Mont d’an endalc’had

Eil levr - Chap. XXVI.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 214-217)






CHABIST XXVI.
Bonheur eur famill a religion vad.


Un dra a yoa dign meurbet da veza consideret gant an evou ; me fell din lavaret, ar guel eus ar famill santel pehini a chome e Nazareth, hac a yoa composet a Jesus, Mari ha Joseph.

Pebes union vad, pebes peoc’h admirabl a dlie beza en ty-se, pa zeo guir e zoa demeuranç ar vertus, a behini e zoa chasseet pep apparanç ha pep squeud a zireglamant.

Epad ma cresqe Jesus en oad hac e furnes dirac Doue ha dirac an dud, Mari e devoa continuelamant he daoulagad digor varnezan, evit en em formi var ar model-se.

Joseph ne oa qet nebeutoc’h attantif da brofita eus a exemplou ar vam hac ar mab.

Tout eno a zougue varzu Doue. Ober a reat tout evit Doue.

Ar bresanç ebqen a Jesus a gargue ar c’halonou a joa. E gomsou divin o anflamme.

Soumission Jesus ha ce oboissanç, о ravissa Mari ha Joseph, oc’h o c’harga a admiration, a inspire dezo o-unan un humilite pehini a yea betec en em aneantissa dirac Doue.

Doue a santeles, eno e zoac’h adoret a speret hac e guiriones. Peguen agreabl ne dlie qet beza deoc’h an adoration a recevac’h digant Joseph, Mari hac ho Mab incarnet !

Ne aller qet sonjal er famill santel-se, eb caout avi ous he bonheur.

Oh ! peguement eo da souheti e ve an oll famillou christen henvel ous ar famill santel.

Ah ! ma renfe enno carantes ha doujanç Doue evel ma rene en ty dister e pehini e zoa Joseph, Jesus ha Mari, e velfet, er memes amser, o ren enno an urs vad, ar peoc’h hac ar guir union gristen !

Ar priejou neuse a danvafe an douçder santel eus ar briadeles christen.

Ar vugale a ve savet e doujanç an Autrou-Doue. An domestiqet ne recefent nemet exemplou mad.

Ne anavesfet qet enno an effejou trist a brodu ar jalousi hac an dissansion. Ne velfet qet o sortial anezo ar goal exemplou-se qer commun hirio en deis.

Pell dioc’h lacat ar brosperite hac an danves da brena dillat re gaer hac e re vras qantite, ha fourra pe vaga avelach, ourgouill e pennou an dud, e vet contant eus ar pes a so just, necesser ha deread, hac e c’himplichfet ar rest da soulagi ar paour ; satisfia a rafet dre actou a drugares, dre eur voderacion gristen.

Espern un nebeut ha gant eur ræson, chetu petra a rafet.

An avariçdet ne zastumfe james arc’hant na pinvidigues nemet e qement a ma permet eur brudanç christen.

Hac e c’herrufe collou pe valheuriou gant eur seurt famill, ne ve clevet na clem na murmur a enep Doue nac e brovidanç.

Binnigua a rafet Doue qer couls en ezom hac en dienes ordinal, evel en abondanç hac en henor.

An hini a ve ar pennadures a exerçfe e autorite eb re a zomination hac a ourgouill faus.

Ar vreq, o sicour bac o souten intantionou he goas, a veillfe gant sourci var an tiegues.

An eil hac eguile ho defe ar gonsolation da velet o cresqi dirac ho daoulagad bugale soumetet, pere a guemerfe abred eur pleg mad e pep feçon.

Pebes mad a deufe ac’hano evit ar societe oll eus an dud fidel ! Pebes custumou caër a religion, a zevotion ? Pebes simplicite, pebes horrol evit ar gaou, an drouc presec ! Pebes carantes christen e toues an dud !

Nac a exemplou mad, dre an assistanç fidel en offiçou ar barres ! Pebes assiduite a ve neuze da freqanti, gant dispositionou mad, an oll sacramanchou.

Pebes santeles a velfet neuze e toues ar gristenien fidel ! Pebes respet evit ar c’haracter sacr eus ar belec ! Pebes fizianç er pastor roet gant Doue d’ar barres !

Pebes tranqilite na ve qet epad an oll vues ! Ha pa ve ret mervel, pebes assuranç ha pebes consolation a ve о finissa ar vues, e pehini ar goustianç ne rebechfe disurs ebet, na ve bet reparet dre an daëlou eus a eur guir binigen !

O famill santel ! composet a Jesus, Mari ha Joseph, ra viot eta ar squer eus an oll famillou christen !

O famillou ! pere ne veritit qet betec’hen an hano a gristen, abalamour na glever ha na veler ennoc’h nemet goal exemplou, crenit ! car, beza e zoc’h imach an ifern, dre ho malloziou, mesventiou, bavardiach, drouc prezegueres, laëronciou, ha ne oufac’h qet, eb chench tout-a-fæt, imita Jesus, Mari ha Joseph.

Jesus, Maria, Joseph, ho pet trues outho !!!