Eil levr - Chap. VII.
Victor Guilmer, 1836 (p. 141-144)
Un humiliation vras e tlie beza, ô va Doue ! evit ho mam santel, ar burification, lezen pehini ne voa great nemet d’ar mamou commun hac ordinal. Dre ar ceremoni-se a religion, e voue, en eur feçon benac, villeat an eclat hac ar gaërder eus ar guerc’hdet-se, a behini e zoa qen jalous gant ræson, pa annonças an Arc’hel dezi ar myster eus a incarnation he mab.
Mæs Mari a ouie, ô Jesus ! penaus ar vez bac an dismeganç a dlie beza, un deis, ho partach, en amser ho passion ispicial, hac en em estime eürus da ellout beza henvelouzoc’h var ar poent-se.
Sulvui ho poa hi savet huelloc’h eguet ar merc’het-all, sulvui a blijadur a guemere oc’h en em izellaat hac o cuzet he c’haliteou caër.
Un ene pehini, evel Mari, ne glasq plijout nemet da Zoue, a ra nebeut a gaz eus a istim an dud. Ne ra van eus ho meuleudiou : guelloc’h e ganthi beza disprijabl e ty an Autrou-Doue, eguet beza henoret evel ma ze bugale ar bed, pere a receo о oll henoriou er bed-ma ha ne recevint er bed-all nemet dismeganç eternel.
Ar vertus a so, en effet, cals muioc’h e surete pa ves en disprijanç eguet e creis an henoriou hac ar meuleudiou.
Ma chom cuzet a zirac daoulagad an dud, n’en deo nemet brillantoc’h ha sqedussoc’h dirac daoulagad Doue.
Ar guir vertus, ar guir devotion, n’o deus qen desir na qen pretantion nemet da denna varnezo daoulagad Doue.
Нac e vent dianavezet, dispriget memes, n’en em estimont nemet eürussoc’h.
Ar brovidanç pehini a veil var an eneou just ha santel, ho c’hundu alies e-unan, dre an hent eus an humiliation hac an disprijanç, d’an termen eus ar merit hac eus ar c’hloar eternel.
Ar garantes en deus an den evintan e-unan na souffr qet facil d’en em velet humiliet ha discaret ; mæs dre an dra-se memes eo utilloc’h an humiliation.
Ar Sænt a drugareca Doue eus an dismeganç a anduront, evel eus a eur c’hraç vras a recevont.
Ma n’em eus qet c’hoas ar memes santimanchou, eo certen penaus ne don c’hoas nemet un den stag oc’h an douar, esclao eus ar garantes propr, ha penaus ne glascan qet Doue ebqen e pep tra.
Beza e zeus Sænt pere memes о deus goulennet beza humiliet, qement a zesir o devoa da veza parfæt.
An Ebestel, pa deuent eus a assambleou e pere e vizent bet dispriget, insultet, a zride gant ar joa.
Ma n’en em santan qet ar memes courach, e tlean, da viana, receo gant patiantet ha soumission an humiliationou a zigaç va Doue din evit va mad spirituel.
Muioc’h a henor a rentin da Zoue o souffr gant resination d’e volontes an disprijançou a erru ganen, eguet na rin dre an donæzonou ar re gaëra a recevin digantan.
Mab Doue a so en em humiliet betec ar maro, betec an neant. Chetu eno an exempl pehini a dlean da heulia.
Caout horrol oc’h an humiliationou a so caout horrol oc’h an hevelidigues a roont deomp gant Jesus.
Ma ro din an Autrou-Doue cals a humiliation, e fell dezan va renta henvelloc’h ous imach e vab.
Receo a dlefen un disprijanç, un humiliation gant qement a blijadur hac a anoudegues vad, evel ma recefen un tam eus ar guir groas var behini e varvas va Salver.
Santes Mari, Guerc’hes an humpla goude Jesus, obtenit deomp caret, eveldoc’h, beza humiliet ha dispriget er bed-ma evit beza henoret ganeoc’h er barados.