessa nen deo qet eur garantes eus a eur moment. Chom a rit var dro tri mis e ty Elisabeth, evit rei dezi ho sourci hac ho servichou mad.

Peguen bras frouez a zantelez ne broduas qet ar vizit-se great dre garantes evit an nessa ?

Elisabeth a oue carguet eus ar Speret-Santel : Yan Vadezour a oue sanctifiet e cof e vam.

Elisabeth hac he phried a veve evel daou zen vertuzus, mæs oc’h exempl-c’hui, ô Guerc’hes ! o rentas santelloc’h ha parfætoc’h.

Mari.

Mar carit Doue, va mab, e carot ives ho nessa, evit pehini eo disqennet eus an èn, eо en em c’hreat den ha maro var eur groas.

Arabat eo deoc’h santout ebqen carantes evit ar re-all : ret eo e disques dre œuvrou.

Qement a dud affliget a so pere ho deveus ezom da veza consolet dre ho comsou ! Qement a dud miserabl ha malheürus a so pere ho deus ezom eus ho sicour hac oc’h aluzen !

Doue en deus permettet e vige var an douar qement a dud miserabl, evit ma en em rentchent santel dre ho phatiantet, ha c’hui dre ho servichou mad en ho andret.

Bezit prompt da soulagi ho nessa, pa ellit en ober promptamant. Pa differer, e coller atao un dra bennac eus a verit an drugares.

Na visit qet pis : roit gant an oll larguentes possubl.

Sellet pis oc’h an nessa er servichou mad pere a renter dezan, a so reculi dirac an deveriou eus ar vertus a garantes, qentoc’h eguet na de ho ramplissa.

Pa na ellit renta servich d’ho nessa dreizoc’h oc’h-unan, goulennit evitan digant re-all. Bezit e alvocat ha dirac ar re-all ha dirac Doue.

Na gonsiderit qet an den ebars en nessa, mæs considerit Doue en e bersonach.

Neuze piou bennac a c’houlenno sicour diganeoc’h, ne refuzot netra, rac ne falvez qet deoc’h revus netra da Zoue.

Rei a reot evel pa rofac’h da Zoue e-unan.

Ma na rêr vad d’an dud nemet o consideri ho merit hac ho c’haliteou mad, ne reor qet alies a vad dezo.

Carit, va mab, an œuvrou a drugares pere a so a enep ho meno. Carit exerci ar garantes evit ar re-all, en despet d’ar yenien a elfac’h da gaout evit certen tud.

Doue e-unan a zesq deoc’h, dre e exempl, ober vad d’an oll dud, memes d’ar re ingrata : Roit[37], eme Jesus, hac e vezo roet deoc’h. Roit danves perissabl, ha Doue a royo deoc’h, evit recompans, pinvidiguezou eternel.

Roit avisou mad d’ho nessa, evit en douguen d’ar mad pa er guêllot en douetanç var ar pes a rayo, ha Doue, dre e inspirationou, ho sicouro d’en em denna eus ho poaniou speret. Roit d’ar re affliget ha chagrinet comsou a gonsolation, hac an Doue a bep consolation, dre ar c’homsou eus e c’hraç, ho souteno en oc’h affliction.




CHABIST XXII.
Grandeuriou Doue.


Chelaouomp, o va ene ! chelaouomp Mari, pehini, en un transport santel, a bubli grandeuriou he Doue.

Antreomp er zantimanchou a bere eo ravisset ; unissomp hor meuleudiou gant e re.

Рa vоe meulet gant Santes Elisabeth var he bonheur da veza mam da Zoue, en em laqeas da celebri grandeuriou ha madelezou he Doue en eur c’hantic ar c’haëra, ar Magnificat.

Glorifiomp ganthi an Autrou souveren, an Doue-se oll-c’halloudec pehini a ra, pa blich gantan, ar bursudou ar re vrassa, hac a behini an hano infinimant santel, a verit oll enoriou an douar ; pehini a zisques oll ners e vrec’h evit discar an dud superb ha distruja o dessinou ourgouillus ; pehini a ziscar ar re a so savet huel, evit huellaat ar re vian pere a so dispriget hac en em zisprich ; pehini a baoura ar re binvidic evit carga a vadou ar re a so en ezom hac en dienes.

Da biou, e guiriones, eo dleet ar c’hloar hac ar veuleudi, nemet deoc’hui, va Doue ?

Grandeur an dud e deveus un termen. Eur c’hrandeur prestet eo ; eur c’hrandeur fragil : dioc’h hon ideou e tepant ; alies e ves faus hac en hon imagination ebqen.

Ho majeste, ô va Doue ! hac ho crandeur, ne ouzor qet bete egueit e zent. Infinit eo, ho tra eo. Pep grandeur all a so obliget d’he anaout evit he mæstres.

Majeste ar brincet a finis gant ho bues. A boan e zint discaret, na songer mui enno.

Evidoc’hui, va Doue, a chom eternellement. Ho cloar a so dreist an èn hac an douar hac oll hirder an amser.

A betra ho crouadurien a elfe en em c’hlorifia ? Diganeoc’h eo ar pes ho deus a c’halloud hac a binvidignes. Ne ellont netra ebtoc’h. C’hui a ell tout ebto. N’en deus nemedoc’h hac a ve bras dre natur.

N’oc’h eus ezom a zicour den evit ober ho polonteziou. Falvout hac ober a so evidoc’h ar memes tra.

Eb sortial ac’hanoc’h oc’h-unan, e cavit ennoc’h evel en o sourcen, qement vad ha qement perfection a ell beza er grouadurien visibl hac invisibl.

C’hui ebqen a bossed dre ho vertus divin, evel ho madou propr, an oll berfectionou, an oll guenet possubl, abalamour c’hui a so necesseramant hac infinimant parfæt.

An dud vras ha distinguet ne veritont hor respejou nemet abalamour ma zint an imach eus ho majeste, ha ma zeo pliget ganeoc’h accordi dezo eul loden eus ho calloud. A hent-all, petra int-hi dirazoc’h ? Poultr ha ludu evel ar rest eus an dud.

Peb majeste humen eta a dle en em eclipsa ha disparissa dirazoc’h, va Doue.

N’en deus a vir c’hrandeur, a vir majeste nemet oc’h-hini, pa zeo guir ne all na cresqi na diminui, dre ma zeo infinit.

O Autrou,[38] Doue ar vertuziou ! piou a so henvel ouzoc’hui ! C’hui ebqen a verit oll adoration an evou hac an douar, abalamour c’hui ebqen a so an Doue infinimant bras, an Doue atao infinimant bras, an Doue infinimant bras e tout hac e partout.

Bras en oc’h oll œuvrou, er re viana qer couls hac er re bursudussa ; er fleur eus ar parqeyer, qer couls hac er stered eus ar firmamant.

Bras e furnes, e puissanç, e justiç, e madeles. Ah ! piou a ello jamæs, ô Doue bras ! parlant eus ho crandeuriou en eur feçon dign ac’hanoc’h. Henorapla tra a ouffet da lavaret anezo, eo amsao hac anaout e maint dreist pep meuleudi ha pep expression.




CHABIST XXIII.
Trugarezou an Autrou-Doue.


Ar Servicher.

Peguement e caran, ô Mari ! clêvet achanoc’h o celebri trugarezou an Autrou-Doue gant ar memes moues pehini, er memes cantic, a celebr e vajeste ! Peguen bras ar zantimant a roit din anezo !

M’ar cheuillan ganeoc’h ar chaden eb muzul anezo, he guelan astennet var an oll generationou, ha ne velan nicun eus ar re о deus doujanç Doue ha guement n’en deffe perz enno.

Mar sco ar bec’herien en e goler, mar ro dezo e bunitionou ar re derrupla, n’er gra nemet goude beza esseat ho digass dre e vadoberou, hac ho gounit dre e garantes.

An ingratiri hac an infidelite eus e bobl n’o deus qet gallet dizec’ha ar sourcen eus e vadelezou.

Digoret en deus dezo tensoriou e visericord gant an oll deneridigues eus an tad ar guella.

Promettet en devoa da Abraham ha d’e vugale digass eur Salver d’o delivra. Qentoc’h eguet mancout d’e bromessa, en deus roet d’ar vugale, en faveur o zadou, graçou a bere e zoant indign.

Apparisset en deus var an douar ar Salver-se promettet. An dud n’ho deus qet gallet nac’h ar garantes en devoa evito.

Astennet en deus un dorn charitabl d’an oll dud malheurus. Ar bec’herien, pell dioc’h beza repuet, a so bet an objet principal eus e sourci hac e visericord.

Nen deo nemet gant poan ha gant ar vrassa poan en deus en em velet abandonet gant qement a dud ingrat pere о deus preferet eul liberte faus d’an avantach ar preciussa da veza eus a nombr e vignonet hac e servicherien.

Evit disques an diveza hac ar sclæra merq eus e garantes eb muzul evidomp, eo pignet var eur groas var behini en deus scuillet betec an diveza berad eus e c’hoad.

An dud ho deus er guelet er stad-se ; er c’honsideri a reont c’hoas eb na vez touchet ho c’halon.

Ar foultr gouscoude, pehini a dlefe o bruzuna, n’en deo qet c’hoas partiet. Ar voues eus e visericord, ar c’hri eus e c’hoad sacr, a c’houlen c’hoas pardon en ho faveur.

Me a so va-unan, Guerc’hes santel, un testeni caër eus e batiantet da c’hortos eur pec’her, hac eus e vadeles d’er receo.

Danvad dianqet,e zon bet digacet d’an hent mad gant ar pastor divin-se. Va douguen a ræ var e ziouscoas, gant aon, evel a seblantfe, na vigen re squis o tistrei.

Hac ancounac’haat a rin-me jamæs an deis-se e pehini va Doue, an tad tener, о velet ac’hanon-me, e vab prodig, o tistrei var an hent mad, a bocas din, am briatas, am goalc’has gant e zælou hac am serras vаr boul e galon.

Peguer mad eo an Doue-se ! Pa vel eur galon glac’haret hac humiliet, ne sonch mui eo barner, ne sonch nemet eo tad.

O Guerc’hes ! mam an Doue-se a visericord, pehini oc’h eus intercedet evit va c’honversion, obtenit din ar c’hraç eus ar berseveranç.

C’hui a voar an nebeut a fidelite a so bet hed va bues em guella dezirou. Conservit, creait ennon, rentit parfet, dre ho protection, an dezirou a zanteles a laca hirio graç Doue em c’halon.

Ho carantes evidon na vezo qet biannoc’h eguet va fizianç ennoc’h. Satan, adversour va silvidigues, hac en a rafe mui evit va c’holl eguet na reot-hu evit va savetei ?

Plijet ganeoc’h eta, ô ar garantezussa hac an digna eus an oll mamou ! obten din-me, ho mab, ar c’heuz ar brassa var an amser dremenet, ar vrassa fidelite evit an amser brezant, eur fermder evel hini ar reyer evit an amser da zonet, hac e canin en evou, a bed an oll eternite, trugarezou ha misericord an Autrou-Doue, hac ho madelezou, ô Mari ! em andret.




CHABIST XXIV.
Eus an anaoudegues vad a dleomp dа zisques da zoue evit e vadoberou.


Doue infinimant mad, pehini oc’h eus accordet din qement a c’hraçou temporel ha spirituel abaoue ma zon var an douar, me a offr deoc’h, evit ho trugarecaat, an oll santimanchou a anaoudegues vad e devoue Mari evit ho madoberou, hed he bues, mæs particulieramant pa antreas e ty Zachari hac Elisabeth.

Elisabeth a roe da Vari ar meuleudiou ar muya meritet. Mæs Mari a falle dezi ec’h ancounac’haje Elisabeth an hini ne devoa recevet madoberou Doue nemet evit sonjal en he madoberour.

Mari e divige deziret clevet an oil draou crouet oc’h o trugarecaat, va Doue, evithi hac assambles ganthi, evit an donæsonou ho poa great dezi.

N’en em estime eurus nemet abalamour an Oll-c’halloudec en devoa priget izellaat e zaoulagad vare servicheres qen dister evit disques peguement eo bras, peguement eo trugarezus.

Alias ! Autrou, pell meurbet dioc’h guelet ennon er santimanchou-se, goude qement a vercou oc’h eus roet din eus ho carantes, ne velit ennon nemet un ingrat.

Me a receo diganeoc’h madou hac a drugareca an dud. Va afferiou o deves issu mad, hac e credan eo qement-se an effet eus va finessa ha va gouiziegues, eleac’h beza anaoudec eus ho madoberou. i

Mæs ispicial, petra e zon-me ac’hanon va-unan, petra a ellan-me dreizon va-unan, pa ves qestion eus ar silvidigues ? A ne sonjan qet d’ho trugarecaat, va Salver, eus ar sicourou a roit din evit caout issu mad en affer vras-se !

M’ar deus ennon un dra bennac agreabl d’ho taoulagad, n’em beus anezan nemet diganeoc’h, hac ebdoc’h ne allan er c’honservi.

Gant liberte, evit guir, en em sicouran gant ho craç ; mæs о consenti da inspirationou ho craç memes, e tlean c’hoas ho trugarecaat, abalamour n’em beus ar volontes da ober ar vad, n’er gran en effet nemet dre ho sicour.

O miser ha sempladures eus va ene ! Ma c’habandon ac’hanon ho craç, petra e teuin da veza hac e pebes faziabl ne vezim me qet treinet dre va inclinationou miserabl ?

Ne velan a zurete evidon nemet en anaoudegues eus va fragilite hac en actionou a c’hraç pere a dlean deoc’h, va Doue, evit ar sicourou spirituel dre bere ho trugares am zouten.

O va Doue ! na bermettit qet e teufe va infidelite d’am renta indign eus ho madoberou, na va ingrateri da ober din ho ancounac’hât.

An inclination ar vrassa eus ho calon, ô Autrou ! a so da ober vad : mæs ives an ingrateri a so eus an oll viçou an hini a arret ar muia an effet eus ho trugarezou.

Meritet em beus cant guech beza privet hivisiqen eus ho craçou : mæs c’hui a so falvezet deoc’h gounit va c’halon dre ho madoberou.

O Doue ! ar vadeles memes, na rezistan mui. Me vezo hivisiqen tout deoc’h. Evel ne vevan nemet dreizoc’h, ne fell din ive beza nemet evidoc’h.

Mæs grit, ô va Doue ! (dre bedennou va mam ar Verc’hes ; e credan er goulen,) grit, ô va Doue ! dre ho craç, evel ma zeo continuel va ezomou hac ho madoberou, ma passein ive va bues oc’h implori ho craçou hac oc’h o trugarecaat anezo.




CHABIST XXV.
Eus ar Bisitou hас ar Pourmenadennou.


Exempl Exempl Mari er vizit a reas da Santes Elisabeth, a dlefe beza ar reglen eus hor c’homportamant en hor pourmenadennou.

Mam da Zoue, ar Verc’hes humbl-se ne c’hortos qet e ve diavancet gant he c’hiniterv Elisabeth ; dre eno e condaon ar fals poënt a henor eus a veur a bersonach jalous qizidic eus ho renq, pere en em zalc’h bepret huelloc’h eguet ar re-all.

Mæs pe seurt rêson a angach Mari da ober ar visit-se ? Ne all beza nemet eur rêson a religion.

Ar guriosite, ar vanite, ar garantes divoder evidomp hon-unan, pe flagorneres hac amourousdet, a so ar pen-caus eus an darn vuia demeus ar visitou hac ar pourmenadennou a rêr er bed. Ne c’hoarve qet er c’his-se gant ar fidella eus ar guerc’hezet : he bizit a ra dre ar rêsoniou ar re santella.

An dud vertuzus, er bizitou memes pere a rentont ha pere ne dint consideret gant tud ar bed nemet evel custumou dereat, n’o deves qen rêson nemet gloar Doue e personach an nessa.

Ar religion, ar garantes evit an nessa, gloar Doue, chetu petra a gondu Santes Mari da dy Elisabeth. Mont a ra da un ty e pehini Doue a so anavezet ha caret. Mont a ra da ober complimant d’he c’hiniterv var ar graçou pere en deus roet Doue dezi, hac eus a bere an Arc’hæl en deus he instruet.

Mont a ra da renta bizit dezi evit beza util d’he mab ha dezi e-unan, hac evit starda c’hoas ar c’houlmou eus an union santel a yoa diarauc entrezo.

An devotion ne zifen qet ouzomp en em acqitta eus an deveriou a civilite, mæs ober a ra о zantifia dre intantionou christen.

Evel un den, guir devot, a glasq lacât e profit e oll momenchou evit an eternite, e lêz a gostes, qement a ma c’hell, pep pourmenaden inutil, pep pourmenaden a blijadur ebqen.

Ar bisitou a gar da ober an dud veritablamant devot ha parfæt a so ar re e pere e c’hellont gouelet, ober œuvrou mad ; clêvet pe lavaret comsou util d’ho avançamant spirituel.

Pep pourmenaden-all a zisplich dezo. Ar vertus a gar en em gaout e qever ar vertus, Pep bizit-all a so fæzus ha dizaour memes evitho. Souffr a rêr, pa na vezer qet herves desir ar galon.

Ar sænt a laca da servichout da c’hloar Doue, da utilite ha da avantach spirituel an nessa ha d’ho pherfection ho-unan, actionou pe draou pere enno ho-unan ne servichont da netra. Ma rafet evelt-ho ha ma vizitfet ar re-all er memes intantionou, pebes froues na denfet qet eus ar civilite-se, eus ar pourmenadennou-se pere a ra lod eus a gustumou an dud ? Neuse e tanvafet enno mill douçder santel, dianavezet da dud ar bed. Parlant a rafet, en eil tu hac en eguile, eus ar sermoniou a ves clevet, eus a avizou mad ar gonfessoret, eus a avantachou ar guir devotion, eus a garantes Doue, eus ar mysteriou, ar sacramanchou, evit en em instrui hac en em avanç, hac er feçon-se, dre aliou mad, en em gourachfet d’ar vertus.

Sortial a rafet anezo, non pas ar galon goullo a bep guir mad, evel ma ves o finissa ar bizitou inoüs eus ar bed, mæs leun eus ar gontantamant santel-se pehini a so partach an dud a religion.

Eneou christen, na en em gollit mui dre ho pourmenadennou inspiret deoc’h gant an drouc-speret eus an amourousdet. Na dit mui, e couls an offiçou nac e poent-all ebet, da ober ar bizitou e pere pep sell qasi, pep coms, pep gest, pep discolperes a so eur merq exterieur eus a gorruption hо calon, a so qen alies a virou mortel pere a daul ar poeson eus an impurete e calon ar re ho cleo, hac ho quêl.

Commancit a hirio, non pas ebqen da renonç d’ar pourmenadennou dangerus, mæs d’ar hizitou memes inutil.

Choazit ho tud. Gouzout a rit ar proverb : Hentit ar gompagnunes a guerrot, hac ho pezo lod anezi.

Choazit eta mignonet vad, mignonezet fur ; clasqit bepret gloar Doue en ho pizitou, profit spirituel ho nessa hac hoc’h-ini oc’h-unan, ha neuse e santifiot dirac Doue ha dre Zoue ho pizitou, hac e teuot mui-oc’h-mui da veza portret ho mam ar Verc’hes.

Santes Mari, pedit evidomp-ni, pec’herien, en hor bizitou.




CHABIST XXVI.
Eus ar c’honversationou.


En em gass a ran a speret da dy Santes Elisabeth, en amser ma reas ar Verc’hes he bizit dezi.

Pebes qentelliou evidon eno, a vodesti, a humilite, a brudanç, a garantes evit an nessa.

Elisabeth a anaves Mari evit mam Doue ; he c’harga a ra a veuleudiou, a venedictionou ; meuli a ra he grandeuriou ; he c’homplimanti a ra var he phrivilachou.

Mari, pell dioc’h en em lezel da veza drellet eus a henor he dignite, a zistro varzu Doue an ezanç a roer dezi, hac a guemer ac’hano occcasion da veuli an Autrou-Doue. Ne zianaves qet ar pez en deus an Oll-c’halloudec great a vras enni ; mæs eus a guement-se e rent dezan ar c’hloar ; ha petra benac ma zeo mam da Zoue, ne ancounac’ha qet e zeo he servicheres.

Humilite eus ar Verc’hes, pehini a so guir ha veritabl ha n’e deus netra eus ar vodesti faus-se a gals tud pere, dindan ar vantel pe an apparanç eus ar vertus, a guz, re alies, un ourgouill secret.

Pet den, en effet, ne refuzont meuleudiou nemet en intention da veza muyoc’h meulet, hac a laca ar vodesti da guzet ho vanite, evel eul liver pehini, gant liou caër, a c’holo coat brein.

Ar seurt tud-se a so leun anezo o-unan ha goullo a Zoue.

Eus a Zoue, eus e c’hrandeuriou, eus e drugarezou en em antreten Mari hac Elisabeth.

Leun ma zint eus e garantes, e laqeont ho deliçou da gonta ar burzudou eus e furnes, eus e buissanç hac eus e vadeles.

Ра ves donæzonou Doue an objet uniq eus hor joa, Doue a ves ive an objet uniq eus hon anoudegues vad hac eus hor meuleudiou.

Ar guinou[39] a barlant dioc’h abondanç ar galon.

N’en em occupit, en ho con versationou, nemet eus ar bed, eus e gustumou, eus e bompou ; ar pes a zisques re ne garit nemet ar bed, hac e zeo ho calon gounezet dre e chalmou faus.

Eus[40] ar bed e zint, a lavar an disqib muya-caret a Jesus ; chetu eno perac e parlantont eus ar bed ha ma chelaou ar bed anezo. Ma[41] viget eus a Zoue, e parlantchet a Zoue, pe da viana ne lavarget netra na vige herves Doue.

Ho pet sonch e rentot, e barnedigues Doue, cont eus a eur guer inutil. Pebes sujet a spont evidoc’h !

Oh ! en so nebeut a gonversationo, memes e toues an dud a ra profession da veza devot, e pere ne gresqfet qet ar gont a rencot da renta da Zoue !

Eus a betra e parlanter communamant ? Eus a draou neant, eus ar brudou a ren e toues ar bobl, a ravoderes.

Chetu eno memes an antretienou a basse evit ar re dibec’ha. Seblantout a ra a hent-all ne alfet mui causeal nemet o parlant a zefautou an nessa. Languissa a ra ar gonversation ma na vesqer enni un taul teaud malicius bennac, un abec bennac er re-all.

Malheur deoc’hui, pere a gus disbars ho muzellou ar poezon eus an aspic, pere ho pes atao un teaud lemmet evel flemm an aer, ha n’ho c’heus qen plijadur nemet ho tispen reputation ar re absant !

Malheur c’hoas d’an nep en em blich oc’h о chelaou !

An nep a brest, gant plijadur, scouarn d’an droug-prezeg, en em rent participant er pec’het a zrouc-prezeg, evel an hini a ro scoas da eul laër da bignat en un ty, a so participant el laëronci.

Na chelaouit jamæs gant plijadur conta defautou ho nessa, nemet goulen a raet avis diganeoc’h. Considerit evel eur c’has a goustianç о parlant a enep ho nessa, nemet ar garantes hac an interest evit an nessa eo er goulenfe diganeoc’h.

O Doue ! nac a deaudajou malin a lausqer hed an deis e qever eur guemeneres, eur c’hemener, var eur poul-canna, en un ty-for, e stal eur c’hereour, en hostaleriou hac en oll gompagnunezou a dud fæneant, pere a las an amser, eb laza na mouga ar c’hoant divoder da zisolei plous e lagat ho nessa, eb remerqout pe o cuset ar muya possubl, an treust en ho lagat ho-c’hunan !

Un taul-teaud malin a las da viana tri den, an hini er ro, an hini er c’hleo, hac an hini a so scoet dreizan.

Piou a nompro ar pec’hejou a zrouc-preseg, ar pec’hejou comprenet en un droucpreseg ebqen ?

Purvuya eo henvel oc’h un ten-canol pehini a lasfe un infinite a dud. Henvel eo oc’h un avel foll, eur goreventen, pehini a ravach tout en eur dremen.

Ho pet horrol oc’h pep antretien control d’an honestis. Laqit eves mad da vousc’hoarzin pa glefot comsou goloet pe disolo, comsou agreabl, farceres libertin, galvet gant ar bed farceres dibec’h, mæs pere ne dint nemet langach an drouc-speret eus an impurete.

Oh ! nac a dud a guës bemdes en ifern abalamour d’ar c’homsou lubric ! Nac a bec’hejou marvel a rer bemdes en antretienou a amourousdet, en nosveziou, e stalliou an artisanet, ha qasi e partout.

O va Doue ! ma n’ho pige touet ne zistrujac’h mui ar bed dre an diluch, e cafchac’h brema qement a impurete var an douar evel a yoa en amser an den just Noë.

Mæs, fidel d’ho qer, contant eus an exemplou effroyabl oc’h eus roët eus hoc’h indignation souveren a enep al luxur, e c’hortozit gant patiantet an dud libertin pere a serr ho daoulagad oc’h ar viriones, hac evel tud dall ha bouzar, en em brecipit bemdes var-zu ar brazouerou eternel eus ho justiç rigolius.

Ah ! qentoc’h grit dezo anaout ho malheur ; grit dezo coves gant humilite ho libertinach ha chench evit mad. Grit dezo, eus a deaudou lubric, dont da veza teaudou pur, difennourien hardis ha fidel eus ar vertus santel a burete. Grit dezo ruzia a bep apparanç eus ar pec’het vil.

A c’hui, o ene fidel ! pehini n’oc’h-eus qet ar malheur da veza libertin, laqit ho cloar da basseal evit un den dirac pehini ne gretfet qet attaqi nac offansi ar vertus santel. Difennit bepret caus Jesus-Christ, caus ar religion divin pehini en deus revelet d’an dud, hac a enep pehini en em revolt an dud impi.

Nac a abec a gav tud pere en em c’halv christenien, er sermoniou, er gonferanç, er c’hatekismou ! Seblantout a reont caout eur certen clenvet pehini a ra d’ho daoulagad trelli ha guëlet partout abec.

Attaqi a reont, evel leonet e furol, ar guirioneziou divin pere a gondaon ho phec’hejou mignon.

Henvel int oc’h tud clan pere en em revolt a enep ar medicin pehini a fell dezan o pharea. Attaqi a reont ministret an Autrou-Doue, abalamour ne maint qet a-unan gantho evit ho lezel cousqet var о hahitujou fall.

Effort inutil eus an dud eb religion, eb vertus ! Abaoue oc’h-pen pemp mil bloas, ar religion a sao evel eur roc’h eternel dreist ar mor eus ar blasphemou.

An tauliou mor e furol a ell ervad en em brecipita outhi, mæs ne allont qet he philat. Ar fermder eus ar roc’h-se, immortel evel e fondateur, a chom bepret eb flaich, hac an yonen pehini a sorti eus a c’hinou an dud fall en arrach, e guennao, mæs coueza a ra souden hac int obliget d’he læzel en he flom.

Ene fidel, bezit guirion en ho contcbou, modest ha rezervet pa gomsot, atao agreabl oc’h an oll.

Ho pet memes eur joa santel, un ær laouen. Ar religion a ro deoc’h an avis-se, avechou memes er c’hommand deoc’h. Mar carit en em antreteni oc’h-unan gant Doue en ho ty, ho pezo nebeutoc’h a zanger oc’h apparissa e toues an dud, pa vezo red deo’c’h.

Arauc mont en eur gompagnunes, pedit an Autrou-Doüe da lacât evel[42] eur c’hadran var ho muzellou, evit na leverrot netra a fall.

Epad ma comsot oc’h ar re-all, songit eo presant an Antrou-Doue hac ho chelaou.

Parlantit ountan avechou interieuramant ; lavarit dezan en ho calon : Va Doue, grit din observi ho lezen.

Goude ar gonversation, pe e fin an deves, examinit e petra ho pe faziet gant ho teaud ; goulennit ountan pardon, mar c’hanavezit e veac’h coupabl.

Trugarecaït anezan ma n’en doc’h qet.

Dre eno e c’hacqisitot ar brud’anç, ar furnes-se en ho comsou, pehini a so consideret gant an tadou eus ar vues spirituel evel eur merq bras a berfection.

Guerc’hes pehini ho poue bepret conversationou qen edifiant, obtenit, obtenit deomp oll ar c’hraç d’ho c’himita var ar poent-ma.




CHABIST XXVII.
Eus ar guir Vignoniach.


Ar Servicher.

Eur mignon[43] fidel a so un tensor brav, а lavar ar scritur. Ar re o deves doujanç Doue en disoloyo hac er c’havo.

An èn a reas deoc’h er c’havout, o Mari ! an tensor precius-se e personnach Elisabeth, hac er roas ive da Elisabeth, o rei ac’hanoc’h dezi evit mignones.

Hac an eil hac eben ec’h offrit deomp an exempl eus ar barfæta mignoniach, eus eur vignoniach santel, pur ha neat dioc’h qement a gustum corrompi mignoniachou an dud.

Un henveledigues eürus a zantimanchou, mæs a zantimanchou christen, oc’h unisse an eil gant eben. Ar c’hraç hac ar vertus a estimac’h e Elisabeth, hac a estime houma ive enoc’hui, о Guerc’hes !

Beza ho poa assambles cals antretienou. Fiziout a reac’h ho secrejou an eil d’eben. Rei a reac’h avizou a servich mad an eil d’eben.

Mæs an oll mercou a garantes a rene entrezoc’h, a yoa atao cunduet d’ar memes fin, da c’hloar an Autrou-Doue.

Elisabeth a dlie ervad santout penaus he c’halon, abaoue ma voa unisset da galon Mari, a gonceve santimanchou c’hoas crenvoc’h a garantes evit Doue.

A c’hui, о Guerc’hes santel ! a avance qement er santeles e ty ho qiniterv, evel pa vigeac’h chomet en ho solitud a Nazareth.

Contant ho tiou en hoc’h union vad, en em zispartijoc’h eb discontinui d’en em garet. Ar vertus pehini a uniss diou galon, ne voar qet beza variant.

Mari.

Va mab, na esperit qet tanva an douçderiou santel eus ar vignoniach, nemet ho c'hlasq a rafac'h en eur vignoniach vertusus ha christen.

Tromplet e vezer bemdes er choas eus ar vignonet.

Arabat eo rei ho fizianç nemet d'ar re a bere e c'hanavezit ar fidelite ha var religion pere e c'haller compta.

Caout a reot aoualc'h eus ar vignonet-se commun hac ordinal, pere, a zianveas, a royo deoc'h mercou a garantes ; mæs na c'hortozit qen digantho.

Ho mignonet e vezint pa ellint tenna profit eus ho tanves. Mar teuit da veza paour, na vezint mui ho mignonet.

Clasq a raint ho corrija eus ar viçou a bere an dishenor a elfe coueza varnezo o-unan. Evit ar viçou condaonet gant ar religion gristen, mæs favoriset gant ar bed, e vezint ar re guenta ous hoc’h excita dezo.

Gouezit petra eo eur guir vignon. Sicour a ra en ezom, consoli er poaniou, sclerigenna en douetançou.

Cundui a ra ac’hanomp en afferiou, lavaret dre besort hent qerzet, difazia pa vanqer.

Rei a ra courach, dreist peb tra, dre e gomsou ha dre e exemplou, da ober an dever e pep tra.

Mæs ral eo caout un hevelep mignon, abalamour pa choaser eur mignon, eo ral e clasqfet un den a religion vad, un den vertuzus.

Carit ar vad, ar religion ; ho pet doujanç Doue, pehini a rayo deoc’h caout eur mignon dign ac’hanoc’h hac henvel ouzoc’h.

Cals a vignoniachou a seblant da guenta sincer hac ardant, hac a finiss souden, abalamour n’ho devoa unisset nemet viçou.

Grit, qement a ma c’hellot, eus ho mignoniach, eur c’hommerç a exemplou mad, pere a root hac a recevot.

Ho pet evit ho mignonet an oll gomplæsanç a bermetto deoc’h ho coustianç, mæs jamæs en tu-all.

Na exigit netra diganto na ve mad ha jst, ha dreist peb tra, na glasqit jamæs рlijout dezо dre voyenou indign, dre veuleudiou faus.




CHABIST XXVIII.
Ar fizianç e Doue. En em abandoni d'e Brovidanç.


Ar fizianç e Doue a so unan eus ar brassa henoriou a oufemp da renta d’e berfectionou. Sulvui eo general, sulvui eo henorabl dezan.

Dre ar fizianç-se en anavezomp evit un Doue pehini a ell qement a fell dezan, hac eus a behini ar volontes vad a so ingal d’e c’hallout.

Bez e zeo ar voyen necesser evit obten digant Doue an oll graçou.

Mari e deus roet deomp meur a exempl eus ar vertus-ma.

An hini e deus roet deomp o lezel gant Doue ar sourci eus he reputation, a so remerqabl bras.

Joseph, pehini a yoa roet dezi evit pried hac evit gardien eus he virginite, a gonceo eur soupçon disavantachus a Vari, pa zougue hor Salvar, hac a sonch he c’huitaat.

Mari ne zisques chagrin ebet a guemen-se : leun a fizianç e Doue, e c’hortos gant soumission ar moment eus e brovidanç.

Ar moment-se, en effet, a erru. Un eal a zisqen eus an èn da gaout Sant Joseph hac a lavar dezan : Joseph, mab David, n’ho pezet qet a aon da zerc’hel mad da Vari ho pried ; car ar pes a zoug a so œuvr ar Speret-Santel.

Dre guement-se Joseph a so tennet a boan, ha leun a veneration hac a respet evit Mari, o chom bepret fidel dezi.

Dre guement-ma e velit, o ene christen ! peguement eo avantajus fiziout e Doue ha lacat etre e zaouarn ar sourci ac’hanomp.

D’ar, fizianç e Doue eo promettet ar gliz eus an èn hac an danvez eus an douar, avantachou ar bed-ma ha madou an eternite.

An[44] nep en em harp var eur vrec’h marvel, a vezo henvel oc’h ar brug pehini a bouls en douar sauvach. Ar sec’hor a vezo e bartach.

Mæs an hini a laca e fizianç en Autrou-Doue, hac a ra e souten anezan, a vezo henvel oc’h unan eus ar plant mad-se pere a bouls var bord au dour.

E deillou, en abri dioc’h pep avel fall, a gonservo ho glasder hac a broduo bepret froues.

Pep tra a zoug ac’hanomp d’ar fizianç ; madeles Doue, e buissanç, e bromessaou, e fidelite, an auaoudegues en deus eus hon ezomou, hor sempladures hon-unan, hac an experianç a rear bemdes eus a nebeut a c’halloud an dud ha memes eus ho zreitouriach.

Ho pet eta recours d’e brovidanç en oc’h oll boaniou, pe seurt bennac e vent.

En em glem a rit ne ro qet ho Toue deoc’h a zicour en hoc’h affliction ; mæs evit er rei deoc’h, e c’hortos e tigasfe ho fizianç ac’hanoc’h e c’hars e dreid, evit er goulen digantan.

Gouzout a ra, a dra certen, ar stad trist e pehini en em gavit : ma na barlant ountan ho fizianç, e rayo ar memes tra evel pa n’er gouefe qet.

En em lezel a rit da veza troublet ha digouraget, evel pa na ve Doue ebet.

Allas ! alies en em izigner, en em remuer, en em chagriner, epad ma tigasfe ar peoc’h en ene, un act a fizianç e Doue.

En ho tangerou, en ho touetançou, en ho chagrinou, qemerit precautionou, impligit moyenou, goulennit avizou ; mæs, arauc tout, ra vezo Doue ho qenta esperanç.

An dud n’o deus a bouvoar, a sclerigen, a volontes d’ho sicour, nemet e qement a ma ro Doue dezo.

Nemet ne vezo na re vras na re vian hor fizianç e Doue, nemet n’hor bezo na presomption na disesper, mæs eur fizianç reglet mad, Doue ne vanco qet da accordi deomp hon ezomou.

Evel ma zeo fæbl an den dreizan e-unan, er memes tra e teu crèn dre Zoue, e pehini e en em fiz.

An accidant en deus ho privet eus ar yec’het n’en deus qet sempleat puissanç Doue, pehini ebqen a ell e renta deoc’h.

Ar maro en deas lamet diganeoc’h un den pehini a yoa oc’h oll souten ; mæs n’oc’h eus qet collet an Doue pehini a inspire an den se da guemeret interest evidoc’h.

Ma carfemp ober reflexion e velfemp penaus sicour Doue n’en deus manqet deomp, nemet pa omp en em rentet indign anezan, dre hor manq a fizianç en e brovidanç a dad en hon andret.

Ar Verc’hes Vari e devoa abandonet he reputation, eb en em droubli, da brovidanç he Doue, ha Doue a zigassas un eal eus an èn evit pourvei d’he reputation, e speret Sant Joseph.

Imitomp eta ar Verc’hes, o ene fidel ! En hor malheur, en em abandonomp, etre daouarn Doue hon tad.




CHABIST XXIX.
Eus an Oboissanç.


Mari ha Joseph, o veza eus a famill ar roue David, a ya eus a Nazareth da Vethleem evit lacat scriva ho hano var ar c’hayer, erves ordrenanç August, impalaër a Rom, pehini, o falvezout anaout etandu e bouvoar, en deus ordrenet nompri e sujedi partout dre e impalaërdet.

E ve bet inspiret an dra-se d’ar prinç dre guriosite, dre vanite pe dre interest, n’en examinont qet. An urs a so roet : e anaout a reont ; dioc’h-tu ec’h oboissont.

Ma c’hanavesfe August ar Verc’hes Vari, e lavarfe dezi, evel Assuerus da Esther : Ne qet grêt al lezen-se evithi.

Mæs al lezen a so evithi evel evit ar re-all. Oboissa ra evel ar re-all, ha guelloc’h ; car en ober a ra gant humilite, gant patiantet, eb murmuri. Mari ne gonsider e urz ar prinç nemet bolontes Doue.

An urz a so, dirac he daoulagad, un disposition eus a brovidanç Doue, da behini en em soumet eb goulen rêson.

An oboissanç ne voar qet chicana. Ar feiz vad eo he phartach.

Netra qen controll d’ar speret a oboissanç eguet ar brudanç humen, pehini a fell dezi guelet hac examina tout.

Petra e teufe da veza an oboissanç, ma renqfe ar re a so o commandi deomp, soumetti ho ordrenançou d’an examin eus ar re a dle oboissa ?

Ma na verit qet oc’h oboissanç ar mæstr temporel pe an den pehini ho command, ar mæstr bras, an Doue pehini a reprezant deoc’h, a verit ho soumission.

An hini ho command ama, a ell, evit guir, en em drompla ; mæs, ma na gommand netra a enep lezen Doue hac hini an ilis, an oboissanç a rentit dezan er guel a Zoue, ne all quet beza sujet d’an errol, hac e deus atao eur merit bras dirac Doue.

Doctrin ar Sænt a zesq penaus eo avantajussoc’h ober traou bian dre oboissanç eguet ober traou bras dre hor bolontes hon-unan.

Ar furnes faus eus an dud a insult ar simplicite humbl eus ar c’halonou oboissant. Perac ? abalamour ne vel netra er pez a zel ous Doue.

Mæs petra ra barnedigues an dud d’an hini a guemer an aviel evit reglen eus e varnedigues e-unan ?

Pep oboissanç ne deus qet a verit.

Ma c’hoboissit ebqen abalamour da galiteou mad an hini a gommand, о c’hoboissanç a so naturel, ha Doue n’he recompenso qet, abalamour neo qet dezan e roit an henor.

En oboissanç memes pehini a bratiqer abalamour da Zoue, en em gaff alies meur a zefaut, meur a imperfection pere a lam diganthi eul loden eus he phris hac eus he merit.

Oboissa prompt ha gant joa en traou a blich deomp, a so qentoc’h ober hor bolontes hon-unan eguet n’en deo ober bolontes ar re-all.

En em zatisfia a rear neuze qent evit oboissa.

An hini a so guir oboissant, ne zale qet da oboissa, ne vurmur, na n’en em glem jamæs a enep an hini a gommand.

Ar speret Santel a zesq deomp penaus e rencomp[45] beza soumetet d’hor mistri gant pep respet, nonpas ebqen d’ar re a so douç ha moderet, mæs c’hoas d’ar re о deus un humor fall.

Caout a rafet an oboissanç æssoc’h, ma sonchfet nebeutoc’h en den da behini ec’h oboisser, eguet e Doue, abalamour da behini e tleer oboissa d’an den.

Ar[46] victor a so assuret, a lavar Doue, d’an den oboissant.

Ar volontes propr a so eur sourcen a zizurzou hac a egaramant.

An oboissanç, о tesqi deomp santifia hor bolontes hon-unan, ne all nemet espern meur a faut ha meur a anqen, ha meritout deomp gracou mad an Autrou-Doue.

Guerc’hes, obtenit d’ho servicher indign, ar c’hraç da oboissa prompt ha gant joa d’an oll urzou eus e superioret, memes d’ar re gontrolla d’e inclinationou e-unan, nemet pa vezo control o ursou da lezen ho mab Jesus, hor Salver.




Fin eus al levr qenta.


IMITATION
AR VERC’HES VARI,
var model
IMITATION JESUS-CHRIST.





EIL LEVR


E pehini e considerer ar vues hac ar vertuziou eus ar Verc’hes santel, abaoue guiniveles he mab divin e Bethleem betec an amser e pehini er guelas o rei e vues evit silvidigues an dud, var menes Calvar.




CHABIST QENTA.
Bonheur ar re baour.


Ar Servicher.

Consideri a ran gant plijadur, ô Guerc’hes santel ar peoc’h parfæt e pehini e ma ho calon er c’hraou a Vethleem, e pehini e laqeit Jesus er bed.,

Ar revus disprijus a so great deoc’h e Bethleem, pa ho c’heus goulennet logeis, n’en deus qet troublet peoc’h oc’h ene.

Rouanes an Æles en em vel gant joa e toues pastoret paour. Mam ar mæstr eus a bep sæson en em vel hac en em blich en eur c’hraou, exposet da rigol an amqer ar yêna.

C’hui a yoa contantoc’h mill guech, er c’hraou-se, eus ar stad a vizer e pehini ho læzet, eguet na voa tud pinvidic Bethleem e creiz ho frosperite.

Mari.

Desqit dre eno, va mab, an nebeut a istim a dleit da ober eus a vadou an douar, ha m’ar doc’h privet anezo, desqit caout istim evit ho stad.

Ar beaurien, en effet, hac hi a ell en em gonsideri evel malheürus, pa sonjont penaus Jesus a so falveset dezan e vige paour e vam ; n’en devige e-unan evit cavel nemet eur c’hraou paour ha paour bras ; ha n’en[47] devoa qet, epad e vues, a andret da reposi, hac o vervel, n’en devoa evit guële nemet ar groas.

N’en deus qet choazet e Ebestel etoues ar re binvidic ha savant, mæs e toues ar re baour hac ignorant.

D’ar beaurien principalamant eo deut da annonç ar c’helou mad eus an aviel. Caret a ra ar beaurien betec lavaret e considero evel[48] great dezan e-unan, ar pes a refor evitho.

Ar re binvidic a zisprich ar re baour. Mæs ar memes Doue pehini a lavar malheur[49] d’an dud pinvidic, a c’halv ar beaurien d’e[50] vanqet sacr.

Eürus,[51] eme Jesus, va mab, eürus ar re baour a speret, car rouanteles an evou a apparchant outho. Comsou pere a sell ous ar beaurien pere a gar ho phaourentes, evel ma sellont ive ous an dud о deus danves, mæs oc’h pere ne qet re stag ho c’halon

Ar beaurien a dlefe eta consideri ho c’hondition, non pas dre ar pes a brezant a vil hac a zisprijabl e santimant ar bed, mæs dre ar pes a ra deomp an aviel da anaout a vras hac a brecius er baourentes.

Nen deus paour ebet, m’en defe feis, ha ma consultfe e religion, pehini a garfe chench e stad gant stad ar re hinvidic hac ar re eürus erves ar bed.

Va mab, en abondanç a zanves en em staguer oc’h an douar, ec’h ancounac’haer ar beden, an tentationou a so crèn, ar pec’hejou a so commun.

Dezirout an danves a so dezirout ar pes a so noasussa d’ar silvidigues.

Inutil eo beza destumet madou bras hed ar vues ; da heur ar maro e renqer ho dilezel ; da heur ar maro, ar vad a ves great evit Doue a chom ebqen, hac ar stad a baourentes a fournis cals a occasionou da bratica ar vertus.

An den pinvidic a behini e parlant deoc’h an aviel, a voue[52] sebeliet en ifern, abalamour m’en devoa bet re en e eas, re zelicat, eb caout sourci da ober cals a aluzennou d’ar beaurien, memprou Jesus, va mab ; hac ar paour Lazâr, pehini en devoa dispriset, a oue douguet, goude e varo, dre zaouarn an Æles, etre divrec’h Abraham.

Ar Servicher.

Guerc’hes, va mam guer, desqet oc’h ens din, dre oc’h exempl ha dre ho comsou, penaus ar baourentes a so preferabl d’ar binvidigues.

Grit ma laqain heviziqen va c’halon d’en em staga oc’h madou an èn, oc’h Doue, ha n’am bezo nemet disprijanç evit madou an douar.

Pinvidic aoualc’h cо an hini en devezo graç Doue er bed-man hac e c’hloar er bed-all.

Adieu a lavaran eta da viqen da bep affection diregl evit pinvidiguezou an douar.

Obtenit din, ô mam dener ! caout va c’halon distag dioutho, ha pinvidic e graçou Doue, evit m’am bezo c’hoas an hevelidigues-se ganeoc’h ha gant Jesus, va Salver. Evel-se bezet great.



CHABIST II.
Eus ar baourentes a galon.


Ar Servicher.

Petra n’ho poue-hu qet da soufr en ho paourentes, ô Guerc’hes, mam Doue ! Mæs n’e rejoc’h qet, evit qement-se, an disterra clem.

Evel-se an dud n’ho devoue qet ar sonch d’ho soulagi.

Mæs penaus e c’haljoc’h chom eb disques da Jesus ar rigol eus ho stad ! Mam Doue n’he devoa nemet parlant, he mab n’en devoa netra da refus dezi.

Eur goms ebqen ho pige lavaret, eur sin ho pige great da Jesus, ha dioc’h-tu an Æles a vige deuet d’ho servicha ha da fournissa deoc’h an oll sicourou necesser.

Mari.

Va mab, pinvidic aoualc’h e vezer, pa bosseder Jesus.

Un ene a behini Doue a so ar mad uniq, ne vel nemet gant dismeganç ha yenien madou ar bed-ma, hac a gonsant, a volontes vad, beza paour.

Me a vele Jesus, roue an evou, mæstr ar bed, pehini, a binvidic ma zeo dre e galite a Zoue, a so en em c’hreat paour evit pinvidicaat an dud dre e baourentes.

Me a laqea va gloar d’e imita.

Eürus ar re a so paour a galon hac a volontes vad, pere, oc’h imita ar squer divin-se, a renonç da vadou ar bed-ma evit sonjal ebqen da acquisita pinvidiguezou carantes Jesus ha madou ar barados !

Eürus int m’ar dint henvel ous Jesus, m’ar souffront eveltan effejou ar baourentes, ha mar ho deus ho c’halon tout-a-feat distag dioc’h an arc’hant hac an danves, a bere e læs gantho an usach var an douar !

Mæs meur a hini eus ar re a so paour, a so pell bras dioc’h ar berfection da behini e zint galvet, dre o stad memes.

Calon ar beaurien-se a so alies qer stag oc’h ar madou dister pere a ellont da bossedi, evel oc’h ar madou bras, ma vent etre o daouarn.

A lavaret a eller e zoar paour evit Jesus-Christ, pa zesirer caout commodite ar re binvidica memes ?

Jesus, ganet paour e Bethleem, bet paour e Nazareth, maro paour var ar groas, ha qement-se tout dre e choas hac e volontes vad, a dlefe beza squer an oll gristenien.

Mæs, dreist peb tra, pebes consolation evit ar re a so ganet paour. Pebes exhortation, pebes qentel evitho da chom paour a speret hac a galon !

Pebes condaonation evit an dad nobl, ar brincet, ar baysantet pinvidic, pere a ra ho Doue eus ho arc’hant, ha pere a ves inconsolabl, pa gollont anezan.

Ar Speret-Santel n’en em drompl jamæs, ha ne ell qet ho trompla.

Lavaret a ra da lod ebqen eus an dud, abandoni ho danves, en em denna er c’houenchou, ober vœu, a baourentes ; mæs d’an oll dud, d’ar re binvidic ha d’ar re baour, e c’hordren[53] distaga ho c’halon dioc’h danvez ar bed-ma.

Doue ne ell qet ren e calon un den pehini a so re stag e galon oc’h madou an douar.

Na zezirit eta, va mab, madou ar bed-ma nemet e qement a ma zint necesser deoc’h evit en em antreteni ha beva.

Ar Servicher.

Oh ! peguer parfet e ven-me, ô Mari ! ma ne zezirfen qet madou perissabl ar bed-ma, ha ma en em c’hrafen paour a volontes vad, memes e creis va danves.

O Guerc’hes santel ! ne bermetit qet d’am c’halon dezirout qen pinvidiguezou nemet hounnes. Amen.



CHABIST III.

Eus ar garantes evit ar paour.

Mari.

Va mab, carit ar beaurien, profitit gant plijadur eus an oll voyenou pere ho pezo d’o soulagi en o phoaniou. Er c’his-se en em zisquezot ar guir grouadur a Zoue, pehini, en e levr sacr, en em c’hra alvocad ar beaurien, pehini ne ro qet ebqen an avis, mæs ar gourc’hemen da ober aluzen d’ar guir baour, pa vezer capabl d’e ober.

Ar Servicher.

Hoc’h exempl, ô Guerc’hes santel ! a deu ama c’hoas da zouten hoc’h instructionou.

Unan eus ho servicherien vrassa, Sant Bonavantur, a lavar deomp penaus ar beaurien a brofitas eus ar prezanchou caër a reas an tri roue da Jesus, prest goude e c’hiniveles.

Seblantout a rêe e vige naturel deoc’h ober uzach anezo evit en em denna eus ar baourentes vras e pehini en em gavac’h e Bethleem ; mæs ar stad-se a viser a yoa agreabl d’ho calon dre an hevelidigues a roe deoc’h gant ho mabic Jesus.

Er preferi a rejoc’h d’an ezamant ho pige gallet en em brocuri. Falvout a reas deoc’h chom en dienes hac en eur stad dianavezet, e pehini ar brovidanç, peguement bennac ma zoac’h a lignes ar roue David, en devoa great deoc’h guenel.

Exempl admirabl a baourentes volontier hac a garantes, er memes amser, evit ar beaurien, pa zeo guir e rejoc’h servichout d’o zoulagi, presanchou ar rouanes, a bere ho pige gallet douçaat ar rigol eus ho paourentes oc’h-unan.

Mari.

Va mab, ar guella usach a elfet da ober eus an abondanç, eo soulagi ar paour.

Mar hoc’h eus danves, ho pet memor mad penaus providanç an Autrou-Doue, oc’h о rei deoc’h, en deus hoc’h etablisset d’o distribui d’ar re a so dibourves anezo.

Na imitit qet an dud pinvidic avaricius, pere a zalc’h atao ho entraillou serret oc’h an ezomou eus ho breudeur hac ho c’hoarezet paour, hac a so guell gantho ho guelet о perissa gant ar viser, eguet n’en deo discregui eus a un dra bennac evit rei dezo.

Ne sonjont nemet da zestum tenzoriou er bed-ma : mæs dont a rayo ar moment e pehini, o passeal eus an amser d’an eternite, e tiunint[54] evel eus a eur c’housq bras hac e savint ho daouarn goullo.

Bezit henvel, va mab, oc’h an dud-se pinvidic pere a so charitabl ha truezus, en em c’hra tadou ha mamou ar beaurien, ha n’ho deves qet a aon d’en em renta paour, o cresqi ho aluzennou.

Nac a venedictionou e recevont var an douar ! mæs nac a venedictionou preciussoc’h a recevint-hi digant Jesus en e varados !

Alies an Autrou-Doue a rent dezo er bed-ma memes, ar pes o deveus roet a muioc’h eguet ar pes о deveus roet d’ar paour abalamour da Zoue.

Ar pes о deveus da c’hortos digantan en e varados, a vezo ingal d’e bromessaou.

Hac ho deffe serret outho o-unan an tabernaclou eternel, dorojou ar barados, a c’hellont c’hoas ho digueri dre an aluzen, pehini a servicho da brena ho phec’hejou ha da zisposi calon an Autrou-Doue d’ho phardonni dre an absolven.

Corneill, commandant a gant den, a behini e parlant Sant Lucas e actou an Ebestel, en devoue ar bonheur da veza christen ha pardonet eus e oll bec’hejou dre vertus e aluzennou.

Va mab, considerit eta evel un dever evidoc’h soulagi ar beaurien.

Mar oc’h eus cals, roit dezo cals : mar oc’h eus nebeut, roit dezo nebeut.

Na chelaouit qet an avariçdet, an usuilleres, pehini ne lavar jamæs e ve destumet aoualc’h.

Permettet eo deoc’h espern un nebeut ho tanves ; mæs na vezit na calet en andret memprou Jesus, nac usuiller.

Arguella espern a rafac’h eus ho madou eo ho lacat etre daouarn ar paour. Eno e c’hallit destum un tensor pehini ne vezo ravaget na gant ar mercl na gant ar prenvet.

Da heur ho maro, er c’havot eno, caër-oc’h-cæra dre ma crescot oc’h aluzen.

Mæs laqit eves na rafac’h oc’h alusen evit beza guelet ha meulet gant an dud.

Mar deo possubl, grit hoc’h aluzen d’ar paour evel pa na oufe qet ho torn cleis petra a ro ho torn deou, ha Doue, evit pehini ebqen ho pezo-hi great, ha pehini a vel er secret, a bublio dirac an oll hoc’h œuvrou a drugares hac ho recompenso hed an eternite, a vad infinit, e plaç ar madou perissabl ho peso bet distribuet er bed-ma d’ar beaurien, dre garantes evitan.



CHABIST IV.
Necessite hac avantach ar veditation.


Ar Servicher.

Craou a Vethleem, repetit deomp-ni ar pez a rejoc’h da entent da Vari, pa deuas ar bastoret da adori Jesus, pe qentoc’h, Guerc’hes, mam Doue, ar pes a occupas ac’hanoc’h neuze.

Mari.

Va mab, ar guel estonus a un Doue crouadur bian, astennet var un tam plous, ha mailluret, a oue evidon eur sourcen infinit a reflexionou mad.

N’en em squizen qet о vedita ar myster bras-se a garantes un Doue incarnet.

Ar pes a velen hac ar pes a gleven en em imprime hac a læse mercou doun e goelet va c’halon ha va speret.

Admira a rean c’hoas muioc’h eguet ar bastoret, ar bursud a zeue d’en em ober. Oll buissançou va ene, va ententamant, va bolontes, va memor a yoa oll occupet eus an objet bras-se.

Ac’hano, eus ar reflexionou-se e teue mil affection dener pere a sortie continuellamant eus va c’halon ; ac’hano ar meuleudiou hac ar venedictionou pere ne cessen da rei d’an Oll-c’halloudec.

Mar fell deoc’h, va mab, beza touchet eus ar guirioneziou caer ha divin eus ar religion, e renqit en em occupi anezo a zêvri hac o medita gant attention.

Feis an darn vuya eus ar gristenien n’en deo languissant hac evel morgousqet en ho c’hreis, nemet abalamour ma neglijont e antreteni hac he c’hreaat dre ar veditation, evel ma c’hantretener ha ma cresqer an tan dre ar c’heuneud a laqear ennan.

Nac a grimou bac a zizursou var an douar ! Ar pen-caus a guement-se eo an ancounac’ha eus ar guirioneziou eternel.

O vedita alies var an ifern, an eternite eus an ifern, var bonheur eternel ar barados, var garantes Doue evit an dud, var bassion Jesus-Christ, var ar gredo, var gourc’hemennou Doue, re an ilis, ar sacramanchou ; var garantes Jesus evidomp, ispicial e sacramant an auter ; о vedita varan traou-se oll, dioc’h ar mintin particulieramant, pe da viana e poent pe boent eus an deis, eo e c’hanavezer Doue hac e zervicher.

Dre ar reflexionou-se e veler scler an neant eus an traou crouet, hac e zeus bet meur a hini-pere a so en em rentet sænt, oc’h en em zistaga a galon dioc’h pep tra bac o reï о oll garantes d’ho c’hrouer.

En exerciç santel eus ar veditation eo e tesq ar sænt, ar guir eneou fidel, estimout ar vertus ebqen, ar pes ebqen a brocur dezo mui a garantes evit Doue, ha dre eno, mui a esperanç da c’hounit ar barados.

En oræson en em blich an Autrou-Doue, o parlant calon oc’h calon gant an den.

Dre an oræson, dre an desirou ardant a union gant Doue, en em blich hon tad celestiel oc’h allumi ennomp an tan pur, ar flammou divin eus e garantes santel.

Na basseit qet eta, va Mab, deves ebet eb maga hoc’h ene gant unan benac eus ar guirioneziou-se a zilvidigues. Evel-se e tesqer beza santel.

Na en em excusit qet, evel cals a re-all, abalamour n’oc’h eus qet a amser da chom evel-se da sonjal ha da vedita. Ne qet an amser a vanq da zen, mæs ar volontes vad.

Evit lavaret just, n’oc’h eus nemet un affer da ober var an douar, affer ho silvidigues.

Jesus, ar viriones eternel, hon assur eusa guement-se.

Erruet e ty Martha ha Mari, diou c’hoar Lazar, Martha ne guemere repos ebet o prepari pe a dra da ziguemeret hor Salver, ha Mari, he c’hoar, a chome assidu azezet e c’hars treid jesus, о chelaou e gomsou hac oc’h o medita.

Martha en em glemmas eus e c’hoar Mari, pehini e leze da ober tout al labour. Mæs Jesus a zifennas caus Mari, he phreferas da Vartha, eb blami gouscoude houman.

Mari, eme Jesus, e deus choazet al loden vella, pehini ne vezo qet lamet diganthi, ha c’hui, Martha, a zo re droublet ha re occupet eus a draou pere e basse hac a beris. N’en deus gouscoude nemet un dra necesser, ar silvidigues, medita guirioneziou ar religion evel a ra ho c’hoar Mari.

Bemdes, va mab, e cavit amser evit ober reflexion mad var ar pes a sell hoc’h interest temporel ; ar marc’hajou, ar foariou, labourou an douar, ho micher. Mæs a beza e zeus interest ebet a vrassoc’h consecanç eguet nen deo interest an eternite ?

Na zigarezit qet hoc’h ignoranç var sujet ar fêçon da vedita. Piou eo an den ne ra qet a reflexion bemdes var ar pes en deveus guelet, clêvet pe santet ?

Dre exempl, guelete qear un histrion, eur c’hoarier bennac. Chom a rit a bân da sellet ountan ; laqat a rit evez oc’h ar feçon ma ra e droyou pas-pass, e droidellou fin, e arveziou. Qemeret a rit attach oc’h an traou-se ; imprima a rit doun en ho speret ar рez oc’h eus guelet, ha pell goude e contit anezo da eur mignon pe da dud ho ty.

Livirit din a ne elfac’h qet ive bemdes, dioc’h ar mintin, pe var an deis, pa veac’h oc’h-unan, ha ne elfac’h qet qemeret un articl bemdes eus ho credo ?

Goude-se, pa ve echu ganeoc’h oll articlou ho credo, o qemeret unan pe zaou bemdes, a ne elfac’h qet ober ar memes tra eus a c’houlennou ho pater, eus a c’hourc’hemennou Doue ha re an ilis ?

Ya bemdes, va mab, e tleït qemeret eur c’hart-heur mat da vedita ar bloaveziou eternel, ar pes a ranqer da c’houzout, da gredi, da ober evit beza salvet.

Deis ar varn, meur a baysant gros en apparanç a rayo mez ha confusion da zoctoret var ho meno. Perac ? abalamour m’o devezo bemdes meditet gant humilite ha gant simplicite var eur poënt benac eus ho religion.

Ho c’halon a vrillo, deis arvarn, e faç ar bed-oil, dre ar mein precius, ar perles eus a c’hraçou Doue, pere ho devezo destumet dre ho sourci da ober meditation.

Sant Isidor, labourer douar, a gondaono un infinite a gristenien, pere gant nebeutoc’h a occupation, о devezo gouscoude manqet da sonjal en traou eternel.

Bemdes eta, ô va mab ! grit evellen. En em laqit d’an daoulin ha livirit : M’oc’h ador, va Doue, ama presant. Pardon a c’houlennan ouzoc’h eus va oll bec’hejou (confiteor) ; sclerrait va speret evit ma velo er vad ar viriones e zan da vedita. Jesus, va squer e pep tra, va oll esperanç, va c’harantes, sicourit ac’hanon da ober meditation.

Neuse laqit ho speret da sonjal en un dra benac a vad, evel ma zeo an articl qenta eus ho credo.

Petra sinifi ar guer-ma : me a gred ? Me a so sur, abalamour ma zeo Doue en deus er revelet deomp oil.

Me a gred petra ? Un Doue. Petra eo un Doue ? Eur speret pur infinimant parfæt.

N’en deus nemet un Doue ; ne all beza nemet unan, abalamour ne ve mui infinit, ma ve un all ingal dezan.

Petra eo an tad ? Ar c’henta person eus an drindet.

Chetu eno ar gommançamant eus a vyster an Drindet : un Doue e tri pherson, an Tad, bac ar Mab hac ar Speret-Santel. Jesus, ar viriones memes, en deus el lavaret din en e aviel.

Va Doue, e me c’hui, me a gred var ho qer, eb he gompren parfæt, ar myster qenta-ma eus va religion.

Me a gred e Doue an Tad, crouer an èn hac an douar.

Ya, nen deus den capabl da ober traou qer parfæt ha d’ho zenna eus an neant, nemedoc’h, va Doue. C’hui oc’h eus va c’hrouet evidoc’h, evit ho cloar.

Pedit neuse an Autrou-Doue da gresqi ho creden : Autrou, crêvait va feis. Ar c’homsou diveza-ma a zalc’hot doun en ho memor evit repeti alies var an deis, hac e servichint deoc’h da voqet spirituel, a behini e saourot alies ar c’hues mad en hoc’h ene.

Ar Servicher.

Guerc’hes, guir vam an eneou devot, a bere e clasqit ar guir interest spirituel, e c’hars ho treid e qemeran ar resolution da vedita bemdes, dre oc’h exempl, ha dindan ho protection, eur viriones bennac eus va religion.




CHABIST V.
Observi lezen Doue.


Mari e devoa concevet Jesus dre operation ar Speret-Santel. Deut e voa da veza mam, eb cessi da veza guerc’hes.

Guiniveles he mab n’e voa servichet nemet d’he renta purroc’h. Lezen ar burification ne alle qet sellet outhi, pa zeo guir ar lesen-se a yoa etablisset evit ar groagues commun a Israël, pere a yoa sujet d’ar pec’het, hac anezo e c’hallet lavaret ar pes a lavare David : Va mam e deus va c’honcevet er pec’het.

Gouscoude Mari, peguement benac, dre he santeles, ne voa qet comprenet dindan al lêzon eus ar burification, a falvezas dezi he observi. He observi a reas memes qer mad, ma ne basseas poent ebet eb he heuilla fidelamant.

Exempl Jesus, pehini a yoa falvezet dezan en em soumetti da lezen эr circoncizion eb necessite hac ebqen evit rei exempl vad, na bermettas qet da Vari ober uzach eus an exception a etablisse he santeles evithi. Hac oc’h pen, al lezen ne barlant a exception ebet. Evel-se Mari a oboiss dioc’h-tu hac eh digarezi netra.

Seblantout a ra ive penaus, o presanti he mab ebars en templ, erves al lezen, e confonte anezan etoues ar bugale-all.

Mæs al lezen a lavare penaus ar mamou a bresantche en templ ho bugale æna.

An tad celestiel a zisquezo, pa blijo gantan, gloar Jesus ; Mari ne sonch nemet da oboissa.

Exempl capabl meurbet da gonfonti hon lachete, pa ves qestion da oboissa da lezen Doue, hac an digarezou væn pere a glascomp evit en em zispansi eus a un oboissanç pront ha fidel.

Estranch eo e revusfet d’an Autrou-Doue eцr soumission pehini a exiger digant ar re a so a zindannomp.

Poultr ha ludu ma zoc’h, e credit lavaret d’ar brassa eus an oll visfri, da Zoue memes, penaus ne oufac’h qet oboissa dezan, penaus al lezen a c’houlen re digant ho sempladures ! Pebes insolanç, pebes hardiziegues, pebes mez ! Caout a rer servich Doue re bouner, petra benac ma lavar deomp e zeo douç ha scan ! Ac e preferer dezan servich ar bed, peguen cruel benac e ve.

Evit oboissa d’ar bed, e roer dezan ar pes a so a breciussa, ar fleur eus an oad, eus ar speret, eus an nerz, eus an talanchou, an deneridigues eus ar galon. Evit an Autrou-Doue, e testiner dezan an amser da zonet evit ober e volontes ; da lavaret eo, e c’hesperner evit Doue al ly eus a vloaveziou ar vues, eur restat benac a zantimanchou, ar pes a rayo ar bed faë varnezan hiviziqen.

Bemdes, evit plijout d’ar bed, e suger evel tud dall d’he faltaziou, d’he c’hiziou ridicul, ha pa ves qestion da blijout da Zoue, d’ar mæstr-se qer mad, qen dign eus hon oll garantes, pa ves qestion da oboissa eb digares d’e lezennou, e caver an dra-se re galed, pe memes e clasqer rêsoniou da bellaat divarnomp ar bec’h-se, qen pouner. Mar en em chelaouit oc’h-unan pe m’ar consultit tud ar bed, arauc oboissa da Zoue evel ma zeo dleet, ne oboissot jamæs, pe n’er greot nemet gant muzul, abalamour lezen Doue a so control d’hoc’h inclinationou ha da lezennou ar bed.

N’en deo qet ar c’hic nac ar goad a renqer da gonsulti pa ves qestion a lezen Doue. An natur ne all nemet hon douguen da goueza el leziregues, hac ar bed nemet d’en em revolti.

O Mæstr souveren ! pehini ebqen oc’h eus guir da gaout eur volontes, eb n’or befemp-ni guir da c’houlen ouzoc’h rêzon eus ho polonteziou, digorit[55] va c’halon d’ho lezen.

Ho[56] comsou, ô Doue ! a so ar justiç hac al lealdet memes..

Grit dezo coueza em c’halon evel[57] ar glis.

Ho prophet, David, a lavar sclear deomp, en unan[58] eus e ganticou divin, penaus un abondanç a beoc’h a so partach ar re pere a gar ho lezen hac e observ.

Lavaret a ra deomp e ro ar furnes d’ar re simpl a galon, e cundu d’ar guir bonheur, e chasse an dristidigues eus ar galon, hac e tissip tenvaligen ar speret, e zeo consideraploc’h eguet an aour hac ar mein precius, e zeo douçoc’h eguet ar mel an douça.

O va Doue ! e presanç Mari, ho mam, me a dou observi ho courc’hemennou.

Dre bedennou ar vam dener-se eus an oll bec’herrien, ha va fedennou va-unan, en hano Jesus, pliget ganeoc’h creaat va resolution.

Me a observo ho lezen, va Doue, betec va huanad diveza, eb digares fall ebet.

Ho lezen, ô va Autrou ha va C’hrouer ! a so hac a vezo, em santimant, un heritach ar c’haëra pehini a fell din conservi gant ar brassa sourci. Anezi e ran evit jamæs ar sujet eus va oll joa.




CHABIST VI.
Eus an exempl vad.


Mari a observ lezen ar burification, evit non pas reï eur sujet a voal exempl d’ar Judevien, pere ne ouient qet e zoa guerc’hes.

He observi a ra evit rei da Joseph, he phried, an exempl eus ar barfæta oboissanç qer couls ha d’ar re en divige üoue instruet eveltan eus a vyster he guerc’hdet.

Na chomit qet eb ober un dra da behini ne veac’h qet obliget, mar guelit er vad e ve qement-se un occasion a voal exempl.

Hac e rencfet memes quitaat un exerciç a zevotion an agreapla deomp, ne dleomp qet marc’hata.

Quittaat an dra-se evit non pas scandaliza den, a so quitaat Doue evit Doue.

Dre exempl, pa na ves qet mirapl eur gouèl, ne zomp qet obliget absolument da vont d’an oferen, ha gouscoude e c’halfe erruout ma rencfet mont, evit non pas rei goal exempl d’ar re scrupulus.

Pa garer Doue, e clasqer gounit dezan calonou ar re-all. Mæs ne c’hounezer jamæs guelloc’h calon unan-all da Zoue, eguet о tisques hon-unan, dre exempl vad, penaus er c’harer.

Alia ar re-all d’ar vad, d’ar religion, a ro istim evithi. Mæs pa unisser an exempl d’an ali vad, e teuer guelloc’h abenn eus an dud.

Exemplou ar sænt a ra sænt. Arvertuziou a bratiqe an Ebestel hac ar c’henta christenien, ne reant qet nebeutoc’h a effet var gals a sperejou, eguet na rê o zermoniou bac o miraclou.

O phatiantet, о douçder en andret an oll, o c’harantes vras an eil evit eguile, pardon an injurien a recevent, o c’hourach dreistordinal da anduri memes ar maro evit Jesus, о ferveur bepret brassoc’h en e servich, о ardeur estonabl evit ar gommunion, a yoa evel qen alies a fleur a c’huez vad hac excellant, pere a antree e calon bac e speret qement hini o guele.

O pegnen nebeut a gristenien a so hirio pere, dre o vertuziou, a lezfe partout dre ma passeont ar c’huez mad a Jesus-Christ.

An dud ne seblantont en em velet hac en em gaout nemet evit rei goal exempl an eil d’eguile.

Er fricojou ; mesventi, dansou, bavardiach ha goassoc’h ; e famill, e recreation ; drougpreseg, calomniou ; er marc’hajou ; gueyer, leou-faus, injustiçou bras ha patant, a bere e parlanter goude-se evel a dauliou caër ; amourousdet disqueset publicamant, dishenor er famillou, dissipation, causeres en ilizou, er sermoniou, a bere e sortier eb ezom hac e c’halier ar re-all da ober ar memes tra, ha ne qet ar re-se ha re-all gantho eo ar mor a voal exemplou e pehini e neun hac en em veuz hirio un infinite a gristenien ?

O christenien a voal exempl ! mar fell deoc’h en em zaoni, en em zaonit oc’h-unan ; mæs da viana, na roit qet taul ar maro da ene ar[59] breur fæbl, ar c’hoar sempl-se evit pehini Jesus- Christ a so maro.

Lamel injustement digant ar re-all ho madou terrien, pebes crim ! Mæs pebes crim infiniment brassoc’h ha cruelloc’h o friva eus a c’hraç Doue, eus a vadou an eternite !

An den a voal exempl a so mevel pe blac’h an diaoulou. Ar re, dreist peb tra, о deus eur garg benac, evel ar vistri ; un autorite benac, evel an tadou, ar mamou, a so grevussoc’h o goal exempl abalamour d’an obligation vrassoc’h da rei exempl vad.

D’ar vistri, d’ar vestrezet, d’ar guerent ispicial eo e lavar an Autrou-Doue : Me a c’houlenno compt diganeoc’h eus an eneou a vezo collet dre ho coal exempl.

Ar sourci da rei exempl vad, a sell c 'hoas muyoc'h ous ar re hinvidic hac ar re buissant.

Ma nen dint qet fidel da lezennou Doue ha da re an ilis, e vezo cals a dud treïnet dre ho exempl e punç an ifern ; car songeal a rer e zeo henorabl heulia hevelep squeriou : hac hi a so brassoc’h eguet Mari, pehini, evel mam Doue, a so an huella goude Doue ?

Desqi a dleont, e scol ar verc’hes-se, mam un Doue, en em servicha eus ho renq huel evit procuri gloar Doue, pehini en deus о savet qen huel.

O christenien, christenien ! baleomp var roudou hor mam santel. Evelthi, n’or bez qen aon nemet da rei goal exempl, e feçon ebet, na dre goms na dre œuvr, na dre omission a enep lezen Doue hac hini an ilis.

O Mari ! melezour a exempl vad, pedit evidomp.




CHABIST VII.
Eus a garantes hаc eus a bris an humiliationou.


Un humiliation vras e tlie beza, ô va Doue ! evit ho mam santel, ar burification, lezen pehini ne voa great nemet d’ar mamou commun hac ordinal. Dre ar ceremoni-se a religion, e voue, en eur feçon benac, villeat an eclat hac ar gaërder eus ar guerc’hdet-se, a behini e zoa qen jalous gant ræson, pa annonças an Arc’hel dezi ar myster eus a incarnation he mab.

Mæs Mari a ouie, ô Jesus ! penaus ar vez bac an dismeganç a dlie beza, un deis, ho partach, en amser ho passion ispicial, hac en em estime eürus da ellout beza henvelouzoc’h var ar poent-se.

Sulvui ho poa hi savet huelloc’h eguet ar merc’het-all, sulvui a blijadur a guemere oc’h en em izellaat hac o cuzet he c’haliteou caër.

Un ene pehini, evel Mari, ne glasq plijout nemet da Zoue, a ra nebeut a gaz eus a istim an dud. Ne ra van eus ho meuleudiou : guelloc’h e ganthi beza disprijabl e ty an Autrou-Doue, eguet beza henoret evel ma ze bugale ar bed, pere a receo о oll henoriou er bed-ma ha ne recevint er bed-all nemet dismeganç eternel.

Ar vertus a so, en effet, cals muioc’h e surete pa ves en disprijanç eguet e creis an henoriou hac ar meuleudiou.

Ma chom cuzet a zirac daoulagad an dud, n’en deo nemet brillantoc’h ha sqedussoc’h dirac daoulagad Doue.

Ar guir vertus, ar guir devotion, n’o deus qen desir na qen pretantion nemet da denna varnezo daoulagad Doue.

Нac e vent dianavezet, dispriget memes, n’en em estimont nemet eürussoc’h.

Ar brovidanç pehini a veil var an eneou just ha santel, ho c’hundu alies e-unan, dre an hent eus an humiliation hac an disprijanç, d’an termen eus ar merit hac eus ar c’hloar eternel.

Ar garantes en deus an den evintan e-unan na souffr qet facil d’en em velet humiliet ha discaret ; mæs dre an dra-se memes eo utilloc’h an humiliation.

Ar Sænt a drugareca Doue eus an dismeganç a anduront, evel eus a eur c’hraç vras a recevont.

Ma n’em eus qet c’hoas ar memes santimanchou, eo certen penaus ne don c’hoas nemet un den stag oc’h an douar, esclao eus ar garantes propr, ha penaus ne glascan qet Doue ebqen e pep tra.

Beza e zeus Sænt pere memes о deus goulennet beza humiliet, qement a zesir o devoa da veza parfæt.

An Ebestel, pa deuent eus a assambleou e pere e vizent bet dispriget, insultet, a zride gant ar joa.

Ma n’en em santan qet ar memes courach, e tlean, da viana, receo gant patiantet ha soumission an humiliationou a zigaç va Doue din evit va mad spirituel.

Muioc’h a henor a rentin da Zoue o souffr gant resination d’e volontes an disprijançou a erru ganen, eguet na rin dre an donæzonou ar re gaëra a recevin digantan.

Mab Doue a so en em humiliet betec ar maro, betec an neant. Chetu eno an exempl pehini a dlean da heulia.

Caout horrol oc’h an humiliationou a so caout horrol oc’h an hevelidigues a roont deomp gant Jesus.

Ma ro din an Autrou-Doue cals a humiliation, e fell dezan va renta henvelloc’h ous imach e vab.

Receo a dlefen un disprijanç, un humiliation gant qement a blijadur hac a anoudegues vad, evel ma recefen un tam eus ar guir groas var behini e varvas va Salver.

Santes Mari, Guerc’hes an humpla goude Jesus, obtenit deomp caret, eveldoc’h, beza humiliet ha dispriget er bed-ma evit beza henoret ganeoc’h er barados.




CHABIST VIII.
Penaus e tleomp ober da Zoue ar sacrifiçоu a c’houlen diganeomp.


An offranç a rêe ar mamou da Zoue en e dempl, eus ho bugale æna, a gouste nebeut dezo. Mæs, ô Guerc’hes ! an hini a rejoc’h eus ho mab Jesus, a voue eur guir sacrifiç.

Gouzout a reac’h e tlefe, un deis, rei e vues evit silvidigues an dud, ha dija en offrac’h da Zoue evel victim.

Car, evel-se, en offrchoc’h, evel ma en em offras e-unan, d’an Tad eternel.

Eno e voue evel ar c’henta moment eus a guement ho poue da souffr, betec an huanad diveza, eus a vues Jesus.

Hoc’h ene, mam Doue, a gommanças neuze da veza treuzet gant ar c’hleze-se a c’hlac’har a behini e parlante Simeon, о terc’hel Jesus entre e zivrec’h.

Ar mamou eus an douar a gâr ho bugale, mæs e qement se ar re-ma ne bossedont qet о oll c’harantes hac о oll affection.

Pet affection ne zalc’h qet ar mamou evit ar vanite ? Pet evitho o-unan ? Mæs c’hui, ô santes Mari ! a garie Jesus ; c’hui er c’harie eus oc’h oll galon, ha ne gariac’h nemetan.

Ho mab uniq e zoa : ne reac’h nemet commanç tanva an douçder da veza mam, ha mam da un hevelep crouadur.

Gouscoude, evel ma zeo erruet an deves da vont d’en ofr d’e dad, e partiit.

Merc’h dign a Abraham hac heritoures eus e feis, e vouguit an oll santimanchou naturel evit chelaou ebqen moues Doue pehini a c’houlen diganeoc’h ar sacrifiç eus ar pez a garit muya er bed-ma.

Mari.

Dre va esempl, va Mab, bezit ferm ha generus, pa c’houlen Doue diganeoc’h un dra benac, n’eus forç pe seurt e ve.

Allas ! exija a reas diganème e rojen dezan ar pes am boa ræson da garet. Mæs, diganeoc’hui petra a exich ordinalamant ? Ar pes a dlefac’h da gassaat.

Goulen a ra diganeoc’h ar sacrifiç eus hoc’h ourgouill, eus ho coler, eus ho tiegui, eus ho courmandis.

Mar carit Doue, ar generosite a dle beza ar galite brincipal eus ho carantes.

Eur galon stris ha calet ne voar qet petra eo caret. Ha caret a rer Doue, pa na ves c’hoant da antrepren netra a boanius evintan, pa en em zigourager er guèl eus an difficulteou a ves da drec’hi ?

Ar guir garantes evit Doue en em zisques er boan hac er gombat.

Beza difficil ha delicat ha beza disqib da Jesus, a so impossubl.

Ha fallout a ra deoc’h renta ho sacrifiçou agreabl d’an Autrou-Doue ? Grit-hi prompt hac eb examina petra a goustont a boan.

Ar bed a exich digant e vignonet ar sacrifiçou ar re boaniussa ; mæs aoualc’h eo dezan beza parlantet, evit lacât о ober dioc’h-tu hac antieramant.

Doue hac en a vezo ar mæstr uniq evit pehini ne reor netra, eb examina arauc hac en na exich qet re ?

O va mab ! peguen nebeut e carer e Zoue, pa laqear an unan eur muzul er garantes a roer dezan !

Ne garfet qet offr d’ar bed, pehini n’en em c’houvern gouscoude nemet dre faltasi ha ne gar nemet dre interest, ne gredfet qet offr dezan eur galon evel an hini a gred meur a gristen offr d’ho Doue.

Eur mab pehini ne ra evit e dad nemet just ar pes a so ordrenet dezan, eur pried pehini ne ra forç evit displijout d’e phried, pe e deus poan o plijout dezan, hac hi a zisques guir garantes ? hac en so lec’h da veza contant anezo ?

Doue a so infinimant mad en andret e oll grouadurien ; mæs er memes amser, ne souffr qet ingal dezan e calon e vugale.

Ne ves na caret na servichet, evel ma er goulen ha ma er merit, ma n’er servicher gant eur galon barfæt[60] ha soumettet d’e oll volonteziou.

Ruzjit gant ar vez da veza qen lach en e servich. Ruzjit gant ar vez da ober qen nebeut evit an hini en deus great qement evidoc’h.

Caout a ra deoc’h e ro alies gourc’hemennou dies da observi. Ah ! va mab, hac en a ell beza netra dificil d’an ene a zezir ar barados, ac a gonsider mad an eternite eürus promettet d’an nep a heuillo gourc’hemennou Doue ?

Ho madou, ho tanves, ho reputation, ho yec’het, ho pues memes a ell da c’houlen diganeoc’h, ha ne allit qet en em glem. Guir en deus var beb tra.

Na vezit qet surprenet e c’houlenfe Doue diganeoc’h mui-oc’h-mui, a broportion ma ro deoc’h.

Ne ra evel-se nemet evit ho tisposi da vrassoc’h faveuriou var an douar hac ober deoc’h meritout caëroc’h recompansou en èn.




CHABIST IX.
Dispositlonou e pere e tleomp beza e qever ar poaniou a bere e zomp gourdrouzet.


Mari.

Va mab, pe sort sujet oc’h eus da vouëla ha da huanadi evel ma rit varzu an èn ?

Ar Servicher.

Allas ! Rouanes ar Sænt, commanç a rean da jouissa eus a un dranqilite benac, hac en un taul en em gavan e occasionou afflijant.

An injustiç, ar c’halomniou, an ingratiri a form a neves dessiniou malicius a enep din.

Mam garantezus, pliget ganeoc’h accordi d’ho crouadur ar sicour eus ho protection.

Mari.

En em gaout a rit, va mab, en eur stad, en eur feçon benac, henvel oc’h an hini e pehini en em gavis pa glevis en templ ar pes a annonças din Simeon.

Goude beza lavaret peguer bras e tlie Jesus beza, e lavaras ive penaus e cavche cals a dud da stourm ountan ha d’er persecuti, ha penaus eur c’hleze a c’hlac’har a dreusche va ene va-unan.

Dre al levriou sacr e voan instruet a hent-all eus ar souffrançou a dlie beza partach Jesus. Abel laqeat d’ar maro, Joseph guërzet gant e vreudeur, David persecutet gant e adversourien, chetu o c’hement a draou pere a represante din, evel var un daulen, ar pes a dlie c’hoarvezout gant Jesus.

Ha pebes anqen continuel evit va c’halon ar guêl am boa bepret dirazon eus a dourmanchou hac eus a varo Jesus.

Pebes huanadou interieur ne boulsen-me qet beveach ma talc’hen Jesus var boul va c’halon ha ma songen ne dlie savetei ar bed nemet dre ar maro ar c’hruella.

Pa velen laza un oan, eur pijon en templ, e lavaren : Ah ! chetu eno ar pes a vezo great un deis da Jesus !!!

Ar Servicher.

Compren a ran, ô mam Guerc’hes ! peguer glac’harus e tlie beza ho stad, hac eo gant ræson e c’halv an ilis ac’hanoc’h rouanes ar verzerien.

Ar verzerien o deus bet ho phen trouc’het ; exposet int bet d’al loenet sauvach ; perisset int bet dre an tan pe an dour. Mæs ho souffrançou ordinalamant ne vizent qet padus : ho re-c’hui o deus padet tri bloas ha tregont hac epad an oll amser-se, leun a gourach hac a ners muioc’h eguet an oll verzerien assambles, e velac’h gant ar brassa patiantet ar souffrançou bepret neves pere a brepare Doue deoc’h, ha dreist peb tra ar re a dliac’h un deis da anduri var ar c’halvar.

Evidon-me a so ar sempladures hac al lachete memes pa velan ar souffrançou pere a dle c’hoarvezout ganen. Ma en em nevessae continuelamant ho poan, o sonjal en tourmanchou a dlie Jesus da anduri, bepret ives e nevêseac’h ar c’henta sacrifiç ho poa great anezan oc’h e offr da Zoue e dad, ebars en templ.

Oc’h ene a yoa en dristidigues ar vrassa : mæs bepret e jouisse eus ar peoc’h.

Falvout a rea deoc’h, gant ar soumission ar barfæta, qement a falveze da Zoue.

Ha me a gren pa gonsideran ar c’hroaziou neves pere a zestin evidon.

Mui a beoc’h em ene, mui a dranqilite ; va speret en em revolt, va c’halon a en em glem.

Mari.

Doue[61] ne bermetto qet e veac’h tentet, affliget, eprouvet en tu-all d’ho ners, mæs atao e proportiono e sicour d’hoc’h ezom.

Chelaouit e c’hraç pehini dija a barlant ouzoc’h. Consantit d’e c’hraç, d’e inspirationou mad.

Sulvui Doue a brepar croaziou da un ene, sulvui e prepar dezi moyenou d’ho supporti.

Ar c’hroaziou a so unan eus ar pinvidica presanchou a elfe Doue da ober d’e grouadur, hac, oc’h o receo a galon vad, ar c’hrouadur a ra d’e grouer ar sacrifiç an agreapla.

Ar c’hroaziou a zestin deoc’h a zo bras, da lavaret eo, en deus varnoc’h dessinou bras a zilvidigues, a zanteles.

Ha fallout a ra deoc’hui ampech an Autrou-Doue da ober ar pes en deus c’hoant.

Ho troublien, hoc’h aon ne bellaint qet diouzoc’h ar c’hroaziou-se. Petra benac a rafac’h, e vezo ret deoc’h ho douguen.

Petra a dleit eta da ober evit ar furra ? En em soumetti, va mab, da guement a ordreno Doue.

An Autrou-Doue a so[62] ar mæstr, e me c’hui, ra rayo ac’hanon qement a gavo a bropos.

Hac e vellot penaus Doue, touchet dre ho soumission ha fidel d’e bromessaou, a rento scanvoc’h eguet na songit, ar c’hroaziou-se pere, a ziabell, a seblant deoc’h dleout beza qen pouner.

O renta a rayo scan betec ober deoc’h lavaret : Sulvui[63] hon deus pers e souffrançou Jesus, sulvui a bers hon deus ives er c’honsolationou a zeu deomp dre Jesus.

Ar Servicher.

Me o trugareca, ô Guerc’hes sacr ! eus ar c’hentelliou a roit din. Allumi a reont va c’hourach, oc’h va zenna eus va languis.

Ah ! c’hui eo a obten an ners neves pehini a santan em ene evit monet gant courach varzu ar c’hroaziou-se, pere ne allen qent da gonsideri nemet gant spont.

Binniguet[64] ra vezo an Autrou va Doue, pehini, dre avisou e Vam divin, a grenva va daouarn evit ar gombat hac a zesq din souten eur brezel, e pehini, allas ! eb ar sicour-se, ne alfen nemet beza trec’het.



CHABIST X.
Penaus e tle en em comporti un ene, e pe santimanchou e tle beza pa zalc’h Doue en he andret eur comportamant incomprenabl.


Doue a rо da c’houzout en un instant da Vari, dre voyen Joseph pehini a so bet instruet gant un eal, penaus e renq savetei Jesus dioc’h furol Herodes, ha partial evit ar vro eus an Egypt.

Mæs Doue ha n’en deus-èn qet, en e ollc’halloud, eur voyen da chench calon ar prinç-se ? Ha ne qet indign a un Doue tec’het dirac un den marvel ?

Doue ha ne all-èn qet nevezi e faveur Jesus, ar burzud eus ar gouliou a bere e scoas guech-all an Egyptianet evit savetei an Israëlitet, e bobl, hac ho zenna eus ar vro-se ?

Ah ! Mari ne glasq qet compren dessinou Doue er gomportamant a zalc’h en e andret.

Bolonteziou Doue a verit ive hor soumission, pe e comprennimp, pe ne gomprennimp qet ar ræson anezo.

Mari hac hi a gavo pe a dra da chom beo, epad eur veach hir, e creis an dezertchou, pell dioc’h pep ty hac er vro estranjour-se e pehini e c’hasser ?

Mari ne examin qet an traou-se. Ar memes Doue pehini en deus great rei urs dezi da bardial, a so puissant aoualc’h evit ober dezi caout peadra da veva, petra benac n’er c’hompren qet.

Mari ha c’hi a chomo atao en Egypt ? N’er c’houlen qet : distreï a rar pa royo Doue dezi da anaout an amser e pehini e tle distrei.

Hас e rofe Doue dezi ursou c’hoas incomprenaploc’h, he ene se golfe netra eus e pheoc’h.

A betra e c’halfe beza chagrinet un ene pehini a sonch eo Doue he c’hundu ?

Ha beza e zeus eur brotection assuroc’h eguet hini ar brovidanç ?

Ordren a rit din, ô va Doue ! bale dre henchou pere ne anavezan qet. Aoual’h eo : ho polontes a zalc’h lec’h din a sclêrigen hac a ræson. Ne ouzon pelec’h e zan ; mæs assur oun penaus, m’ar en em læsan da veza cunduet dre zorn un Doue, ar furnes memes, ne rin qet a faus camejou.

Daoust ma ven en devaligen, e valean gant assuranç, abalamour ma zon certen n’em abandonot qet.

Ah ! petra servichfe din va sclêrigen va-unan en un hent pehini a zigorit din oc’h-unan, ha pehini a ordrenit din da heulia evel pa ven dall, ha dre oboissanç deoc’h ?

Azalec ma zon sur oc’h eus parlantet, e tlean bale eb en em chelaou va-unan.

En em abandoni a rêr tout-a-fæt etre daouarn un den sur, prudant bac habil ; hac em befe un difizianç e Doue ar furnes eternel, pehini am c’hundu bepret, n’eus forç petra erru ganen ?

Ho providanç en em blich alies о vont d’an termen en em bropos, dre voyenou pere a seblant control. Evel-se eta, peguen estonabl benac e ve ho tessinou varnon, me en em gontant d’ho adori.

C’hui a ell ober muioc’h eguet na ellan compren. N’eus forç eta, ô va Doue ! petra vezo ordrenet din eus ho pers, pa vouezin e vezo eus ho pers, evel ma zeo pa ves commandet din un dra benac gant va phastor, va c’honfessour ; me en em soumetto, eb ræsoni, d’an urzou eus ho providanç, ha pa na oufen qet petra a dlefe erruout goude-se.

Sur e zoan penaus, e pep tra, em bezo affer oc’h un Doue pehini a so infinimant mad. An dra-se a yoa aoualc’h evit lacât Mari ha Joseph da dec’het en Egypt, eb goulen ræeon ebet.

O va ene ! imitomp c’hoas, var ar poënt-ma, hor mam guêr.



CHABIST XI.
Eus a sourci ar brovidanç en andret an dud just.


Ar Servicher.

Gant joa e sonjan, ô Guerc’hes oboissant ! er speret-se bepret ingal pehini a gonservchoc’h, pa oue ret deoc’h partial evit an Egypt.

Credi a reac’h parfoet penaus an Doue etre daouarn pehini en em abandonac’h, en dirige sourci ac’hanoc’h epad ho peach, ha ne vijac’h qet abandonet gantan pa vijac’h erruet e fin oc’h hent.

En effet, daoulagad Doue hac hi a elle mancout da veza digor varnoc’h ha var ar buguel divin a behini en devoa fiziet ar sourci ennoc’h ?

Nan, nan, ô Mari ! n’ho poa aon da gaout, na rac an dangerou eut an nos, na rac ar re eus an deis.

Adversour ebet na elle, nac ho surpren en e bechou, nac ho muntri dre e dauliou.

An[65] Autrou-Doue en devoa carguet e Æles d’ho tiouall. Urs o devoa da heuillia fidelamant oc’h oll,roudou.

Commandet en devoa dezo pellaat[66] diouzoc’h pep danger hac ho touguen, ma vige ret, etre o daouarn.

Hac e vige ar vro e pehini e zeac’h goloët a anevalet bac a loenet sauvach ha cruel, c’hui a dlie bale eb droug ebet var an aeret hac ar serpantet ; c’hui a dlie bressa dindan ho treid al leoun hac an dragoun.

Mari.

An Autrou-Doue en deus promettet, e meur a andret eus ar scritur, sicour ha difen ar re a laca ho fizianç ennan.

N’en em droublit eta jamæs dre occazion an ursou a ro Doue deoc’h, peguen dies benac e vent da accomplissa. Esperit ennan hac ho sicouro.

Hac e veac’h expozet d’ar vrassa paourentes, evit oboissa d’e volontes, en[67] em fizit var e sourci. E brovidanç n’ho læzo da vancout a netra.

Hac e veac’h exposet da c’hoaperes an dud vechant, d’o insultou, d’o phersecutionou, n’en em zigouragit qet.

Doue ho tifenno hac ho souteno[68] en amser ar chagrin hac ar boan. Ar fizianç о deus ennan an eneou just, a so un assuranç certen eus e sicour.

Mar seblant Doue o abandoni evit un amser, e ra dezo erfin caout[69] adarre ar peoc’h ha beza calm.

An dud a Vethuli a yoa en dizesper ha ne c’hortozent mui nemet ar maro digant arme an Assyrianet commandet gant Holophernes, ha gouscoude, en amser-se memes, Doue ho zadou-cos a zalc’he digor daoulagat e brovidanç varnezo, hac a reas dezo caout ar victor var ho inimiet dre un instrument sempl en apparanç, mæs crèn, abalamour ma en em serviche Doue anezan ; un intanves santel, hanvet Judith, о delivras.

Joseph, unan a vipien Jacob, guerzet dre jalousi gant e vreudeur, a laca e fizianç e Doue en e oll boanion ha chagrinou, ha Doue n’en abandon qet.

Calomniet gant greg Putiphar, e væstr, ebars en Egypt, eo condaonet injustamant d’ar prizon. Er prizon memes, Joseph a laca e oll esperanç e providanç Doue, ha Doue a ra e denna ac’hano, a ra dezan caout graç vad ar roue Pharaon, pehini a ro dezan ar sourci eus e oll rouantelez.

Gouscoude, providanç an Autrou-Doue ne zelivr qet atao ar re just dioc’h pep aon ha peb danger. Ne bourve qet atao d’o oll ezomou er feçon ma teziront ha ma er c’houlennont ; mæs, pe e tenn anezo eus ar vizer, pe о læs enni, e brovidanç ne qet nebeutoc’h admirabl.

Pe en ho læs da souffr injustiç abers ar re-all, pe en ne ra qet, ar memes tra eo admirabl en o andret.

Doue a rо dezo ar c’hraç eus ar batiantet en ho phoanniou, hac oc’ h he rei dezo, e ra muioc’h en ho faveur eguet na rafe ma ho c’hargfe a brosperite.

Pet christen a so pere a vanq a bep tra, ha da bere netra ne seblant mancout, qement int contant en ho stad !

Trugarecat a reont ar brovidanç, ha ne chenchfent qet ho stad miserabl gant stad eürus an dud a lêve hac a zanvez. Perac ? Abalamour d’an douçder a santont er batiantet pehini a ro Doue dezo.

Job, pehini a yoa bet qer pinvidic, ha pehini, dre bermission Doue, a gollas ha tud ha danves en un taul, a drugarecae, var e vern-teil, an Autrou-Doue. Perac ? Doue en devoa roet dezan contantamant, ha dre e resination da volontes Doue, e Veritas caout an anter muioc’h eguet ar pes en devoa collet.

Va mab, ho pet ives eta recours d’an Autrou-Doue en hoc’h oll ezomou. Bezit bepret leun a fizianç en e vadeles a dad en andret an oil.

Ha pa ho læsfe er viser er bed-ma, mar ho peus fizianç ennan, mar souffrit en union gant va mab Jesus, ho Tad pehini so en en ho recompanso eus e varados.



CHABIST XII.
N’en deus condition ebet er vues-ma, e pehini ne alfet servicha doue, pa vezomp er stad-se dre volontes Doue.


Mari.

Va mab, рerac ar c’hlemou-se pere a rit var ar stad e pehini en em gavit ? Ne oufac’h qet, eme c’hui, servicha Doue er stad-se evel ma tle beza servichet.

An èn a so leun a sænt pere a so en em rentet sænt en eur stad henvel ous oc’h ini.

Me a gavas Doue er vro eus an Egypt, e pehini e voue ret din en em dransporti, evel ma em boa er c’havet er vro eus ar Judee, hac e rejon va fossubl d’er servicha eno evel e leac’h-all.

Nemet e conservor e partout graç ha mignoniach Doue, e tleer beza contant partout.

Seblantout a ra e tlie beza poanius bras din ha d’am pried Sant Joseph, quittaat an douar a Israël ; gouscoude e zoamp contant.

Pa vouemp galvet a darre d’hor bro, ne santchomp qen plijadur nemet an hini da ober bolontes Doue, pehini a yoa hor reglen uniq e pep tra.

Ma na glasqit qet, va mab, ober ho polontes oc’h-unan, mæs bolontes ho tad pehini a so en èn, neuse, contant eos ar stad e pehini en devezo ho laqeat, ne zezirrot hini all ebet.

Doue en deus merqet da bep-hini an hent dre behini e tle qerzet evit erruout er santeles.

En em ambusi hac en em drompla a ra an hini a sonch dezan gallout en em santifia dre un hent-all.

Ne aller qet beza sant, eb ar sicour eus ar c’hraç. Doue e ro da beb-unan erves ar musul necesser d’ar stad da behini er galv ha d’ar fonctionou da bere en destin.

Au hini a so en em dennet en eur gouent, ne dle qet regretti ar bed pehini en deus quitteat.

An hini a so angaget er bed, ne dle qet lavaret ne ell qet en em savetei ennan.

Ar stad a vues an assurra evit an eil hac eguile, a so an hini e pehini e fell da Zoue event.

E pe seurt condition benac en em gafet, ar silvidigues a zepand dioc’h ar fidelite d’ar c’hraç.

San Yan Vadezour a so en em santifiet var bord rivier Jourden, e pelec’h e falle da Zoue e chomge. Ne glascas qet sortial ac’hano.

Ar vuez a gundue an Ebestel oc’h heulia Jesus hac о receo e zoctrin, ne seblantas qet da Yan Vadezour capabloc’h d’er renta santel eguet ne voa an hini en devoa e-unan.

Nan, ene christen, ho micher ne deo qet dreizan e-unan control d’ho silvidigues.

N’en deo qet al leac’h nас al labour a dle santifia an den, mæs an den a dle dreizo en em santifia.

Alies eo nebeutoc’h dre garantis ha dre zezir eus ar vad eguet dre zefaut fermete er c’haracter, e songer mont en eur stad differant dioc’h an hini ma vezer ennan.

Petra a c’hounessot o chench ? Evit chench a blaç hac a gondition ne chencher qet a humor nac a garacter. Partout e cass an den e viçou fall gantan.

C’hui oc’h-unan, va mab, ha nonpas ho micher pe ho labour, a renqit da chench.

Santifiit hoc’h occupationou en ho micher oc’h o rapporti da Zoue, ha n’en em glemmot qet o lavaret e tissipont ac’hanoc’h.

An nombr bras a occupationou pere en deveus un den e pen eur rouanteles, ne viras qet oc’h David d’en em rei d’ar beden na da gana seiz guech en deis meuleudiou an Autrou-Doue.

Pell dioc’h ma virge an niver bras eus ho labourou oc’h ar sænt beza sænt, ho santeles memes eo ho rente capabl da en em acquita mad eus о occupationou.

Ar santeles ne gonsist qet о servicha Doue el lec’h ma falvesfe d’an den nac evel ma falves dezan ; mæs el lec’h ma falvez da Zoue, hac evel ma falvesfe dezan.

Mui e c’hlorifiot Doue o veza clan var ho quele, mar fell dezan e veac’h eno, eguet na rafac’h oc’h ober actionou caer a zevotion.




CHABIST XIII.
Eus ar ferveur e servich Doue.


Ar Servicher.

Rei a rit din, ô Guerc’hes santel ! en oll circonstançou eus ho pues pere a anavezan, exemplou bras eus an devotion ar fervanta.


Ar ferveur-se eo ho cundue bep bloas da Jerusalem, e amser ar pasq.

Peguement benac an obligation d’en em renta eno evit celebri ar solanite vras-se ne selle nemet ous Joseph, gouscoude ne vancac’h qet d’e accompagnunecaat.

Ho carantes evit Doue a yoa re vras evit m’en em gontantchac’h da ober evintan ar pes ebqen a yoa evidoc’h un dever indispansabl.

Allas ! ene ingrat ma zoun, ne meus qet great betehen evel-se en andret Doue.

En despet d’e oll vadoberou, n’e meus bet evintan nemet eur galon stris ha lach.

Ret eo bet dezan commandi din evel mæstr, evit va lacaat da oboissa ha da renta dezan va henoriou.

Mari.

Eur galon pehini a gar Doue ne neglich netra eus ar pez a ell plijout dezan.

Ne anavezit qet qement a verit ar mæstr a servichit, ma en em espernit vis-a-vis dezan.

Considerit ar pes a ra evit ar bed ar re en em zesques e vignonet, ha desqit gantho ar pes a dlefac’h ober evit Doue.

Guelit pebes pres ho dens. Ne espernont na poan na fatig e servich ho mæstr treitour. Sugeal a reont e mil dra evit plijout d’ar bed.

Mæs plijout da Zoue, rei d’ar mæstr souveren-se cals mercou eus ho carentes, a so, en ho santimant-c’hui, eur gountraing re vras.

Goulen diganeoc’h sourciou da blijout d’ho crouer, a so goulen diganeoc’h beza re sujet.

A nen deo qet mezus evidoc’h e rancfet proposi deoc’h exempl tudarbed, hac ho cass d’o scôl evit desqi penaus e tleit servicha Doue ?

Ah ! na bermettit qet e veac’h trec’het e courach gant bugale ar bed. Na souffrit qet en em c’hlorifife ar bed da veza guelloc’h servichet gant e vignonet, eguet n’en deo Doue ar gristenien.dre ar re en em c’halv christenien.

Ne viot mui eus a nombr ar gristenien-se pere a gred caout cals a zevotion pa en em gontantont da ober fîdelamant ar pes a ordren lezen Doue dezo, dindan boan a bunition.

Ha ne roont-hi qet a lec’h da sonjal e consantfent eb poan da goll graç Doue ma c’halfent e c’holl eb meritout an ifern ?

Da viana e toujont Doue mui eguet n’er c’haront.

Dougit anezan, va mab, an Doue-se terrupl en e bunitionou ; mæs ho pet aon, dreist pep tra, n’er c’harfac’h qet aoualc’h, an Doue-se qer mad ha qen dign da veza caret.

Eur mignon evit pehini ne rafac’h nemet just ar pes a so necesser evit non pas coll e vignogniach, bac èn ho considerfe evit eur mignon touet hac ardant ?

Ar guir garantes a ra atao muioc’h eguet nebeutoc’h. N’en em gontant qet eus ar pes ma zeo oblijet da ober.

Profita a rêr eus an oll occasionou da blijout, pa garer ervad.

M’ho pige evit Doue eur garantes fervant, ar pes a rafac’h evintan a ve atao en tu-ma d’ar pes a falfe deoc’h ober.

Carit gant ardeur hac ar garantes a zouçaio ar boan. Doue a scuill en un ene fervant un douçder pehini a ra caout deliçou er pes memes a so an diessa da ober.

Ar Servicher.

O va mam dener ! obtenit d’ho crouadur ar ferveur-se a bec’hini e parlantit din, hac a bec’hini oc’h eus roët exemplou qer bras.

En amsao a ran gant mez : an disterra difficulte am arret. Cedi a ran d’ar guenta tentation a inouamant hac a zic’hout.

Ar respet humen alies am dalc’h hac am ampech da ober ar pes a inspir din ar c’hraç.

Guelet a rit an ezom am beus da gaout couraich ha ners.

Ah ! ra ello hoc’h instructionou qen profitabl allumi em c’halon ar garantes fervant-se gant pehini e verit beza servichet un Doue pehini a so oll carentes evidon !




CHABIST XIV.
Pebes malheur eo coll Jesus.


Jesus en devoa daouzec vloas pa zeas da Jerusalem assambles gant Santes Mari ha Sant Joseph, da celebri ar solanite eus ar pasq, evel ma zoa ho c’hustum.

Ar solanite o veza passeet, Mari ha Joseph a zistroas da Nazareth : Jesus, eb na vouient, a chommas e Jerusalem. Great о devoa dija un deves bale, pa veljont ne voa qet Jesus gantho.

Pebes chagrin n’o devoue qet ! Peguer sansibl ne dleas qet beza Mari, particulieramant, eus ar c’holl a Jesus !

Mæs, ô va Salver ! neqet dre he faut e collas Mari ac’hanoc’h.

En em guzet a rejac’h a zirac he daoulagat evit interest gloar ho Tad celestiel.

Evidon-me pehini a meus ho collet qen alies dre va phec’hejou, pehini am eus ho forcet qen alies d’en em bellaat diouzin, a me a ell santout aoualc’h ar c’holl-se ?

Mari ne devoa collet nemet ar bresanç corporel a Jesus. Conservi a reas e oll vignoniach, ha me am eus collet qement a eller da gaout a guerra, er bed, graç ha mignoniach Jesus.

Ar bed hac e blijadurezou, pere a meus caret mui eguet Jesus, hac hi o deus pe a dra d’am dizommagi eus ar c’holl am eus great ?

Eürus ar re dioc’h pere Jesus nen deo jamæs en em belleat, pere ho deus atao possedet Jesus !

Hi ebqen a ell lavaret petra eo barados an douar.

Beza gant Jesus, ô compagnunes an douça ! ô antretienou ravissant ! ô mignoniach tener ! ô contantamant divin !

Mæs en em velet pell dioc’h Jesus, dre ar pec’het, ô solitud horrubl ! ô noz tenval ! ô miser ar vrassa ! ô ifern var an douar !

Ah ! ma c’hanavesfe e valheur an hini en defe collet Jesus, e rofe, evit e gaout adarre, an oll pinvidiguezou, an oll henoriou, an oll blijadurezou eus ar vues.

Guëla a rear da eur c’holl temporel, evel ma zeo coll un aneval : inconsolabl e vezer ; ha ne voueler qet ar c’holl a rear eus e Zoue.

Ne rear, qet muioc’h a van evit e goll, dre eul le-faus, dre neglijanç ar gonfession, dre al lubricite, eguet na rafet ma na ve collet netra.

A beza e zeus gouscoude eur c’holl brassoc’h, evit un ene christen, eguet nen deo coll Jesus dre eur pec’het marvel ?

Nan, nen deus qet un den, na golfe un dra gant regret, n’en deus nemedoc’hui, ô va Doue ! mad souveren hac infinit, mad collet gant an dud, eb n’en dint touchet eus ar c’holl-se. O va Doue ! peguen nebeut oc’h anavezont !

Eur pried, nemet beza e ve eb santimant, hac hi a ell beza tranqil, pa e deveus collet an tenerra eus ar priejou ?

Eur mab, eb beza dinatur, hac en a ell beza dichagrin pa en deveus collet ar guëlla eus an oll dadou ?

O Doue ! tad a visericord, c’hui ebpen eta a vezo collet gant ho pugale, dre ar pec’het, eb chagrin na melconi ebet !

O Jesus ! pried divin hon eneou, c’hui ebqen a gavo en ho priejou calonou calet ha dinatur !

O Doue ! ô tad ar guella eus an oll dadou ! rentit din ho mignoniach ! O pried santel eus va ene ! rentit d’am c’halon ho carantes ! Bezit touchet dre an daëlou a sorti eus va daoulagad : en abondanç e redont, abalamour ma santan ar pez am eus collet.

Horrol am eus ouzin va-unan, pa sonjan e meus meritet ho coll evit eur jamæs, c’hui pehini ho poa roet din da anaout, dre vercou qer patant, ar garantes infinit ho poa evidon hac ar blijadur a gavac’h oc’h ober ho temeuranç ennon.

O peguer bian eo va c’halon, evit detesti ervad va ingratiri !

Nan, an oll galonou assambles ne vent qet capabl da formi a enep va pec’hejou un horrol, eur gassoni crèn aoualc’h evit egali ar malheur am beus bet d’ho c’hommetti.

Evel ma zon ar brassa ingrat en hoc’h andret, ô va Jesus ! e c’himploran ho prassa compassion. Hi a vezo suffisant e plaç ar glac’har a vanqo din.

Me a garje e vige va glac’har qen bras hac ar feiz pehini am sclêrigen, ha pehini a zesq din an horrol infinit a dlean da gaout evit ar pec’het marvel, hac ar garantes eb muzul pehini a dlean da gaout evidoc’hui, va Doue,va zad.

Santout a ran an oll indignite eus va bues, ha nebeutoc’h e santfen, m’ho pige nebeutoc’h a vadeles.

Allas ! va oll ingratiri ne deus qet gallet fæza ho patiantet em c’henver.

Va gortoset oc’h eus gant eur vadeles a behini ne allan aoualc’h en em estoni, hac evit pehini jamais ne allin caout aoualc’h a anoudeguez vad.

Er stad deplorabl e pehini e zon dirazoc’h, pe sort sujet a esperanç a ellan-me caout, nemet ho madeles memes !

Jesus, va Salver, o renta din ho mignoniach, disquezit din bete pegueit e c’hall monet ho carantes.

Me a voar e meus meritet an tauliou ar re rusta eus ho justiç. Ah ! punissit ar revoltet-ma, mæs rentit dezan ar plaç en devoa en ho calon.

Lamit diganen, me a zo contant, qement a ell va staga oc’h ar bed, madou ha danves, henor ha reputation, istim ha mignoniach an dud, mæs na bermettit jamæs em be adarre ar malheur d’ho coll.

Oh ! ra ellin hiviziqen repari, dre ar fidelite hac ar ferveur eus va c’harantes, an amser am beus collet o veza separet diouzoc’h, dre nep seurt pec’het marvel.

Pliget ganeoc’h eta, ô Jesus ! rei din c’hoas antre en ho ca1on.

Ho calon a so bepret ar memes, atao digor evit hor receo, en despet d’hon dianqamant.

Bleinit eta, ô va Doue ! dre ar funou sacr eus ho craç, va c’halon varzu ho calon ; grit na sortiin jamæs ac’hano.




CHABIST XV.
Penaus hac e pelec’h e renqer clasq Jesus, pa ves bet ar malheur d’er c’holl.


Mari ne devoa qet qentoc’h remerqet ne voa qet Jesus assambles ganthi, ma er c’hlascas gant prez, da guenta e toues he c’herent, ha goude-se, er guêr a Jerusalem, e pehini e devoue ar bonheur d’er c’haout.

Ar joa a santas, pa velas ar mab qêr-ze, a voue ingal d’ar chagrin e devoa santet ous e goll.

Va ene, collet oc’h eus Jesus ! Imitit ar prez eus ar vam dener-se, quittait peb tra evelthi, evit e gaout.

Ho clac’har, ho taëlou a dle goulen Jesus, oc’h an oll draou crouet, oc’h an èn hac an douar, oc’h sclerigen an deiz ha tevaligen an nos.

Alies e clasqer Jesus ha n’er c’haver qet, abalamour n’er c’hlasqer qet evel ma zeo ret.

O velet ar feçon m’er c’hlasqer, e lavarfet e vezer fachet d’er c’haout.

Ho promptitud d’e glasq hac ho pres d’e gaout a dle beza un desteni eus ar glac’har oc’h eus da veza er c’hollet.

Mæs e pelec’h er c’hafot ? Er bed, en dansou, er choloriou, er c’hanaouennou monden, er vesventiou ?

Allas nan ! Jesus, a so adversour touet d’an traou-se tout. Na gredit qet qen nebeut e sicourfe ar goad ac’hanoc’h d’er c’havout. Mari n’er c’havas qet etouez[70] he c’herent nac etouez he anoudegues.

Conultit an aviel, interrogit ar Sænt, goulennit ous eur bêlec mad, hac ar re-se a lavaro deoc’h e pe lec’h e caver Jesus.

Caout a reot Jesus el lec’h m’er c’havas Santes Mari, en tempi, e ty ar beden, en exerciç a religion, e compagnunes e veleyen hac e servicherien fidel.

Er c’haout a reot c’hoas er solitud, pell dioc’h pep societe monden, ha, dreist peb tra, er zolitud eus ar galon, da lavaret eo, er silanç eus ar passionou hac en dranqilite eus ar speret, o sonjal e Doue, o tezirout Doue.

Pedit-en eta da gommandi d’an avel ha d’an tourmant a ra ennoc’h an ourgouill, ar vanite, ar bassion diregl evit ar boisson, an avi, ar jalousi, ar goler.

En ho calon, evel-se tranqilizet, eo ho ped d’en em zestum evit chelaou eno e vouez ha clevet ar c’homzou a vues pere a sortio eus e c’hinou sacr.

Er solitud hac er peoc’h eus an ene eo ho deus-èn clasqet hac er c’hlasq c’hoas ar re a fell dezo en em dostaat ountan, pe o defe en em belleat diountan dre grimou ha dre zizursou, pe ho defe ebqen er c’hollet a vel dre eur glouarder hac un dissipation volontier en e servich.

P’ho pezo cavet Jesus, ô va c’halon ! pebes peoc’h ne danvaot-hu qet. Hac en a eller, pell dioc’h Jesus, jouissa eus a eur bonheur benac ?

An nep en deus cavet Jesus a gompren souden, dre experianç, penaus un tenzor qer bras, qen divin, a dalie er vad ar boan d’e glasq…




CHABIST XVI.
Penaus e renqer en em gomporti pа ves cavet Jesus.


Ar Servicher.

Cavet oc’h eus eta adarre Jesus, ô Mari ! En digass a rit ganeoc’h da Nazareth. Pebes bonheur eo oc’h-ini ! An Æles memes en desir.

Gant pebes attention a vam ne veillot-hu qet var ar mab sacr-se ! Pebes sourciou ne guemerot-hu qet eus e vues hac eus e bersonach ?

Mari.

Va mab, beza e zeo, en effet, eur bonheur bras cavet Jesus a neves, ha nen deus netra na dlefet da ober evit en em assuri eus ar bossession anezan.

Ar Servicher.

Pliget ganeoc’h, ô Guerc’hes sacr ! desqi din oc’h-unan ar pes a dlean da ober evit na vezin mui privet eus ar mad souveren-se.

Va mab, examinit mad petra en deus pelleat Jesus diouzoc’h, ha penaus oc’h eus great evit coll e c’hraç ha dont da veza e adversour.

Ha n’oc’h eus hu qet commancet dre en em relachi en e servich, hac en em renta coupabl a neglijançou pere ho deus er yeneat en hoc’h andret.

Dre neglijançou repetet alies eo saver nebeut a nebeut eur voguer a zisparti etre Jesus ha nin.

Ha n’oc’h eus-hu qet roet golo en ho calon da eur bassion dangerus benac, d’ar c’hloar væn, da un dezir habituel da receo meuleudiou an dud, pe da songezonou, da zesirou secret a impurete, elec’h mouga an eulfennou qenta eus ar bassion-se, azalec m’oc’h eus he santet oc’h en em alumi en ho calon ?

Ha n’oc’hu qet bet neglijant da guenta da zont da goves, neglijant en ho pedennou, en ofern, er sermon ?

Pa en deus Doue hoc’h avertisset, dre voues ho pastor pe ho confessour, da renonç da certen passionou pere a gommance ennoc’h o ravach, pa ho deus lavaret renonç d’an daremplederes-se a reac’h pe a bermettac’h a vige great deoc’h alies gant tud a eur sex control d’oc’h-ini, ha sentet oc’h eus-hu ? A n’oc’h eus-hu qet disprizet о c’husulou mad ?

Pa revuzer da Zoue ar pes a c’houlen diganeomp, en em briver, dre ar faut an-unan, eus a sourci eur brovidanç particulier a Zoue, pehini a so evel eur savete-gard hac a ampech an den da goueza e nep seurt dizurs considerabl.

M’ac’h anavezit e ve unan benac eus an traou-se caus deoc’h da veza tennet varnoc’h ar malheur da goll Jesus, iit betec ar sourcen eus an drouc evit e dizec’ha.

Evel ma tired dour a un andret, epad na ves qet dizec’het, er memes tra e pec’hot, qen a zistrujot ar pen-caus eus ho pec’hejou.

Redoublit eta a attention varnoc’h oc’h-unan. Diouallit[71] ho calon gant an oll sourci possubl.

Ne bellait qet dious an or eus ho calon. Ar galon ne all qet beza boulc’het eb dunananger.

Dioc’h ma vezo conservet ha diouallet ar galon, e conservor ive guelloc’h pe falloc’h bues an ene, pe Jesus.

Bezit fidel da ober an traou bian evit gloar an Autrou-Doue, fidel da evita pep pec’het an disterra, gant aon na deufac’h da veza infidel ha pec’her en traou bras.

An disprijanç[72] eus ar fautou bian a zispos nebeut a nebeut da goueza e pec’hejou bras.

Jesus ne fell qet dezan a galon partaget etrezan hac ar re-all.

Ho calon en antier en deus great evintan. Tout e fell dezan he gaout.

Ar fautou bian-se, evel a c’hoarve gueyer bian, caqeteres, distractionou bian er pedennou, en ofern ; ar fautou-hian-se, var bere en em excuzit gant qement a facilite, ha pere a gustum eneou clouar en em bardonni, a bella, qazi eb er santfet, dioc’h Jesus, hac er pella diousoc’h, er memes fæçon.

Ne dorront qet tout-a-fæt oc’h union gantan, mæs dispozi d’he zerri. Jesus a gonsider ar pec’hejou bian-se mercou a glouarder eus ho pers, hac ar glouarder a ziminu an nombr eus e c’hraçou.

Jesus a ra d’an ene clouar, evel a ra eur mæstr da eul loden eus he brat, var behini e losqe, er gommançamant, cals a zour red.

Mæs, o veza na brodu qet a yeot aoualc’h, ha ne brofit qet eus an dour, e ra d’an dour redec var eul loden-all, pehini a bromet hac a brofit muioc’h.

Ar fidelite a antreten un union dener etre calon Jesus ha calon un den fidel.

Grit, en andret Jesus, evel a zezirit a rafe en ho qever.

Souhæti a rit e scuillfe en oc’h ene oll binvidiguezou e garantes, digorit eta dezan an oll dorojou eus ho calon.

Eur reserv benac evidomp hon-unan pe evit re-all, a zisques eur galon partaget, hac a rent Jesus evel jalous.

An disterra guer abers un den hac a garer, a so recevet mad.

Recevit ive ar memes tra inspiration Jesus, pe e royo deoc’h da anaout ar voyenou da dec’het dioc’h eur pec’het, pe e royo deoc’h moyenou da avanç en devotion.

Ar Servicher.

O Guerc’hes ! pehini a ouezas qer parfæt petra eo caret Jesus ha beza fidel dezan, me a esper penaus, sicouret dre c’hraç Jesus, pehini a brijot goulen evidon, e laqin e profit ho qentelliou.

Mæs souffrit, ô Guerc’hes santel ! e lavarfen un dra pehini, etre re-all, a ra aon din.

Fæbl ha fragil evel ma zon, allas ! ha n’em bezo me qet ar malheur da goll c’hoas Jesus ha d’er c’holl memes evit jamæs ?

Mari.

p[e]c’het Va mab, rêson oc’h eus da gaout aon rac-se, ha ma n’ho pige qet an aon-se, me a glasqfe he inspira deoc’h.

Arabat eo gouscoude e ve accompagnet a droublien hac a re vras chagrin.

An aon da goll Jesus a dle beza moderet dre ar fizianç, evel ma toucear dre an dour eul liqueur re grèn.

Grit, eus ho costes, qement a zepand diouzoc’h evit perseveri e carantes Jesus, hac esperit digant e vadeles ar c’hraç eus ar berseveranç.

Ar Servicher.

Èn eo affligeant, ô mam dener ! beza evel-se incerten evel ma ves un ene pehini n’he deus qen aon nemet da vancout a berseveranç, ha da behini Doue ne rô qet da anaout hac hi a bersevero en he garantes.

Mari.

Ar stad douetus-se, va mab, a so partaich qement den a so c’hoas var an hent eus an eternite.

Evel-se eo bet falvezet da Zoue, gant aon na gouesfac’h e presomption.

Dleout a ra ho terc’hel en humilite, inspira deoc’h un disfizianç santel ac’hanoc’h oc’h-unan, hac ober deoc’h ober ho silvidigues gant aon hac en eur grena.

N’en deo nemet en èn e c’haller beza en abri dioc’h pep aon, ha jouissa eus an assuranç eürus da veza atao gant Jesus.




CHABIST XVII.
An ene fidel ne dle qet en em zicouraji er sec’horiou spirituel, ha pa seblant e pella Jesus diouthi.


Doue a zalc’h avichou, e qever an eneou just, eur gomportamant pehini ho zroubl hac ho chagrin.

Evel ma fell dezan eprouvi о fidelite, ne lez qet, epad un amser, e brezanç da veza santet gantho.

Evel-se e reas Jesus d’e vam santel.

Anaout a rea peguement a boan a raje dezi o tianqa diouthi.

Gouscoude e pelleas diouthi hac e chomas, eb ne vouie, ebars en templ.

Ene christen, mar plich gant an Doue-se a garantes oc’h eprouvi er memes feçon, n’en em droublit qet, en em armit a gourach.

Gortozit gant patiantet e tistrofe Jesus d’ho caout.

Peguement benac ma ve atao tost deoc’h evit accordi deoc’h e zicour, pa er goulennot, eo mad gouscoude e seblantfe avechou pellaat diouzoc’h, evit ma comprennot peguer malbeürus e veac’h, m’ar er c’holfac’h tout-a feat.

Pa favoris un ene dre e gonsolationou, er gra evit he souten en he phoanniou.

Pa bermet goude-se e ve livret d’ar sec’hor, d’an desolation, er permet evit miret na guemero ourgouill eus ar vadelezou en deus evithi.

Oll mignonet Jesus, pe gasi oll, ho deus santet gueich joa, gueich tristidigues ; brema devotion, divezatoc’h dic’hout ; un deves peoc’h hac un deves-all tentation.

Pa seblante Jesus en em bellaat dioutho, ho abandonni qasi evel dezo ho-unan, e santent ho oll sempladures ; mæs n’en em zigouragent qet, abalamour ma ouient penaus, ha pa na santfet qet e ve presant, ne veser qet nebeutoc’h assur eus e zicour.

Gouzout a rênt penaus Doue en deus guelet en avanç ar poanniou a anduromp, hac en deus parconseqant preparet evidomp ar voyenou da denna profit anezo.

Pa soutene e c’hraç ac’hanoc’h, dre zouçder ha dre gonsolation, e valeac’h gant plijadur ha gant facilite en hent eus ar berfection ; mæs na songit qet e ve neuse ho pe muia avancer.

Cals muï oc’h eus avancet er vertus, pa oc’h eus supportet ho tic’hout hac ho sec’hor spirituel gant patiantet, humilite ha soumission.

Ar stad-se a abandon e pehini e seblant Doue hol lêsel, a so trist, evit guir, abalamour ma ves aon atao na ve qentoc’h eur bunition a Zoue eguet eur fêçon d’hon eprouvi.

Gouscoude, ene christen, pa en em gavot er stad-se, pell dioc’h coll fizianç, esperit atao, esperit ferm penaus souden e vellot adarre Jesus ho muia caret, er guelot adarre qen dign hac a ziarauc eus ho carantes, ha ne eprouvo qet pell ac’hanoc’h, qen nebeut na mac’h eprouvas Mari.

Imitit neuze ar pres e devoue ar vam divin-se da gaout adarre he mab. Evelthi clasqit-èn gant un dezir hac un impatiantet santel d’her c’havout.

Mæs na vurmurit qet, pe m’ar grit eur c’hlem benac, ra vezo evel hini Mari, eur c’hlem a garantes.

Va mab, emezi, perac oc’h eus-hu great evel-se deomp-ni ? Ni a yoa dezolet d’ho peza collet.

Lavarit ive dezan : ô va Jesus ! perac oc’h eus eprouvet gant qement a rigol, va c’halon ?

C’hui a voar peguement e souffran abaoue na santan qet ho presanç : hac un infidelite benac eo eus va phers a ve bet caus deoc’h d’en em bellaat diouzin ?

M’ar em eus meritet an dic’hout, ar stad-ma a abandon dre eur gomportamant pehini e defe displijet deoc’h, pardonit-en din, ô va Autrou !

Hivisiqen me a vezo sourciussoc’h da evita qement a elfe displijout deoc’h.

Mæs pe seurt motif benac ho pe d’am læsel er sec’hor-ma, me en em soumet da veza eprouvet er fêçon ma falvezo deoc’h, qeit a ma plijo ganeoc’h, nemet e conservin bepret ho carantes em c’halon.



CHABIST XVIII.
Eus ar vues cuzet.


Ar Servicher.

Plijet ganeoc’h, ô Guerc’hes santel ! expliqa din ar myster eus ar vues cuzet ha dianavezet-se pehini a gunduac’h e Nazareth.

C’hui ho pije gallet, oc’h en em zisques, gounit da Jesus cals a galonou ha cals a henoriou.

Mari.

Va mab, lacât a rean va gloar da imita Jesus e-unan, pehini a falveze dezan beza pell amser, var an douar, un Doue cuzet.

Deuet e zoa er bed-ma evit desqi d’an dud, dre e zoctrin, tec’het dioc’h an henoriou, beza humbl.

Dre e vues cuzet, e Nazareth, e roas an exempl arauc instrui.

An tad eternel a falle dezan beza henoret dre ar vues cuzet eus a Jesus, ha Jesus a breferas ar seurt bues-se d’ar burzudou en divige gallet da ober.

Dre an hent-se en deus disquezet penaus ar berfection hac ar merit, evit an nombr bras eus an dud, ne gonsist qet oc’h ober evit Doue traou bras, mæs oc’h en em occupi, pa zeo guir eo hounnes e volontes, a labourou ordinal, a vicherou dister ha disprijabl erves ar bed.

Falvezet eo gantan distrompla an dud dioc’h an ide faus en em c’hreont eus ar santeles memes ; car ne estimont netra ar santeles, ma na rear miracloun ha traou burzudus.

Mæs, dreist oll, condaoni a ra dre eno ar bres hac an hast o deus an darn vuya eus an dud d’en em zisques, an desir о deus da veza estimet, ha meulet.

Va mab, carit beza cuzet, dianavezet hac ancounac’heat. Nemet e viot cavet mad gant Doue, petra ra deoc’h santimant ar bed var ho sujet ? Ar bed a basse ha tout a basse gantan.

E Nazaret, me a bossede Jesus. Beza em boa e garantes, èn en devoa va hini. Petra a faut davantach evit beza eürus ?

Eur c’hougn bian a zouar e pehini e vefac’h tout-a-fæt dianavezet, hac e pehini n’ho pefe qen mad nemet ho crucifi, a dlefe seblantout deoc’h preferabl da oll balæziou ar rouanez.

Eno e cafac’h ar sourcen eus a zælou ar glac’har, evit en em voalc’hi bepret davantach dioc’h ho pec’hejou.

Eno, oc’h en em unissa bepret gant mui a familiarite gant Jesus, e cafac’h en e garantes, an tanva eus ar barados.

Eur vues cuzet ha retiret a seblant deoc’h trist, abalamour n’oc’h eus jamæs tanveat e douçder.

M’ho pige commancet d’e zanva, e cafac’h eo væn meurbet an henoriou hac ar plijadurezou eus ar bed, hac eo vænnoc’h c’hoas ar re ho c’hlasq.

Guir eo penaus, o veva pell dioc’h assambleou ar bed, e vezer alies sujet da c’hoaperes tud ar bed, pere a gav estonabl e tisprichfet ho divertissamanchou, mæs ar goaperes-se memes o deus un avantach bras, abalamour ma c’hunissont cals mui gant Jesus, pehini a glasqer ebqen.

Nebeut a dud a so, va mab, pere a vev e peoc’h, nebeut a so tud spirituel hac interior, abalamour ma zeus nebeut hac a gar en em denna eus a greis ar foul, evit chom ho-unan gant Jesus.

Beza e zeus, memes, pere a ra profession a vertus, e pere gouscoude e veler nebeut a vertus, e pere gouscoude e remerqer nebeut a vir devotion : abalamour ma vevont re zissipet ha ma caront re en em zesques, guelet ha beza guelet. Ho devotion a so tout e comsou.

En effet, æssoc’h eo parlant e guis tud devot, eguet n’en deo beza devot.

Ar c’hraç ne chom qet pell en un ene dissipet pehini a glasq tenna varnezi sellou unan-all, differant dioc’h ar pried celestiel, dioc’h Jesus.

Goulennit ous Jesus unan eus ar sclerigennou vras-se pere en deus roet d’e zænt, ha pere ho deus sclerreat ho speret var bonheur eur[73] vues cuzet e Doue gant Jesus-Christ.




CHABIST XIX.
Eus ar vues interior.


Da Vari eo e conven particulieramant an desteni-ma eus ar Speret-Santel : Oll[74] gloar merc’h Sion a so en he interior.

Ar pez a ouzomp eus he actionou exterior, nen deo netra e comparison eus ar pez a bassee en e c’halon.

En em represantit ar vam-se, guerc’hes, en he zy a Nazareth.

Antreit a speret betec he interior, ha grit a guement-se ho studi.

Mæs piou a alfe compren he affectionou, he zantimanchou, he dezirou ?

Piou a alfe lavaret ar pez a bassee er galon-se eus ar santella crouadures ?

C’hui ebqen, ô va Doue ! a occupe oll buissançou he ene.

C’hui ebqen a yoa ar pen-caus hac ar fin eus he oll actionou.

C’hui a yoa continuelamant presant d’he speret.

Ho quëlet a rea en oll draou crouet. Netra ne alle he distrei diouzoc’h, abalamour ma zoac’h tout evithi e pep tra.

He jujamanchou a yoa reglet var ar maximou eus ho furnes eternel, he œuvrou reglet dre ho speret ; he c’honversationou о devoa evit sujet ho carantes.

Pell dioc’h pep commerç gant ar bed, Mari en em occupe a Zoue, eus a labourou he zy, gant an oll liberte eus a un ene diangach dioc’h pep interest ha pep santimant humen.

Petra benac ma zoa, dre eur c’hraç particulier, mæstres eus a oll mouvamanchou he c’halon, gouscoude e qemere ar precautionou ar re vrassa evit serri anezan dious pep tra nermet dious Doue : en em rebeich e divige great un affection, un intention, un dezir pehini n’en divige qet he savet mui-oc’h-mui varzu Doue ha pehini ne vige qet en em rapportet da Zoue ha d’e c’hloar.

Dre ar squër-se e veler petra eo ar vues interior.

Consista a ra о veilla varnomp hon-unan, var hor c’halon, evit ma vezo he oll affectionou evit Doue ; var hor speret, evit ma servicho peb tra da zevel e songezonou varzu Doue.

Ar vigilanç-se a so evel eul lagat bepret digor, pehini a zisting petra a zeu dioc’h an natur, evit er mortifia ; dioc’h ar c’hraç, evit en heulia.

Dre an êves-se varnomp hon-unan e c’hobtener ar c’hraç hac an ners da ober atao hon oll actionou en un hevelep fêçon na zeuer qet da beuilla dezirou an natur.

Eb ar vigilanç-se, e rêr cals a fautou, a collou bras ; mæs ganthi, eb ober netra a extraordinal en apparanç, e rêr cals a draou santel pere hor rent tud vertuzus.

Pet hermit ha pet guerc’hes santel a so erruet er c’henta renq eus ar re eürus, dre ar merit ebqen eus a eur vues interior ?

Ne danvaot jamæs ar peoc’h-se nac[75] ar joa pehini a zeu digant ar Speret-Santel, nemet beza e veac’h un den interior.

An den interior a voar en em bossedi : evel ma veill varnezan e-unan evit en em ziouall ous ar passionou-se pere a chaden an ene hac e rent esclavoures d’an drouc-speret, e conserv peoc’h ar galon, betec en traou capabl da squiza eur batiantet ordinal.

Mæs an den dissipet, er c’hontrol, en em dourmant, en em empress, en em dro e mill fêçon evit traou neant, inutil, indign eus e enclasq ; ha dre-se, e coll e repos hac e dranqilite.

An den interior ne anaves qen furnes nemet an hini a so erves Doue, furnes pehini, о tizolei dezan an neant eus a draou an douar, a zav e zongesonou betec ar gontemplation eus an traou celestiel.

An den dissipet ne gonsult nemet prudanç ar c’hic ; qement a apparis pellaat diouthi a zo, en e zantimant, follentes ha defaut a finessa.

Ar c’henta a so bepret var êvez gant aon da veza tromplet gant e zaoulagad bac e sqianchou-all ; an eil, ne heuill nemet e santimanchou e-unan, e sqianchou naturel, da bere e rapport qement a ra.

Laqit ho plijadur da sonjal e Doue, da glasq Doue e qement a reot, da rapporti peb tra da c’hloar Doue, hac ho pezo ennoc’h oc’h-unan rouanteles Doue.

Beza e viot neuze ar[76] guir gristen-se a behini e parlant Jesus en aviel, pehini ador Doue a speret hac e guiriones.

Perac an darn vuya eus an dud a so atao en droublien, atao er c’hlemou ? Abalamour ma cunduont eur vues oll dissipet. N’en em occupont nemet eus an douar.

Meur a bersonach memes pere a seblant beza atao gant Doue, erves m’ho gueler o veva, n’en dint qet gouscoude ar pes ma seblantont beza.

Ho c’halon a so partaget dre un infinite a attachou inutil, ho speret a so occupet eus a un nombr bras a sonjezonou væn.

Doue ebqen a so an objet eus a sonjezonou un den interior. Doue ebqen a so an objet eus e attantion hac eus e galon. Ar rest ne ra impression ebet varnezan.

Ret eo regli an dianveas dre an diabars eus ar galon. Mæs an darn vuya a ra ar c’hontrol.

Er re-ma, an dianveas eus an den a regl hac a hent fall e interior.

Gouezit eta occupi ho speret eus oc’h interior, ha n’en em occupit eus an traou exterior nemet e qement a m’er goulenno Doue diganeoc’h.

Pa rencot memes, dre ho stad, en em occupi a draou exterior, heuillit ar c’hraç pehini ho qelen da examina affectionou ho calon hac intantionou ho speret.

Na gredit qet na gonvenfe ar vuez interior nemet da certen tud ha da certen amser. Ar vuez-se a ell mont assambles gant an deveriou a bep stad, gant ar sourciou ar re vrassa.

Ar vues interior a eller da gundui er malheur qen couls hac er bonheur, er c’hlenvet qer couls hac er yec’het, er mouvamant qer couls hac er repos, en amser ma vezer troublet hac eprouvet, qer couls hac en amser a galm hac a beoc’h.

N’en deus rencontr ebet er vues e pehini ne alfemp qet antreal ennomp hon-unan evit examina petra a basse ennomp. Mæs, dreist peb tra, en em roit d’an exerciçou eus ar vues interior, mar ho calv Doue dezo.

An exerciçou-se a so cals anezo, ar veditation eus ar guirioneziou eternel, ar gommunion freqant, ar breuriezou, ar rosæra.

Mar negligit ar voyennou-se a berfection, en em zissipot, hac en em glascot mui oc’h-unan eguet na glascot Doue.




CHABIST XX.
Eus ar Silanç.


Ar Servicher.

Deoc’hui, Rouanes ar vertuziou, en em adressan, evit desqi tevel ha parlant a bropos.

C’hui oc’h eus bet pratiqet ar vertus eus ar silanç en eur feçon qer parfæt, ma c’hellit, guell eguet hini-all, desqi din e phratiqa va-unan.

An aviel a rapport deomp hiniennou eus ho comzon, hac e velan ne barlantit jamæs nemet dre ar motif eus eur vertus benac.

Pebes carantes evit ar burete ! pebes humilite ! pebes soumission er c’homsou pere a adressoc’h d’an Arc’hæl pehini a zeuas d’ho saludi en hano an Dreindet adorabl.

Parlant a rit, e ty Elisabeth, evit renta graçou da Zoue eus e faveuriou.

Pa oc’h eus cavet a neves ho mab Jesus en templ, e parlantit ountan evit disques ho teneridigues a vam, hac en eured Cana, e parlantchoc’h evit procuri guin d’an dud pere n’o devoa qet, o pedi Jesus da chanch an dour e guin.

A hent-all, e tavit, e meur a circonstanç e pere e seblante e vige bet dleet deoc’h ober pers eus ho santimanchou d’ar re a yoa assambles ganeoc’h.

Test eus ar burzudou pere a errue da c’hiniveles Jesus, c’hui a glêve ar pes a lavare hac a gane en henor dezan an æles hac ar bastoret.

Netra eus ar pes a lavarent ne echappe diganeoc’h, mæs, eme an avieler, destum[77] a reac’h tout en eur silanç leun a religion.

En templ e pehini e presantchoc’h ar buguel Jesus, e chomchoc’h en eur silanç a admiration, a behini an avieler n’en deus qet manqet da barlant, abalamour ma tlie hon instrui.

Goude-ze e pignoc’h gant Jesus var menes Calvar. En ho sa e chomjoc’h dirac e groas, receo a rejoc’h e ziveza huanad. Mæs epad an oll amser-se, ne lavarjoc’h guer, mæs derc’hel a rejoc’h eur silanç parfæt a batiantet hac a resination da volontes Doue.

Mari.

Va silanç a barlant ouzoc’h, va mab. An oll eneou devot a gompren ar guëlla ar pes a lavar dezo.

Ar speret a zevotion pehini a roe Doue din, a rea din rei peoc’h en oll circonstançou e pere gloar Doue pe garantes an nessa ne exigent qet e parlantchen.

Ar silanç-se a zesq deoc’h penaus, evit beza devot er galon, evit beza den interior, e renqer parlant nebeut, parlant gant reflexion, parlant, en eur feçon benac, erves ar Speret-Santel, pehini a inspir e goelet ar galon, ar pes a dle da lavaret an hini er c’honsult.

Caret parlant cals a so eur merq a eur galon hac a eur speret leun a scanvadures ha dissipet bras, hac an dissipation-se a so dija undroug bras.

Ar santimancbou a zevotion a ya eas da goll, pa barlanter cals. Ar silanç o c’honserv hac o c’hrenva.

Caout a reot nebeut a dud pere o defe qeus da veza tavet ; cals, er c’hontrol, o deves qeus da veza parlantet re.

An den fur aoualc’h ne barlant nemet[78] pa ves poënt, da lavaret eo, pa ve fall pe disapropos rei peoc’h.

An hini ne voar qet miret e deaud a so[79] henvel oc’h eur guêr a behini en dorojou a so digor d’an oll.

N’en deo qet possubl purvuia ne rafet[80] eur pec’het benac, pa barlanter epad re a amser. An hini a barlant nebeuta eo ar furra.

Anavezet e zeus penaos en dud a barlant nebeuta a ves purvuia ar re santela.

Dalc’hit mad en ho memor eo atao avantajus rei peoc’h, pa na ves qet a necessite da barlant.

Ne qet un dra vian gouzout peur parlant ha peur tevel. Habil e c’haller beza hac aroutet en traou-all, hac ignori ar poënt-ma.

Gouzout peur parlant, gouzout peur tevel, graç Doue en desq guelloc’h eguet ma ra oll guentelliou an dud.

Va mab, sul nebeutoc’h e parlantot oc’h ar grouadurien, sulvui a se Doue a barlanto ous ho calon.

Considerit ar mill dra inutil a bere e parlanter purvuia er bed, evel capabl da viret ouzoc’h da veza bepret unisset gant Doue, pehini a glasq en em gommunica deoc’h.

Dreist peb tra, parlantit nebeut eus oc’h afflictionou hac ho poaniou. An dud ne guemeront qet enno an oll bers a zongit.

Parlantit cals anezo d’an Autrou-Doue, pe roit-hi da anaout d’ho Confessour, pehini oc’h instruo hac ho consolo dre sicour ar religion.

Na barlantit qet, dreist peb tra, eus ho miseriou, eb necessite absolu, pa ves un all benac caus anezo. Car alies ho pe sujet d’en em rebeich, ar pes ho pefe lavaret a re var an traou-se.




CHABIST XXI.
Eus a union un ene gant Doue.


Ar Servicher.

Doue a garantes, bezit binniguet da jamæs evit an union spirituel pehini a so pliget ganeoc’h antreteni gant ar Verc’nes santel-se, pehini ho poa choazet evit beza mam hor Salver.

Ha c’hui, ô Guerc’hes santel ! recevit ar meuleudiou just pere a veritit evit beza bet atao fidel da chelaou ha da heulia graç Doue.

Ne squissen jamæs oc’h admira ho vertuziou excellant. Mæs particulieramant ar pes a ra va admiration, eo an union stard ha continuel-se pehini a ouijoc’h conservi gant Doue.

Ho calon, goullo a bep affection, a bep attach eus ar grouadurien, a yoa evel eur barados cuzet ha mysterius, e pehini an Autrou-Doue en em blige oc’h ober e zemeuranç hac e pehini e chouissac’h e peoc’h, eus e brezanc.

Ar c’housqet ne dorre qet ar c’hommerç douç-se, hac e c’hellac’h lavaret, evel an ene devot : Cousqet[81] a ran, mæs va c’halon a veill, occupet a Zoue.

Petra na de roët din-me chom evel se unisset gant Doue, ha derc’hel oc’h an douar dre liamou va c’horf ebqen !

Mari.

Va, mab, enr c’hraç vras am beus bet digant Doue da non pas coll jamæs, a vêl, e brezanç.

Mar tezirit ar memes faveur, commancit dre en em zigagi dioc’h pep affection terrien ha dre en em zistaga a galon dioc’h qement n’en deo qet Doue.

Coustout a rai deoc’h, guir eo, cals a boan. Mæs an union gant Doue, dre e c’hrac, pehini a vezo recompans oc’h effortchou hac ho sacrifiçou, ne oufe qet beza prenet re guer.

En em servichit, a hent-all, eus a guement so en dro deoc’h evit sevel ho speret varzu Doue. A bep tu e cavot mill sujet d’er meuli ha d’er glorifia.

An evou, pere a ruill gant qement a vajeste a zioc’h ho penn, a annonç deoc’h e c’hloar. An eclat eus ar stered a so un imach eus a c’henet her c’hrouer.

An immansite eus ar mor a zepeign deoc’h an immansite eus ho Toue.

Qement tra a zo partout dre ar bed a barlant deoc’h eus e berfectionou.

Tout, betec ar vianna fleuren eus ar prajou, a so evel eul levr digor d’ho taoulagad, pehini a zigaç sonch deoc’h anezan.

Eb sortial ac’hanoc’h oc’h-unan, e c’hallit caout ho Toue : e Doue ha dre Zoue, oc’h eus bues, mouvamant.

Doue eo a sclêrigen ho speret, a rumu ho polontes, a sco[82] var dor ho calon, a c’houlen[83] diganeoc’h ar galon-se, er feçon an denerra, ar garantesussa.

An Doue-se a bep madeles a veill var ho conservation, a gommand d’an amser, d’an ær, d’an douar fournissa d’oc’h ezomou.

N’eo qet eta necesser er c’hlasq pell diouzoc’h. Antreit ennoc’h oc’h-unan, taulit evez ous e brezanç : he rei a rayo da santout deoc’h e meur a fêçon.

Gueich e vezo dre sclerigennon vras, dre sclerigennou subit ; gueich dre un touch secret, dre santimanchou devot. Avechou, dre rebechou carantezus eus oc’h infidelite.

Diouallit na lacafac’h opposition d’an operationou differant-se eus ar c’hraç, dre eur scanvadures benac a speret pe dre un dic’hout volontier.

En em roit d’an exerciçou pere a ell ho touguen ar muia varzu Doue, d’al lectur eus al levriou mad, d’ar veditation, pa ho pezo amser ; d’ar gonfession, pa vezo red d’ho coustianç ; d’ar gommunion freqant, d’ar beden fervant.

En em acquittit eus an traou-se gant eur guir speret a religion.

En traou ordinal, var ho micher hac en ho condition, en em gonformit da zessinou ar brovidanç, pehini he deus evel merqet deoc’h an occupationou-se bemdes.

Na rit netra gant pres ha gant hast. Ar brecipitation, en traou santel memes, ne ell nemet noazout d’ar speret interior dre behini en em unisser gant Doue.

Pa viot er joa pe en dristidigues, na heuillit qet ho mouvamanchou hac ho santimanchou naturel.

Exposit ho calon, roit da anaout e stad, non pas d’an dud ordinal, mæs da Zoue, e secret, pe d’ho tirector, evit goulen e avis.

Carit ober pers da Zoue eus ar pes a ra ho tristidigues pe ho choa.

Considerit-en evel un tad pe eur mignon e calon pehini e c’hallit laqât gant fizianç ar sujet eus ho chagrinou pe ho choayou.

Dre ar fizianç-se, dreist peb tra, e c’hounezer calon Doue, hac e c’havancer en union santel-se eus an den gant e Zoue, pehini a ra douça consolation un ene christen var an douar.




CHABIST XXII.
Eus an deveriou eus hor stad.


Doue a c’houlen ral meurbet e rofemp da anaout dezan hor c’harantes dre draou caër hac extraordinal.

Ar garantes evit Doue a brouver dre ar fidelite a ves da ober mad an deveriou eus ar stad e pehini e vezer laqeat gant e brovidanç.

Dre ar fidelite, Mari he deus acquizitet meritou pere ho deus he savet dreist an Æles.

Tregont vloas he zeo chomet cuzet e Nazareth gant hor Salver.

Eno, he sourci principal a yoa da ziorren ar mab divin-se, da veritout atao muioc’h fizianç he phried, ha da fournissa d’he fmill, dre eul labour herves he ners, ar рes a yoa necesser dezi.

Desqit, dre exempl ar Verc’hes, da betra e tleit particulieramant en em applica, m’ar fell deoc’h beza santel.

En em drompla a ra en nep a sonch dezan e renqer ober ouspenn an deverioü ens he stad evit beza santel, ha neglija an deveriou eus ar stad evit en em occupi a draou estranjour.

Ar vrassa perfection eo caret hor stad, n’eus forç peguer commun eo, ha ramplissa he obligationou, pa ves ar stad-se en ur ar brovidanç, pa fell da Zoue e vemp ennan.

Un artisan pehini a c’hounit e vara dioc’h ar c’huezen eus e vizach, un tad a famill pehini a vev eb ambition, gant un danves commun hac ordinal, ne reont qet nebeutoc’h ho silvidigues eguet he ra ar re a so e conditionou huelloc’h, ar re memes a exerç ae fonctionou eus an urzou sacr.

Alies memes, en em saveteont gant nebeutoc’h a zanger.

Ar guella stad evidoc’h nen deo qet bepret an hini a zeblant deoc’h beza ar parfæta, mes ac hini e pehini oc’h laqeat gant Doue.

Un errol hac un dromplezon eo, falvout beza santel evel ma plich deomp, ha non pas er c’his ma piich da Zoue.

Ne rer an traou gant perfection nemet pa ho greer abalamour ma faut da Zoue hac evel ma faut dezan e vent great.

Ar merit eus hon actionou a zepand cals nebeutoc’h eus an traou a reomp, eguet eus an intantion e pehini ho greomp, hac eus ar gonformite ho deus gant bolontes Doue.

Doue a c’houlen diganeoc’h e rafac’h bepret traou dister, mar qirit, ha c’hui a fell deoc’h ober actionou bras bac extraordinal.

Ac’hano ec’h erruo na reot mad nac an eil rum, nac eguile.

Martha,[84] Martha, eme hor Salver da c’hoar Lazar, en em hasta hac en em ambarrassi re a rit, hac en em drompla rit, c’hui pere evelthi, a fel deoc’h ober mui eguet na c’houlen Doue diganeoc’h.

En em gontantit da ober ar pes a c’houlen diganeoc’h ; grit-en gant ar memes ardeur evel pa ve un dra benac a vras.

Petra a rêe a guer bras, a qen extraordinal, ar c’hreg crèn ha fur, eus a behini ar Speret-Santel a ra ar veuleudi ?

Labourat gant he c’heyel ha qemeret sourci a zervich he zy.

Beza en ilis, ober oræson, bizita ar re glan, chetu eno œuvrou excellant. Mæs mar ho grit pa vezit obliget da draou-all dre ho micher, ha credi a ellit-hu e rit bolontes Doue ?

Ret eo pedi ha pedi alies. Ret eo memes, qement ha ma zeo possubl, pedi atao, mæs mar c’habandonnit, evit pedi, an occupationou da bere oc’h oblich ho micher, ho peden n’en deo qet agreabl da Zoue.

Pet œuvr collet evit an èn abalamour hor bolontes propr, ha non pas bolontes Doue, a vezo bet ar pen-caus anezo !

Mæs peguement a denzoriou a verit na zestumo qet, en actionou hac en exerciçou eus a eur vuez commun hac ordinal, an nep en devezo ho great evit oboissa ebqen da volontes Doue !

Cals a dud, pere ne zeblantont qet deoc’h acqisita meritou bras, a vezo gouscoude henoret en èn muioc’h eguet na songit, abalamour d’ar fidelite ho deus d’an deveriou ar re vianna eus ho c’hondition hac ho micher.

Ar mæstr a behini e parlant an aviel, ne lavar qet d’e servicher : Antreit[85] er joa eus ho mæstr, abalamour ma zoc’h bet fidel e traou bras, mæs abalamour ma oc’h bet fidel e traou bian hac e nebeut a dra en apparanç.




CHABIST XXIII.
Penaus e renqer santifia al labour hac an occupationou differant eus an deiz.


Mari.

An deveriou eus ho stad a ro deoc’h, va mab, cals a sourciou : mæs oc’h en em acquitta anezo, ne songit qet eur moment e Doue.

Ar Servicher.

Guerc’hes bepret fidel hac evêziant, plijet ganeoc’h desqi din penaus e c’hallan, dre hoc’h exempl, en em unissa gant Doue epad va labour hac en occupationou eus va stad.

Mari.

Va mab, al labourou, an occupationou memes ar re boaniussa, ar re a ro muia ambarras, nen dint qet capabl da arreti ha da ampech, en un den spirituel ha devot, e union a speret gant Doue.

Un ene custum da sonjal e traou mad, a zigas æs meurbet en e memor, ar brezanç a Zoue, bete memes en occupationou eus e stad, e pere e zeus ar muia trous hac e pere e seblantfe dleout beza dissipet.

Ar burete a intantion da ober peb tra evit gloar Doue a so evel an ene eus a guement a rà ; an offranç a ra eus a bep tra da Zoue, a ra dezi evita un dissipation e pehini ne goues nemet re alies an eneou nebeutoc’h attantif.

Ar speret a feis hac a religion a gaëra peb œuvr, о douça, о rent oll santel.

Ar pes a ves great en intantionou-se, gant ar speret mad-se, a so un œuvr agreabl da Zoue, pehini he c’hav dign eus e recompansou.

Grit evit gloar Doue ar pes ne ra qement a re-all nemet evit ar bed, pe evit un interest temporel.

En em occupit eus ar pes a c’houlen ho stad, mæs grit-en gant intantionou christen.

Evel-se e labourot assambles evit an amser hac evit an eternite.

Mar en em laqit el labour, dre c’hout, dre faltazi, dre gontraign, dre gustum, dre eur motif benac humen ebqen, e veza n’eo qet Doue ar pen-caus eus hoc’h œuvrou, eus hoc’h occupation, e passeot meur a heur eb rei dezan affectionou ho calon.

Ne livirit qet ne allit qet sonjal e daou dra assambles.

Eur galon ne ves qet pell o lavaret d’e Doue ar pes a fell dezi lavaret dezan.

Martha, pehini a laboure evit Jesus, n’he devoa qet distroet dioc’h he labour pa barlante anezan d’he c’hoar.

E creis oc’h occupationou e parlantit anezo d’ar re pere a so en dro deoc’h.

Parlantit anezo ives eta d’ho Toue, pehini a so presant da guement a rit. Lavarit goustadic : Va Doue, me ra an dra-ma evit ho cloar.

Conversation an Autrou-Doue, differant bras dioc’h qement a gauziou a ves e toues an dud, n’e deus[86] netra a guement a zisplichfe nac a inoufe.

Cauzeal oc’h Doue a so memes un avantach e pep fêçon ; car en ober a eller e creis pep seurt labourou.

Galloud a rer dont da veza eur sant bras oc’h ober ebqen traou commun, mæs eb о ober en eur feçon commun.

An darn vuya eus an dud ne reont ar pes a reont, nemet abalamour ma zeo ret dezo en ober.

En ober abalamour m’en ordren Doue, hac en intantiou da blijout dezan, chetu ar pes ne sonjont qet.

Evidoc’hui, va mab, lavarit da Zoue, en eur labourat : Va joa eo ober ho polontes, va Doue, hac evit plijout deoc’h, ha pa ve cals poaniussoc’h ha cals rustoc’h, va phoaniou ha va labourou ne ziminuint netra eus va application d’en ober evit ho cloar.

Offr a ran deoc’h, va Doue, va oll fatig ha va oll labour, en union gant ar re en deus anduret Jesus evit va silvidigues.

Mar prosper ho labour, binniguit an Doue pehini a ra dezan prosperi. Ma na brosper qet, en em soumettit d’ar vortification-se pehini a so permettet gant Doue evit amprou ho patiantet.

Dre an union-se gant Doue en oc’h oll actionou, ar re vianna, ar re zisterra en apparanç, a vezo savet betec ober meritout mill ha mill degre a c’hloar er barados.




CHABIST XXIV.
Eus ar garantes a dleomp da gaout evit Jesus.


Ar Servicher.

Mam santel a Jesus, pa vevac’h e Nazareth gant Jesus, an dud n’en anavezent qet. En disprijout a reent memes hac en abandoni. Mæs beza en devoa ar gonsolation da veza caret gant e vam.

Ho carantes evit Jesus, ô Mari ! a yoa sincer, ardant, tener ha fidel. Anaout a reac’h e voa an Doue leun eus a berfectionou infinit ; er c’haret a reac’h dre-se, mui eguet n’er c’har, n’ho deus er c’haret, ha n’er c’haro jamæs an oll Æles hac an oll Sænt.

Ho carantes evit Jesus he devoa un dra benac exceilantoc’h, infinimant excellantoc’h eguet carantes ar mamou ordinal.

C’hui a garie e Jesus eur mab Doue ha den assambles. Evel-se ho poa hac ho peus c’hoas un desir bras d’er guelet caret gant an oll grouadurien ræsonabl, qement a m’er c’harac’h.

Ar merq patant eus eur garantes pur evit Jesus eo clasq e ve partaget gant an oll, hac e passefe ar flamm eus hor c’halon en oll galonou.

Ret e ve anaout Jesus evel m’en anavezac’h evit er c’haret en eur fêçon qer parfæt a m’er greac’h.

Evit parlant dignamant eus ho carantes evit Jesus, e ve ret gallout lenn en ho calon oc’h oll santimanchou caër evit Jesus.

O Mari ! digorit-en deomp oc’h-unan, ar galon-se pehini a gar qer parfætamant.

Dizoloit deomp ennan an oll burete, an oll deneridigues, an oll ardeur, an oll lealdet eus an oll santimanchou a bere e zoa anflammet evit Jesus.

Mari.

Va mab, ne vigen qet bet dign da veza mam Jesus, ma ne vige bet va c’harantes evintan dreist hini an oll grouadurien-all resonabl ha dreist carantes an Æles o-unan.

Bemdes e cresqe ennon er garentes-se evit Jesus, abalamour bemdes e tizoloen ennan perfectionou neves.

Ne danveen a zouçder nac a vonheur nemet er garantes-se.

Garantes Jesus a yoa va magadures, vabues, va repos, va joa, va deliçou.

Cundui a rean e Nazareth eur vues paour ha dianavezet. Mæs dizommaget mad e zoan a guement-se dre an tensor a bosseden, о possedi Jesus.

Dre ar vad-se ebqen e c’haller en em estimout eürussoc’h eguet an oll rouane assambles.

Eürus, mill ha mill a guech eüras ar c’halonou pere a vev eus a garantes Jesus, pere ne vevont nemet evintan, ha ne zesiront nemetan !

Ar garantes a Jesus ebqen a rent ar galon tranqil ha contant.

Netra ne all plijout pell anes ar garantes-se.

Petra a ell da danvaat a agreabl er bed-ma, an hini ne danva qet peguement eo Jesus dign da veza caret ?

Sulvui e carer Jesus, sulvui e santer ar blijadur a so о caret an hini a so, e guiriones, mad hac infinimant dign da veza caret.

Pe guer bras benac e c’halfe beza er vues-ma ho miseriou, nen deus qet a vizer da veza comparachet d’ar vizer a so o chom eb e garet.

An nep ne gar qet Jesus, hac en en deus studiet petra eo Jesus ? Hac en a voar peguement eo dign da veza caret.

Jesus a unis ennan an oll guenet hag an oll berfectionou naturel, mæs en eur feçon qen excellant, ma reont anezan an œuvr parfet eus a zaouarn Doue.

Jesus a unis ennan an oll berfectionou eus ar c’hraç, en hevelep fêçon ma zeo ennan, evel en ho zourcen, e za an oll dud da guemer an oll graçou.

Jesus a unis ennan an oll berfectionou eus a Zoue, a behini ar substanç hac an natur a so ennan.

Puissant eo eus a buissanç Doue, caër eus a c’henet Doue, fur eus a furnes Doue, santel eus a santeles Doue.

Ar Servicher.

Ah ! ha pa ne ve qet Jesus infinimant dign eus va c’harantes, ennan e-unan ha dreizan e-unan, abalamour ma en deus va c’haret infiniment, eo ive infinimant dign eus va oll affection.

Pebes souffrançou n’en deus-en qet anduret evit disques din em c’har !

Mari.

Ajoutit, va mab, penaus ar grevusdet eus e souffrançou n’e deus qet contantet an desir en devoa da souffr. Ar garantes ne lavar jamæs aoualc’h.

Mæs, eus an oll garanteziou, an ardanta hac ar presseta d’en em rei da anaout, eo carantes Jesus.

Jesus en divige roet, evit ho silvidigues, mui c’hoas eguet n’en deus great, ma en divige gallet rei evidoc’h un dra benac mui eguetan e-unan.

O va mab ! mar cavit un objet dignoc’h eus oc’h affectionou eguet na deo Jesus, e consant o accordfac’h d’an objet-se ; mæs m’ar ho merit Jesus dreist pep tra-all tout, arauc pep tra-all, ha c’hui a gredo ho refus dezan ?

Ar Servicher.

Ah ! ra zisparisso eus a zirac va daoulagad qement so eus ar bed-ma ! Ne fell din mui caret, ne garan mui nemet Jesus !

Mari.

An nep a anav Jesus, a zispris, en effet, ar rest. Ar bed n’en deo mui netra evit an nep en deus tanveat an douçder infinit eus e garantes.

Ar Servicher.

Mar caran, e c’hallan caout Jesus evit mignon. Mar neglichen en em brocuri un hevelep bonheur, e veritfen erfad beva malheurus.

Mari.

Ya, va mab, qemerit evit objet eus hoc’holl garantes an hini о caret pehini ne ves jamæs a lec’h da gunz ebet, pehini n’eo qet sujet da chench, ha pehini, pell dioc’h beza lamet diganeoc’h dre ar maro, a deuyo, er c’hontrol, goude ho tremenvan, da veza ho possession hac ho mad eternel.

Jesus ebqen a so ar mignon fidel ha constant, pehini ne vanq qet, e lec’h ma vanq ar vignonet-all.

Eur goms ebqen eus ar mignon-se a zigaç ar gonsolation en eur galon affliget. Ar re-all ne dint nemet consolatourien importun.

Pe sort dic’hout, pe sort chagrin a ellit-hu da santout, mar hoc’h eus carantes Jesus en ho calon ?

Ma rên Jesus en ho calon, mar e ma eno var e drôn, e zoc’h an den ar pinvidica, ar puissanta, an eürussa pehini a ve hac a elfe beza var an douar.

Carantes Jesus a so eur mad gant pehini en em basseer eus ar re-all tout. Jesus ha n’en deus-èn qet pe a dra da gontanti ar galon er c’har ?

Ar Servicher.

O va Jesus ! ô va Doue ! dre ar garantes e deus bet evidoc’h ho mam santel, me c’houlen digueneoc’h ar c’hraç d’ho caret qement, na garin netra en tu-all deoc’h, netra qement ha c’hui, netra nemet dre garantes evidoc’hui.

Ne allan qet ho caret evel m’er meritit ; mæs me fell din, gant sicour ho craç santel, ho caret qement a ma ellan.

Allumit em c’halon an oll garantes a behini e fell deoc’h ho carren. Me a garre e teufe ar flamm divin da renta va c’halon qen ardant evidoc’h, ma ve consumet oll dreizi.

Anaout penaus Jesus a so dign da veza caret, eb gallout e garet qement ha ma verit beza caret, a so ene verzerinti pehini ne oufe beza soulaget gant netra nemet gant an desir bepret neves eus a eur garantes ardantoc’h evit Jesus.




CHABIST XXV.
Ret eo studia Jesus, hac en em broposi anezan evit squer.


Mari.

Va mab, ha n’en doc’h-u qet eus ar gristenien-se pere a barlant guelloc’h eguet na reont, a bere ar c’homzou a so caëroc’h eguet an œuvrou ?

E certen momenchou a ferveur, ar santimanchou a vescær, mæs goude-se, ar gomportamant a ves dishenvel.

Lavaret a rêr da Zoue er c’harer ; seblantout a ra memes er santfet, abalamour, en amser ma ra e c’hraç impression, e scuiller eur berad daelou doue benac ; mæs an dra-se neo qet c’hoas eur merq certen eus ar guir garantes.

Jesus, evit testeni eus ho carantes evintan, a c’houlen e c’heuilfac’h an exemplou a vertus pere en deus roet deoc’h.

Ar Servicher.

O Mari ! model parfæt a vertus, da guement-se e zoac’h appliqet-oll epad ar bloaveziou a dremenjoc’h gant Jesus, e Nazareth.

Ni a vel en aviel penaus e chelaouac’h gant attention an oll gomzou a Jesus ; e taulac’h eves ous e oll actionou, о[87] meditac’h, hac e talc’hac’h sonch anezo.

Mari.

Ya, va mab, studia Jesus a voa va occupation brincipal, hac en imita, va sourci ar vrassa.

Ra vezo ive ho studi medita bues Jesus, evit e imita. Troït hoc’h ardeur varzu eno.

N’en deus a vir habilite nemet an hini a ves var sujet Jesus. Ra vezo Jesus eta ho mæstr, ra viot instruet gantan anezan !

Jesus a so eur roue pehini a verit oc’h oll henoriou. Ar principalla henor a c’houlen diganeoc’h eo ma c’himitac’h e vertuziou.

En em gomparit alies oc’h-unan gant Jesus, ho model bras, arauc ma viot examinet var ar model-se dirac tribunal Doue, da heur ho maro.

Ar garantes en deus bet Jesus evidoc’h a so bet caus dezan da rei deoc’h qement-all a exemplou a humilite, a batiantet, a oboissanç.

Heuillit-hi dre garantes evintan, ha mar cavit e ve dies qement-se, dalc’hit Jesus evel eur melezour dirac ho taoulagad.

Partout hac e pep tra en em broposit da veza, qement ha ma allit, e vir bortret.

Mar pedit, digacit en ho memor e zevotion, e attention en amser ar beden.

Mar dit d[’]an ilis, it evel Jesus, da dempl Jerusalem, gant eur speret a religion hac a sacrifiç.

Mar parlantit gant an dud,songit e pe feçon er grea Jesus, gant pe sort modesti, pe sort douçder.

Evit imita Jesus douç hac humbl a galon, na vurmurit qet eus ho souffrançou ha rentit ar vad evit an drouc.

Tec’hit dioc’h henoriou ar bed-ma, ha carit beza ancounaheat, disprizet.

Jesus[88] n’en deus qet clasqet en em gontanti e-unan.

Ra vezo ives eta gloar Doue, accomplissamant e volontes, ar pen-caus hac ar fin eus hoc’h oll œuvrou.

N’en deus poënt ebet na stad ebet en e vues var an douar, na offr deoc’h eur guentel benac.

E vues secret evel e vues public a so, evit e vir zisqibien, eur sourcen a instructionou, sourcen impossubl da zisec’ha.

Jesus a so an[89] hent, ar viriones hac ar vues. Ne allit caout nemet en e exemplou an hent dre behini e tleit querzet, ar virioues pehini a dleit da chelaou hac ar voyenou da antreteni bues oc’h ene.

En oll circonstançou e pere e c’hallit en em gaout, goulennit ouzoc’h oc’h-unan petra en divige great Jesus, petra en divige lavaret, ha grit ha livirit ar pes en divige great ha lavaret.

Gouzout a rit pe seurt inclinacionou en devoa, pe seurt dezirou ha santimanchou. Examinit pe seurt eo ho re-c’hui.

Comparit ha reformit, mæs ho pe sonch penaus ar chenchamant a dle produi ennoc’h an hevelidigues gant Jesus ; n’en deo qet affer un deves.

Jesus a so eur squer qen parfæt, na vezo james imitet gant den, mæs pep deves eus ar vues a dle beza impliget da essaat acqisita un hevelidigues benac gantan. Hac evel na eller erruout er bonheur da imita Jesus, eb ar c’hraç memes a Jesus, bemdes e tleer he goulen.



CHABIST XXVI.
Bonheur eur famill a religion vad.


Un dra a yoa dign meurbet da veza consideret gant an evou ; me fell din lavaret, ar guel eus ar famill santel pehini a chome e Nazareth, hac a yoa composet a Jesus, Mari ha Joseph.

Pebes union vad, pebes peoc’h admirabl a dlie beza en ty-se, pa zeo guir e zoa demeuranç ar vertus, a behini e zoa chasseet pep apparanç ha pep squeud a zireglamant.

Epad ma cresqe Jesus en oad hac e furnes dirac Doue ha dirac an dud, Mari e devoa continuelamant he daoulagad digor varnezan, evit en em formi var ar model-se.

Joseph ne oa qet nebeutoc’h attantif da brofita eus a exemplou ar vam hac ar mab.

Tout eno a zougue varzu Doue. Ober a reat tout evit Doue.

Ar bresanç ebqen a Jesus a gargue ar c’halonou a joa. E gomsou divin o anflamme.

Soumission Jesus ha ce oboissanç, о ravissa Mari ha Joseph, oc’h o c’harga a admiration, a inspire dezo o-unan un humilite pehini a yea betec en em aneantissa dirac Doue.

Doue a santeles, eno e zoac’h adoret a speret hac e guiriones. Peguen agreabl ne dlie qet beza deoc’h an adoration a recevac’h digant Joseph, Mari hac ho Mab incarnet !

Ne aller qet sonjal er famill santel-se, eb caout avi ous he bonheur.

Oh ! peguement eo da souheti e ve an oll famillou christen henvel ous ar famill santel.

Ah ! ma renfe enno carantes ha doujanç Doue evel ma rene en ty dister e pehini e zoa Joseph, Jesus ha Mari, e velfet, er memes amser, o ren enno an urs vad, ar peoc’h hac ar guir union gristen !

Ar priejou neuse a danvafe an douçder santel eus ar briadeles christen.

Ar vugale a ve savet e doujanç an Autrou-Doue. An domestiqet ne recefent nemet exemplou mad.

Ne anavesfet qet enno an effejou trist a brodu ar jalousi hac an dissansion. Ne velfet qet o sortial anezo ar goal exemplou-se qer commun hirio en deis.

Pell dioc’h lacat ar brosperite hac an danves da brena dillat re gaer hac e re vras qantite, ha fourra pe vaga avelach, ourgouill e pennou an dud, e vet contant eus ar pes a so just, necesser ha deread, hac e c’himplichfet ar rest da soulagi ar paour ; satisfia a rafet dre actou a drugares, dre eur voderacion gristen.

Espern un nebeut ha gant eur ræson, chetu petra a rafet.

An avariçdet ne zastumfe james arc’hant na pinvidigues nemet e qement a ma permet eur brudanç christen.

Hac e c’herrufe collou pe valheuriou gant eur seurt famill, ne ve clevet na clem na murmur a enep Doue nac e brovidanç.

Binnigua a rafet Doue qer couls en ezom hac en dienes ordinal, evel en abondanç hac en henor.

An hini a ve ar pennadures a exerçfe e autorite eb re a zomination hac a ourgouill faus.

Ar vreq, o sicour bac o souten intantionou he goas, a veillfe gant sourci var an tiegues.

An eil hac eguile ho defe ar gonsolation da velet o cresqi dirac ho daoulagad bugale soumetet, pere a guemerfe abred eur pleg mad e pep feçon.

Pebes mad a deufe ac’hano evit ar societe oll eus an dud fidel ! Pebes custumou caër a religion, a zevotion ? Pebes simplicite, pebes horrol evit ar gaou, an drouc presec ! Pebes carantes christen e toues an dud !

Nac a exemplou mad, dre an assistanç fidel en offiçou ar barres ! Pebes assiduite a ve neuze da freqanti, gant dispositionou mad, an oll sacramanchou.

Pebes santeles a velfet neuze e toues ar gristenien fidel ! Pebes respet evit ar c’haracter sacr eus ar belec ! Pebes fizianç er pastor roet gant Doue d’ar barres !

Pebes tranqilite na ve qet epad an oll vues ! Ha pa ve ret mervel, pebes assuranç ha pebes consolation a ve о finissa ar vues, e pehini ar goustianç ne rebechfe disurs ebet, na ve bet reparet dre an daëlou eus a eur guir binigen !

O famill santel ! composet a Jesus, Mari ha Joseph, ra viot eta ar squer eus an oll famillou christen !

O famillou ! pere ne veritit qet betec’hen an hano a gristen, abalamour na glever ha na veler ennoc’h nemet goal exemplou, crenit ! car, beza e zoc’h imach an ifern, dre ho malloziou, mesventiou, bavardiach, drouc prezegueres, laëronciou, ha ne oufac’h qet, eb chench tout-a-fæt, imita Jesus, Mari ha Joseph.

Jesus, Maria, Joseph, ho pet trues outho !!!




CHABIST XXVII.
Pouvoar ar beden.


En eured Cana, e pehini Mari en em gav gant Jesus hac e zisqibien, ar guin a vanq.

Mari, touchet eus ar ves ho devezo an daou bried neves ha leun a fizianç e galloud he Mab, a represant dezan ho ezom.

Doue en deus atao staguet e c’hraçou ous ar beden. Atao prest d’ho scuilla varnomp, e lavar deomp ho goulen ountan ; mæs falvout a re dezan er grafemp gant fizianç.

An defaut a fizianç a so ordinalamant ar merq eus a eur feis o languissa, o toc’horraat. Ac’hano e teu qement a beden inutil hac eb froues.

Evit offr da Zoue ezanç hor pedennou, n’en deo qet necesser studia ar momenchou.

Hon tad hac hon Doue a so atao prest d’hor chelaou, bepret e lavar deomp : Goulennit hac e recefot : an nep a c’houlen a receo.

Servicherien un Doue atao mad aoualc’h evit non pas rebuti den, ha pinvidic aoualc’h evit rei d’an oll, penaus eta e zomp-ni qen nebeut attantif da c’houlen digantan e c’hraçou, pe evidomp hon-unan, pe evit ar re-all, evel a ra Mari ?

Peden Mari a so ber. Doue, differant bras dioc’h an dud, ne exich qet diganeomp a bedennou great gant re a enclasq, a studi.

Evit ober affer gant Doue, n’eus qet ezom a finessa nac a loqanç. Eur beden great gant simplicite, e pehini en em gontantomp da c’houlen ar pes a ouzomp beza evit e c’hloar hac evit hor silvidigues, pe da viana ar pes a ouzomp non pas beza control d’an eil na d’e guile, chetu petra ablich d’hon tad hac er rent favorabl.

Ar santimanchou eus ar galon, cals mui eguet ar c’homsou, eo a obten deomp e faveuriou.

Un huanad benac eus a c’hinou mam Samuel a obtenas dezi, nan pas ebqen ar mab a c’houlenne, mæs c’hoas, er mab se, eur prophet santel hac eur jug a Israël.

Anna[90] a barlante en he c’halon oc’h Doue.

Jesus, pa lavaras Mari dezan ne voa qet a vin, a seblantas e læsel eb esperanç.

Petra so, emezan, etresoc’h-hu ha me, maoues ?

Mari ne goll qet a esperanc. Prepari a rêe an dour, ha Jesus, o chelaou peden e vam, er chench e guin.

Ral bras eo e pedfet gant perseveranç, eb ne vezor erfin chelaouet gant Doue.

An importunite a zisplich d’an dud hac ho fæs. Mæs n’en em fæzit qet da bedi an Autrou-Doue ; ne fæzo qet ous ho chelaou.

Peguer fervant benac e ve ho peden, Doue a seblant lavaret deoc’h, evel a lavare Jesus da Vari : Va[91] heur neo qet deuet c’hoas.

Mæs m’ar continu ho fizianç da veza ferm, an heur-se a erruo.

Indign en em renter eus a vadeles Doue, pa faller merqa dezan un amser e pehini e tle ober deomp santout effejou e visericord.

Guir eo gouscoude penaus, petra benac ma ve goulennet alies, Doue avechou ne accord qet ar pes a c’houlenner, mæs accordi a ra deomp un dra benac necesserroc’h evidomp eguet ne voa ar pes a c’houlennemp.

Sant Paul a c’houlen beza delivret dioc’h un dentation : gouscoude eo atao attaqet ganthi. Mæs, abalamour m’en deus pedet, Doue en deus accordet dezan eur c’hraç gant sicour pehini e testum meritou bras. Ha n’en deo-en qet chelaouet ?

Goulen a rit, abaoue meur a vloaves so, beza delivret dioc’h un infirmite corporel. Doue n’ho telivr qet ; mæs eur batiantet vras d’e support a so an effet eus ho peden, hac e zoc’h chelaouet.

Alies, un dra pehini a seblant deomp mad ha pehini a c’houlennomp digant Doue, a ve un drouc evidomp, mar e accordfe deomp. Ha revus a ra deomp, abalamour ma hor c’har.

Ret eo ober cals mui a istim eus ar graçou a zilvidigues hac a zantification, eguet eus ar graçou temporel. Doue a accord ar re-ma, memes d’e vrassa adversourien : ar re-all a accord d’e vignonet.



CHABIST XXVIII.
Ar vertus a ell mont assambles gant certen custumou convenabl.


Ar garantes ebqen evit an nessa a reas da Jesus ha da Vari en em gaout e fest eured Cana, e Galilee.

Guelloc’h e vige eb douetanç gant Mari chom en he zy a Nazareth, ha tanva eno, e tranqilite, an douçder eus ar gontemplation ; mæs ne falvezas qet dezi contrista, dre eur refus, an dud neves pere o devoa he phedet.

E c’haller eta beza vertusus ha non pas mancout gouscoude da certen custumou convenabl. Ar vertus memes a fell dezi e ve observet ar c’hustumou deread. N’en deus memes nemet ar vertus hac o obserfe santelamant.

Mæs evit imita Mari e pep tra, en em represantit ar feçon e pehini en em gomportas en occasion-se.

Pebes precaution ha pebes êvez en he c’homsou ! Pebes modesti en he sellou !

Ar furnes eus e c’homportamant a ra deoc’h eur guentel var an dereadures hac ar voderation a behini e ranqer ober usach, e creis memes ar plijaduresou honest ha dibec’h.

Ret eo lacât un differanç vras etre lezennou ar societe ha lezennou ar bed.

An den vertusus ha fur ne anaves qiziou ar bed nemet evit ho c’hombatti.

Evit ar c’hustumou e toues an dud, eur c’hristen mad a observ anezo, pa n’o deveus netra gontrol da lezennou Doue.

Tor a rafet d’ar vertus eus an devotion, ma revusfet pep divertissamant. An dra-se a ve creat ar greden faus pehini a ra da lod sonjal penaus ar vertus hac ar religion a rent an den gouës.

Nan, ar guir devotion ne rent den gouës na ridicul.

Gallout a rêr, eb cessi da veza devot, en em gonformi d’an usachou convenabl. Mæs ar guir religion, dre ar fin pehini a bropos, hac ar ræson pehini he c’hundu, a rent meritabl dirac Doue an traou indifferant enno o-unan.

N’en em roit jamæs da un divertissamant, peguen dibec’h benac e ve ; na rit nemet en em bresta da-se, evel un den pehini a brest arc’hant evit e gaout adarre.

Evit evita, en divertissamanchou pere a ro convenabl da guemeret, un dissipation re vras, ho pet sourci da zigass alies en ho memor ar sonch eus a bresanç Doue.

En em gomportit gant ar vodesti hac ar brudanç pere ho pefe, ma ve Jesus ha Mari assembles ganeoc’h.

Evel an æl pehini a yoa assembles gant Tobi yaouanq, seblantit en em gomporti evel ar re-all, pa ne raint netra na ve permetet. Mæs, er memes amser, ho pet ives, evel an æl-se, eur[92] vagadures invisibl, pehini a rayo deliçou hoc’h ene.

Savit songesonou ho speret varzu an evou. Songit er plijadurezou infinit a bere e jouis eno ar sænt, plijadurezou pere a so recompans ar yenien o deveus bet evit plijadurezou an douar.

Savit ho speret hac ho calon varzu Doue, o lavaret dezan penaos oll blijadurezou ar bed ne raint james deoc’h ancounac’hat ar plijadurezou pur pere a danvear en e servich.

Lavarit d’ho Toue penaus gant sicour e c’hraç, e rafac’h volontieramant ar sacrifiç eus ar pes a ell plijout muia deoc’h ar bed-ma, evit eul lodennic ebqen eus e garantes.

Oh ! peguement a bec’hejou a ve nebeutoc’h er festou, ma c’himitfe an dud sobriete ar Verc’hes e eured Cana !

Na ve qet guelet neuze qement a gristenien oc’h en em renta, dre ho c’hofajou guin ha cher vad, henvel oc’h an anevalet diræson.

Oh ! peguement a dud yaouanq na vent qet collet dre an dansou ha dre an amourousdet, m’ho defe sonch en eureujou, eus modesti ar Verc’hes, en he c’homsou, en he sellou, en he oll mouvamanchou ebars en eured Cana !



CHABIST XXIX.
Peguement eo douç clevet ar voues a Jesus ha peguement a bres a dleer da caout da chelaou e instructionou.


Mari he devoa jouisset eus a bresanç Jesus hac eus a zouçder e antretienou epad an tregont vloas ma e devoa chomet assambles gantan e Nazareth.

Seblantout a rea ne devoa mui da ober nemet medita, er silanç eus ar retræt hac er solitud, ar c’hentelliou he devoa recevet digantan, eb e vige necesser dezi heuilla Jesus e meur a andred epad ma presegas an aviel.

S. Yan a lavar deomp gouscoude penaus Stes Mari a chomas[93] un deves benac gant Jesus e Capharnaüm, nen deus mar, evit profita eus e instructionou.

An aviellerien-all a lavar deomp penaus, en un occasion-all, o velet na elle qet tostaat[94] ous Jesus, abalamour d’ar foul a dud a yoa en dro dezan, ha pere a felle dezo chelaou e zoctrin, Stes Mari a c’houlennas[95] er guelet ha parlant ountan.

Den-all ebet ne anaveze guelloc’h eguethi ar pris eus e guentelliou divin, ha ne danvea gant mui a c’hout ar chalmou eus e gonversatiou.

Peguen douç eo, en effet, evit an hini a voar distingui moues Jesus dioc’h hini an dud, peguen douç eo clevet ar c’homsou a vues pere a sorti eus e c’hinou !

Un ene pehini e deus qemeret gout e Jesus, ne eil mui beva eb Jesus.

Dija, e mill occasion, he deus clêvet e voues, ha mill gueich c’hoas e deves c’hoant d’e c’hlêvet.

Pep demeuranç ha pep lec’h a zisplich dezi ma na gav eno e muia caret.

Pep moues a so un dra importun evithi ma n’en deo mui Jesus eo a barlant outhi.

Oh ! peguement e tisplich d’an ene devot discoursiou ha causiou an dud ! Caout a ra dezi ne[96] antretenont anezi nemet a draou vean ha disaour ; ar[97] c’homsou ebqen a Jesus a so evithi speret ha bues.

A zalec ma clêo Jesus e parlant, el levriou devot, er sermoniou, er c’hatekis, pe dre inspirationou ha sclerigennou secret, e chasse pep sonch-all, evit rei he oll attention d’e voues divin, abalamour ma plich dezi mui, infinimant mui eguet ar pes a alfe da glevet a gaera possubl var an douar.

N’en deus netra a guement a glêfe gant mui a joa, a guement a zalc’hfe gant mui a fidelite, a guement a veditfe gant mui a application eguet an aviel hac, e general, comsou Jesus ; mæs netra ive ne brodu mui a froues en ene-se guir gristenes.

Рa ves cousqet, e tiun dre an disterra trous a ra moues he phried divin. Ah ! emezi, clevet a ran[98] moues va muia caret ; cetu en erru ; ha n’en em drompl qet var e voues.

Pa ne garer nemet Jesus, e c’hanaveser dioch-tu eо Jesus a barlant.

Ar bed, ar vanite, ar plijadurezou о deus eul langach pehini ne glêver neuse nemet en despet deomp, ha pehini ne anaveser nemet evit caout horrol ountan.

Daoulagad Santes Mari-Madalen ne anaveschont qet dioc’h-tu Jesus, pa er gueljont goude ma oa ressuscitet ; mæs aveach en devoa Jesus digoret e c’hinou da barlant outhi, ma santas he c’halon e voue Jesus eo e zoa.

O Jesus va Salver ! pellait diouzin an oll moueziou estranjour eus ar bed, pere a glasq qen alies va distrei dioc’h ho coms divin. Ne fell din mui chelaou nemedoch.

Divertissamanchou vean, traou inutil, dangerus, criminel ; pere oc’h eus qen alies va ampechet da glêvet moues Jesus, n’oc’h anavezan mui, adieu ; lêzit ac’hanon va-unan gant Jesus !

Evit caout ar bonheur d’ho clêvet, me[99] ho c’heuillo, mæstr divin, partout elec’h ma zeot.

Ma na glêvan mui parlant ac’hanoc’h en ty en em gavan, e quitain evit monet e lec’h ma ho clêvin.

Beveich ma vezin en occasion a bec’het en eur gompagnunes, e tec’hin, m’ar bes possubl, pe ma n’er guellan qet, e serrin va diouscouarnoc’h ar bed hac e langaich, evit chelaou ar pes a lavarot, ô va Jesus ! d’am c’halon e secret.

A hent-all e pe andret benac e venn, e c’hallan tanva ar bonbeur a glascan.

Parlantit, ô va Autrou ! parlantit continuellamant ous va c’halon. Me[100] a chelaouo gant attantion ar pes a lavaro an Autrou-Doue din e fond va c’halon.

Eurus[101] an hini a blich ganeoc’h da instrui ha da formi en anoudêgues eus ho lezen ! caout a rayo pe a dra da zouçaat e boaniou e amser ar chagrin hac an affliction.

Ho Peleyen a barlant din alies eus ho pers, hac e c’hallan profita meurbet eus ho c’homsou.

Cals a levriou mad a lennan, a glêvan lenn gant plijadur, hac a barlant din ac’hanoc’h ; mæs ma na glevan, er memes amser, ho moues, pe seurt impression a rayo an traou-se oll varnon, pe seurt froues a dennin anezo ?

Ar pes a leveront din a so excellant, ha guir, ha touchant ; mæs, ma n’en em uniss ho craç d’o c’homsou, d’o instructionou, ar viriones n’en em imprim qet mad er speret, ar galon ne ves qet gounezet mad.

Roit din eta[102] da entend ho moues, ô Jesus ! pried celestiel eus va ene, evit ma roin deoc’h da entent va moues. Parlantit oc’h va c’halon, evit ma parlanto ousoc’h-ini.

Ho moues-c’hui, ô Jesus ! a zesq muioc’h en eur moment eguet na zesqer e meur a vloaves e scôl an dud savant eus ar bed.

Dre an anaoudeguez santel ho devoa qemeret en ho calon, ho deus meur a bersonnach simpl hac ignorant, erves ar bed, desqet parlant en eur feçon ravissant eus ar garantes a Zoue, parlant memes gant cals a speret eus ho prassa mysteriou.




CHABIST XXX.
Ne dleer qet clasq gloar ar bed-ma nac istim ar bed.


Ar Servicher.

En em rejouissa a rit, eb mar, ô Mari ! ô mam eüreus ! eus an henoriou rentet en occasionou differant d’ho mab Jesus, en amser ma presegue an aviel d’an dud, mæs a’en em rejouissac’h gouscoude nemet abalamour dezan, eb distro ebet varnoc’h oc’h-unan.

Ne veljot qet ac’hanoc’h oc’h en em bompadi nac oc’h en em ourgouilli, o veza m’en devoa taulet Doue e choas varnoc’h evit rei dar bed an hini pehini, dre eclat e vursudou, dre hueldet ha divinite e gomsou, a excite admiration an oll. Differant meurbet dioc’h ar mamou-all pere en em bompad a voues huel eus a verit o bugale hac a fell dezo partagi ar c’hloar-se.

Mar c’heuliac’h Jesus e meur a andret, er greac’h evit receo e instructionou ha maga oc’h ene dreizo, non pas evit clevet na guelet o coueza varnoc’h ar meuleudiou hac ar venedictionou a receve.

Conservi a rejoc’h bepret’ar santimanchou a vir humilite e creis ar pes a yoa capapla da denna varnoc’h an oll sellou hac an oll henoriou.

Evel-se, ô Guerc’hes ! e condaonit an neр a glasq gloar ar bed, an nep a gar istim an dud, poeson malheurus, pehini a gorromp hon oll œuvrou.

Mari.

Va mab, guir eo gant graç Doue, me en em breservas bepret dioc’h ar pes a c’halvit, gant ræson, eur poeson malheurus.

Da Zoue ebqen eo ar c’hloar. Hac eus a betra e c’hall en em c’hlorifia ar c’hrouadur !

Tout en deus digant he Zoue.

An Autrou-Doue en devoa dija va distinguet qement, oc’h va choas evit mam d’ar Messi !

Hac em bige c’hoas clasqet estim ha distinctionou hac henoriou an dud ! Nan, an hini ne glasq nemet Doue, ne gar nemeur nemet Doue. Henoriou ar bed-ma, qement so estimet ar muia gant an dud, a so traou væn ha dister en e santimant.

Consultit, va mab, ho feis, consultit memes ho ræson, ha ne zesirrot mui qement ar meuleudiou hac an henoriou.

Hoc’h ambition a droyo e lec’h-all, hac e tesirrot ebqen ar c’hloar reservet gant Doue d’e sænt, ar barados.

Ma læser ac’hanoc’h en ancounac’ha, mar qemerer ac’hanoc’h evit netra, pell dioc’h beza tristoc’h a se, en em rejouissot, abalamour n’eus qet a hent pehini ho cundufe surroc’h d’an henor bras ebars en ee, eguet na rayo un humiliation recevet a galon vad hac en eur speret a religion.

Abandonit eta, lesit gant tud ar bed an oll ditrou væn, an oll distinctionou honorabl-se a bere en em bompadont.

En em breparit, dre ho c’humilite, eur c’hloar solitoc’h ha realloc’h, ar c’hloar eus ar re eurus en evou.

Goulennit alies, evel a rêe David oc’h Doue, ma c’hampecho ho taoulagad d’en em fixa gant attach var ar vanite eus a draou ar bed-ma.

Meur a zen a so en em gollet evit beza great eus ar bed ho idol hac ho Doue.

Na gresqit qet an nombr eus ar re disqiant pere a zêv c’hoas esanç dezan en ho c’halon, dre ho c’harantes divoder evit e istim hac e c’hloar.

Ar Servicher.

Me a brofito, Guerc’hes santel, eus hoc’h exempl hac eus ho qenteliou. Ne fell din qen gloar nemet an hini a ves oc’h imita ho vertuziou. Mæs evel ma zeo sempl va c’halon ha facil da vancout d’e zesirou mad, ec’h imploran hoc’h assistanç.

Obtenit din, obtenit din ar fermder spirituel a behini em eus ezom evit en em sevel dreist disprijanç ar bed hac e flagorneres treitour.




CHABIST XXXI.
Ret eo support an nessa gant carantes ha gant douçder.


Ar Servicher.

Guerc’hes pehini a so, dre e douçder, dreist an oll grouadurien bur, c’hui, dre ho patiantet en andret qement a dud iograt da bere Jesus a zesqe e zoctrin celestiel, hac e faveur рere e rea ar brassa bursudou, a zesq din penaus e tlean support defautou an nessa. Car, mar roet avechou da Jesus meuleudiou ha benedictionou, pet gueich n’en devoa qet a gontroliesou da souffr ?

An avi a yoa appliqet da ober dezan inimiet, pere a zecrie e zoctrin, a dræte e viraclou a dauliou fin, hac a lavare anezan qement a draou, ma passee, e speret cals a Yudevien, evit ar pes ne voa qet.

Pet gueich, ô Mari ! ne oac’h-u qet test eus an traou-se ? Ha gouscoude, dre exempl ho mab, n’ho poa evit e adversourien nemet santimanchou a garantes hac a beoc’h.

Horrol ho poa ous pep pec’het, mæs c’hui a garie atao an den, daoust ma pec’hje a enep ho mab Jesus.

G1ac’haret ebqen eus a offanç Doue, n’en em bermettac’h clem ebet a enep an dud insansibl-se.

Prijout a reac’h memes en em interessi evitho dirac Jesus…

Allas ! ober a reac’h en ho andret ar pes a rit em andret-me abaoue qen alies a vloaves.

Me a so an infidella hac an ingratta eus ho servicherien, hac em supportit gant madêles. Obten a rit din atao digant Doue faveuriou neves.

Mam an Doue a beoc’h, obtenit din ar c’hraç na affligin[103] den james dre gomsou dipitus.

O c’hui, a behini an hano ebqen hac an imachou a zigaç en ene santimancbou a zouçder ! goulennit din ar vertus-se a zouçder, ar speret-se a beoc’h, pere a verit deomp an titr henorabl a vugale[104] Doue.

Mari

Me a intercedo evidoc’h, va mab ; mæs, eus ho costes, respontit d’ar graçou pere a obtenin deoc’h.

Ar graçou ne lamont qet an difficulteou : sicour a reont d’ho zrêc’hi.

Me a voar penaus ar re-all ho chain alies dre ho humor inconstant, dre ho ideou dizêson, dre ho manielou particulier. Mæs graç Doue, mar sentit outhi, a zesqo deoc’h trec’hi an dic’hout, an oll gontroliesou, hac ho peso merit.

An occasionou da ober bursudon a gouraich n’en em bresant qet bemdes d’an eneou christen ; mæs bemdes, en eur support gant patiantet defautou o nessa, e c’hallont caëraat o c’hurunen.

Bues eur c’hristen a so eur vues a sacrifiç hac a souffranç, hac e zeus tud pere, dre ho defautou, a ro qasi bepret occasion d’o c’hresqi.

An oll dud[105] a bec’h e meur a rancontr : profita a dleont eta eus ar voyenou da effaci ho phec’hejou. Supporti an nessa gant eur speret a binigen a so unan eus ar guëlla moyenou da satisfia da justiç Doue offanset.

Oc’h pen, va mab, peb den en deus ; defautou. Ar parfæta eo an hini en deus nebeutoc’h eguet ar re-all.

Caout a rit defautou en ho preudeur hac en ho c’hoareset erves Doue : ar re-ma a gav ives ennoc’h ; car n’en doc’h qet eus an dud-se pere en em imagin n’ho deus defaut na viç ebet, ha pere, en dra-se memes, ho deus ar brassa tout.

Ho preudeur ho support evel ma maoc’h ; supportit-hi ives eta evel ma maint ;

Impligit da supporti an nessa, ar batiantet-se a behini oc’h eus bet ezom evit en em supporti oc’h-unan en defautou pere oc’h forcet da anaout ennoc’h.

Abaoue pell amser e labourit d’ho c’horrija ha ne avancit nemet nebeut. Penaus e teuot a-ben da gorrija ar re-ali erves ho faltasi ?

Ne gorrijot qet ar re-all, ne bareot clenvet ebet, en ho ene, dre au oll glemou pere a losqit abalamour d’an poaniou oc’h eus da anduri abers certen personachou, pere a zisplich deoc’h.

En hevelep poaniou, ar pes oc’h eus da ober a so goulen ous Jesus e sicour evit profita anezo, ha profita anezo, en effet, evit en em amprou oc’h-unan ha fermaat en ho vertus hac en ho religion.



CHABIST XXXII.
Ret ео plega da volontes Doue, memes en traou control dа interest e c’hloar.


Ar Servicher.

Pebes sujet a c’hlac’har evidoc’h, ô mam Jesus ! guelet an nebeut a froues a denne ar Yudevien eus e sermoniou.

E zoctrin celestiel, soutenet dre ar brassa miraclou, ne gonvertisse qet mill ha mill speret obstinet, pere a garie en em dalla ho-unan.

Henvel ous tud clan pere a bella gant coler an dorn pehini a fell dezan ho pharea, an dud incredul-se a restaule gant furol ar silvidigues a yoa offret dezo.

Pe sort santimanobou o devoa hi en amser-se, ô Guerc’hes sacr ? Scoazia a reac’h ho tiscoas var an dallentes hac an obstination eus an dud-se corrompet ; mæs en ober a reac’h e peoc’h, ha ne cessac’h a hent-all da c’houleu ho c’honversion oc’h Doue.

Mari.

Va mab, me zesire sur, mui eguet den, e vige anavezet Jesus. An desir ardant am boa evit e c’hloar a rea din santout crissoc’h caleder ac Yudêvien !

Mæs perac an dra-se en divige troublet va ene ? Gouzout a rean penaus alies a laqea ar re vechant da servichout d’e zessinou, penaus alies e tenn ar vad eus an droug, hac e c’hadoren e peoc’h ar furnes infinit-se pehini a bermet avechou e triomphe ar bec’herrien.

Ar Servicher.

Ar batiantet-se, ô Guerc’hes santel ! a servicho din da squer en oll amser eus va bues, mæs particulieramant en traou pere a alfe attaqi va feis ha va religion.

Mari.

Ya, va mab, pa vellot an den pec’her oc’h en em sevel gant ourgouill a enep ar re a so direbeich, ne abandonit qet ho speret nac ho teaud da sonjesonou a zipit ha da gomsou c’huêro a enep ar re vechant-se : ar religion en difen ouzoc’h.

Perac ne souffrac’h qet ar pes a souffr Doue e-unan ? Ampech a alfe ar pes a so evidoc’h, martese, eur sujet a scandal, a voal exempl : n’er gra qet. Oc’h er permetti, en deus e zessinou. Deoc’hui eo о adori.

Netra ne erru ama eb e bermission. An droug evel ar vad a servich da zessinou e brovidanç.

Ne velit qet an dra-se brema. Un deis a duio e pehini e vellot an oll justiç hac an oll furnes eus a brovidanç Doue en traou a erru var an douar.

Ne dleit qet, evit guir, beza insansibl d’ar malheuriou eus ar religion. Just eo e veac’h affliget dreizo ; permettet eo deoc’h memes adressi var o zujet clemou carantezus d’an Autrou-Doue.

Mæs ne qet ardeur veritabl evit gloar Doue ho pe, ma læsfac’h ho feis, ar peoc’h eus hoc’h ene, da veza trec’het, diminuet pe droublet dre ar c’hontroliesou a erru abers an dud fall.

Ar goler outho abalamour d’an dra-se a ve un abus eus an desir a dle caout pep christen da velet gloar Doue procuret e pep tra. Eur vad, eur vertus ne zistruch qet un all.

Soumetti ar speret d’ar pes a so permettet gant Doue, a so possubl en un ene christen assambles gant eur guir desir eus a c’hloar Doue.

Beza e zeus malheuriou pere a verite vouelfac’h varnezo ; mæs ra vezint daëlou scuillet e c’hars treid an Autrou-Doue, hirvoudou poulset betec e galon.

Grit pers dezan eus ho poan. Pedit-en da lacât fin d’ar pes oc’h afflich.

Livirit dezan, memes, gant eul liberte santel a behini ne vezo qet offanset : Savit,[106] ô Autrou ! Perac e seblantit-hu cousqet ? Perac e tistroit-hu ho taoulagad divarnomp ! Perac hon ancounac’hait-hu en hon affliction ? Deoc’hui oc’h- unan, ô va Doue ! e creder disclêria ar bresel. Ho c’hano santel eo a outrager, hо religion a vlasphemer, ho labour a faller da frêza.

Qemerit difen ho caus ; na souffrit mui en defe ar pec’het ar victor : ho cloar memes a c’houlen qement-se.

Evel-se, va mab, e satisfiot d’ar pes a exich diganeoc’h an desir eus a c’hloar Doue hac ar garantes evit ar religion, hac a-hent-all, gortozit e peoc’h ma tuyo Doue d’ho consoli.




CHABIST XXXIII.
Mercou eus ar guir santeles.


Eur vaoues a grias, un deis, a boues penn, e presanç hor Salver : Eürus[107] ar vam he deus ho touguet hac ho maguet gant he læs. Lavarit qentoc’h, eme Jesus, eürus ar re a chelaou comsou Doue hac a observ e c’hourc’hemennou.

Jesus a ro da entent, dre ar c’homsou-se, penaus ar galite huel a vam Doue n’en deo qet ar pes a zisting muya ar Verc’hes Vari, ha penaus e zeo distinguetoc’h dre he fidelite da heulia bepret an oll boenchou eus religion.

Ar pes a ra merit Mari n’en deo qet he dignite miraculus a vam Doue, pehini a zalc’h digant Doue ha digant Doue ebqen, mæs he santeles pehini a deu dezi digant Doue, evit guir, mæs e pehini he deus, en eur fêçon benac, he lod, dre an usach vad e deus great eus he liberte.

Ar pes a ra Doue evidomp n’en deo qet tout-a-fæt ar pes a verit e recompansou, mæs hor fidelite da respont d’e c’hraçou.

Ar servicher mad a behini e parlant an aviel ne laca qet e verit da veza recevet pemp talant digant e væstr, mæs da veza ho laqeat da brofita.

En em c’hlorifia a ellit gant ræson eus ar galite a vab Doue, recevet en ho padiziant. Mæs grit attention penaus ar galite-se ne royo qet a renq deoc’h e toues ar sænt, ma n’he soutenit dre ar zanteles eus ho pues.

E toues ar sænt e zeus pere ho deus bet meur a ravissamant ha meur a vision.

Sant Paul, en e vues, a so bet savet en huella eus an evou. Re-all a so bet guelet evel er meas anezo o-unan, e creis eur beden pe un oferen.

Mæs n’en deo qet en dra-se e zint dign eus hon avi. Fidel int bet da observi lezen Doue, lezen an ilis, chetu eno petra en deus ho rentet sænt, chetu eno petra a dleomp da imita enno.

Antreet oc’h en eur stad a vues pehini a so santel. N’en deo qet e zanteles ho saveteyo ; ho vigilanç hac oc’h acqet da ramplissa an deveriou eus ho condition, chetu eno petra a assuro ho silvidigues.

Judas, erves an apparanç, en deus great miraclou, ha gouscoude a so daonet. Ne velomp qet en defe great Sant Yan-Vadesour miracl ebet ; gouscoude mab Doue a ro dezan, en aviel, ar veuleudiou ar re gaëra.

Еn istim bac en opinion an dud, e c’haller beza un dra benac eb ar santeles ; mæs en istim Doue, ne zoar netra nemet beza e vezor santel, ha ne zoar santel nemet e qement ha ma rear oeuvrou mad.

Chetu ar pes a vezo evidomp, evel evit Santes Mari, ar guir ræson evit pehini e vezo roet deomp gloar ar barados. Chetu eno guir fondamant an eürusdet dirac Doue.

Comprenit eta, ó ene christen ! penaus Doue n’en deus qet staguet ho silvidigues oc’h donesonou extraordinal, naturel, spirituel pe gorporel, pe dreist-naturel, mæs ho rentet en deus, evit parlant er c’his-ma, mæstr eus ho silvidigues, oc’h e lacat, he c’houde, da zepanti diouzoc’h.

An hini, ô va Doue ! a guerso dibec’h en hent ar silvidigues hac a ramplisso e oil deveriou a gristen, ennes eo a vezo dign da antreal en ho tabernacl eternel.


Fin eus an eil levr.


IMITATION
AR VERC’HES VARI,
var model
IMITATION JESUS-CHRIST.





LEVR TREDE


E pehini e considerer bues ha vertuziou ar Verc’hes santel, abaoue maro Jesus, he mab, var ar C’halvar betec e assomption en êe.




CHABIST QENTA.
An hini a gar Jesus a dle pignat gantan d’ar С’halvar, ha soufr enо gantan.


Mari.

Jesus a bign var ar C’halvar. Deuit, va mab ; hor c’honvia a ra da bignat eno ive gantan.Mar er c’harit, n’en abandonnot qet.

Hor c’harantes evit Jesus hac hi a ve dign anezan, mar en dilæssemp en e boaniou ha pa eo dianaveset hac outraget gant an oll ?

Ne allomp rei dezan sicour ebet ; mæs, da viana, ni a guemero pers en e souffrançou, о vesca hon daëlou gant e c’hoad, hac e roimp dezan ar gonsolation da velet e zomp prest da soufr, evit e garantes, qement a ordreno.

Ar Servicher.

Mæs, Guerec’hes generus, ha ne alfet qet disques e garantes da Jesus nemet e creis ar souffrançou ? Ha ne aller qet en ober e creis ar repos hac ar peoc’h ?

Mari.

Va mab, en amser galm hac er peoc’h eus ar vues, eo eas rei testeniou eus ar garantes-se. Mæs ne aller guêlet hac hi a so ferm nemet en un amser a arneun.

Jesus en deus lavaret : « An hini[108] ne zoug qet e groas ha n’em heuill qet, ne oufe qet beza va disqib. »

C’hui a dle eta lacât e nombr an deiziou eürus ar re e pere oc’h eus occasionou da soufr eun dra benac dre garantes evintan.

Cals a gristenien ne garont ho madoberour divin nemet abalamour d’e vadoberou, hac a so henvel oc ’h ar vignonet eus an douar, pere ne garont qet eb interest.

Lavaret a reont e caront Jesus eus ho oll galon. Gouscoude n’ho deus qet ar gourach da veilla[109] un heur gantan e jardin e angoni.

Protesti a reont en heuillint partout, memes d’ar maro. Mæs an aon rac ar souffrançou a sempla souden enno ar garantes, ha ne heuillont mui Jesus nemet a ziabell.

Evidoc’hui, va mab, mar carit Jesus, a garo e groas, ha mar er c’harit a greis ho calon, e vriataot eus ho c’holl galon ar c’hroasiou differant pere a zigasso d’eoc’h.

An hini ne ranqer qet da forci, evel Simon a Cyrên, da zouguen croas Jesus, hac a guemer a galon vad pers er vestl c’huero pehini a voue presantet dezan var ar c’halvar, ennes a gar Jesus e guiriones.

An tan[110] eus an dribulation hac ar c’hroaziou a amprov an aour eus ar garantes ; e nettaat a ra, er renta a ra parfætoc’h.

Jesus en deus bevet en daëlou. Ha dleout a rit-hu gortos beva er blijadur, ha resolvet ec’h alfac’h-u beza da veva en deliçou ?

Eur guir gristen a so un den formet[111] var Jesus, o souffr, o vervel, ha maro er groas. Вeva a dle eta ha mervel er groas.

Caout a rit Jesus qen dign a garantes, pa songit er souffrançou en deus anduret abalamour deoc’h.

Ah ! peguement ne dleit-hu qet caret ar pes er rent qen dign da veza caret ganeoc’h, me lavar, ar souffrançou a bere ne ra pers deoc’h nemet abalamour m’ho car.

Tud prenet dre ar groas, a dle consideri ar groas evel ho phartach bac ho gloar.

Jesus n’en[112] deo antreet en e c’hloar nemet dre an hent eus ar souffrançou. N’en deus qet bet evidon-me un hent differant, qen nebeut nac evit ar sænt.

Ret eo deoc’h ives eta qemeret ar memes hent eus ar groas, mar fell deoc’h erruout er memes termen gantho, er barados.

Ar Servicher.

O Guerc’hes, mam un Doue ! mar oc’h eus anduret qement a souffrançou, mar oc’h eus qemeret qement a istim evitho, ar ræson eo ma carac’h Doue muioc’h eguet an oll verzerien, muioc’h eguet an oll sænt assambles.

Sicourit ac’hanon, ô mam dener ! sicourit ac’hanon, dre ho pedennou, da drec’hi va delicateri, ar pes am rent qer qizidic, an horrol naturel am eus evit ar groas ; ra brouvo da Zoue va c’halon, va speret, va c’horf ha qement am beus, penaus er c’haran.

C’hui a so bet ar verc’hes ar santella, ha gouscoude an affligeta. Me a gonsant beza participant en ho souffrançou, nemet er bezin en ho carantes evit Jesus.

Grit ma carin croas Jesus, ma laqain va oll blijadur er groas, evit, var va maro, ma vezo Jesus er groas va nerz ha va c’honsolation.

Mari.

Penaus, en effet, e c’hellot-hu, var ho maro, poqet gant fizianç d’ar groas mar ho pes bevet er gassoni[113] eur ar groas ?

Var ar maro, pell dioc’h beza fachet da veza bet alies var ar groas, e carfet beza bet atao er souffranç, abalamour ma hon deveus neuze ar gonsolation da veza bet atao henvel ous Jesus, dreist peb tra er pes ma fell dezan e vemp henvel outhan.

Va mab, exposet oc’h alies d’an dismeganç, d’ar goal dretamant, da veza persecutet.

Ma c’handurac’h an traou-se gant soumission, gant patiantet, e velfen ennoc’h un imach ravissant a Jesus, hac ho carfen, va mab, muioc’h eguet m’ho caran, abalamour henvelloc’h ous Jesus, e teufac’h da veza eur buguel dignoc’h eus ho mam.

Ar Servicher.

O va mam ! ar pez a royo din courraich hiviziqen hac am c’honsolo em oll souffrançou, a vezo sonjal penaus e tougan va c’hroas gant Jesus hac evit Jesus, mæs, er memes amser, pebes avantach evidon-me gallout sonjal e veritin, en eur feçon particulier, ho sicour hac ho carentes, dre va stad a souffranç er vues-ma ha dre va disposition vad d’e anduri.



CHABIST II.
En em resina da volontes Doue ebars en souffrançou.


Ar Servicher.

Er situation drist e pehini en em gavan, em beus recours deoc’h, ô consolatoures ar re affliget !

Pliget ganeoc’h desqi din a be santimanchou e tlean particulieramant beza occupet er poaniou pere a anduran hac er guêl eus ar re a dlean da anduri souden.

Mari.

Caout a dleït, va mab, santimanchou eus a eur gonformite barfæt da volontes Doue, pehini a ordren hac a regl peb tra evit e c’hloar hac ho silvidigues.

Рa dosta ouzoc’h un affliction, eur c’holl benac, pa ves erruet, pa gontinu, pa gresq, pa deu un all benac var e lerc’h, livirit ha repetit alies : Va Doue, ho polontes bezet great.

Ar sonch eus ar volontez-se a Zoue am c’hrenveas hac am c’honsolas en templ a Jerusalem, pa annonças Simeon e vige Jesus exposet da gontroliezou, hac em bige va-unan va c’halon treuzet gant eur c’hleze a boan.

Va c’hrenvât a reas dreist peb tra, ha va c’honsoli var ar c’halvar, pa veljon Jesus staguet ous ar groas hac o renta e halanad diveza er c’hruella tourmanchou.

Evel ma voa va c’harantes evit Jesus eb musul, va glac’har a voa ive eb musul ; mæs va resination da volontes Doue ne voa qet biannoc’h eguet va glac’har ha va c’harantes.

Chasseit eta eus ho calon, en hoc’h adversiteou, pep reflexion nemet houman. Doue a fell dezan. Pep reflexion-all ne ell nemet goassaat eur chagrin ha nemet rei c’hoas mui da santout peguement e zomp malheurus.

Petra ! va mab, pa songit eo Doue a zigass deoc’h an affliction-se, ha c’hui a gredfe lavaret : Ne fell qet din ?

Ma ne all un den fur falvout netra nemet mad, petra dleit da sonjal eus a un Doue infiniment fur ?

Doue, en effet, ne fell qet dezan pec’het ar re a sicour oc’h on affliction ; mæs tenna a fell dezan e c’hloar eus hor patiantet d’e anduri.

Permetti a ra pec’het oc’h adversourien, hac e fell dezan e profitac’h eus ho maliç evit en em renta santel.

David a yoa insultet gant un den hanvet Semeï, e pehini e considere, non pas unan eus e sujedi pehini en outrage, mæs ennan e considere un Doue just pehini en em serviche eus an instrument disprijabl-se evit en humilia hac ober dezan souffr evit e bec’hejou.

Jesus e-unan, о parlant d’e ebestel eus a galir e bassion, ne barlante qet dezo eus a ingrateri ar Yudevien pere er prepare dezan, mæs eus a volontes e dad pehini en devoa er reglet evel-se.

Er jardin Olivet, Perr n’en devoa qet c’hoas comprenet penaus eur c’hristen pehini a so er souffranç, pehini a accabler hac a bersecuter, ne dle implija qen armou nemet ar batiantet hac ar soumission da volontes Doue.

Falvout a ra dezan difen Jesus hac ampech ar soudardet da grêgui e Jesus. Trouc’ha a ra e scouarn da Valchus.

Mæs Jesus a lavaras : Destumit ho clese : petra ![114] ne efin qet ar c’halir roet din gant va zad, ha n’en em soumettin-me qet d’e volontes ?

N’en deo qet na elfac’h goulen oc’h Doue beza delivret eus ho poaniou ; mæs mar fell da Zoue ec’h efac’h ar c’halir, e souffrac’h, e leverrot : Va Doue, va zad,[115] ra vezo great, non pas va bolontes, mæs hoc’h-ini.

O Autrou ! na daulit qet a splet ebet en nebeut a c’hoant am beus da souffr, nemet e qement a ma c’hell er permetti ho cloar hac ho tessinou varnon.

Mar cresq ho souffrançou, pell dioc’h diminui, c’hui a lavaro : Ya,[116] va zad, me en em soumet c’hoas d’an dra-ma, pa zeo pliget ganeoc’h evel-se. C’hui er fell deoc’h, me er fell din ive. C’hui er c’hommand, me a obois.

Ret eo coueza dindan ar boan, me a gouezo dindanni ; ret eo mervel er boan, me a varvo er boan.

Ra ello memes ar rigol hac ar ruster eus an tauliou a roit din, pe a lezit da rei din, hasta ar moment e pehini e zin da jouissa eus an douçder eternel eus ho presanç hac eus ho carantes !




CHABIST III.
Eus ar Batiantet.


Peguen bras e tleas beza souffrançou mam un Doue en em c’hreat den, pa er guelas deut da veza an den a boan, guerzet da buissançou an denvaligen, trainet dirac an tribunaliou, qemeret evit un trompler, scoet ha goal drêtet gant soudardet insolant !

Peguement ne souffras qet Mari pa velas Jesus scourgezet gant ar vrassa crueldet, curunet a spern, consideret evel coupaploc’h eguet ar muntrer Barrabas, condaonet da vervel, sammet eus a instrument e varo, accablet dindan boues e groas !

Peguement ne souffras qet Mari pa glevas an tauliou morzol pere a anfonce an tachou e treid hac e daouarn ar mab qer-se ; pa velas sevel anezan er groas staguet var ar groas-se etre daou scelerat, insultet gant e adversourien joayus eus e varо, ha pere n’ho devoa da brezanti dezan nemet guin mesqet a vestl evit diminui e sec’het.

Er fin, pa er guelas o renta var ar groas e huanad diveza ha pa voue test eus an taul lanç gant pehini eur soudard a zigoras e gostes evit en em assuri eus e varo !

Er souffrançou cruel-se, Mari a zisques ar vrassa patiantet. Ne glêvchot qet an disterra clem o sortial eus he guinou.

Imita a rea var ar C’halvar, hor Salver e ty Gaïphas. Eno Jesus ne lavaras guer, rac inutil e vize bet dezan en em zifen.

O patiantet admirabl eus ar mab hac eus ar varo ! O ene affliget ! chetu eno ho squër en hoc’h affliction, en ho poan.

Mar deo necesser parlant, parlantit, mæs gant douçder ha gant eur speret a beoc’h. Ma n’ho chelaouer qet, souffrit eb lavaret netra ha ne opposit nemet patiantet d’an injustiç.

Mæs pe seurt patiantet a dleit da gaout ? Eur batiantet christen, frouez eus eur speret a religion, ha non pas eur batiantet tout-a-fæt humen, evel ma zeo inspiret avechou gant ar finessa pe an temperamant.

An nep en em humili dindan dorn Doue, pere a ador e justiç pe e misericord en tauliou a recevont, ar re a ra eus a batiantet Jesus ha Mari ar squer eus ho-hini, ar re-se a souffr e guir gristenien, hac evel-se eo e tleit souffr.

Douguen ho croasiou gant impatiantet, a so ho renta pounnerroc’h, a so ajouti eur pec’het d’ar boan.

Hent ar groas eo hent ar barados. An oll sænt a basse dreizan. An oll[117] dud just var an douar a basse dre an hent-se : cals ho deus a dribulationou, abalamour Doue a brepar d’ho phatiantet eur gurunen gaër.

Ah ! malheur d’ar gristenien-se pere a laca da servichout d’ho c’holl ar pes a dlie beza evit ho silvidigues !

Henvel, en dra-se, oc’h ar c’hriminel, al laër cleis pehini a varvas e costes hor Salver var ar C’halvar, o vlasphemi var e groas, ha pehini, eus ar C’halvar memes, a zisqennas en ifern…

Ma n’en em revoltomp qet, en hor poaniou, oc’h Doue, gouscoude e vurmuromp eus ar c’hroaziou a zigass deomp. Ha neuse e veritomp e lamfe Doue diganeomp, evit hor punissa, ar voyen-se a zilvidigues.

Alies, da viana, ec’h importunomp Doue evit beza delivret eus hor c’hroasiou, ha ne ouzomp petra a c’houlennomp. Ar c’hroaziou-se a so evidomp eur sourcen abondant a veritou.

E pelec’h e veljot mui a froues a santeles, excellantoc’h vertuziou, eguet e squeud ar groas ha var ar C’halvar ?

Ar batiantet a ra deomp destum mui a veritou e nebeut deveziou, eguet na zestumimp e meur a vloaves ; en eur vues consacret d’an exerciçou eus a un devotion pehini n’en deo controliet gant netra.

Pet guec’h e c’herru gant ar vanite hac ar garantes evidomp hon-unan, antren en actionou a zevotion, er gonfession, er gommunion ? Mæs, en eur vues leun a chragrin, a affliction, e zeus sulvui a verit, ma souffrer peb tra evit Doue, ha n’en em glasqer qet an-unan.

Na zesiromp qet ive eur groas qentoc’h eguet eben. Na leveromp qet : Guelloc’h e ve ganen houma, pe hounnont ; me he supportfe gant muioc’h a batiantet.

Ene christen, pep croas-all eguet an hini a zouguit, ne ve qet an hini a gonven deoc’h. Doue a voar guëlloc’h eguedoc’h petra a so red deoc’h.

Ma vige deoc’hui choas ho croaziou, en em dromplfac’h e qever ar choas.

Ar c’hroaziou pere a ro Doue deomp da zouguen, a so musulet dioc’h on ezomou, d’hon ners, d’an dessinou en deus varnomp.



CHABIST IV.
Doue a reserv avechou ar brassa souffrançou d’e fidella servicherien.


Ha ne voa qet eta, ô va Doue ! aoualc’h e divige bet Mari, epad tri bloas ha tregont, en e speret, an imaich eus an tourmanchou a dlie he mab da anduri ? ha ret e voa e vige c’hoas test eus e varo ?

O Doue ! pa о poa ordrenet da Abraham, evit amprou e feis, sacrifia deoc’h e vab unic Isaac, n’ho poa qet exiget e vige Sara, e vam, present er sacrifiç.

Mæs er c’hompren a ran, ô Autrou ! Mari, pehini a dlie beza un deis rouanes ar sænt, a voa ret dezi, arauc-se hac evit-se, qemeret muioc’h a bers eguet an oll sænt er[118] souffrançou-se a bere e parlant hoc’h Abostol, hac a bere oc’h eus etablisset, evel eur gommunaute, etre Jesus hac an eneou predestinet.

Ne dlean qet eta beza surprenet о velet an afflictionou hac ar c’hroaziou a gals a dud just o cresqi gant ho fidelite en ho servich.

Dleout a ran consideri ar souffrançou bras pere a anduront avechou, evel graçou bras pere a rit dezo, ha mercou bras a faveur eus ho pers en ho andret.

Recompansi a rit ar pes a reont evit plijout deoc’h, dre souffrançou pere ho rent henvelloc’h ous Jesus, ar squer divin pehini a bresant dezo ar C’halvar.

An dud a gariac’h ar muia hac ho devoa evidoc’h eur garantes vrassoc’h ha tenerroc’h, en em gavas var ar C’halvar ar re dosta d’ho croas.

Eur bonbeur bras eo beza cavet dign da barticipa, en eur feçon particulier, e souffrançou Jesus.

Pep christen, pep disqib[119] da Jesus a vezo parfæt, m’ar bes evel e vestr.

Jesus, hor mæstr, da berfection pehini a dleomp en em efforci da sevel, en deus passeet dre ar vrassa tribulationou.

Beza e zeus nebeut a eneou vertuzus bras, pere ne vent bet amprouvet eur vech benac en eur fêçon crèe ha terrupl. Commancet ho deus dre veza vertuzus : goude oc’h eus fournisset dezo en un adveisite vras, en eur gontrolies cruel benac, ar voyen da zont da veza parfæt.

Abalamour ma zoac’h agreabl da Zoue, eme an Æl Raphaël da Dobi, eo bet red deoc’h beza amprouvet dre an adversite pe ar malheur.

Pa ho servicher gant poan, ô va Doue ! e tisquëser deoc’h eur garantes loyalloc’h eguet pa ho servicher eb qasi poan ebet.

En so consolant an desteni en em renter, pa eller lavaret evel S. Pêr da Jesus : C’hui a voar, Autrou, penaus ho caran ; mes ne ousor qet petra eo ho caret, pa na ves qet c’hoas desqet souffr evidoc’h.

N’en deo qet ma ve, ô va Doue ! an affronchou, ar prisoniou, ar c’hlenvejou hir ha cruel, n’en deo qet ma vent necesseramant partaich ho sænt var an douar ; mæs gouzout a rit caout dezo croaziou-all, pere eb caout an apparanç terrupl-se, ne servichont qet nebeutoc’h d’ho lacât da vervel dezo ho-unan.

Ne ousor qet an oll gombajou violant рere ho deus da souten an eneou pere a fell deoc’h purifia ha pere a c’halvit da eur santêles vras.

Epad ma seblantont, a zianveas, jouissa eus ar peoc’h an desirapla, alies ho deus da souten en ho c’hreis ar brezel ar rusta.

Ne garit qet, va Doue, ar valiç eus an dud vechant a enep ho servicherien fidel ; mæs permeti a rit da æles an ifern en em zichadenna en ho enep. Mæs, evit o zilvidigues eo er permetit.

Seulvui o deus da gombatti, seul purroc’h ha seul parfætoc’h e ten ho vertus da veza.

O feis en em grenva hac a gresq, oc’h adori ho polonteziou, ô Doue souveren ! gant eur soumission atao parfætoc’h, hac oc’h anaout ennoc’h un tad fur pehini a gastis[120] e vugale, abalamour ma ho c’har. O esperanç a deu da veza ive bepret crenvoc’h dre o phoanniou. Anaout a reont ho madeles infinit, hac en em assuront penaus, pell dioc’h o abandonni da furol o adversourien, e teuot d’ho sicour : en em gourachi a reont d’ar gombat, dre ar sonch ma c’hassur an[121] afflictionou bresant eur pouez eternel a c’hloar.

Ho c’harantes a so ardantoc’h dre ar c’hroaziou. Atao distaqoc’h dioc’h ar grouadurien, ne vevont nemet evit an hini a so an Doue[122] eus ho c’halon, hac ho phartaich evit jamæs.

Er poaniou, muioc’h eguet e poent-all ebet, e c’henoront ac’hanoc’h, va Doue, dre o fidelite deoc’h.

E creis ar c’honsolationou, alies ho servicher dre interest ; mæs en affliction, pa n’he deus ar galon nemet c’huërder ; chom fidel deoc’h a so prouvi e ves evidoc’h eur garantes ferm hac immanqabl.

O va Doue ! lavaret am beus avechou, em affliction, e seblante n’em c’harac’h qet ; mæs hiviziqen me a lavaro : rentomp graçou da Zoue, car an adversite-ma a so eur prezant eus e garantes.

E servicherien fidel, e vignonet, e sænt, ho deus anduret poaniou cals brassoc’h eguet va re, abalamour ma zint dignoc’h eguedom-me eus e attantionou hac eus e c’hraçou. Souffromp gant patiantet ha resination ar sænt, evit obten ar c’hrac da souffr c’hoas davantaich !




CHABIST V.
Ne dleer qet en em estoni nас en em disconcerti evit santout dic’hout evit ar souffrançou.


Ar Servicher.

En em adressi a ran deoc’h, ô Guerc’hes santel ! en droublien e pehini em zaul ar guël eus ar groas. Santout a ran ennon va-hunan un dic’hout vras meurbet evit ar souffranç. An disposition-se a ra din crena.

Mari.

Va mab, an dic’hout naturel evit ar groas n’ho rent qet criminel dirac Doue. Beza e zeo memes eur sujet a verit, mar chomit atao soumettet d’e volontes.

Pa lavarer penaus ar Sænt a garie ar souffrançou, ne ententer qet ho c’harient naturelamant. Enno an den a hirvoude, ar c’hristen en em rejouisse. Ho santimant naturel a resiste, щæs ar religion a driomphe eus an natur.

Ha sonjal a rit-hu penaus va c’halon ne santas qet betec ar beo, poaniou va mab, e varo var ar c’halvar ?

M’ar deo pep mam sansibl oc’h er poaniou a andur he c’hrouadur, peguement e tleas er beza mam Jesus, pa er guële accablet a dourmanchou hac a zismeganç.

Ret eo beza caret Jesus qement ha m’er c’haren, evit compren peguer cruel e voue ar glac’har eus va ene.

Jesus e-unan, er jardin Olives, a læsas e galon da santout aon rac an tourmanchou hac ar maro. Ne falvezas qet dezan e teuje e zivinite, pehini a roe d’e souffrançou eur merit infinit, da denna digantan ar santimant eus ar memes tourmanchou.

Va mab, nemet n’ho pezo en hoc’h afflictionou qen bolontes nemet bolontes Doue, n’en em droublit qet eus ar pes a basse ennoc’h en despet deoc’h.

Pa erru memes ganeoc’h senti ous ar vivacite naturel, n’en em zigourachit qet, peautramant e c’hajoutfac’h eur faut-all d’hoc’h impatiantet.

Un ourgouil secret eo en em droubli abalamour ne zoar qet parfæt. Fæbl oc’h, ha Doue a anaves ho sempladures. Un den oc’h, ha non pas un æl.

An den ne all qet passeal e vues eb ober eur faut benac, da viana eur faut dister benac, peguement benac ne ve hini e particulier a guement ne alfe ha ne dleffe evita.

N’oc’h qet bet concevet eb pec’het ebet, eveldon-me, na parconseqant delivret dioc’h pep panchant d’an drouc, na dioc’h an oll sempladurezou naturel d’an den.

Pa echapp diganeoc’h eur c’hlem benac, goulennit dioc’h-tu pardon anezan oc’h Doue, promettit dezan e taulot muioc’h a eves. Implorit evit-se sicour e c’hraç, hac antreit adarre e peoc’h, o redoubli a zourci da veilla varnoc’h oc’h-unan.

Eur faut, pe seurt benac e ve, ne all beza guëlloc’h reparet eguet dre an humiliation a receo anezan an hini er c’hommet.

Pa viot en èe, va mab, hac e compagnunes ar sænt, neuse e viot ebqen en impossibilite da bec’hi.

Ar Servicher.

O Rouanes eus ar sænt ! peur e teuyo ar moment eurus-se ! Peur e vizien-me delivret dioc’h an aon da offansi va Doue, aon qer calet evit eur galon pehini er c’har !

Deut, da viana, mam a c’hraç hac a visericord, deut da souten ha da sicour ho servicher. Grit evidon, eus ho protection buissant, evel un difen a enep adversourien va silvidigues.



CHABIST VI.
O consideri Jesus er groas en em gouracher da souffr bepret.


Ar Servicher.

An douar a gren pa varv Jesus, an eaul a goll e sclêrigen ! ar reyer en em fraill, an natur en antier a so troublet. Mæs un dra-all am scô muioc’h eguet ar miraclou-se tout.

Chui eo, ô Mari ! ô mam vertuzus ! pehini a chom en ho sao e c’hars ar groas, o nevesi da bep instant ar sacrifiç a rit d’an Tad eternel, eus ho mab qer Jesus.

Penaus e c’heljoc’hui souten ar guël qen terrubl eus ho mab o vervel, ha belec’h ho poue qement a gouraich hac a fermder ? Pliget ganeoc’h en desqi da un ene pehini a goues accablet oll dre an adversite, pa ves un nebeut considerabl.

Mari.

Beza em boa dirac va daoulagad an exempl puissant, Jesus crucifiet, pehini ne lavare nemet comsou a beoc’h, pehini a souffre gant ar barfæta resination da volonteziou e Dad, hac a c’houlenne ountan, dre ar merit eus e c’hoad, pardon ha graç evit e vourrevien.

Va daoulagad a yoa digor var ar squer divin-se ; antreal a rên en e galon, hac e rean va fossubl evit qemeret e santimanchou.

Oc’h e velet о sacrifia gant qement a generosite e vues evit an dud, e creis an horrupla suppliçou, e tesqen ober va-unan da Zoue, a galon vad, ar sacrifiç eus ar pes am boa a vuia caret er bed-ma, a Jesus e-unan.

Va mab, caout a reot eveldon-me, e treid ar groas, eur souten en ho poaniou, ners en ho tigourajamant, eur resination gourachus er c’hollou ho pezo, er sacrifiçou a c’houlenno Doue diganeoc’h.

Pa vezit en affliction, e zit da glasq consolation digant an dud, mæs ne vezit qet pell eb gouzout e finis prest o c’hompassion. Goude beza commancet da gaout truez ouzoc’h, e c’hachuont dre en em squisa, betec eus ho presanç.

Mar bezit neuse læset ganeoc’h oc’h-unan en ho reflexionou, e santit ho poanniou о cresqi, hac alies ar boan a guemerit da bellaat dioc’h ar birou pere ho pless, ne servich nemet d’o anfonci davantaich en ho calon.

Mæs, va mab, en amser-se a gombat, en em armit a imach Jesus er groas ; en amser-se a denvaligen hac a arne, ra vezo ar grucifi ho qenta refuch, ho qenta sicour.

Peguer sempl benac e ve ho couraich, e cafot ennan ners ; peguer bras benac e ve ar c’huerder eus a boan ho calon, er grucifi e cafot consolation.

Ha da souffr oc’h eus-c’hui abers an dud ? Guëiit var ar groas-se, eus an oll dadou an hini ar muia outraget, eus an oll vistri ar muia dispriget, eus an oll vignonet ar muia abandonet, eus an oil dud just ar muia persecuted

Abers an ifern eo ec’h andurit ? Guelit Jesus var e groas, exposet da oll furol an ifern.

Ha credi a reôt-c’hui en em glem da veza trætet gant re a rigol, pa gonsiderit an Tad eternel oc’h exerci e oll rigol a enep e vab muia-caret !

Doue hac en a zigaç deoc’h eur boan demporel benac e punition eus ho pec’hejou ? Petra e teu da veza ar poaniou-se, mar ho c’homparachit gant ar re en deus anduret Jesus evit ho telivra dioc’h ar poaniou eternel ?

Prenet oun bet, a leverrot, en eur gonsideri ho crucifi, dre ar souffrançou gries meurbet eus a un Doue. Ah ! just eo e defe un ene evel-se prenet, just eo e defe, dre e souffrançou, un hevelidigues benac gant he redemptor.

Va mab, qen dishenvel oc’h dious Jesus, dre ar vertuziou, ma lavaro deoc’h ho crucifi eo consolant beza da viana un nebeut henvell ountan dre ar poaniou.

Ho pet recours eta d’ho crucifi, en ho poaniou, en ho chagrinou, en ho tentationou. Poqit dezan memes neuse gant caiantes. Stardit-en var ho calon. En em imaginit e maoc’h var ar C’halvar hac eo permetet deoc’h poqet da dreid ho Toue, o souffr hac o vervel evidoc’h. Parlantit dezan eus ho poaniou, ous o unissa gant e re, ha goulennit diountan soulajamant. Pedit ar Salver-se trugaresus da rei deoc’h da glêvet divar lein e groas, eur goms benac a gonsolation, pehini ho sicourfe da support ar rigol eus ho croas.

Va Jesus, eme-c’hui, n’ho quittain qet qen n’ho pezo rentet d’am ene ar peoc’h hac ar repos, qen n’ho pezo he c’hrenveat dre ho craç.

Mar bezit fidel d’an exerciç santel-ma, ho taëlou a vezo sec’het, ar peoc’h a vezo rentet deoc’h, ar gouraich a guemero plaç an digourajamant : ho croas ne vezo mui qer c’huëro en ho santimant, ar c’huërvder memes a vezo chenchet e douçder.

Pe m’ar chom ganeoc’h c’hoas da souffr, e souffrot, da viana, er santimanchou a batiantet, a resination, a garantes, pere a rea da Sant Paul lavaret : En em[123] blijout a ran er gonfusion, er miseriou, er persecutionou, en displijaduresou ar re vrassa, pere a anduran evit Jesus-Christ.



CHABIST VII.
Pe seurt santimanchou a dleomp da gaout en andret hon adversourien.


Mari ne alle qet caout brassoc’h adversourien eguet ar Pharisianet hac ar Yudevien, pere a yoa en em unanet a enep he Mab, hac ho devoa great e gondaoni. Mæs, unisset a zantimant gant Jesus, pehini a garie e adversourien betec rei e vues evit o zilvidigues, Mari a lavare sinceramant evel Jesus : Va Doue, pardonit dezo.

Guelet a rea adversourien barbar Jesus oc’h en em rejouissa eus a frouez ho c’hrim. Clêvet a rea ar maledictionou a bere e carguent Jesus, hac ar blasphemou a losqent a enep dezan.

Pep mam-all eguet mam Jesus, e divige goulennet venjanç an êe a enep an dud impi ha sacrilaich-se ; mæs Mari, instruet e scôl an Doue a beoc’h, e devoa santimanchou differant.

Jesus var ar groas ne roe da entent nemet eur c’hri a visericord hac a bardon e faveur e bersecutourien hac ar re a yoa pen-caus eus e varo.

Mari, e c’hars ar groas, a offre evitho goad Jesus, ar victim adorabl pehini a immolent.

Allas ! m’ho divige gallet ar Yudevien lenn e calonou Jesus ha Mari ar santimanchou a garantes hac a deneridigues о devoa an eil hac eguile evitho, aoualc’h a vige qement-se evit chench ho dispositionou criminel hac horrubl.

En diou galon-se qel leun a garantes evit ai re memes pere ho c’hargue a boaniou c’huëro, e ranqer mont da glasq, en andret an adversourien, ar speret a garantes hac a beoc’h recommandet en aviel.

Jesus ha Mari ho deus laqeat ho gloar da bardoni an offansou. Hac en em drompla a reant-hi er pez a songent eus ar c’hloar veritabl ? Hac en a so un dra disprijabl imita ar squëriou ar re henorapla ?

A be natur benac e ve an offansou great deomp, hac hi a vezo jamæs comparabl d’an outrajou great d’hor Salver ha d’e vam santel ?

Mari, goude Jesus, a yoa an hini evit pehini Doue en devoa ar muya complæsanç. An offanç great da Jesus a yoa infinit, an offanç great da Vari a yoa qer barbar ha ma zeo possubl, goude ah offanç great d’he mab.

Gouscoude, gant pebes carantes Jesus a scuill e c’hoad hac a offr e bris d’e Dad, evit goulen graç d’ar re goupabl ! Gant pebes carantes ne suppli qet Mari an Tad eternel da chelaou peden e mab ha moues e c’hoad en ho faveur !

Ar goler hac ar gassoni vrassa ha ne dleont-hi qet en em vouga e treid ar groas-se, e c’hars pehini e velomp Jesus ha Mari oc’h en em interressi, en eur feçon qen touchant, evit ar re memes pere ho deus e savet ?

Ar groas-se, instrument precius eus hor silvidigues, a c’houlen hor c’hondaonation, mar credomp tostaat outhi ar goler en hor c’halon.

O va Doue ! ar garantes evit an adversourien ne ell beza en hon ene nemet dre eur c’hraç meurbet puissant, pehini a c’houlennan diganeoc’h dre veritou Jesus ha dre bedennou Mari, a bere ar c’halonou a yoa qen douç en andret an dud ar re ingrata, qer charitabl en andret ar vourrevien an didruessa !

Calon adorabl a Jesus, calon a Vari, calonou qen dign a garantes ! O calonou qer madelesus en andret ar re a so bet caus eus ho poaniou garo, grit passeal em c’halon an oll larguentes eus ho santimanchou.

Ah ! hiviziqen, pa santin o c’henel ennon mouvamanchou a venjanç, qerqent ec’h unissin, a speret, va c’halon d’ar c’halonou sacr-se, ha n’en dispartiin dioutho qen am bezo recevet an impressionou santel eus ar vadeles, eus ar garantes, eus an douçder-se a bere e zint carguet.



CHABIST VIII.
E pe seurt dispositionou e tleomp beza pa velomp hor c’herent hас hor mignonet о souffr.


Doue hon afflich avechou e personnaich hor c’herent hac hor mignonet. Ar garantes hon deus evitho a ra deomp santout betec ar beo, ho phoanion.

Pebes affliction evit eur vam guelet he mab astennet var eur guele gant ar c’hlenvet, pe evit eur mignon, beza test eus ar poaniou cris perea andure vignon, eb gallout digaç remed !

Affliction just ha pehini ne deo qet pec’het, pa ves sujet da volontes Doue, mæs pehini a zeu da veza coupabl, pa na ves mui soumettet d’ar brovidanç ha pa en em echapp e clemou a enep Doue.

Piou a dleas beza affliget muioc’h eguet Mari, e amser passion he mab, passion eur mab digant pehini he devoa recevet qement a vercou a garantes, hac eus ar garantes ar vrassa hac an denerra ?

Pet gueich ne lavaras-hi qet en he c’halon : Va mab, va mab qer,[124] petra ne allan-me aouffr ha mervel en ho plaç.

Mar gouële merc’het Jerusalem o velet Jesus o passeal, carguet eus a instrument e varo, e pebes mor a c’huervder ne oue qet beuzet calon Mari, pa velas en asten var an auter eus ar groas, e pehini tlie mervel ?

Ah ! mar guelge da viana soulagi un nebeut benac poaniou Jesus, souten e ben sacr accablet dre e boanniou griez, diminui ar sec’het a behini en em glem !

Mæs nan ;-pell dioc’h gallout esperout e defe ar gonsolation-se digant un den truezus benac, ne gleo a bep-tu nemet guinaou impi o vlasphemi hac oc’h insulti ar buissanç memes hac an divinite a Jesus.

Un douçder benac a eller da gaout o souffr evit an hini a garer : mæs peguer cruel eo guelet о souffr ar re a garer, eb gallout о soulagi !

Petra a rayo eta Mari er situation-se qen trist ha qen poannius ? Ha souten a rayo-hi an horrol eus maro Jesus ; pe en em bellaat a rayo-hi evit non pas caout ar boan da velet he mab o vervel en tourmanchou ?

Agar, o veza chasseet gant e mab Ismaël, eus a dy Abraham, pa voa eat pell en desert, en em gavas desolet bras. Agar a abandonas he mab pehini a vouele, hac en em belleas diountan en distanç eus a eur c’halvaden, en eur lavaret, an daëlou en he daoulagad : N’en don qet evit en em resolvi da velet va mab о vervel.

Mari, er c’hontrol, a chom e qichen ar groas, oc’h en em soumetti da ursou an Tad eternel, hac oc’h offr dezan souffrançou Jesus evit silvidigues an dad.

E c’hars ar groas e chom, abalamour ma zeo eno e fell da Zoue e ve. Chom a reas betec fin ar sacrifiç eus a vues he mab.

He feis, he soumission, he c’harantes evit Doue a ra anezi un eil victim agreabl da Zoue, pehini a gemer ar sacrifiç eus he c’halon en union gant ar sacrifiç a so offret dezan e personaich Redemptor an dud.

Piou benac e veac’h, tad tener, mignon fidel, mab pe bried, mam pehini a so var ar poent da goll ar pes a ra ho consolation var an douar, desqit gant Mari trec’hi ho poan. Ho pe memor penaos, dre ma oc’h eus aonda goll cals evit an douar, e maoc’h en occasion da c’hounit cals evit an èe.

Ar religion ne gondaon qet ho taëlou nac ho clac’har sansibl ; mæs mar c’helaouit moues ar memes religion, e tesqo deoc’h o moderi, o renta santel.

Ar religion a zifen ouzoc’h en em abandoni d’an dristidigues vortel-se pehini a revus pep consolation. Lavaret a ra deoc’h : bolontes Doue eo, en em gonsolit.

Soulagit eta, a la bonheur, ho calon dre an daëlou, dre an huanadou, dre an hirvoudou ; mæs ive, en em droït varzu Doue, adorit e zessinou, en em soumetit dezo humblamant.

Clasqit, permetet eo deoc’h, clasqit ar voyenou da soulagi ar boan eus an den pehini a ra redec ho taëlou ; Doue a bermet deoc’h memes goulen e ve pare ; mæs ret eo ober an traou-se gant eur soumission dre behini e c’habandonot tout etre daouarn Doue.

Autrou, eme c’hui, anaout a rit ar pes a c’hortozan[125] digant ho madeles. Test oc’h eus va daëlou. Va c’halon a so livret d’ar vrassa troublien.

Autrou,[126] va Doue, me am beus laqeat va fizianç ennoc’h. Exauci a reot, me en esper, ar beden pehini a ran deoc’h da renta ar yec’het d’an den pehini a garan. Gouscoude me[127] a so prest da guement a c’houlennot diganen. Ne fell din, va Doue, nemet ar pes a fell deoc’h.




CHABIST IX.
E pe feçon e tleomp supporti ar boan hon deus e coll ar persоnachou a garomp.


Jesus a yoa maro. O pegueit e tleas beza evit Mari an amser etre maro Jesus hac e resurrection.

Jesus a yoa maro ; Mari e devoa collet ar mab an digna da veza caret hac ar muia caret.

Tristidigues David, pa varvas e vab Absalon, hirvoudou an oll mamou eus an innoçantet santel, ne dint nemet a veac’h eur squeud eus a c’hlac’har Mari, pa ne velas mui Jesus ha pa n’er c’hlêvas mui о parlant.

Mæs ar vam-se, ar santella a voue biscoas, о cоll Jesus, n’he devoa collet netra eus he santeles vras. He souten hac he c’honsolation a voue credi ferm penaus Jesus a ressuscitche prompt eus ar bes. Ar pes c’hoas he soulage en he glac’har, a voue ar resination barfæt e devoa da guement a yoa ordrenet gant Doue evit e c’hloar ha silvidigues ar bed.

O c’hui, pehini a bermet Doue e veac’h affliget dre ar brivation eus ar pes ho poa muia aon da goll ; mam desolet dre goll eur mab pehini a garac’h gant teneridigues ; intanves pehini en em vel privet abred eus a gonsolation ho pues ; oh ! na gollit qet ar guël eus ar squer a so offret deoc’h e personnach Mari : ho taëlou a so just.

Evel-se Joseph a vouelas var bes e dad Jacob ; Sant Augustin var bes e vam Santes Monica ; mæs desqit gant ar Verc’hes Vari ober da Zoue ar sacrifiç eus ho clac’har, ha penaus e tleit e support.

Ar maro a deu da baoues discoulma evit jamæs var an douar ar c’houlmou pere oc’h unisse d’an den da behini e vouelit. Mæs ha n’oc’h eus-hu eta esperanç ebet d’en em velet unisset a nevez er bed-all ? C’hui oc’h-unan, a chom a reot-hu atao er bed-ma ? Ho feis ha ne zisq-hi qet deoc’h penaus ar guir dud fidel en em velo unisset e calon Doue, en eur feçon infinimant parfætoc’h eguet na ellont er beza er bed-ma. Oll e ressuscitimp un deis.

Esperanç douç ha precius pehini a bropose Sant Paul d’ar gristenien guenta, evel eur rêson capabl da sec’hi ho daëlou ha da ober dezo support e peoc’h ar c’holl eus ho breudeur.

N’en em[128] abandonit qet eta d’an dristidigues, evel an dud-all pere a so eb esperanç.

Mæs gouëlit evel eur c’hristen leun a feis, pehini, goude beza satisfiet d’an deneridigues naturel, a gommand souden dezi en em voderi hac en em regli erves e greden.

Ne apparchant nemet oc’h ar religion santel ha divin a behini e reomp profession ; ne apparchant nemet oc’h ar religion fournissa deomp resonniou qer crêe a gonsolation.

Hac oc’h-pen, ar personnaich-se pehini a garac’h qement ha pehini a so lamet diganeoc’h dre ar maro, hac hi a ree eta ho c’holl gonsolation var an douar ? Ha caret a reac’hui an den-se mui eguet Doue, pehini en deus great an disparti etrezoc’h evit ræsoniou pere a dleit da adori ?

Ar personach-se a yoa cals caret ganeoc’h, mæs bolontes Doue, ha n’he c’harit-hu qet muioc’h ? Ho carantes evit an dud a gollit, ne voa qet, martese, reglet mad aoualc’h ; re attachet e zoac’h outho. Ho taëlou, pere a so qer c’huëro ha pere ne cessont da redec, a zisques er vad ho c’harac’h re.

Martese an den pehini a so maro a yoa un ampechamant vras evidoc’h da veza parfæt, pe da veza salvet. Doue, en eur he lamel diganeoc’h, en deus great eta ho mad, pa en deus bet trues ouzoc’h.

Profitit eus an affliction, evit non pas mui en em attachi re oc’h netra grouet. En em attachit ebqen, dreist pep tra, hac e pep tra, oc’h an hini a behini[129] ar bloaveziou ne finissint jamæs, oc’h Doue. Pe, mar qarit unan benac gant Doue, n’er c’harit nemet abalamour ma permet Doue deoc’h er c’haret, pe mar fell dezan er c’harrac’h.

Arabat eo e timinufe, e netra, ar garantes a dleit da Zoue. Carit Doue ebars e personaich ar re-all. Pa garer evel-se, e vezer atao, en despet d’an oll deneridigues naturel, disposet da veza separet, pa fell da Zoue, dioc’h ar re a so just deomp ho c’haret.

E deis ar maro, ar galon a hirvoud, evit guir, an daoulagad a scuil daëlou. Falvezout a rêr gouscoude ar pes a falves da Zoue ; ar sonch eus ar volontes-se a Zoue pehini en em accomplis, a voder hac a regl an daëlou hac an hirvoudou.




CHABIST X.
Penaus e tleer en em fermaat er feis hас en esperanç, pa еn em gaver e circonstançou pere a seblant beza control dezo.


An Ebestel ho devoa anaveset Jesus evit mab Doue, mæs e amser e bassion, infidel d’ar govession ho devoa great anezan, e dissimuljont hac e[130] qemerjont an tec’h.

Ne c’hoarvezas qet ar memes tra gant Mari. Heulia a reas Jesus betec ar C’halvar, e pelec’h e c’hanavezas anezan evit he redemptor, leun a fizianç e teuje adarre da veza beo, pa zeo guir en devoa er lavaret.

Goude maro Jesus, e Zisqibien (da viana daou anezo a bere e parlant Sant Lucas,)[131] n’ho devoa mui nemet eur restadic a esperanç da velet oc’h erruout ar pes en devoa lavaret Jesus dezo, arauc e varo er groas.

Mæs Mari, eb an disterra troublien, a guntinuas da gredi ha da esperout ferm penaus Jesus, pehini he devoa guëlet o vervel er gonfusion, a ressuscitche gant henor ha gloar, hac e soumetche ar bed da lezen e aviel.

Ar feis-se a Vari, soutenet e creis an tentationou-se, abalamour ma chome ferm en e c’hreden, fontet var ar viriones a Zoue, ar feis-se a Vari a so ar reglen eus ho feis-c’hui, ene christen.

Cals a dud impi, eb religion, a so dre ar bed-ma. Ma na roont qet deoc’h a occasion d’en em ziscleria a voues heul evit ho feis, an diaoul, adversour ar silvidigues, a glasco, da viana, he laqaat da blega var ar c’hostes fall, oc’h inspira deoc’h douetançou var ar guirioneziou revelet gant Doue.

Ferm ha cree[132] er feis, resistit gant couraich ountan, eb examina e finissaou fall, hac[133] e tec’ho pell diouzoc’h.

Diamsavit dioc’h-tu, e presanç an Doue a viriones, pep douetanç pehini a duyo en ho speret. Dre an diamsao-se, prompt, loyal, sincer, ar feis a gresqo ennoc’h hac a grevayo.

Mæs, er c’hontroliesou brassa, dreist peb tra, e clasco an drouc-speret lacât tenvaligen en ho speret ; neuse eo e clasco ho lacaat da zoueti eus a jusiic, eus a vadeles, eus a buissanç, eus a furnes an Doue oc’h afflich.

Digassit neuse en ho memor ar pes a lavar Doue deoc’h, en e levriou santel, eus a necessite ar souffrançou, eus ar c’hloar pehini ho c’heulio, eus a zessinou Doue, pa zigaç afflictionou d’an dud, memes d’e fidella servicherien.

Doue ne chench qet. Ar pes en deus lavaret a chom atao guir. E goms ne chanch qet muioc’h eguetan e-unan.

E pe stad benac a dentation, a boan hac a c’huervder, a sec’hor hac a zesolation, e pehini e c’helfac’h coueza, en em broposit evit reglen au esperanç e devoa bepret Mari.

Pell dioc’h plega hac en em. zisconcerti, ra en em zouteno hoc’h ene dre ar vertus-se a esperanç fontet var ar fidelite a Zoue en e bromessou.

Esperit,[134] ô ene fidel ! esperit a eneр memes an esperanç evel a reas Abraham gueichall, assuret mad[135] penaus qement en deus Doue promettet, ec’h ell en ober.

Doue a so ho crouer, hac en deus discleriet deoc’h penaus ne abandonje qet al labour eus e zaouarn, hac en divige atao e lagat varnoc’h.

Doue a so ar mæstr souveren eus a bep tra. Netra n’en deus impossubl dezan, na memes difficil.

An Autrou-Doue[136] a so souten e servicherien ; na ellont qet doueti a guement-se, nemet e raint reflexion var ar promessaou eus e allianç gant an dud.

Pegner fachus ha peguer glac’harus benac e c’halfe beza ho stad, hoc’h esperanç hac hi a ell beza guëlloc’h fontet eguet var eur brovidanç, eur vadeles, eur c’halloud infinit ?

Pet gueich ne assur qet deoc’h an Autrou-Doue, dre c’hinou e Brophetet hac e Ebestel, penaus e cleo, e souten, e tifen, e consol, e saveta an nep a esper ennan ?.

Implorit eta e sicour gant fizianç ha bezit assur penaus e visericord ho tenno eus ar stad trist e pehini emaoc’h, ho souteno hac ho tifenno betec ar fin, evit e c’hloar hac ho silvidigues.

Doue a bermet en em gafet avechou en extremiteou ar re derrupla, evit rei guëlloc’h da anaout ar pes a ell un esperanç ferm ennan, hac evit desquës ar garantes a dad pehini en deus evidomp.

Eur vertus amprouet mad a c’hounez cals guelloc’h calon Doue eguet un devotion dener.




CHABIST XI.
Ar consolation a deu goude an drirulation, ha gouscoude e zeo ret gouzout souffr eb consolation.


Ar Servicher.

En em rejouissit, Rouanes eus an êe, abalamour ar mab pehini oc’h eus meritet douguen en hoc’h intraillou santel, hac a behini ar maro en devoa coustet deoc’h qement a zaëlou, a so ressuscitet, evei m’en devoa er prometet.

Jouissit e peoc’h eus an union ho pezo gantan, dre e c’hraçou ar re breciussa, betec an deis e pehini e pigno ebars en ee.

Just eo e participac’h muioc’h eguet pep den all, e graçou hac e madoberou e resurrection, pa zeо guir oc’h eus bet muioc’h a lod eguet pep-hini-all en humiliationou eus e bassion.

Pebes joa evidoc’h, pebes consolation er guelet en oll eclat hac en oll c’hloar eus e zivinite, goude ma voa ressuscitet !

Chetu eta ho taëlou sec’het, ar gouli bras eus ho calon parcet ; ho souffrançou a so passeet.

Mari.

Va mab, Doue[137] a so gant e vignonet en ho phoanniou evit ho c’hrevât dre e c’hraç, ha pa blich gantan, e plaç ar boan e tigass ar gonsolaiion, e plaç ar c’huërvder e tigass an douçder.

Ar roue David a erruas qement-se gantan. Doue, emezan, en deus[138] consolet va ene abroportion ma voa bet affliget diarauc. Mar c’habandon, emezan, a vechou[139] an den just da furol an arne, e ra dezan erfin caout un amser galm.

Ar Servicher.

C’hui a anaves, ô Guerc’hes santel ! ar poaniou pere a anduran abaoue qeit amser ; mæs en em velet a ran atao eb consolation.

Mari.

Va mab, evit beza eb santout consolation, n’en doc’h qet evit qement-se, dibourveet a bep consolation.

Ha n’en deo qet eur gonsolation ar vella sonjal penaos ar boan ho rent henvel oc’h Jesus, hac ho laca var hent ar barados ?

Doue en deus e zessinou, pa læs e servicherien da souffr eb ober dezo tanva ar c’honsolationou-se, a bere e parlantit.

Beza e zeus sænt pere ho deus passeet dre sec’horiou spirituel ar re vrassa evel dre desertchou sec’h, e pere ne danveant qet an disterra berad eus a c’hlis ar c’honsolationou.

Mignonet Jesus ne dleont qet beza henvel oc’h mignonet an douar, pere ne fell dezo qemeret poan evit ho mignonet, nemet e qement ha ma c’hesperont beza souden recompanset dreizo.

En em reposit e pep tra var ar brovidanç, pa vezo necesser pe memes util deoc’h ar c’honsolationou, ho pezo anezo.

Beza oc’h eus en ho poaniou graç Jesus pehini ho souten ; hac[140] e c’hraç a suffis deoc’h. Ar sænt læset gant Jesus da souffr eb consolationou sansibl, a gave consolation o chom eb consolation, abalamour ma vouient penaus ho c’harantes a deue da veza purroc’h ha disinteressetoc’h.

Gortosit c’hoas un nebeut benac a amser ; gortoit an effet eus ar promessaou great gant Jesus d’ar re a souffr.

Prepari a ra deoc’h en êe an abondanç eus an oll douçderiou hac eus an oll vadou.

Oc’h-pen, va mab, eur pec’her eveldoc’h, hac en a ell goulen beza consolet ? Eur gonsolation e tle beza evit eur pec’her penitant, sonjal penaus, о souffr eb consolation, e ra surroc’h pinigen eus e bec’hejou.




CHABIST XII.
Hon affectionou hac hon desirou a dle sevel varzu an êe.


Goude ma ho poue, ô va Salver ! quitteat an douar, ar songesonou eus ho mam santel, he daoulagad, he affectionou, he huanadou a save oll varzu an êe.

Avi e devoa oc’h ar Sænt hac an Æles, pere a jouisse eus a bresanç he muia-caret, hac e supplie anezo da lavaret deoc’h, e languisse he ene da veza pell diouzoc’h.

Petra a alle ar bed da bresanti dezi a guement a alge plijout dezi ? Pa na garer nemet Jesus, ne fell deomp nemet Jesus.

An hini a ra var an douar e densor eus ho craç hac eus ho mignoniach, n’en deus a vir chagrin nemet da veza privet c’hoas eus ho presanç.

O c’hortos ar maro, pehini ebqen a ell lacaat fin d’am stad languissant, me a gasso bepret, ô va Jesus ! varzu ennoc’h, huanadou eur galon pehini ho tesir, ho calv hac ho cavo bepret re zivesad.

Piou[141] a roï din-me diouasqel evel d’ar pigeon ? Nijal a rafen ha monet da guemeret va repos en ho qichen.

Ar bonbeur-se ha ne vezo-en qet pell amser oc’h erruout ?

Pried va ene hac en a vezo pell o lavaret : Chetu[142] me erru da lacât fin d’ho miser ?

Ah ! an ene[143] fidel a lavar : Deuit, va Jesus. He hirvoud hac he huanadou a lavar bepret : Evel-se bezet great. Deuit, Autrou Jesus.

Va[144] c’halon a barlant ouzoc’h ; va daoulagad ho clasq ; huanadi a ran dre an desir d’ho cuëlet.

Santout a ran e zoun great evit un dra benac a vras ; rampat a ran, gouscoude, er vues-ma.

O Jesus ! great e zoun evidoc’h hac evit ho possedi eternellamant. O Jesus ! pinvidigues infinit, pep tra a vanq e lec’h ma vanqit.

Sclerigen eternel, tout a zeblant tenvaligen elec’h ma ne maoc’h qet.

Ha p’am befe qement so a vadou crouet, ne finisfen qet da vеza paour ha miserabl, ma ne alfen lavaret : Jesus a so tout evidon.

Jesus a so tout evidon ! Coms pehini a lavar hac a gompren tout ; coms pehini n’en deo comprenet mad nemet gant an hini pehini a gar Jesus dreist pep tra.

Pell eta, ô Jesus ! pell dioc’h va c’halon pep carantes-all nemet an hini a ves produet dre ho craç.,

Graç eus va Jesus, tomit bepret va c’halon dre ar flam pur eus ho carantes.

O flam divin ! consumit va ene ! Ma ne allan ho quelet souden, ô va Salver ! me en em zizommajo, da viana, oc’h ho caret.

Va c’harantes, pehini a ro din esperanç d’ho contempli ha d’ho possedi un deis, a vezo va c’honsolation qeit ha ma chomin er vrо estranjour-ma, dispartiet diouzoc’h…




CHABIST XIII.
Petra dleomp da ober evit tenna ennomp ar Speret-Santel.


Jesus en devoa promettet digas e Speret-Glan d’e Zisqihien. Mari, evit er receo, en em dennas er Cenacl gant an Ebestel, Qerent Jesus hac ar Gragues santel, pere ho devoa heuliet Jesus en e veachou.

Er silanç eus ar retræt hac en exerçiçou eus ar beden en em zisposent da receo ar Speret-Santel.

Oll assamblet en eur memes lec’h, o c’halon hac o bolontes unanet, e forment an desirou an ardanta evit tenna varnezo ar Speret divin-se, sourcen eus ar guir santeles.

Dispositionou excelant evit receo an Doue a garantes ! Carout a ra en em gommunica d’an eneou fervant, pere er c’hlasq pell dioc’h an trous hac an afferou eus ar bed hapere a adress dezan pedennou ardant ha sincer.

Oh ! gant pebes effet e c’houlenne, dreist peb tra, Mari, an donedigues eus ar Speret-Santel, dre ferveur he phedennou, dre burete he dezirou, dre bres bac ardeur he c’harantes !

Qement hini a yoa er memes gortos, a dlie en em santout cals courachet dre bresanç hac exempl ar Verc’hes-se.

Beza e zoa deja leun a c’hraç. Mæs, ar Speret-Santel, o falvezout dezan pinvidicaat atao e bried dre e zonæsonou, Mari a zigassas an oll disposionou a zesire hac a c’houlenne Doue.

Peguen abondant benac e ve en un ene graçou ar Speret-Santel, an ene a ell atao receo re neves.

Abalamour ma zeo bet fidel, e deus recevet cals a c’hraçou. Mar cuntunu en e fidelite, Doue a reserv evithi un nombr bras a re-all.

Tensor donæsonou Doue n’en deo jamæs goullanteret. An nep a anavesfe, evel Mari, an excelanç eus a zonæzonou Doue, ne velfe mui netra dign a istim var an douar.

An donæsonou hac ar graçou-se a raffe e oll desirou.

Ah ! petra da sonjal eus a yenien en darn vuya eus ar gristenien var ar poënt-se ? Petra da sonjal eus an nebeut a c’hoant о deus evit ar pes a so an digna eus a zesirou o c’halon ?

Hac hi a so qen indifferant var sujet faveuriou ar bed ?

Allas ! n’en deus poan na guemerfent evit o obten. Epad ma consideront evel eur ves hac eur gonfusion beza paour a vadou an douar, n’ho deus qet a ves da veza paour avadou spirituel, a c’hracou.

O Speret divin ! grit din-me anaout va miser spirituel. O c’hui, pehini a ro pep graç ha pep donæzon barfæt, c’hui ebqen, ô Doue ! a ell communica din ar guir binvidiguezou.

Anavezout a ran gant regret em ene penaus va resistanç d’oc’h inspirationou am rent tout-a-fæt indign eus ho madoberou. Mæs hirio e c’hunissan va peden gant an hini a rea deoc’h gueich-all ar Verc’hes er Cenacl, ha ne oufe qet neuse va pheden beza disagreabl deoc’h na mancout d’ho renta favorabl din.

Me he phed he-unan, ar Verc’hes-se, qer galloudus var ho calon, me he suppli da implija he intercession em faveur, en ho qever.

Pliget ganeoc’h, ô Guerc’hes ! pried ar Speret-Glan, goulen evidon digantan ar speret a furnes pehini, oc’h ober din tanva madou an êe, a rento divlas evidon ar madou faus hac an avantachou væn eus ar bed-ma ; ar speret a ententamant hac a sclêrigen, pehini am sclærrayo er vro-ma a denvaligen, a rayo din anaout henchou Doue, hac am instruo eus ar guirioneziou eternel ; ar speret a gusul, pehini a rayo din disoloi hac evita al laçou stignet d’am ene, e pep amser, gant adversourien va silvidigues ha va pherfection ; ar speret a ners hac a gouraich, pehini am savo dreist va sempladures, a rayo din trêc’hi va phassionou, resista oc’h an torrant eus ar goal exempl, disprijout ar respet humen, bressa dindan va zreid pompou ar bed, hac am rento fermoc’h er resolutiouou eus va bolontes, en alfectionou eus va c’halon evit Doue ; ar speret a zoujanç hac a zevоtion, pehini am c’hunduo hac am c’hourajo e servich an Autrou-Doue, en observation eus e lezen hac en henor a dlean da renta dezan evel d’am c’hrouer, d’am zad, d’am salver ha d’am barner.



CHABIST XIV.
Pep-unan, erves e stad, a dle caout un desir ardant evit gloar doue ha silvidigues an eneou.


Ar Servicher.

Plijadur am beus, ô Guerc’hes sacr ! ous ho consideri e creis an nombr bian-se a gristenien fervant, pere, goude ma voa pignet Jesus en êe ha ma voa disqennet ar Speret-Santel, en em forme hac a save, dre zermoniou hac instructionou an Ebestel.

Beza ho devoa ennoc’hui ar vam an denerra hac an acqetussa evit ho mad spirituel.

Piou a ell lavaret peguement e zoac’h util da gommançamant an ilis en em zestume e Jerusalem ?

Ha pa en em zispartias an Ebestel evit monet da c’honit ar bed antier da Jesus, ho pedennou o accompagnuneqeas partout, hac о sicoure da souten o c’houraich en o labourou hac o fatig, da drec’hi an oll oppositionou hac an oll dangerou.

Evit antreteni e toues an dud fidel gant pere e vevac’h, ar feis hac ar religion, ho c’hatantion en em appliqe particulieramant da c’hounit о fizianç.

Mæs, ha c’hui a alle nоn pas he obten digant qemennt-hini a veve en ho compagnunes pe en ho qichen !

Ne voant qet evit admira aoualc’h ar garantes he devoa evitho, mam Doue, an diguemer æs ha libr pehioi a reac’h dezo, an attantion ho poa evitho.

Mar doac’h respetet gant an oll, abalamour d’ho qalite vras a vam Doue, d’ho vertuziou ha d’ar sclêrigennou divin scuillet en hoc’h ene, ho madeles hac ho touçder a c’houneze calonou an oll.

Eur sell ebqen, a daulac’h var eur personaich affliget, a dlie beza suffisant evit douçaat e boanniou.

Ho comsou, evel flammou tan sortiet a fournes ar garantes divin, ha nersus dre c’halloud Doue, a denerrea ar re galeta, a rente fervant ar re glouarra, a gourache ar re aoniqa, a gresqe ferveur ar re fervanta.

Da bet den clan, herves an apparanç, e procurjoc’h yec’het ar c’horf gant yec’het an ene ?

Mar ho poue, en hoc’h ardeur evit Doue, da hirvoudi var ar persecutionou a anduras ar gristenien e Jerusalem, ho poue d’en em gonsoli, dre avanç, eus ar c’honversionou a a rea an Ebestel etoues an nationou, eus ar profitou bras a denne Doue eus a bredicationou Sant Yan, dirac ho taoulagad, er guêr a Ephes, e pehini e zoac’h obliget d’en em denna gantan epad eur bloaveziou benac.

Evit compren mad ar joa ho poa eus a guement-se, n’en deus nemet ober reflexion var an interest particulier a guemerac’h eus a guement a selle oc’h an avancement a rouanteles Doue.

Rouans an Ebestel, obtenit din-me un elfen eus ar flammen sacr-se pere ho tevore evit gloar Jesus, hac obtenit din ar c’hraç da gaout ar chanç vad da lacât er glorifia hac er c’haret.

Mari.

O va mab ! peguement ne blich qet din an desir-se eus ho calon ! An desir da brocuri gloar Doue a ra eul loden necesser eus ar galite a gristen. A qen bras obligation eo, evit un ene christen, evel ma zeo ar garantes memes a behini eo un effet necesser.

Cals tud a sonch dezo n’en deus nemet ar veleyen a guement a dlefe clasq savetei an eneou. Qement-se a sell oc’h pep den.

N’en deus stad ebet e pehini ne alfet ha ne dlefet rei exemplou mad, avisou mad hac a bropos ; consoli ar re alfliget ha pedi evit ar re-all.. ’

Chanchamant a vues eur pec’her a so alies effet an hirvoudou eus a un ene fervant benac dianavezet gant ar bed, mæs pehini a bede hac a huanade varzu Doue, evit goulen digantan conversion ar bec’herrien. E certen momenchou a ferveur e carfac’h beza e creis an idolatret hac ar bayanet evit labourat nos deis d’ho c’honversion. Desirou santel, mæs eb effet.

Clasq a rit a bell ar pes a gavit tost deoc’h.

Peaurien ha tud clan da soulagi, tud ignrant da instrui, bugale da sevel erves ar religion, domestiqet da zerc’hel en dever, eur barres, un amesegues da rei exempl vad dezo dre œuvrou mad ; chetu eno ar parq e pehini an tad a famill, Doue, a fell dezan e labourfac’h evit e c’hloar.

Ha gallout a rer beza indifferant evit silvidigues an nessa, pa songer en deus Jesus roet evitan e voad hac e vues ?

Meur a gristen a vezo punisset abalamour ma ho devezo negliget ar vad pehini e zoant capabl da ober.

Punisset e vezint evit pec’hejou ho nessa pere a allent hac a vige dleet dezo ampech.

Mar carit Doue, va mab, ha guelloc’h e tisquessoc’h dezan jamæs ho carantes eguet na reot о lacât ar re-all d’er c’haret ha d’er binnigua ?

Doue en deus qen nebeut a servicherien mad ! Roit dezan ar blijadur, non pas ebqen da veza glorifiet ennoc’h, mæs c’hoas da velet e profitit eus an oll moyennou eus ho stad, evit lacât ar re-all d’er glorifia ha d’en henori.



CHABIST XV.
E pelec’h e tle un ene cnristen clasq he c’honsolation pa, souffr abalamour d’ar vertus, ha pa ves e poan var sujet an hirder eus he bues var an douar.


Ar Servicher.

Mam Doue, pe sort consolation ho роa e creis ar persecutionou a souffre ar gristenien guenta, hac a bere ne voac’h qet exant oc’h-unan ?

Mari.

Va mab, caout a rean, evel an oll gristenien bersecutet, va c’honsolation er sonch eus a souffrançou Jesus, pere ne reas din jamæs ancounac’haat ar с’hlоar eus e resurrection hac eus e ascension.,

Bisita a rean an andrejou santel e pere e voa passeet myster ar redemption ; ar C’halvar, var behini e rean reflexion var vertuziou ha madoberou Jesus, ha var ar grisder hac an ingratiri eus an dud pere ho devoa e laqeat d’ar maro var ar groas.

Pa songe mam Jesus er fæçon gruel gant pehini e voa bet trætet he mab gant an dud, hac hi a dlie gortos repos ha tranqilite en he bues ? Hac hi a elle memes desirout an dra-se ?

Songit ar memes tro, va mab, ha songit alies er fêçon ma zeo en em gomportet ar bed en andret ho Salver.

Er sonch-se e cavot consolation ha soulajamant er poaniou hoc’h eus da anduri abers tud ar bed, abalamour ma zoc’h devot ha fidel da Zoue.

E pe sort hent diæs ha poanius e pehini ne voa nemet disprizanç, insultou, persecutionou, n’en deo qet en em angaget Jesus dre garantes evidoc’h, eb jamæs beza en em belleat eus an hent-se ! En eur ho qervel d’e heul, en deus hoc’h avertisset penaus ho pige da souffr dre garantes evintan.

Lec’h a so da gaout aon na ve qet eur guir vertus, vertus an den n’en deus netra da souffr abers ar bed, na controlies na goaperes.

Partaich servicherien Doue eo beza ar muia caret gant an êe hac ar muia casseat gant ar bed.

Mæs pebes sourcen a gonsolation hac a batiantet n’en deo qet evit an ene fidel gallout lavaret : An[145] disqib ne ma qet dreist ar mæstr ; mar deo bet persecutet Jesus, em persecutor ive.

Souffr a ran evel Jesus ha gant Jesus. En a so va squer, en a vezo va ners, en a vezo va recompans.

Ar Servicher.

Un espeç-all a souffrançou, ô Rouanes ar sænt ! a yoa reservet deoc’h, muioc’h c’hoas eguet da sænt-all ebet. E pe stad languissant n’ho laqea qet an impatiantet santel da en em unissa en êe gant ho mab ! Jesus a rene er c’hloar hac e vam, a yoa c’hoas en exil.

Eur maro continuel a voa evidoc’h chom eb mervel, ha beza evel-se separet dioc’h an hini a yoa an objet uniq, qen tener ha qer just, eus ho carantes.

Mæs ar bonheur ho poa da receo bemdes en ho calon, Jesus, er gommunion, a yoa evidoc’h eur sourcen abondant a gonsolationou.

Sant Lucas a zesq deomp penaus an dud fidel a yoa[146] assidu da en em vaga assambles eus a vara divin ar gommunion, ha ne zouetomp qet na recefchac’h bemdes, ô Mari ! ar c’horf hac ar goad adorabl eus ho mab, pa zeo guir ne voa nicun hac er c’harge eveldoc’h.

Mari.

Em c’hommunionou eo, en effet, va mab, e qemeren bemdes ners neves evit supporti hirder ha tristidigues va disparti dioc’h Jesus.

O heuriou douç d’am c’halon, e pere e posseden a neves em ene an hini am boa douguet epad nao mis ha gant pehini em boa bet ar bonheur da veva epad qement a vloaveziou !

Neuse, gant un ardeur bepret crenvoc’h, e lavaren da Jesus : Disquesit[147] din, ô va muya caret ! e pe lec’h e ma al lec’h eus ho repos hac eus ho magadures eternel.

Pa bosseden Jesus dre ar gommunion, er supplien da hasta ar moment e pehini, oc’h e bossedi en e c’hloar, e jouischen evit un eternite eus a vonheur e bresanç.

Adori a rean bolonteziou Doue, o accomplissamant a breferen d’am dezirou.

Mæs ar gommunion a voa va c’honsolation ha va ners er c’hombajou continuel am boa da souten. Car mar santen bepret em ene an desirou an ardanta da nijal en êe, e voa ret d’am obeissanç da Zoue moderi, er memes amser, ha derc’hel ardeur va zransport.

Ah ! va mab, peguen clouar eo carantes un den pehini en em blich pell dioc’h an hini a gar ! Pebes clouarder en deus ar c’hristen pehini bemdes a c’houlen ous Doue ma c’herruo e rouanteles, ha pehini ne zesir qet e teufe Jesus d’er guervel ?

Eur c’hristen pehini a gar Jesus, a greis e galon, a so eur c’hristen pehini, en despet d’an horrol naturel en deus oc’h ar maro, a rofe gouscoude a volontes vad, qement a gar muia er bed-ma evit mont d’en em unissa gant Jesus en evou.

Pelleet dioc'h e Zoue, e languis, e c’hirvoud ; na vezo[148] contant nemet pa vezo test eus e c’hloar.

Ah ! emezan, en transport eus e garantes evit Doue, peur[149] e c'herruo ar moment e pehini, goude va exil, e c'happarissin dirazan ?

Ar retardamant-se da vont d'an êe a so accablus evit ar guir gristen.

Chetu eno ar pes a implich Doue a gruella evit en amprouvi, ha ne gar a soulajamant en e boan, nemet en e soumission hac о receo alies ar gommunion, qen alies ha ma er permet e gonfessour pehini a anaves e zispositionou.

Dindan voal an hosti sacr, Jesus, e vuya caret, qer presant e sacramant an auter evel ma e ma en êe, er bisit hac a barlant ountan.

O c'halonou ho daou a so unisset er fêçon ar parfæta.

C'hoas un nebeut bloaveziou, ar ridoch tenval pehini a separ Jesus dioc'h an dud fidel var an douar, a vezo savet ha Jesus, er barados, a vezo[150] guëlet erfin evel ma zeo.



CHABIST XVI.
Eus ar breparation d’ar maro.


Oll bues ar Verc’hes a so bet eur breparation continuel d’ar maro.

Pebes meritou ne zestumas-hi qet, epad eur vues a oc’h-рen triuguent vloas, passeet oll en exerciç eus ar garantes divin.

He c’harantes evit Doue a gresqe da bep instant, hac en em gavas qer parfæt da heur he maro, ma varvas nebeutoc’h dre un effet a sempladures hac a vanq eus ar c’horf, eguet na reas dre un effort, dre un transport violant a garantes evit Doue.

Ene fidel, imitit ar Verc’hes-se, o consacri da Zoue an oll momenchou a eur vues pehini n’en deus qet roet deoc’h evit beza pinvidic var an douar, evit beza henoret, estimet, mæs evit er servicha ha meritout, en e servich, ar gurunen a c’hloar hac a vues eternel.

Ha pa bossedfac’h oll vadou ar bed-ma, ha pa veac’h roue var an oll boblou eus an douar, d’ar maro, petra a chomo ganeoc’h ?

Quittât a reot tout, dre forç, ha tout a guittaio ac’hanoc’h.

Da heur ar maro, ne chom evit oll vad nemet an bini a ves great evit Doue epad ar vues.

Deut da veza fur divar goust qement a gristenien pere ne sonjont er maro nemet pa erru, ha pere a varv ho c’houstianc evel poaset gant ar regret da veza roet ebqen un nebeut deveziou, martese an nebeut heuriou, d’an affær vras eus ar silvidigues, evit pehini n’en deo qet re labourat epad an oll vues.

An[151] nombr eus an dud disqiantet a so infinit. An darn vuya eus an dud a so henvel, var sujet ar maro, oc’h an hini ne sonchfe ober preparation ebet evit eur veaich nemet pa erru an amser da bartial.

Henvel int ous eur c’hriminel pehini a offansfe e varnour pa ve о vont da veza barnet, pe autramant a ve o sonjal en em zivertissa pa ve var ar poënt da bignat var ar chaffaud.

Passeit ho pues en eur sonjal e finisso ha n’en em attachot qet outhi. Passeit ar vues о sonjal en eternite a vezo he goude, hac he phasseot evel eur c’hristen mad.

Cals a dud a zistro ho speret divar ar sonch eus ar maro, abalamour m’ho deus aon a rac ar maro. Mæs ar voyen da non pas caout aon a rac ar maro, eo sonjal alies enni hac en em brepari continuellamant dezi.

Eur vues santel a zouça ar sonch eus ar maro, hac ar sonch eus ar maro a laca ar vues da veza santel.

Laqit eves na ve eur sujet a dristidigues evidoc’h, en heur ar maro, ar pes ho rejouiss brema.

Evit caout consolation var ho maro, grit ho plijadur eus a bratiq ar vertus hed ho pues.

Ma ves ret mervel hirio pe varc’hoas, ha prest e veac’hui da apparissa dirac ho parner ?

Pe seurt pinigen oc’h eus-hu great ? Pe seurt meritou oc’h eus destumet ?

Profitit eta eus an deïziou a chom ganeoc’h.

Ne allit qet digaç en dro an amser basseet, mæs er repari a ellit.

Doue ne asten memes ho pues nemet evit qement-se.

Ha beva a reot-c’hui pell amser c’h’oas, pe mervel a reot-c’hui a ben un nebeut deveziou ? N’er gousoc’h qet.

Gouezit, da viana, e varfot, e me an Aotrou-Doue, d’an heur ma na sonchot qet.

Mar gueller mervel da bep heur, da bep heur eta e ranqer beza prest, o lacât en hor speret ar sonch penaus ar maro a zecid a valheur pe a vonheur un eternite.

Pedit rouanes an êe da drugarecaat Doue evidoc’h eus an amser a læs c’hoas ganeoc’h evit en em brepari, ha pedit-hi da obten deoc’h ar c’hraç da ober un usaich santel eus an amser a chom gueneoc’h.

En ober a reot, mar grit pep tra evel pa alfe beza an diveza tra a rafac’h en ho pues.

Evit mervel santelamant eo ret mervel er feis, en esperanç, er garantes.

Grit alies acton a feis, a esperanç a garantes, hed ho pues, he ra vezint ho preparation principal d’ar maro, hac ho pet sonch penaus, var heur ar maro, ne voueser qet petra eo ober actou mad, pa na veser qet en em exercet d’o ober hed ar vues.




CHABIST XVII.
Eus a zouçder maro an dud just.


Ar Servicher

Ret e ve compren, ô Guerc’hes Vari ! ar garantes en devoa Jesus evidoc’h, evit caout un ide benac eus an deliçou a bere e carguas oc’h ene, var ho maro.

Ret e ve compren peguement e cariac’h Jesus, evit caout un ide benac eus ar mill ha mill dransport santel eus oc’h ene, pa dostae ar moment eurus pehini oc’h unissas parfætamant gant an hini ebqen a gariac’h dreist pep tra.

Renta a rejoc’h ho c’huanad diveza gant qement a dranqilite evel pa vijac’h o commanç ar c’housq an douça.

Ah ! pe seurt aon a elle da gaout, var e maro, eur verc’hes pehini ne devoa bet jamæs clasqet plijout nemet da Zoue, ha pehini n’e devoa estimet nemet ar pes a selle ous Doue ; eur verc’hes, pehini ne devoa clasqet var an douar, a eürusdet nemet e Doue, ha ne devoa bet qen ambition nemet da blijout dezan ?

Mari.

Мar fell deoc’h, va mb, en deis ma quittaot ar vues-ma, caout pers en deliçou, en douçderiou eus va maro, na laqait qet ho ponheur e madou ar bed-ma.

Ra varvin[152] a varo ar re just ! Chetu, ar beden a ra an oll gristenien.

Mæs nebeut a so anezo a guement o defe evit ar madou eus ar bed-ma eur galon qen distag evel ma zeo hini an dud just ha santel.

An darn vuia, great oll evit an êe, ne sonjont gouscoude nemet en douar. En deis ma ranqint quittaat an douar, pe seurt esperanç ho devezo-hi da vont d’an êe ?

Jesus ne ro pers en e eürusdet nemet d’ar re ho deus, hed ho bues, great ho bonheur eus e garantes.

O peguen consolant eo stad un den just pehini, e fin eur vues leun a dentationou hac a souffrançou, a jouiss gouscoude eus a beоc’h eur goustianç dibec’h !

Da heur ar maro, eur рec’her ne vel é Jesus nemet eur barner cris hac impossubl da zouçaat : ar c’hristen mad ne vel e Jesus nemet un tad leun a vadeles.

Pec’het en deus epad e vues, martese marvelamant hac alies ; mæs n’en deus qet gortozet heur ar maro evit ober pinigen.

Hac oc’h-pen, ar sacrifiç a ra eus e vues, a galon vad, sacrifiç pehini a uniss, en e speret, da sacrifiç ar groas, a so evintan eur sujet vras da esperout e Doue hac en e drugares.

Abaoue an deis e pehini en em roas tout-a-fæt da Zoue, en deus combattet bepret an drouc-speret, e voal inclinationou, evit chom fidel d’e Zoue.

Petra a alfen da c’hortos nemet ar gurunen a justiç hac a eurusdet ?

En a vezo doue evidoc’h, va mab, gallout lavaret, evel Jesus, pa dostaï ouzoc’h ar maro : Quittaat a ran[153] ar bed-ma ha moonet a ran da gaout va zad. Monet a ran da guemeret possession eus an heritaich destinet din gantan.

Va zad,[154] me am beus ho clorifiet er bed. Great am beus ar pes ho poa commandet din. Glorifiit ac’hanon brema. Pliget gueneoc’h rei din pers er c’hloar oc’h eus prometet d’ho cuir vugale.

Pa ves dalc’het al lamp leun a ëol hac allumet mad, na ves qet a aon da glêvet lavaret : Chetu[155] erru ar pried ; it d’e rencontr.

N’em bige james credet, a lavare un ene santel var he maro, n’em bige james credet e vige qement a zouçder o vervel.

D’ar maro, particulieramant, e ro Jesus da santout d’ar re er c’har peguement, en effet, eo dign da veza caret.

Pa ves bet, hed ar vues, mæstr var eur galon, ne bermet qet e teufe ar galon-se da vancout a fidelite dezan var e heur diveza.

Er c’hontrol, renta a ra an ene-se henvel oc’h eur c’houlaouen allumet, pehini, oc’h en em vouga, a ro eur sclerigen vrassoc’h.

Bevit eta en eur garantes sincer evit Doue hac e varfot en eur garantes ardant evintan.

Ar Servicher.

Ar breciussa eus an oll graçou, ô va mam ! a alfen da souhæti ha da c’houlen digant madeles Doue, a so mervel e santimanchou conform d’ho re-c’hui.

Goude heza bevet e carantes Doue, eus a garantes Doue hac evit carantes Doue, oh ! pebes desir ho deves an eneou just da vervel ive dre garantes Doue !!!

Chetu eno ar pes a ve ive va brassa desir. Mæs, ha permetet eo da eur pec’her eveldon-me caout ar sort desirou ?

Da viana, ô Guerc’hes sacr ! me ho suppli da obten din digant Jesus, pehini a so carantes veritabl evidon, ar chraç da gaout eur pers benac er maro-sе a garantes.

Pebes bonheur ! bonheur en tu-all da guement bonheur a alfe beza agreabl da eur galon !

Mervel en eur garet Jesus, en heveiep fæçon ma ve an diveza huanad eus ar vues un huanad a garantes !

O va Jesus ! ô va Salver ! va Doue, accordit din ar faveur vras-se meurbet. Me he goulen diganeoc’h, en hano ar garantes infinit en deus evidon ho calon adorabl, ha dre ar garantes eb musul e deus bet evidoc’h calon he mam santel ar Verc’hes. Evel-se bezet great.




CHABIST XVIII.
Eus an desirou santel eus as maro.


Ar servicher.

An oll amser ma chomjoc’h var an douar, goude ma voa pignet Jesas en êe, a voue evidoc’h, Guerc’hes santel, un amser a hirvbud.

En em gonsumi a reac’h nebeut-ha-nebeut e creis ar flamou eus ar garantes divin ; mæs re c’houstad e voa erves ma en desirchac’h.

Allas ! me a so re stag oc’h an douar evit guellout compren mad ar stad-se a languis santel e pehini e vouac’h betec an diveza instant eus ho pues.

Mar am eus poan o compren ar stad a languissamant spirituel e pehini e voa David pe lavare : Malheur din abalamour ma zeo astennet va bues er bed-ma ! pe autramant, an ardeur vras en devoa Sant Paul da velet e gorf o coueza e poultr evit beza gant Jesus da jamæs ; ma ne allan qet compren an traou-se, penaus e comprenfen peguen ardant e voa ho tesir-c’hui da veza unisset evit mad gant ho mab Jesus ?

Ma ve allumet em c’halon unan eus ar flammous-se a garantes pere a gonsume ho calon-c’hui, ô Guerc’hes ! oh ! peguer vil, peguen disprijabl e seblantfe din an douar, ha pebes huanadou ardant ne losqfen-me qet, pa sellan varzu an êe !

Eur galon leun a garantes evit Jesus, hac hi e deus netra da zesirout nemet ar bossession a Jesus memes ?

Ha pa en em bresantfe din oll madou ar bed-ma, evit va renta an eürussa eus an oll dud, ha ne dlefen qet atao lavaret : Ar guëlla[156] evidon a so mervel ha beza gant Jesus-Christ ?

Petra eo an oll madou evit an hini a anaves hac a gar Jesus ! Jesus a so ar mad souveren, Jesus a gompren, en ebqen, an oll vadou.

Beza gant Jesus, an tad-se qer mad, ar mignon-se qen tener, ar mæstr-se qer generus, ar salver-se qen diga a garantes ! Beza gant Jesus, jouissa eus e bresanç, e garet eus an oll ene, e garet da jamæs !

O Rouanes eus an êe ! ar bed an douar, hac hi a ell offr din madou dign da veza comparet gant re ar barados, e compagnunes Jesus !

Ah ! ar c’henta possubl ra zigoro, evit cargua va desirou, an demeuranç eürus e pehini e ma Jesus.

Jesus ebqen a ell va c’hontanti parfætamant.

Guir eo penaus, mar tesiran, a eur c’hostes, ar maro evit en em unissa gant Jesus ; a eur c’hostes-all e meus aon da apparissa dirac tribunal va barner.

Мæs esperout a ran e misericod va Salver ; esperout a ran en hoc ’h intercession, ô Mari, va mam dener !

Mari.

Ya, va mab, esperit hac esperit ferm. Mar deo Jesus eur barner terrupl, eo ive eur salver leun a vadeles.

Conservit ennoc’h doujanç e varnedigues, mæs ra vezo trec’h an esperanç hac ar garantes d’an aon ha d’ar spont.

Ho pet aon, mæs carit c’hoas muioc’h. Ne allit disques da Jesus ho carantes guëlloc’h eguet o souheti er guëlet souden e creis e driomphou, ha quittaat un douar e pehini eo facil hac æs en em bellaat dioc’h ar fidelite a dleer dezan.

Mar doc’h leun eus ar santimanchou-se, bezit assur, va mab, penaus Doue ho tifenno a enep oc’h adversourien, en amser ho maro.

Me c’houlenno va-unan e zicour evidoc’h neuse ; car beilla a ran, da bep heur, var va bugale, mæs dreist peb tra da heur ho maro.




CHABIST XIX.
Carantes Doue.


Ar Servicher.

Mervel a rejoc’h eta, ô Guerc’hes mam ! mervel a rejoc’h dre un effet eus ho carentes evit Doue.

Ar garantes divin a gonsumas erfin, dre vrassoc’h flammou, ar victim en em brepare aboue qeit all a amser.

Un ene qer leal ha qer generus evit Doue, qer soumettet d’e volontes, qer fidel, qer santel, ne alle beza separet nemet evel-se dioc’h ar c’horf.

Pell dioc’h beza surprenet d’ho cuëlet о vervel dre garantes, e zon estonet n’en defe qet qentoc’h echuet ho pues an transport ardant ha continuel eus ho carantes evit Doue.

Sortiet pur ha didaich ha dre daouarn ho crouer, qerqent ha ma en anaveschoc’h, e choaschoc’h e garantes evit fin uniq eus oc’h oll œvrou, hac ho calon ne vevas ha n’en em vagas jamæs nemet gant ar flammou a bere e zoa devet.

Epad oc’h oll bues, songesonou, santimanchou, comsou, œuvrou, doujanç, esperanç, joa, tristidigucs ; peb tra ennoc’h en em rapporte d’ar garantes a Zoue.

Sulvui e c’hanavescr grandeuriou Doue, e berfectionou infinit, sulvui er c’haver dign da veza caret ha sulvui er c’harer.

Mæs piou en anavesas guelloc’h eguet oc’hui ?

Calonou ar Sænt, leun oc’h bet a garantes Doue ! mæs calon Mari en deus bet al leunder memes eus ar garantes.

Seraphinet, caret a reac’h cals an Autrou-Doue, mæs ho carantes, dirac carantes Mari, ne voa nemet un elfen dirac eur forn goret.

O mam[157] eus ar garantes gaer ! ret e ve beza caret, ha caret evel oc’h eus great, evit gallout lavaret hac e explica peguement e cariac’h.

C’hui a varv dre garantes, ha ni ne vevomp qet dre garantes ! Ha ne labouromp qet da brocuri deomp ar bonheur da vervel, da viana, er garantes !

Mari.

A betra en em occupit, va mab, er bed-ma, ma n’en deo qet eus an dra ebqen evit pehini e maoc’h var an douar ? Doue en deus ho crouet evit e garet.

O follentes vras eus an dud ! Guerzet a reont ho c’halon da bep carentes nemet d’an hini pehini ebqen a ell ober ho bonheur temporel hac eternel.

Pellaït diouzoc’h, va mab, al lachete malheürus-se pehini oc’h arret en henchou eus a garantes Doue. Aveac’h oc’h eus great eur gammet benac enno.

Aon oc’h eus rac ar c’hontraign varnoc’h oc’h-unan. Ne garer qet ar pes a goust роan.

Lec’h a so da gredi n’en deo qet guir garantes, carantes an hiit n’en em zesques nemet pa na ves netra da souffr evit an dra pe an den a gar.

Carit, dreist pep tra, carit gant couraich, prest da goll an oll vadou qentoc’h eguet oll graç Doue, prest da anduri pep poan, qentoc’h eguet commetti an disterra pec’het.

Ma ve eur veich chalmet ho polontes dre garantes Doue, netra ne seblantfe impossubl deoc’h. Ar garantes[158] a so cre evel ar tan. Ne anaves qet a zifficulte.

Viçoüu oc’h eus da gourrija, sqianchou da regli ha da gommandi.

Carit Doue, hac e garantes a rayo an dra-se hac e ber amser.

Ne garit nemet ar pes a gar Doue. Pa garit un dra benac-all gant Doue, carit an dra-se pe an den-se evel ma fell dezan er c’harfac’h.

Doue ebqen a dle plijout deoc’h e qement tra a blich deoc’h.

Ar guir garantes a so en un indifferanç рarfæt evit ar pes n’en deo qet Doue. Ne glasq nemet Doue ha ne fell dezi nemet Doue, e pep tra.

C’hui a vezo eürus, va mab, dindan lesen ar garantes-se.

Sulvui e vefot er garantes, sulvui e carfot beva er garantes.

Guir eo ho pezo da souffr e chadennou ar garantes, mæs gouscoude ne garfac’h qet chom eb beza commandet dreizi.

Ra vezo ar garantes-se ho tensor. Mæs er vrassa dienes eus a vadou ar vues-ma, e vellot e talc’h lec’h eus an oll vadou.

En heur ar maro e santer peguement e zoar eürus da veza heuliet impressionou carantes Doue.

Ar maro, an amser-se a droublien hac a encres evit ar gommun eus an dud, a so, evit ar c’hristen leun a garantes Doue, amser ar c’honsolationou hac an douça peoc’h.

En em roit eta da garantes Doue. Ra viot cunduet dre ar garantes-se.

En em bligit er garantes a Zoue evel ar pesq en dour. Ra vezo bues oc’h ene.

Grit peb tra dre garantes evit Doue.

Ar Servicher.

Santout a ran о c’henel ennon, ô Guerc’hes sacr ! ous ho chelaou, un desir ardant da non pas caout hivisiqen, qen mæstr nemet carantes Doue.

Ah ! pa zeo guir e c’hall va c’halon c’hoas contanti va Doue, pa n’en deus memes nemet va c’halon capabl d’e gontanti, va c’halon n’en deo mui din, n’en deo mui d’ar grouadurien ; me er ro da Zoue, me er c’honsacr tout d’am C’hrouer.

An desir-se a so un effet eus e c’hraç pehini oc’h eus obtenet din ; car ebtan, eb e sicour, ne allan qet er c’haret.

Hac eb ar memes sicour, ne allan qet er c’haret e guis ma zeo dleet ne allan qet perseveri er garantes-se.

Ah ! pedit bepret evit ma chomo continuelamant ar garantes-se em c’halon.

Crena a ran gouscoude, abalamour ma c’hanavezan va nebeut a fermete. Mæs c’hui pehini a voar peguer variant e zon, ha pehini ganeoc’h beza, dre ho protection, va arp ha va souten.

Ya, disparissit, traou disprijabl ha perissabl eus ar bed-ma, c’hui a so maro va ene.

Va c’halon erfin a fell dezan beva, ha beva eo, ô va Doue ! beva eb ho carantes ?

Traou crouet, en em glemit, mar carit, abalamour ma oc’h abandonan. Adieu deoc’h ; dindan apparanç a servichou mad, oc’h eus lamet diganen va guir vonheur.

Me am bezo evidoc’h qement a zisprijanç qen na glascot mui troubli na controlia va c’harantes evit Doue.

Guerc’hes, squer parfæt a garantes Doue, va c’halon a za eta da veza evel eur barados, e pehini, oc’h imita ar vues oc’h eus cunduet vаr an douar hac an hini a gunduit gant ar Sænt, me garo ebqen va Doue gant an esperanç just da vervel en e garantes, ha d’e garet hed an eternite.




CHABIST XX.
Gloar an êe a so prometet deomp evit recompans.


Ar Servicher.

Chetu-c’hui eta, ô Guerc’hes santel ! e possession eus ar c’hloar a brepare d’ho vertuziou ha d’ho meritou ar madoberour souveren, pehini a recоmрans an nep er c’hlasq.

Oh ! peur e c’hallin-me, test eus ar c’hloar-se, contempli gant an Æles hac ar Sænt, hac admira er guenet eus hoc’h enoriou en êe, ô Mari !

Peur, en eur unissa va moues gant ho moueziou melodius, e c’hallin-me celebri ho meritou ha rei deoc’h Ar meuleudiou a veritit.

Ar renq huel da behini oc’h savet en êe, n’en deo qet eur faveur bur pehini a so falvezet da Jesus ober d’e vam.

Dleet e zoa d’ar pes oc’h eus great evit respont da choas ha da zessinou Doue.

Nan, ne veac’h qet placet eno, ma ne vige ho qalite a vam Doue nemet un titr ebqen, ma n’ho pige, dre imitation e vertuziou, ar barfæta henvelidigues gant ho mab divin.

Ar santeles eus ho pues a so bet ho merit principal dirac an Doue a bep santeles.

Mari.

Va mab, ne antreer en êe nemet goude beza en em sanctifiet var an douar.

N’en deo na d’ar renq, na d’ar pinvidiguezou, na d’an talanchou, ec’h accord Doue antre e demeuranç an eürusdet, mæs d’an usaich santel a ves great anezo, d’ar meritou destumet hed ar vues.

Doue[159] n’en deus qet a breferançou evit den. Renta a rayo[160] da bep-unan erves e œuvrou.

An eneou an huella savet e rouanteles an êe, a so bet var an douar ar re vertuzussa, ar pe barfæta.

Doue a varn differant dioc’h ma varn an dud. Ar re-ma en em arret an aliessa en dianveas hac en apparançou.

En ebqen a voar d’ar just petra a dâl merit ha vertus bep-unan. Destina a ra deoc’h recompansou bras, mæs falvout a ra dezan ho meritfac’h.

Evit ho meritout e ro graçou ha sicourou ; mar profitit anezo, e royo ar pes en deus prometet.

Guir eo e curuno ennoc’h e zonæsonou ec’h-unan, mæs recompansi a rayo, er memes amser, ho vertuziou hac oc’h œuvrou mad.

Derc’hel a ra eur gompt fidel eus ar pes a rer evintan. Ha pa na vez nemet eur verennat dour roet en e hano, ar verennat dour-se e devezo e recompanç.

Peguer consolant e tle beza evidoc’h, va mab, labourat evit eur mæstr qer mad, qel liberal ha qen bras !

Ar bed, da behini e clasqer qement plijout, a recompanç fall e servicherien ; mæs c’hui a ell lavaret : Me a voar da biou e zoun en em fiziet, ha me a so sur penaus va meritou ne berissint qet etre daourn ar mæstr pehini a servichan.

Gortos a ran digant e visericord eur gurunen eternel hac eur gurunen pehini a vezo seul caëroc’h, ma vezo bet brassoc’h va fidelite da blijout dezan.

En em examinit brema oc’h-unan, ha guelit petra rit evit gounit hac obten ar pris a so proposet deoc’h.

Pelec’h e ma ho victoriou ? Pere eo oc’h œuvrou mad ? Pe seurt vertuzion a bratiqit, da lavaret eo, pe seurt meritou ho pezo-c’hui da bresanti dirac tribunal Doue ?

Ar Servicher.

Allas ! ne allan, eb ar vrassa confuzion, sonjal en nebeut a meus great betec-hen evit meritout recompansou an êe.

Mari.

N’en em zigourachit qet, va mab. Beza e ma c’hoas en ho pouvoar o obten.

Ar c’hraç a barlant ouzoc’h ! Ho pressi a ra, bezit fidel d’he moues.

Pedit, gouelit, labourit, souffrit, en em gontraignit, baleit var roudou ar sænt hac e c’herruot evelto en termen eus an eurusdet.

Ar Servicher.

Erfin e sortian, dindan ho protection, eus ar stad a zidalvoudegues spirituel e pehini em eus bevet betec hirio.

Me a rayo eta va fossubl, gant ho sicour, da repari, dre va ferveur, ar bloaveziou difroues pere am eus da zeplori.

Vigilanç, daëlou, humilite, mortification, patiantet da support an tribulationou ; ô peguen recompanset e ve an traou-se oll, dre eur moment benac ebqen eus,ar bonheur pehini a bartaich ar sænt, evit jamæs, gant ho Doue ! Mæs, dreist peb tra, ar mæstr pehini am beus da servicha, peguement ne verit-en qet dreizan e-unan desqfen plijout dezan.

Ah ! me fell din er servicha, me fell din en em efforci da blijout dezan, qent c’hoas evitan e-unan, eguet evit ar madou infinit pere a brepar d’am fidelite.


Fin eus an trede levr.


IMITATION
AR VERC’HES VARI,
var model
IMITATION JESUS-CHRIST.





LEVR PEVARE


E pehini eo parlantet eus ar santimanchou a respet, a istim, a gourraich , a garantes, a deneridigues hac a fizianç, pere e dleomp da gaout e qever ar Verc’hes santel.


CHABIST QENTA.
Eus a c’hrandeuriou Mam Doue.


Ar Servicher.

Pe seurt santimanchou benac hor be ac’hanoc’h, ô Guerc’hes sacr ! ne egalint james ho crandeuriou.

Atao e vezint (ar re-щa) dreist an oll ideou a elfemp da gaout аnezo.

Evit parlant dignamant ac’hanoc’h, e ve ret rei da gompren ar pes a so a vrassa goude Doue, ar pes a so a admirapla e graç, e perfection, e puissanç, e gloar.

Ac’hanoc’hui,eo gant Jesus. Ma n’en em asten qet davantaich var ho meuleudiou an aviel pehini a barlant eus ar viriones-se, er ræson a guement-se eo ma ze aoualc’h ar guer-se ebqen evit servichout da fondamant d’an oll meuleudiou a aller da rei deoc’h.

Ho qalite a vam Doue n’en deo netra nebeutoc’h eguet un espeç allianç gant an Doue souveren.

An effet eus ar gallte a vam Doue a so tostaat, muia ma zeo possubl, oc’h ar galite memes a Zoue.

An espeç divinite-se he deus great deoc’h contracti gant Doue un allianç particulier, dre vertus pehini oc’h deut da veza merc’h an Tad, mam ar Mab, pried ar Speret-Santel, er feçon admirabl-se pehini ho tisting dioc’h an oll grouadurien-all, ha dre vertus an allianç-se e zoc’h veritablamant rouanes ar bed-oll, rouanes an evou.

Lavaret eo ganet Jesus a Vari, a so lavaret ne vel Mari nemet Doue dreist-hi.

O Guerc’hes ha mam ! an hini eus an Æles pehini a basse an Æles-all e graçou hac e perfectionou, ne all beza nemet e renq ho servicherien, qement a so a zistanç etrezoc’hui hac hen.

Jugi a ran eus ho crandeur dre c’handeur ho mab, pehini, necessærement, a goues varnoc’h. Dre excellanç ar mab ec’h anaveser excellanç ar vam. Compren a ran eb poan penaus ar galite a vam Doue a so ar pencaus eus ar graçou a bere eo pliget gant Doue ho carga, eus an oll brivilachou hac an oll distinctionou dre bere en deus qemeret plijadur ous oc’h enori.

Compren a ran penaus, e qalite a vam Jesus, oc’h eus un espeç guir var an oll densoriou a c’hraç a bere Jesus a so ar mæstr, hac eur pouvoar absolu a intercession en e guever.

Compren a ran penaus certen lezennou general, punitionou eus ar c’henta pec’het, n’o deus qet dleet sellet ous mam Doue, mam qen dign a garantes, mam qen caret, destinet qen expres, dre eur choas eternel, d’er beza.

Compren a ran penaos, o veza roet da Zoue ar vues-se dre behini en deus hor prenet, e veritit douguen an titr a redemptoures, eb ober tor ebet gouscoude d’or redemptor uniq, ha veritabl qalite pehini ne gonven, evit parlant just, nemet ous ho mab Jesus.

Mæs compren an oll huelder eus ho tignite ! ah ! peb tra a so qer bras e mam un Doue, pehini ar Seraphinet ho-unan en em gontant da admira !

Oc’h-unan, ô Guerc’hes mam ! e presanç ho qiniterv santes Elisabeth, e laqejoc’h qement en devoa great Doue evidoc’h er c’homsou-ma : An Oll-c’halloudec en deus great em faveur bursudou bras.

Нac an ilis, en despet d’ar garantes he deus evidoc’h hac an ardeur he deus da brocuri ho cloar, a so contraign da amzao penaus, pe gonsider oc’h eus douguet en ho corf santel, an hini ne alle qet an evou da gompren, ne voar pe seurt comsou da implija evit publica ho meuleudiou.




CHABIST II.
Mercou a henvelidigues etre Jesus ha Mari.


Ar Servicher.

Pa gonsideran, ó Mari, mam Doue ! ho qiniveles, ho pues, ho maro, ho cloar en êe, e cavan etre Jesus ha c’hui mercou a henvelidigues pere a ravis va c’halon.

Unisset oc’h bet gant ho mab e decrejou eternel ar brovidanç. Ac’hanoc’h, ervez an Ilis, e lavar ar furnes eternel : Doue[161] en deus va, phossedet a zalec commançamant e henchou, pe a bep eternite. A zalec an eternite on bet predestinet ha choaset expres da veza mam d’am Doue. Pa daule Doue fondamant ar bed, me a antree en e zessinou hac en e zonjou.

Pet promessa, pet figuren, pet symbolen, el lesen ancien, pere, о c’hannonç Jesus, oc’h annonç ive oc’h-unan, ô Mari !

Jesus a so bet dibec’h dre natur, ha c’hui, delivret dre c’hraç, dioc’h ar pec’het originel, a so bet exant a hep pec’het actuel, memes am disterra.

Mab Doue ranfermet en hoc’h entraillou chast, n’en deus great ganeoc’h, epad nao mis, en eur feçon, nemet eur memes tra.

Epad e vugaleaich, er magac’h gant hо substanç, pehini a deue da veza ive e substanç.

En e vues cuset, en deus passeet tregont vloas ganeoc’h, hac ho poa ho taou ar memes ty, ar memes madou, memes exerciçou, memes santimanchou.

Epad ma presegue an aviel, e partachoc’h e labourou, qement ha ma voue possubl, hac epad e bassion, e partachoc’h ive e vеs hac e gonfusionou.

Jesus a so bet an humpla, an douça, ar charitapla, ar patianta eus an oll dud ; c’hui, ô Mari ! a so bet ar batianta, ar charitapla, an douça, an humpla eus an oll merc’het.

E Jesus e ma an assamblaich eus an oll berfectionou divin, enoc’hui an assamblaich eus an oll berfectionou crouet, mæs en eur fæçon qen excellant, ma tispariss oll berfectionu an Æles hac ar Sænt dirac ho re-c’hui.

Jesus en deus ho rentet qen henvel ountan, dre ar brassa vertuziou, ma en deus great ac’hanoc’h un imaich beo anezan e-unan.

Evel Jesus, oc’h eus en em gonservet yac’h ha divrein er bes.

Ressuscitet eo dre e buissanç e-unan ; c’hui a so ressuscitet dre eur privilaich particulier en deus accordet deoc’h. Evel Jesus oc’h pignet en êe, corf hac ene. Eno eo asezet en tu deou d’e dad ; c’hui a so asezet en e guichen.

Jesus a so oll-galloudec dreizan e-unan ; c’hui a so oll-galloudec dre ho mab, pehini en deus ho carguet da zistribui an tensoriou eus e c’hraç.

Jesus a so ar mæstr eus an êe hac eus an douar ; c’hui a so rouanes an Æles hac an dud.

Partout e lec’h ma zeo adoret Jesus, e zoc’h ives henoret. N’en deus qet a galon consacret d’e garantes na ve ive antieramant consacret deoc’hui.

N’en deus qet a ilis savet en henor da Jesus ne deffe un auter benac pe un imaich en hoc’h enor.

An hano douç a Vari na ves jamæs dispartiet dioc’h an hano douç a Jesus, e guinou hac e calonou ar guir dud fidel.

An ilis a unis alies, en he offiçou, ho meuleudiou d’ar re a ro da Jesus. Celebri a ra ar mysteriou eus ho pues, evel ma celebr ar mysteriou a vues Jesus.

Jesus a so roue an amseriou, sourcen ar c’hraç, hon alvocad e qever an Tad, an Doue a visericord, an Doue a bep consolation, sclêrigen ar bed.

Ha c’hui a hanvomp, gant an ilis, rouanes ar bed, rouanes an êe, hon alvocades, mam ar c’hrac, mam a drugares, consolation ar re affliget, eur stereden pehini, var ar mor eus ar bed-ma, a gundu hor c’hamejou varzu ar pors eus ar silvidigues.

Graçou eternel ra vezo rentet da Jesus da veza accordet deoc’h an oll faveuriou hac an oll brivilaichou pere a gonvene da un hevelep mab da rei da un hevelep mam.

Ah ! Guerc’hes santel, mar deo eus ar re henorapla deoc’h ar c’honsiderationou pere e teuan da ober en ho presanç, e zint eus ar re zouça d’am c’halon ha d’an oll galonou pere ho car.




CHABIST III.
Eus a c’hloar Mari en êe.


Ar Servicher.

Renit, Guerc’hes santel, renit da jamæs en evou, dreist ar batriarchet, a bere oc’h eus tremenet ar fidelite, ar feis ; dreist ar brophetet hac an ebestel, a bere oc’h eus tremenet an ardeur evit gloar Doue.

Renit dreist ar verserien a bere oc’h eus tremenet ar fermder ; dreist ar guerc’hezet, a bere oc’h eus tremenet ar burete ; dreist an oll dud just, a bere oc’h eus tremenet an humilite ; dreist an oll æles a bere oc’h eus tremenet an oboissanç ; dreist an oll seraphinet, a bere oc’h eus tremenet ar garantes.

Oc’h admira bac oc’h enori a ran vаr an trôn-se sqeudus ha brillant var behini oc’h savet, ha var behini, dre ho pouvoar e qichen Doue, e zoc’h refuich ar bec’herrien, souten an dud just, consolation ar re affliget, esperanç an den pec’her.

Trugaracaat a ran an Autrou-Doue ; mill bennos dezan, evit ar с’hloar immortel da behini en deus ho savet, ha da veza falvezet e vige ho corf memes participant er c’hloar se, arauc an deis eus ar resurrection general.

Just e voa e vige exant a vreinadures ar bet, ar c’horf-se qer chast ha qer pur, e pehini un Doue memes en deus priget en em ober den.

Mæs piou a allo jamæs he c’hompren, ar c’hloar-se ? Ma[162] n’en deus jamæs guëlet al lagad, nac ar scouarn clevet, na calon den comprenet petra en deus Doue preparet d’ar re er c’har, ha compren a raimp-ni petra en devoa preparet deoc’hui, deoc’hui, ô Mari ! pehini oc’h eus er c’haret muioc’h eguet an oll sænt assembles ?

Ar c’hloar a behini e jouissit a so proportionet, non pas ebqen da huelder ho renq, mæs c’hoas da huelder ho merit.

Evit gouzout peguen huel eo degre ho cloar, ne fautfe nemet consideri petra eo e vam veritabl glorifiet gant un Doue.

Mæs, evel er sænt, musul ho gloar a respont da vusul ho merit ; enoc’hui ive, huelder hoc’h enoriou a dle, dreist peb tra, beza estimet dioc’h o vertuziou.

Beza oc’h eus en êe eur renq particulier, atao, evit guir, infiniment izelloc’h eguet Doue, mæs ives atao cals huelloc’h eguet ar pes ne qet Doue.

Convenabl e zoa guelet an hini da behini Jesus en devoa roet pouvoar da gommandi dezan e-unan var an douar, o commandi en êe d’an æles ha d’ar sænt.

Ah ! gant pebes pres e maint-hi evel o clasq piou a rento ar c’henta obeissanç hac henor deoc’h er barajos, ô Mari !

Ravisset eus an domination oc’h eus varnezo, ho servichont gant un affection a galon dign a gomplæsanç Doue memes.

Mill bennos a ganont bepret da Zoue, evit ar privilaichou particulier en deus accordet deoc’h ; bepret en trugarecaont evit ar c’hloar extraordinal ha bursudus a behini ho c’henoront.

Nac a gri a joa hac a levenes er benedictionou pere a roont deoc’h oc’h-unan ! Pebes teneridigues er santimanchou ho deus evidoc’h !

Oh ! peguement e tesiront e veac’h anaveset, qer couls var an douar evel ma zoc’h en êe, evit, calonou an oll o veza gounezet deoc’h, ma veac’h enoret e partout !

O rouanes eus an êe ! qen dign eus va oll garantes, ha beza em bezo me ar bonheur da gana gant ar sænt meuleudiou ho mab hac ho-re ? Ha beza em bezo-me pers, un deis, en deliçou infinit pere a ra ho ponheur hac ho partaich ?

Mari.

Va mab, evit ho courachi hac ho souten er c’hombajou pere a renqit da livra evit forci, evel ma forcer un or, an oll difficulteou pere a en em oppos d’ho ponheur, songit alies er madou-se eternel pere a brepar Doue d’ho couraich ha d’ho fermder en e garantes.

Songit alies eo qestion a eur c’hloar pehini a zizommach infiniment dioc’h pep disprijanç hac a un tensor pehini a zigoll infiniment dioc’h pep miser ; a eur repos pehini a zigoll infinimant dioc’h an oll dregaç, hac a eur gonsolation pehini a zigoll infinimant dioc’h pep souffranç ha pep poan.

Evel ne deus a vras nemet Doue, ne deus nemetan capabl da rei recompansou bras ha guirion : en ifern e puniss evel un Doue, er barados e recompanç evel un Doue.

O va mab ! mar ho pes ar bonheur da gaout issu mad en affær eus ho silvidigues, e vellot Doue, er possedot, er c’harrot, ha jamæs ne squisot d’er guëlet, d’er possedi, d’er c’haret, abalamour Doue, bepret ar memes dre rapport dezan e-unan, a so bepret neves evit ar re eürus.

En demeuranç ravissant eus an êe, tout a so plijadur eb an disterra poan, joa eb an disterra chagrin, repos eb an disterra melconi, peoc’h eb aon ebet, jouissanç eb dic’hout.

Eno, qen bolontes, qen affectionou nemet bolontes ha carantes Doue. Doue a so tout e pep tra. Tout a gaver ennan : pinvidic, puissant, eürus e zoar gantan hac eveltan.

Evit obten ar bonheur-se, labourit va mab, labourit eb discuntunui. Na lavarit qet : Pell so e combattan ; goneset em beus dija qen alies a victor, ha n’em beus-me qet great aoualc’h ? Ne vezo[163] salvet nemet an nep en devezo continuet e servich Doue betec e varo.

Ar Servicher.

O Guerc’hes ! pehini a so, goude Jesus, va esperanç ha va bues, obtenit din ar berseveranç e servich Doue, ha grit din guëlet ho mab Jesus, goude ar vues-ma.

Mar deo an douçder ebqen eus e c'hraç evel un tanva eus ar barados, mar rо da santout da un ene peguement e verit beza caret, petra e vezo eta he velet hac er possedi e-unan ?




CHABIST IV.
Eus a vonheur Sant Yan dа behini Jesus a roas Mari evit mam, bonheur e pehini ho deus pers an oll gristenien.


Ar Servicher.

O mam eus va Salver ! pebes bonheur e voue hini Sant Yan,pa voue choaset gant Jesus о vervel, evit derc’hel en ho qever plaç Jesus e- unan !

Dont a reas da veza ho mab ! c’hui a deues da veza he vam. Ah ! gant ræson eo en em c’halv en aviel an[164] disqib muia-caret gant Jesus.

E attaich evit Jesus, e fidelite d’en heulia ganeoc’h betec ar C’halvar, a veritas dezan ar faveur vras-se.

E væstr divin, o vervel, hac en aile læsel gantan un heritaich preciussoc’h ? Mæs ive, gant pebes anoudegues vad er recevas.

Respect bras en ho presanç, soumission d’oc’h oll bolonteziou, sourciou assidu ; ne neglijas netra evit respont d’ar c’hraç great dezan gant Jesus.

Eus ho costes, ô Guerc’hes Vari ! nac a vercou a vadeles, пac a desteniou a deneridigues a rojoc’h dezan !

Da bep heur e sante peguement e voa eürus d’ho caout en e guichen.

O disqib eürus a Jesus ! mab eürus eus ar santella mam hac an digna da veza caret ! me a brenfe ho ponheur, hac e coustfe din an oll valheuriou eus ar vuee-ma ; ho cloar, hac e coustfe an oll humiliationou ; ho tensor, hac e coustfe din an oll boan am be о с’hounit oll gurunennou an douar.

Mari.

An disqib muia-caret n’en deo qet bet roet ebqen evit mab din, da varo Jesus. Pa lavaras Jesus dezan : Chetu ase ho mam, ha pa lavaras din-me : Chetu ase ho mab, e represante ac’hanoc’hui hac an oll gristenien.

En effet, va mab, beza em eus em c’halon evidoc’h an oll santimanchou a garantes a ell eur vam da gaout evit eur c’hrouadur pehini a gar.

Grit ho possubl da respont evel Sant Yan, d’ar galite a vab, oc’h en em attachi ous va servich evit biqen.

Clasqit, dreist peb tra, meritout an oll deneridigues eus ho mam, dre eur vues devot, santel, pehini a rayo henor dezi.

Ar Servicher.

O va mam ! mar[165] oc’h ancounac’han james, ra zuyo va dorn deou da veza inutil, ha ma n’em bes qet ac’hanoc’h atao presant d’am speret, ra zuyo va zeaud da staga ous va staon !

Pebes bonheur evidon-me e pliche mam Jesus beza ive va mam !

Re eürus e ven e felfe deoc’h va receo e nombr ho tisterra servicherien. Mæs pa fell deoc’h, dre vadeles, qemeret em faveur an hano a vam, me a receo an hano a vab deoc’h, gant ar vrassa satisfaction eus va ene, gant an oll santimanchou eus ar vrassa anoudegues vad.

Beza mab da Vari ! Ah ! me brefer an hano qen henorabl-se d’an oll ditrou caër var bere e zeus ar muia enclasq e toues an dud.

С’hui a so va mam ! Pebes avantachou er meas a bris ne brocuro qet din-me ar choas eürus-se ? Dont a ran da veza terrupl d’an ifern.

Ingrat evel ma zon bet qeit-all en andret va Doue, me a so dign eus an oll dourmanchou. amsao a ran na veritan na pardon na graç ; gouscoude me a esper tont digant ho trugares, pa sonjan e zoc’h va mam.

Disquesit, ô Guerc’hes Vari ! e zoc’h veritablamant mam Jesus ha va mam. Obtenit din ar c’hraç da zistrei mui-oc’h-mui ous Doue. Peur disquesit ho carantes evidon, o procuri din graç ar berseveranç.

Ah ! ho pet atao evidon ar vadeles eus a eur vam pehini a gonserv atao evit he c’hrouadur, santimanchou a deneridigues, memes pa n’ho merit qet.

En em roït deoc’h oc’h-unan, ô va mam ! ar gonsolation da velet hivisiqen ennon eur mab pehini, dre e attaich vras ous Jesus hac ouzoc’h, n’en em rento qet indign eus ar santimanchou a garantes oc’h eus evintan.




CHABIST V.
Eus ar garantes a dleomp da gaout evit Mari.


An istim a ra Doue eus a un dra, a so er reglen uniq hor be evit he istim d’ar just. Affectionou Doue a dle bea reglen hor re-ni.

Evit compren petra a dleit sonjal eus a Vari, ha peguement e tleit he c’haret, considerit an istim en deus great Doue anezi hac ar mercou a garantes en deus roet dezi.

An nombr[166] eus va phriejou, eme ar Speret-Santel, a so bras meurbet. Mæs beza e zeus unan pehini am beus, dreist ar re-all, carguet eus an oll berfectionou.

Ar pried-se, cherisset gant Doue en eur fæçon qer particulier, ar Verc’hes a dle eta ren, goude Doue, evel eur brinces var hor c’halonou, ha caout о oll santimanchou.

Carantes Doue evithi en deus er laqeat da accordi dezi an oll brivilaichou pere a alle he distingui.

Hоr c’harantes eviti a dle he distingui dioc’h qement a ell meritout, goude Doue, hor c’harantes.

Doue en deus he c’haret betec rei dezi an eil renq var an douar hac en êe.

En êe hac en douar, netra dignoc’h, goude Doue, eus hоr respejou.

Evel-se an oll dud just ho deus atao roet d’ar Verc’hes, en ho c’halon, ar c’henta plaç goude Jesus.

An tadou santel a lavar deomp penaus eо e væn e creder caret ar mab, ma na garer ar mam, ha penaus an diou garantes-se n’en em separent qet.

Ober a reont deomp consideri ar garantes evit Mari evel unan eus an securra mercou a alfet da gaout evit beza predestinet, hac evel unan eus ar preciussa donæzonou eus ar c’hraç.

Mæs ar garantes he deus Mari he-unan evidomp, ha nef-hi qet un exhortation continuel evldomp d’he c’haret ?

Studia a ra hon oll ezomou, santout hon afflictionou, diavanç hor goulennou, supporti hon defautou, ancounac’hât a ra hon ingrateriou.

Pebes ardeur eta ne dleomp-ni qet caout da ziques dezi carantes evit carantes. Profitomp gant sourci eus a bep occasion da blijout dezi.

Arabat eo, pa ves qestion da servicha ar Verc’hes, e considerfemp netra evel re vian. Pep tra, en effet, a so caër ha bras e qement a sell ous servich mam Doue, ar vestres souveren eus ar bed.

Greomp prompt, hac a galon vad, qement a sell ous he servich, qement a ell lacât he henori hac he c’haret.

Offromp dezi bemdes, eb manq ebet, hor pedennou, affectionou hac homaich hor c’halon. Consideromp evel un henor bras beza eus a niver he servicherien touet.

Savomp alies hor speret hac hor c’halon varzu he zrôn er barados, pe evit admira he grandeuriou hac he pherfectionou, pe evit goulen he phrotection.

Aluzennou hac œuvrou-all a drugares, yuniou hac exerciçou-all a vortification, greomp-hi en intantion da henori ar Verc’hes, oc’h imita evel-se he vertuziou. Freqantomp ar sacramanchou, deis he goueliou, evit o celebri guelloc’h, ha laqaomp avechou, mar gallomp, offr ar sacrifiç eus an auter evit trugarecât an Autrou-Doue eus ar graçou eu deus accordet dezi gant qement a larguentes.

Bisitomp alies ar chapelou savet en henor da Vari ; respetomp he imachou, an dud hac an andrejou consacret dezi ispicialamant.

Assistomp assiduamant, qement ha ma vezo possubl, en exercicou public great en henor dezi, er rosæra, er sermoniou e pere e parlanter eus he vertuziou, eus he phrivilachou, eus an devotion a behini pep calon gristen a dle beza carguet evithi.

Dre ar voyenou-se en em appliq bugale Mari da zisquës dezi ho c’harantes, hac e clascont meritout muioc’h beza caret ganthi.

Alvocades puissant, mam dener eus an dud, ô Mari ! lenn a rit em c’halon ar sincerite eus ar resolution pehini a qemeran da veza fidel da gement a so lavaret diarauc evit disquës deoc’h va c’harantes.

Trugarecaat a ran an Autrou-Doue eus ar santimanchou santel a garantes pere a inspir din en hoc’h andret.

Dre ma inspir din, em assur penaus em c’har.

Me rayo va possubl da veza qer fidel deoc’h hac ar re a velin beza ar re fidella ha fervanta en ho servich.

Petra na allan-me beza qen anflammet a garantes evidoc’h, ô va mam santel ! evel ma zeo an æles ho-unan ! Mæs ar bonheur-se a so reservet evit an êe.




CHABIST VI.
Eus ar gouraich a dle eur c’hrouadur da Vari caout evit interest ha gloar e vam.


Mari.

Va mab, me a so ho mam : a guement-se e roan deoc’h testeniou continuel, dre va madoberou.

C’hui a so va c’hrouadur, hac er galite-se e rentit din bommaich ; va guervel a rit d’ho sicour en ho tentationou hac en ho poaniou ; esperout a rit em galloud dirac Jesus.

Mæs, etre an oll voyenou da zisquës din ho carantes, e zeus unan hac a negligit cals.

Ar Servicher.

Pliget ganeoc’h er rei din da anaout, ô mam vad ! Me fell din en em acquita eus va oll deveriou еn oc’h andret.

Mari.

Ne glasqit qet aoualc’h procuri va benor ha va gloar. Seblantout a ra memes oc’h eus poan oc’h va difen dirac ar re pere am attaq.

Qemerit sourci, laqit oc’h oll acqet da zifen va interest, da lacât glorifia, henori ha caret ho mam, evel ma qemeran pep sourci ac’hanoc’h.

N’en deo qet aoualc’h rei din, goude Jesus, ho calon, ma na brofitit eus an occasionou pere a gavit evit gounit din calonou-all.

Guelit, va mab, ar boan a guemer an heretiqet, ar gristenien fall evit distruja an henor pe evit semplaat an henor a recevan digant ar guir gristenien.

Deoc’hui eo, va mab, da repari an outrajou-se, erves ho calloud, evit gloar Doue.

Ar Servicher.

An ifern, en effet, a so bet atao dichadennet a enep deoc’h, ô Guerc’hes santel !,

An hano a Vari, an hano-se qer venerabl ha qen douç evit an oll dud fidel, a so bet atao casseat gant an droug-sperejou.

C’hui a so ar[167] vaoues-se a behini e parlante Doue e commançamant ar bed, ha pehini a dlie un deis bruzuna penn ar serpant, рenn an droug-speret.

Chetu eno ar pen-caus eus ar gassoni o deus an droug-sperejou a enep deoc’h. Evel ma о defe c’hoant da goll an oll dud, o defe c’hoant ive n’en defe den recours deoc’h.

Falvout a rafe dezo distruja, mar guelfent, en hor sperejou, ar fizianç vras hon deus ennoc’h hac en ho calloud, dreist peb tre e qever ar mæstr souveren a bep tra.

Infiniment henorabl e zeо evit Mari ne ves nemet heretiqet o sevel a enep dezi, ha ne defe evit adversourien nemet adversourien Jesus.

O Guerc’hes ? tour David[168] oc’h pehini e zeus a zispill mill ha mili seurt armou, oc’h adversourien discaret d’an douar a servicho evit an henor eus ho triomph. Doue, oc’h pen, a zigasso diffennourien ardant eus ho cloar.

Nan, ô Guerc’hes ! dorojou an ifern hac e zrouc-æles n’o devezo jamæs avantaich ebet varnoc’h.

Pe seurt actionou a c’hraç ne dlean-me qet renta da Zoue da vesa great din guenel er guir ilis, e pehini em beus ar bonheur d’oc’h anaout ha d’ho caret.

Mæs, va mam, mar ho caran, e tlean en effet difen oc’h interest ha profita eus an occasionou da brocuri ho cloar.

Hivisiqen eta me en em implijo da gresqi, qement ha ma c’helin, an niver eus ho servicherien.

Pa en em bresanto an occasion, me a rayo da anaout d’am c’herent, d’am mignonet, d’am anaoudeyen, exerciçou a zevotion en

oc’h en or. Va phlijadur a vezo en em antreteni ac’hanoc’h gantho.

Ma ne alian, dre va c’homsou, alumi a neves er c’halonou yeneat ar garantes a so dleet deoc’h, me a rayo, da viana, va fossubl d’en ober dre va exemplou.

Dreist peb tra, ne souffrin jamæs oc’h attaqfet dirazon.

Ah ! an nep noc’h anaves qet ne verit qet beza anaveset. Ne fell din caout mignon ebet pehini n’ho carfe qet.

Pedi a ran Doue da scuilla e c’hraç e calonou an oll dud, evit ma tuint oll, goude beza anaveset ha caret an Autrou Jesus-Christ, da zesqi ives anaout ha caret ar Verc’hes, o mam gommun.

An dud hac hi a alfe eta beza eb nep seurt carantes evit eur Verc’hes pehini, a bep eternite, a so bet an objet eus a gomplæsançou Doue memes ?




CHABIST VII.
Eus a bouvoar ar Verc’hes santel, dirac Doue, e faveur an dud.


Mari a so ar verc’h muia-caret eus an Tad eternel, mam ar Mab, pried ar Speret-Santel.

Ententit ar pes a sinifi ar c’homsou-se hac ho pezo eus e phouvoar un ide da behini ne aller ajouti netra.

Merc’h pur ha didaich eus an Tad celestiel ha parfætoc’h hi he-unan, dirac e zaoulagad, eguet n’en deo an oll grouadurien parfæta oll assembles, petra ne all qet var e galon ?

Roet en deus dezi, en êe, eur gallout ingal d’an abondanç a c’hraçou a bere en devoa he ornet gueich-all var an douar.

Qer guir vam Doue en em c’hreat den, evel ma zeo hor mamou, ar groagues pere ho deus hor laqeat er bed, ha ne vezo-hi qet chelaouet gant he mab ?

Gallout a ra, dre he phedennou, qement a ell he mab dreizan e-unan. Chetu eno santimant an tadou santel.

Doueti hac-hi he defe pouvoar aoualc’h dirac Doue evit obten deomp ar graçou necesser, a so doueti hac ar mab a henor e vam.

Salomon a lavare da Vethsabee e zoa just[169] he chelaou favorablamant, abalamour ma oa e vam.

Pa bed Mari evidomp, hac hi a ell receo eur respont-all dirac tribunal Jesus, he mab, e pelec’h e deus droajou mill gueich santelloc’h ha crevoc’h ?

Pa c’houlennomp, dre intercession ar sænt, eur c’hraç benac, o c’harantes evit Doue hac hor fizianç enno a lacâ Doue da veza favorabl deomp ; mæs pa c’houlennomp dre intercession ar Verc’hes Vari, ar renq a zalc’h memes, he c’halite a vam Doue, a barlant evidomp.

Songit penaus un Doue memes ä so falveset dezan beza soumettet dezi var an douar. Ha beza en devezo nebeutoc’h a respet evithi, brema pa rên gantan en evou ?

Roet en deus dezi evel ar vaniamant general eus e vadou, eus e c’hraçou ; ha dreizi eo en em blich ous ho c’hommunica deomp.

Erfin, mar he deus eur pried, caret gant teneridigues, hep pouvoar var he phried, Mari, pried ar Speret-Santel, a ell eta disposi ar pried divin-se en hor faveur, hac obten digantan evidomp ar graçou ar re vrassa.

Doue, oc’h-pen, en deus etablisset anezi rouanes an êe hac an douar ; fiziet en deus enni eta eur c’halloud erves ar galite-se.

En væn e ves galvet unan bennac rouanes, ma ne ve capabl da sicour tud viserabl, da ober tud eürus.

Doue, pehini en deus great miraclou ar re vrassa, dre bedennou ar sænt, hac en a accordfe diessoc’h ar memes tra da bedennou rouanes an oll sænt ?

Guerc’hes vinniguet gant an æles hac an dud, persuadet ma zon eus ho calloud dirac Doue, me en em laca antieramant dindan ho protection, protection assuret, pehini ne vanq jamæs, protection oll-c’halloudec pehini a drec’h pep difficulte, protection universel, pehini so evit an oll.

Buguel coupabl en andret va zad, hac indign dreizon va-unan da veza chelaouet gant Doue, me ho choas evit va alvocades en e guever. En em laqit etrezan ha me.

Mam eus va Doue, pliget ganeoc’h beilla var va c’homportamant, regli va demarchou e pep amser hac e partout, car an oll dangerou temporel ha spirituel a so e partout presant.

Goulen a ran principalamant ouzoc’h ho potection evit an deves terrubl-se, goude pehini n’en eus mui a amser da c’hortos, mui a bardon a bec’het marvel da esperout, evit an heur dangerus ha definitif pehini a dle achui va bues ha commanç va eternite.

Ne bretantan qet, abalamour d’an esperanç vras am eus ennoc’h, morgousqet hiviziqen en un didalloudegues criminel : n’en deo qet ennes speret ho servicherien. Mæs, sicouret dre c’hraç Doue, pehini ho pedan da obten din, me a responto d’ho sourci ac’hanon, me a vezo a unan ganeoc’h, evit m’a c’herruin en demeuranç-se a eürusdet eternel, e pehini e fell deoc’h cundui qement hini ho servich.



CHABIST VIII.
Santimanchou a vadeles a bere calon ar Verc’hes Vari a so leun en hon andret.


Ar Servicher.

Aoualc’h eo, Guerc’hes santel, mam a visericord, aoualc’h eo e c’hexpossemp deoc’h hor miseriou, hon ezomou, evit ma en em interesfac’h e qichen Jesus, evit soulagi hon eneou.

Ah ! penaus n’en em interesfac’h qet evidomp, pa songit eo evidomp en deus qemeret mab Doue en ho corf eur c’horf henvel oc’h hon hini ?

Mam da Jesus, ne ancounac’hait qet ac’hanomp-ni, breudeur Jesus, memprou Jesus, heritourien an êe eveltan ha dreizan.

E pe seurt circonstanç trist benac en em gafemp, e zoc’h evidomp eur refuich immanqab1 ; car ho madeles en em asten var bep ezom.

Histor an iiis a fourniss testeniou eb niver, hac eus ho calloud vras hac eus ho compassion attentif.

C’hui a so evel ar guær a Zoue, evel eur guær a behini Doue a so ar roue. O qær[170] a Zoue, ô Mari ! c’hui a so brudet meurbet dre ar madou a brocurit d’an dud. Publia a rer ac’hanoc’h traou admirabl.

Allas ! en em glem a reomp a gals a valheuriou hac a boaniou pere a anduromp. Mæs alies ec’h andurremp re gals brassoc’h, ma ne vige arretet goaligner justiç Doue, dre ho pedennou, ô Guerc’hes santel ha madelesus !

Alies ive n’en deomp qen malheürus, nemet abalamour ne sonjomp qet da implori ho sicour dirac Doue.

Ne sonjomp qet en dra-se ! ha gouscoude, an ilis a zesq deomp, a zalec hon oajou qenta, da c’hervel ac’hanoc’h consolation ar re affliget, sicour ar gristenien. Beza e zoc’h en effet.

Piou eo an den ingrat aoualc’h evit lavaret en defe ho pedet eb beza bet chelaouet ?

Pa en em laqit etre Doue ha ni, ma ne obtenit qet atao ar graçou a souhætomp evit ræsoniou pere ne dleomp qet da glasq compren, da viana e c’hobtenit atao deomp graç ar batiantet, ar soumission hac ar resination da volontes Doue.

Doue, ous ho croui, ho testinas da veza hon alvocades, hor refuich, hor c’honsolation, hor mam. Rei a reas deoc’h, par conseqant, ar brassa inclination d’an drues ha d’ar vrassa trues oc’h an dud.

Jesus n’en deo qet bet qeit en ho corf santel, eb communica d’ho calon oll deneridigues e galon e-unan.

Portret ar parfæta eus a Jesus, аr squer divin-se a zouçder hac a vadeles, pehini oc’h eus guëlet tri bloas ha tregont dirac ho taoulagad, var an douar ; c’hui, ô Guerc’hes ! evel Jesus, a gar ive ober[171] vad.

Var an trôn-se a c’hloar var behini en deus Doue ho savet en evou, c’hui a imit e vadeles.

Aliessoc’h cals e laca e c’hraçou da zisqen var an dud memes ar re ingrata, eguet na læs da guëza e voaligner evit ho phunissa.

Ah ! Guerc’hes santel, evit barn eus a vadeles ho calon, n’em, eus nemet consulti va c’halon va-unan, nemet consideri ar santimanchou o deus imprimet ennan ho madoberou continuel.

Beza e zeus, eus ho madeles e calonou an dud fidel, eur breuven a zantimant crevoc’h eguet pep ræson.




CHABIST IX.
Invocation Mari.


Mari.

Va mab, en oll circonstançou diæs ha fachus e pere en em gafot, galvit ac’hanon d’ho sicour, ha me a intercedo evidoc’h.

Petra benac a souhætfac’h, ma ne ves qet control da c’hloar Doue ha d’ho silvidigues, me а vezo atao disposet d’ho chelaou.

Na c’houlennit jamæs netra nemet o tesirout beveich ma vezo bolontes Doue accomplisset. Eцr beden hac a reot din en disposition-se na vezo jamæs eb eur froues benac.

Beza e zeus christenien pere am ped da obten dezo ar pes a ouzont ervad n’en deo qet erves bolontes Doue. Ha dleout a reont-hi gortos beza chelaouet ?

Re-all ne sonjont d’am pedi nemet pa ves qestion a vadou an douar : a hent-all ne reont absolumant forç ebet eus a vadou ar c’hraç.

Mar pedan evitho n’en deo qet evit obten dezo ar pes a c’houlennont bac a ves noasus dezo, mæs goulen a ran evitho ar pes ne sonjont qet da c’houlen hac a ve util dezo.

Goulen a ran evitho afflictionou, pere, oc’h o distaga dioc’h an douar, a rafe dezo sonjal en êe ; graçou a gonversion hac a silvidigues, greçou evit cresqi e vertusiou, e meritou ; chetu enо petra a ranqer da c’houlen ouzin arauc pep tra.

Hevelep pedennou a cbelaouan atao favorablamant.

Ne c’houlennan a vadou temporel evit ar re a bed ac’hanon, nemet e qement a ma velan, er madou-se, eur guir avantaich evitho.

Gounit eur proces, caout un eost abondant a ve avechou noasus bras d’an hini am ped d’ho obten dezan digant Doue.

Pa vezer er brosperite, ne songer qet qasi en eternite. Cals a dud clan a c’houlen ouzin beza pareet, evit pere, gouscoude, ne c’hoalennan nemet ar graçou necesser en amser ho c’hlenvet.

Ne zon qet eus ar mamou-se pere, dallet dre ho zeneridigues, ne brocuront qet guir vad ho bugale.

Va zeneridigues evidoc’h, va mab, ne oufe qet va deceo.

Ne intercedan evidoc’h dirac Jesus nemet evit obten digantan ar pes so utilla deoc’h evit ar bed-ma hac evit ar bed-all.

Bezit persuadet mad a guement-se hac ho pet recours, en disposition-se, d’am protection.

Ho pet recours din evel-se en oc’h oll boaniou, pe seurt benac e vent ; hac evel ar poaniou-se a erru alies, ho pet, goude hano Jesus, va hano-me bepret en ho qinou ; ra vezo, goude hano Jesus, imprimet doun en ho calon.

Ar Servicher.

Mari ! ô hano sacr ! ô hano dign a garantes ! N’er prononcer jamæs gant fizianç n’er prononcer ive gant froues.

Eürus an hini er galv alies gant carantes, er salud devotamant, er respet gant guiriones, en invoq alies.

Goude hano Jesus, hano dreist pep hano, n’en eus qet a hano respectaploc’h, douçoc’h, agreaploc’h d’an dud fidel, eguet n’en deo hano Mari.

N’en deveus qet ar pec’her qentoc’h invoqet an hano a Vari, ma en em sant carguet a esperanç ; an den just a obten dreizan eur garantes vrassoc’h evit Doue hac an nessa ; an hini a so tentet a obten ar victor var e bassionou ; an hini a so affliget, ar batiantet hac ar gonsolation.

Ah ! goude an hano a Jesus, hano Mari a vezo va refuich em afflictionou, va c’husul em douetou, va ners em c’hombajou, va sclêrigen em oll demarchou.




CHABIST X.
Eus ar fizianç a dleomp da gaout e mari, fizianç pehini a dle da gaout, dreist peb tra, ar bec’herien pere a fell dezo distrei oc’h Doue hac obten ho phardon.


Mari.

Va mab, n’oc’h eus qet ennon-me eur fizianç parfet. Avechou e tiferit va invoqi en oc’h ezomou. Seblantout a ra, avechou-all, ho pefe un difizianç benac em bolontes vad evidoc’h.

Me a fell din ho pe ennon an oll fizianç en deus eur c’hrouadur en e vam, a bebini e c’hanaves an deperidigues hac аr vadeles.

Me fell din ho pe recours din e pep amser, e pep lec’h, en oc’h oll ezomou temporel ha spirituel, evit an ene hac evit ar c’horf, evit ho qerent, ho mignonet.

Caout recours d’am intercession, a amser da amser, evel ma ra un nebeut christenien, da zeis va goueliou, e certen actionou importantoc’h, en ezomou, pressantoc’h ; me er goulen ouzoc’h, qement-se hac-en a so caout ennon eur fizianç leun aoualc’h ?

Grit evel an ilis, pehini ne c’houlen qasi netra оc’h Doue, nemet dre va intercession. N’en deus seurt graçou evit pere ne recourfe din, evel d’an hini dre behini an Autrou-Doue ho ro d’e vugale. He c’homportamant a so atao conform da volontes Doue. Grit ives eta evel a ra.

Dre exempl an ilis, ho pet ennon eur fizianç continuel, universel, ardant, douç, leun a affection. Iit betec Doue dre Jesus, mæs iit betec Jesus, dre e vam.

Me a so unan eus an assura henchou evit erruout betec Jesus, evit er c’haout ha beza recevet mad gap tan.

Ar Servicher.

Rouanes, eus an êe, me a anaves ho calloud, me a anaves ho madeles. Mæs ha n’en deo qet indign ac’hanoc’h en em interessi evit eur pec’her eveldon-me ? Eur verc’hes qer pur, qen ardant evit gloar Doue ha qer parfæt, hac hi a ell taul varnon-me sellou favorabl ?

Mari.

Va mab, ha n’en don-me qet refuich ar bec’herien ? Me a interced, evit an oll pere, о falvout dezo distrei da servich Dоue, am invoq gant fizianç.

Doue, touchet eus an interest a guemeran evit ho reconsilia gantan, n’en dens jamæs refuset din ar pes a c’houlennen.

Beza e zon memes, evit nombr bras a bec’herien, an esperanç uniq a chomfe gantho, ar voyen uniq a rofe Doue dezo evit entreal en e vignoniach.

Da bet christen n’em beus-me qet obtenet ar pardon eus ho c’hrimou, peguer bras benac e vigent ?

Goulennet ho deus ouzin, beza difennet dreizon dirac Doue ; ho difennet am beus, bete ma em beus great ho pheoc’h gant ho barner.

Certen pec’her, resolvet da vera en e bec’het, a esper e c’hobtenin ar c’hraç dezan da non pas mervel en e bec’het. Chetu enо eur fizianç re vras ha presomptuus ; chetu eno eur bretansion hac a so injurius din.

Mæs certen pec’her-all a hirvoud dindan ar boues eus e chadennou, hac a fell, dezan ho zerri. Evel ma voar eo sempl, e laca e fizianç ennon. Dre va intercession ec’h esper obten graçou nersus hac e bardon. Ah ! ra zeuyo, ra dostayo ; n’en disprigin qet : er receo a rin gant carantes.

Ar Servicher.

Mam eus va Autrou[172], er moment ma em eus clêvet ho moues, va zroublien a so dissipet ha va fizianç ennoc’h a zeu brassoc’h eguet jamæs.

Beza e zoc’h, em santimant, evel ar goulm pehini a apparissas goude an diluich, gant eur branc olives, sin a beoc’h.

Recevit dindan ho protection vad eur pec’her touc’het, mezus, contristet eus a zireolamanchou e vues, a pehini a garfe о effeci gant e voad.

Obtenit din ar c’hraç da vouela dourec ar pec’hejou am beus commetet ha da vervel qentoc’h eguet commeti c’hoas pec’het ebet, hac ispicial ar re a zetestan.

Dre ar froues santel sortiet ac’hanoc’h, ô Mari ! oc’h eus great ar peoc’h etre an dud ha Doue. Ah ! laqit ar peoc’h etre va c’houstianç ha me, etre va Doue ha me.

O Guerc’hes galloudus ! ô Guerc’hes madelesus ! Pet action a c’hraç ne dleomp-ni qet da renta deoc’h evit qement-all a vadoberou a recevomp digant Doue dreizoc’h !

Ra vezo consacret deoc’h da jamæs an oll galonou. Ra zigoro guinou an oll evit publia ha celebri ho meuleudiou.

Ra lavaro continuelamant an evou d’an douar : Carantes, gloar da Vari ! Ra responto continuelamant an douar d’an evou : Gloar carantes da Vari en[173] eternite hac en tu-all !!!




CHABIST XI.
Eus ar beden a c’halver Salutation Angeliq.


Bemdes e recitit ar beden-se evit invoqi ar Verc’hes santel. Mæs, hac ober a rit-hu attantion oc’h ar pes a gompren a henorabl evit Mari, hac a gonsolant, a instructif memes evidoc’h ?

Grit var guement-ma reflexion avechou, e treid an auteriou, evit, pa he recitot, ma er greot atao gant ar respet a inspir hac an attantion a c’houlen.

SaLudi a rit Mari evel leun a c’hraç. Ha comprenet oc’h eus c’hui ar pes a gompren ar c’homsou-ma a c’hrandeur ?

Qement-se a so lavaret d’ar Verc’hes he deus bet evit he phartaich, ar c’hraç santifiant, ar graçou actuel, ar vertuziou dreist-naturel, oll donezonou ar Speret-Santel.

Pa ho phrononcit, en em rejouissit eus an abondanç-se a vadou a behini e zeо bet carguet, ha pedit-hi da rei eur pers benac deoc’h en e zensor qer pinvidic.

Lavaret a rit d’ar Verc’hes : An Autrou-Doue a so ganeoc’h, Doue, en effet, a yoa e Mari en eur feçon particulierroc’h eguet ne ma en traou-all, eguet ne ma memes en dud just.

Doue a yoa e Mari dre eur brotection special, о cundui oll buissançou he ene. Formit en ho calon, o lavaret ar c’homsou-se, un desir ardant ha sincer da gaout pers er bonheur dreist musul eus ar Verc’hes.

Ah ! pa ves an Autrou-Doue ganeomp, petra dleomp da zezirout c’hoas ? Petra na ves qet da esperout ? Gant petra e c’heller en em afflija ?

Complimanti a rit Mari o veza ma zeo binniguet dreist an oll gragues, da lavaret eo, abalamour ma en deus Doue accordet dezi privilachou pere n’en deus accordet da hini-all ebet.

Disquesit dezi, en ho calon, ar joa oc’h eus o veza ma zeo bet qer caret gant Doue, hac o veza ma en deus he binhiguet ha laqeat e binniguen hac en êe ha var an dоuar.

Ajouti a rit gant santes Elisabeth : Binniguet eo ar froues eus ho corf, Jesus. Mab Mari a so, en effet, binniguet, adoret, glorifiet partout dre ar bed.

Tanvait un instant an oll blijadur a ra un hevelep consideration da eur galon pehini a gar Jesus.

An ilis a ra deoc’h, goude, goulen oc’h ar Verc’hes ma pedo evidoc’h, pec’her. An ilis a fell dezi, dre eno, rei deoc’h da entent penaus ac’hanoc’h oc’h-unan, goude ar pec’hejou oc’h eus commettet, e zoc’h indign da veza chelaouet, mæs penaus Mari en obteno, mar ped evidoc’h. Ya, Doue he exauço, abalamour ma zeo e vam.

Abalamour da se, an ilis a ra deoc’h he invoqi dindan an hano a vam Doue, pehini a so qen qer ha qen henorabl dezi.

Ar memes tra eo evel pa lavarfac’h : Santes Mari, c’hui a so mam da Zoue ; ho pouvoar a so eta eb musul e qichen ho mab, hac ar pouvoar-se, assembles gant ho madeles, a fount va esperanç ennoc’h.

Erfin, goulen a rit oc’h ar Verc’hes ma pedo evidoc’h brema hac en heur eus ho maro. Hed ar vues, an danger eus ar silvidigues a so continuel. Bepret eta oc’h eus ezom eus a eur brotection qen puissant.

Mæs, en heur ho maro, e pehini hoc’h adversourien a redoublo ho effort evit ho coll, ar brotection a Vari a vezo c’hoas necesserroc’h deoc’h. Amser ar maro, amser effroyabl ! mæs eur guir servicher d’ar Verc’hes Vari ne varvo jamæs e stad fall.



CHABIST XII.
Santimanchou a fizianç er Verc’hes, hed ar vues.


Ar Servicher.

Guerc’hes santel, adversourien va silvidigues a so en dro din. Clasq a reont lamet diganen graç ha mignoniaich Doue. Difennit ac’hanon a enep ho attaqou ; obtenit din ar victor.

Merc’h Doue an armeou, mar roit da santout ho puissanç d’am adversourien, e tec’hint dioc’h-tu a zirazon.

Mam eus an hini a gommand d’an avel ha d’an tourmant, lavarit dezan eur goms em faveur, hac e cavin adarre ar peoc’h hac an dranqilite.

Pried ar Speret a sclerigen hac a ners, grit ma c’hanavezin ha ma qemerin ar moyenou da drec’hi enebourien qer spontus.

En droublien e pehini e maon, me en em daul en ho tivrec’h, evel eur buguel var boul calon e vam, pa en deveus aon.

Peguer pec’her ha peguer miserabl benac e ven, Jesus a fell dezan em c’honsiderfac’h evel ho puguel. Brema e ma an amser da zisques oc’h eus evidon santimanchou a vam.

Goulen a ran dreizoc’h ar c’hraç-se, non pas evidon, pehini ne veritan qet e nep feçon ho sourciou, mæs dre ar garantes oc’h eus evit ho mab Jesus.

Ar beaurrien, en ho ezom, a ya da gaout ar re binvidic : goulen a reont hac obten. Mæstres souveren eus an douar hac an êe, ha læsel a rafac’h, eb he chelaou, peden ar miserabl-ma pehini a implor ho madelezou ?

Mæs, o pedi evit na guëzin qet e stignou adversourien va silvidigues, pedit c’hoas, ô Guerc’hes santel ! evit ma vouelin c’huëro va dizursou passeet, ha ma c’hobtenin anezo pardon.

Obtenit din ive ma vezo accomplisset an desir ameus da non pas servicha mæstr-all ebet nemet Jesus.

Obtenit din ar c’hlac’har ar vrassa eus ar c’hrim ameus commetet, o servicha, en tuont da Jesus, ar bed e adversour.

Na gonsiderit qet petra on dreizon va unan ha dre va phec’hejou, mæs ar pes a dalan dre ar pris eus ar goad dre bebini e zon prenet.

Doue a exijas ma vijac’h test eus a varo Jesus var ar c’halvar, evit ma c’heritchac’h eus e vadeles en andret ar bec’herien ha ma c’houlenjac’h evito pardon ha misericord.

Pa bartage ho calon confusionou ha tourmanchou Jesus crucifiet, e roas ac’hanoc’h din evit mam, evit m’en divige ive ho memes calon trues ha compassion ous va miseriou ha va ezomou.

Cals a bec’herien, pere a jouiss hirio eus a c’hloar ar barados, a vige bet da jamæs preis an ifern, ma n’ho pige intercedet evitho. Goulennit evidon ar graçou a binigen pere oc’h eus obtenet dezo.

N’en deus hiscoas clêvet ho pefe revuset chelaou ar beden eus a eur pec’her pehini, oc’h anaout peguer bras eo e offansou, en deus bet recours deoc’h evit obten e bardon,

O Mari ! pebes gloar evidoc’h e rafe Doue, en eur feçon, depanti diouzoc’h pardon ha graç qen alies a griminel !

Ar pardon a c’houlennan hac a zesiran, a greis va c’halon, obten dreizoc’h, a sicouro sur oc’h enori, mar en obtenan.

Erfin, ô Guerc’hes santel ! prigit en em interessi d’am perseveranç e doujaoç hac e carantes Doue ; prigit obten din ar c’hraç-se. Ar brassa vertuziou memes ne oufent he meritout. Pe sort aon ne dlean-me qet eta da gaout, me pehini a so ar sempladures memes, me pehini a so qer variant.

Ho c’hano, an hano doue a Vari, a so un hano dre vertus pehini e c’haller esperout ar faveuriou ar re gaëra eus a vignoniaich Doue.

Ah ! ho рes sonch, me ho ped, penaus, mar am beus ar bonheur da vervel e doujanç hac e carantes Jesus, e vezin un ene muioc’h pehini er hinnigo, er meulo, er c’haro ganeoc’h hed en eternite eürus.




CHABIST XIII.
Santimanchou a fizianç e Mari, pa dosta ar maro.


Mam ar Redemptor, ô Mari ! en em gaout a ran en heuriou diveza eus va bues. Implori a ran ho sicour mui eguet jamæs. En em velet a ran placet evel etre an ifern hac ar barados. Allas ! petra a zeuin-me da veza, ma na rit usaich, em faveur, eus ar pouvoar oc’h eus dirac Jesus.

Laqeat en deus etre ho taonarn ar graçou ar re breciussa, evit o scuilla var an dud. Priget ganeoc’h lacat anezo da guëza varnon : brema, dreist peb tra, e zint necesser din.

An tribunal e pehini e tlean renta compt eus va bues a gommanç digueri : parlantit evidon arauc ma c’happarissin ennan. Mam va Barner a obteno din eur varnedigues favorabl.

Steteden ar mor, sclerrait ac’hanon e creis an tourmant hac ar goal amser pere a c’hourdrous va c’honfonti en ifern ; cunduit ac’hanon, me ho ped, betec ar pors eus ar silvidigues, ar barados.

Sclêrigen celestiel, ô Mari ! dissipit ar c’hoabren denval pehini a glasq speret an denvaligen da lacât em ene.

Calmit an droublien e pehini e maon, pa sonjan e pec’hejou va bues. Obtenit din eur c’hueus vras ha guirion.

Squer a bep vertus, ô Mari ! goulennit ma vezo ennon ar feis en he oll ners, an esperanç en he oll fermder, ar garantes en he oll berfection.

Me ho trugarecâ eus an oll vadelezou oc’h eus bet evidon hed va bues, memes pa oan an indigna anezo. Mæs a revus a rafac’h din ho sourci, hirio pa gresq gant va ezomou va fizianç ennoc’h ?

Nan, mam dener, tenerroc’h eguet an oll mamou, n’en eщ bellaot qet dioc’h ho mab, pehini a ya da vervel. En assista a reot betec e huanad diveza.

Mervel a ran gant soumission, pa zeo guir en deus Jesus ordrenet va maro. Mæs en despet d’an horrol naturel am beus eus ar maro, e varvan gant plijadur, abalamour ma varvan dindan ho protection.

Me a gontemplo dizale, en esperout a ran, ar c’hrandeuriou, ar perfectionou, an triomphou a Jesus.

Me a velo souden sclerroc’h peguement eo dign eus va oll garantes. Souden, ô va mam ! me oc’h admiro var an trôn sqedus eus ho cloar.

Va angoni a dosta ; va musellou ne allint mui goulen oc’h assistanç ; mæs va c’halon a barlanto ouzoc’h atao. Me a brononço mill gueich, a galon, an hanoyou sacr a Jesus hac a Vari.

Me a c’houlen diganeoc’h, ô Jesus ! e pliche ganeoc’h consideri an oll huanadou, an oll mouvamanchou eus va c’halon, epad va angoni, evel qen alies a act a garantes evidoc’h hac evit ho mam santel.

Ah ! Autrou, ho pes trues ouzin : ne gredan qet lavaret, abalamour[174] ma zon ho servicher. Allas ! bet on eur pec’her qer bras, a ne ouzon qet ha me am beus bet ar bonheur da galmi ho justiç ! mæs ho pet trues ouzin, abalamour ma zon ar mab eus ho quëlla servicheres.

Great oc’h eus din caout hed va bues, eur fizianç vras e Mari. Ho trugarecaat a ran о veza ma cresq ha ma crenva va fizianç enni, en heur-ma qen dangerus evit ar silvidigues.

Va Doue, Doue a visericord, eur faveur neves eo a accordit din, abalamour ma falves deoc’h va savetei dre bedennou ar Verc’hes-se pehini a zesq an ilis deomp invoqi e pep amser, mæs ispicial en heur hor maro.



CHABIST XIV.
Eus an devotion sa Sant Joseph, pried ar Verc’hes santel.


Un testeni a garantes agreabl meurbet d’ar Verc’hes, eo caout evit he phried, Sant-Joseph, an devotion ar vrassa goude an devotion a ves evithi he-unan.

Pebes istim ne dleomp-ni qet da ober eus ar Sant-ma ! eus a un den pehini en deus Doue choaset evit caout sourci eus e vab en em c’hreat den, bac evit beza test ha difennour eus a virginite e vam ?

Beillet en deus da ziouall ar guir dabernacl a Israël, ar Verc’hes. Transportet en dens an arc’h-se eus an allianç neves a zirac furol ar roue Herodes, ebars en Egypt.

Etre e zaouarn eo bet laqeat Jesus, ar pris eus a silvidigues hac eus a redemption an dud.

Pebes gloar evit Sant Joseph beza bet er vues-ma un autorite legitim var rouanes an êe hac an douar, memes var Jesus, roue an oll amseriou, Roue immortel, da behini eo dleet pep gloar !!!

Evit caout un ide eus a verit bras Sant Joseph, ne ve red nemet consideri eo pried da Vari. Vertuziou Mari a ro da anaout vertuziou Joseph.

Doue en deus roet da Vari eur pried dign anezi, chomet guerc’h evelthi. Mæs considerit, dreist peb tra, penaos Jesus, pa voa bian, a reposas alies var galon Joseph.

Pebes impressionou celestiel ne rea qet en e galon ar buguel Doue ! Joseph a veve gant an hini a so sourcen ar graçou, gant ar Verc’hes pehini a so evel ar c’hanal pe ar c’houeren pehini a servich d’o distribui d’an dud. Peguement a binvidiguezou spirituel na recevas-en qet ! Patiantet, douçder, humilite, carantes an nessa, carantes Doue ; an oll vertuziou a vrillas en e ene evel an heaul en un deves cær.

Ene christen pehini a fell deoc’h en em rei d’an exerciçou eus a eur vues devot hac interior, evit obten ar c’hraç-se, ho pes recours gant fizianç da intercession eur Sant pehini en deus ho great en eur feçon qen parfæt.

An ilis e deus savet da Zoue ilisou en henor da Sant Joseph. Etablisset e deus e c’houel. Alia a ra he bugale, dre braticou a zevotion pere e deus autoriset, da gonsideri Sant Joseph evel unan eus ar puissanta alvocadet ho defe dirac Doue.

An hano a Joseph a1 so, en effet, cals invoqet gant an dud fidel ; en unissa a reont purvuia gant an hanoyou sacr a Jesus hac a Vari.

En amser ma voa gant Jesus ha Mari e Nazareth, mar or bige souhætet obten eur c’hraç benac, pe seurt alvocad puissantoc’h eguet Joseph or bigemp-ni impliget en ho c’hever ?

Mæs brema, Sant Joseph en êe, hac-en en deus nebeutoc’h a c’halloud ? Iit[175] eta da gaout Joseph, evit ma c’hintercedo evidoc’h. Pe seurt benac e ve ar c’hraç a zesirit, Doue he accordo da beden Sant Joseph.

Ouspen-se, a be gondition benac e veac’h, a be stad benac, ho stad memes hac ho condition a fournis deoc’h eur sujet hac eur ræson da gaout eur fizianç particulier e Sant Joseph. An dud nobl ha pinvidic a dle consideri, oc’h e bedi, penaus Sant Joseph a so ar mab bian eus ar batriarchet hac ar rouane ; ar beaurien a dle gouzout penaus n’en deus qet dispriget ho stad, hac en deus bevet eveltho er baourentes, en deus labouret epad e vues en e vicher ; an dud dizemes a dle consideri penaus Sant Joseph en deus conservet ar parfæta virginite, ar vrassa purete ; an dud demezet a dle gouzout eo bet ar pennadures eus ar gaëra ha nopla famill a alfe jamæs beza ; ar vugale a dle gouzout eo bet an tad maguer eus a Jesus, en deus conservet ha gouvernet bugaleaich mab Doue ; ar veleyen a dle gouzout en deus bet qen alies ar bonheur da zerc’hel Jesus etre e zivrec’h ; en deus memes offret d’an Tad eternel, ar prividiou eus a c’hoad Jesus, e deis e circoncision ; tud ar gouenchou a dle gouzout en deus santifiet ar solitud a Nazareth, о renonç tout-a-fæt d’ar bed bac о parlant qen alies ous Jesus ha Mari ; erfin, an eneou devot ha fervant a sonjo, o pedi Sant Joseph, penaus jamæs calon, goude calon Mari, n’en deus caret Jesus gant mui a ardeur hac a deneridigues.

Mæs, dreist peb tra, iit da gaout Joseph, bezit recours dezan evit obten ar c’hraç a eur maro mad.

Erves an opinion gommun, Sant Joseph a so maro etre divrec’h Jesus ha Mari, ha chetu eno ar ræson evit pehini an dud fidel ho deus oll eur fizianç vras penaus, dre intercession Sant Joseph, ho devezo eur maro qen eürus ha qer consolant eveltan.

Remercout a rear, en effet, penaus eo particulieramant en heur ar maro e testumer ar froues eus an devotion a ves bet hed ar vues d’ar Sant bras Joseph.

Sant Joseph, Santes Mari, pedit Jesus evidomp. Evel-se bezet great.


JESUS, MARI, JOSEPH,


O douça hanoyou !


FIN.
}}




HYMN D’AR VERC’HES.


Ni ho salud, Stereden vor, Mam Doue,
Guerc’hes bepret, dor eürus an eêvou :
Digant an Eal ar salud-mâ ho poue,
Recevit en c’hoas gant hor pedennou.
O chench enomp an hano eus a Eva,
Pini so caus n’hon eus nemet bresel,
En eur peoc’h ferm a speret grit deomp beva,
Gant hon oll boan ato bete mervel.
Torrit ive chadennou ar re goupabl,
Ar sclerigen rentit d’ar re so dall ;
Pellaït pep droug diouzomp, tud miserabl,
Hac obtenit peb mab deomp a hent-all.
Disquezit deomp e zoc’h mam en hon andret,
Grit ma vezo dreizoc’h recevet mad
Hоr pedennou gant nep en deveus prijet
Evidomp-ni beza ganet ho map.
Guerc’hes santel ha pur dreist ar Guerc’heset
Ha dreist an oll douç ep comparæson,
Dious hor viçou goude beza delivret,
Hon rentit douç ha chast e pep fæcon.
Grit deomp cundui bepret eur vues vertuzus
Preparit deomp un hent sur ha certen,
Evit ma zaïmp da velet ho Mab Jesus,
Ha d’e veuli gueneoc’h da virviq’en.
Enor ha gloar ato dan Tad eternel,
D’e Vap unie Jesus-Christ, Doue ha den,
Ar memes gloar ive d’ar Speret- Santel,
Tri ferson en un Doue epq’en.
Evel-se bezet græt.





TAULEN

eus

AR CHABISTROU

******

LEVR QENTA.

El levr-ma e considerer ar vuez hас ar vertuziou eus ar Verc’hes santel, abaoue ma zeo bet concevet eb реc’het betec guinivelez he mab Jesus e bethleem.


 86
 112




EIL LEVR,

E pehini e considerer ar vues hас ar vertuziou eus ar Verc’hes santel, abaoue guiniveles he mab divin e bethleem betec an amser e pehini er guelas о rei e vues evit silvidigues an dud, var menes Calvar.


 pagen 117
 182
 190
367
ar chabistrou
 217




LEVR TREDE,

E реhini e considerer bues hа vertuziou ar Verc’hes santel, abaoue maro Jesus, he mab, var ar C’hаlvar, betec e assomption en êe.


 249
 305




LEVR PEVARE,

E реhini eo parlantet eus ar santimanchou a respet, a istim, a courrraich, a garantes, a deneridigues hac a fizianç, реrе e dleomp da gaout e qever ar verc'hes santel


 342


————




TAULEN
eus
A GUEMENT SUJET A GAVER
EL LEVR-MA.


————
adversiteou.
Lev.
II.
Ch.
7.
8.
9.
III. 1.
2.
3.
4.
5.
Lev. Ch.  
III. 6.
carantes evit doue.
I. 22.
23.
24.
28.
II. 24.
III. 19.
carantes ha fizianç e mari.
IV. 1.
2.
3.
4.
5.
7.
Lev. Ch.  
IV. 8.
9.
10.
sec’hores ha consolationou spirituel.
I. 19.
II. 10.
12.
14.
15.
Lev. Ch.  
II. 16.
17.
III. 10.
11.
15.
communion.
I. 17.
18.
Lev. Ch.  
I. 20.
comportamant e andret an nessa.
I. 21.
25.
26.
27.
II. 6.
28.
30.
31.
III. 7.
8.
9.

desteni an den.
Lev. Ch.

pagen

I. 5.
6.
11.
feiz.
I. 15.
16.
humilite.
I. 12.
13.
I. 14.
oboissanç.
I. 29.
II. 32.
peoc’h interior.
I. 8.
II. 11.
Lev. Ch.  
III. 20.
paourentes.
II. 1.
2.
3.
pedennou.
II. 4.
27.
IV. 11.
avançamant en devotion.
I. 2.
3.
4.
II. 5.
13.
22.
23.
25.
Lev. Ch.

pagen

II. 26.
33.
III. 12.
13.
16.
17.
18.
Purete.
I. 9.
10.
contemplation.
I. 7.
II. 18.
19.
20.
21.
Lev. Ch.  
fervor.
III. 14.
IV. 6.
14.
————

Ar pez a so merqet ama diaroc, distribuet hervez an amseriou differant eus ar bloas.

1. Epad an azvent : e c’huanader, o c’hortos ar Messi prometet abaoue commançamant ar bed ; conjuri a rer an evou da lacat ar glao celestiel-ze da goueza : ar Beden, — ar Burete, — ar Peoc’h interior, — ar Gontemplation.

2. A dalec Nedelec betec ar Burification : ar Baouretes, — an Humilite, — an Obeissanç.

3. Epad ar C’horaïs : ar Beden, — ar Fin evit pehini eo crouet an den, — ar Sec’hor hac ar Gonsolation spirituel.

4. Epad amser ar Bassion : an Adversiteou, — Carantes Doue, — ar Zeel evit e c’hloar.

5. Epad an amser Pascal : ar Feis, — Carantes Doue, — ar Gommunion.

6. Eus an Assantion d’ar Pantecost : ar Beden, — ar Burete, — ar Contemplation.

7. Epad eizvet ar Pantecost : ar Fervor evit gloar Doue, — ar Feçon d’en em gomporti gant hon nessa.

8. Epad eizvet ar Sacramant : ar Feiz, — Garantes Doue, — ar Gommunion.

9. Ar rest eus ar bloas : Avançamant en devotion.



————




TAULEN

Evit lenn ar chabistrou eus a Imitation ar Verc’hes, hervez ar Goueliou principal eus ar bloas.

————
Liv.
II.
Ch.
7.
8.
Circoncision hor Salver Jesus-Christ, 1 guenver
I.

2.
3.
4.
Gouel ar Rouanes. 6 guenver
II. 5. Badiziant hor Salver Jesus-Christ, 13 guenver
II.

14.
15.
16.
Jesus en templ, o tisput oc’h an Doctoret,  
II. 17 Euret Cana.  
I.
22.
23.
Gouel an hano santel a Jesus, 14 guenver.
II.
5.
6.
Purification ar Verc’hes Vari, 2 c’hoëvrer.
IV. 14. Gouel Sant Joseph, 19 meurz.
I.


12.
13.
15.
16.
Annonciation ar Verc’hes, 25 meurz.
III. 4. Gouel an Itron Vari a seiz cleze.  
III. 11. Dissul Phasq.  
III. 12. Assantion hоr Salver.  
II.
27.
12.
Gouel an Itron Vari a vir zicour, 24. maë
III.
13.
14.
Ar Pantecost.  
I. 24. Gouel an Dreindet.  
I.
17.
18.
Gouel ar Sacramant.  
II.
24.
25.
Gouel ar galon sacr a Jesus.  
I.
IV.
14.
8.
Gouel ar galon a Vari.  
I.

25.
26.
27.
Gouel ar Visitation eus ar Verc’hes, 2 gouëre.
V.
5.
10.
Gouel an Itron Vari a Garmes, 16 gouëre.
II.
18.
19.
Gouel Sant Joachim ha Santes Anna, 16 gouëre.
II.
22.
23.
Gouel Sant Louis, 25 eost.
IV. 2. Nativite ar Verc’hes Vari, 8 gueng.
IV.
1.
9.
Gouel an hano santel a Vari.  
IV. 6. Gouel an Itron Vari eus ar Merci. 24 guengolo.
IV. 7. Gouel ar Rosera.  
III. 20. Gouel an oll Zent, 1 mis du.
III.


9.
16.
17.
18.
Gouel an Anaon, 2 mis du.
I.
5.
6.
Presantation ar Verc’hes en templ, 21 mis du.
I.
9.
10.
Gouel ar Conception eus ar Verc’hes, 8 qerzu.
II.

1.
2.
3.
Gouel Nedellec, 25 qerzu.
III. 7. Gouel Sant Stephan, 26 qerzu.
IV. 4. Gouel Sant Yan avieler, 26 qerzu.


FIN.
  1. Al levr-ma hac a pep seurt levriou-all a zevotion, a gaver e ty Guilmer, Imprimer ha Librer, e Montroules.
  2. Prov. 8. v. 32. 34.
  3. Cor. 4. 16.
  4. Pr. 8. 22.
  5. Rom. 8. 17.
  6. Cor. 8.
  7. Ps. 118. 120.
  8. Eccl. 24.
  9. Eccl. 24.
  10. Joan. 14. 2.
  11. Ps. 44. 12. 13.
  12. Is. 30. 1.
  13. Ps. 142. 10.
  14. Mat. 10. 36.
  15. Luc, 1. 34 et s.
  16. Apoc. 14. 4.
  17. Cor. 6. 19.
  18. Mat. 24. 15.
  19. Luc. 1. 29.
  20. Luc. 1. 31.
  21. Eccl. 12. 13.
  22. Prov. 16. 32.
  23. Ps. 112. 5.
  24. Is. 66. 2.
  25. Luc. 9. 48.
  26. Cor. 34.
  27. Joan. 11.
  28. Eccl. 7. 29.
  29. Joan. 4. 1.
  30. Tim. 3. 15.
  31. Galat. 18.
  32. Joan. 20 29.
  33. Matt. 2З.
  34. Luc. 7. 5.
  35. Luc. 1. 45.
  36. Prov. 8.
  37. Luc. 6.
  38. Ps. 88. 9.
  39. Mat. 12.
  40. Joan. 45.
  41. Joan. 6.
  42. Ps. 141.
  43. Eccl. 6. 14.
  44. Jer. 17. 5.
  45. Pet. 2. 18.
  46. Prov. 21. 28.
  47. Luc. 9. 58.
  48. Math. 25. 40.
  49. Luc. 6. 24.
  50. Luc. 14. 21.
  51. Mat. 5. 3.
  52. Luc. 16. 22.
  53. Ps. 16.
  54. Ps. 75. 6.
  55. Mala. 2. 1. 4.
  56. Ps. 118. 142.
  57. Deut. 32. 2.
  58. Ps. 118. 142. It. seq.
  59. Cor. 8. 11.
  60. Col. 4. 12.
  61. 1 Cor. 10. 13.
  62. Reg. 3. 18.
  63. Cor. 1. 5.
  64. Ps. 14. 1.
  65. Ps. 90. 6.
  66. Ps, 90. 11. et seq.
  67. Ps. 36. 39.
  68. Ps. 40.
  69. Ibid. 54. 23.
  70. Luc. 2. 44.
  71. Prov. 4. 23.
  72. Eccl. 19. 1.
  73. Coloss. 33.
  74. Ps. 44. 14.
  75. Rom. 14. 17.
  76. Joan. 4. 23.
  77. Luc. 2. 19.
  78. Eccl. 20. 6.
  79. Prov. 25. 28.
  80. Prov. 10. 19.
  81. Cantic. 5, 2.
  82. Apoc. 3. 20.
  83. Prov. 23. 26.
  84. Luc. 10. 41.
  85. Matth. 25. 21.
  86. Sap. 8. 16.
  87. Rom. 15. 3.
  88. Luc. 2. 51.
  89. Joann, 14. 6.
  90. Reg. 1. 13.
  91. Joan. 2. 4.
  92. Tob. 12.
  93. Joan. 2. 12.
  94. Mat. 12. 46.
  95. Marc. 3. 31.
  96. Ps. 118. 86.
  97. Joan. 6. 64.
  98. Cant, 2, 8.
  99. Mat. 8. 19.
  100. Ps. 8. 48.
  101. Ps. 93. 12.
  102. Cant. 2. 14.
  103. 18. 15.
  104. Matth. 5. 45.
  105. Jacob. 3. 2.
  106. Ps. 43.
  107. Luc. 11. 17.
  108. Luc. 14. 37.
  109. Matth. 26. 40.
  110. Eccl. 2. 5.
  111. Philip. 3. 10.
  112. Luc. 24. 26.
  113. Philipp. 3. 18.
  114. Joan. 18. 11.
  115. Matt. 29.
  116. Matt. 11.
  117. Ps. 33. 20.
  118. Phil. 3. 10.
  119. Luc. 6. 40.
  120. Heb. 12. 6.
  121. Cor. 4. 17.
  122. Ps. 72. 25.
  123. 2 Cor. 12. 10.
  124. 2 Reg. 18. 33.
  125. Ps. 37. 9. 10.
  126. Ibid. 16.
  127. Ps. 39. 9.
  128. Thes, 4. 13.
  129. Hebr. 1. 12.
  130. Mat. 26.
  131. Luc. 24.
  132. Pet. 5 9.
  133. Jac. 4. 7.
  134. Rom. 4. 18.
  135. Ibid. 21.
  136. Ps. 24. 14.
  137. Ps. 90. 15.
  138. Ps. 93. 19.
  139. Ps. 54. 23.
  140. Cor. 12. 90.
  141. Ps. 54. 7.
  142. Ap. 22. 12.
  143. Apoc. 17. 20.
  144. Ps. 26. 8.
  145. Joan. 15. 20.
  146. Act. 2. 24.
  147. Cant. 1. 16.
  148. Ps. 16.
  149. Id. 41. 3.
  150. Joan. 3.
  151. Eccl. 1. 15.
  152. Num. 23. 10.
  153. Joan. 16. 28.
  154. Id. 17. 4. 5.
  155. Mat. 25. 6.
  156. Phil. 1. 23.
  157. Eccl. 24. 24.
  158. Cant. 8. 6.
  159. Eph. 3. 9.
  160. Rom. 2. 6.
  161. Sap. 9. 8. 9.
  162. 1 Cor. 2. 9.
  163. Math. 10. 23.
  164. Joan. 19.
  165. Ps. 36. 5. 6.
  166. Cant. 6. 7.
  167. Gen. 3. 15.
  168. Cant. 4. 4.
  169. 3 Reg. 2. 20.
  170. Ps 85. 7.
  171. Act. 10. 38.
  172. Luc. 1. 43. 44.
  173. Mich. 4. 5.
  174. Ps. 115. 16.
  175. Gen, 41. 55.