Mont d’an endalc’had

Eil levr - Chap. VI.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 138-141)


CHABIST VI.
Eus an exempl vad.


Mari a observ lezen ar burification, evit non pas reï eur sujet a voal exempl d’ar Judevien, pere ne ouient qet e zoa guerc’hes.

He observi a ra evit rei da Joseph, he phried, an exempl eus ar barfæta oboissanç qer couls ha d’ar re en divige üoue instruet eveltan eus a vyster he guerc’hdet.

Na chomit qet eb ober un dra da behini ne veac’h qet obliget, mar guelit er vad e ve qement-se un occasion a voal exempl.

Hac e rencfet memes quitaat un exerciç a zevotion an agreapla deomp, ne dleomp qet marc’hata.

Quittaat an dra-se evit non pas scandaliza den, a so quitaat Doue evit Doue.

Dre exempl, pa na ves qet mirapl eur gouèl, ne zomp qet obliget absolument da vont d’an oferen, ha gouscoude e c’halfe erruout ma rencfet mont, evit non pas rei goal exempl d’ar re scrupulus.

Pa garer Doue, e clasqer gounit dezan calonou ar re-all. Mæs ne c’hounezer jamæs guelloc’h calon unan-all da Zoue, eguet о tisques hon-unan, dre exempl vad, penaus er c’harer.

Alia ar re-all d’ar vad, d’ar religion, a ro istim evithi. Mæs pa unisser an exempl d’an ali vad, e teuer guelloc’h abenn eus an dud.

Exemplou ar sænt a ra sænt. Arvertuziou a bratiqe an Ebestel hac ar c’henta christenien, ne reant qet nebeutoc’h a effet var gals a sperejou, eguet na rê o zermoniou bac o miraclou.

O phatiantet, о douçder en andret an oll, o c’harantes vras an eil evit eguile, pardon an injurien a recevent, o c’hourach dreistordinal da anduri memes ar maro evit Jesus, о ferveur bepret brassoc’h en e servich, о ardeur estonabl evit ar gommunion, a yoa evel qen alies a fleur a c’huez vad hac excellant, pere a antree e calon bac e speret qement hini o guele.

O pegnen nebeut a gristenien a so hirio pere, dre o vertuziou, a lezfe partout dre ma passeont ar c’huez mad a Jesus-Christ.

An dud ne seblantont en em velet hac en em gaout nemet evit rei goal exempl an eil d’eguile.

Er fricojou ; mesventi, dansou, bavardiach ha goassoc’h ; e famill, e recreation ; drougpreseg, calomniou ; er marc’hajou ; gueyer, leou-faus, injustiçou bras ha patant, a bere e parlanter goude-se evel a dauliou caër ; amourousdet disqueset publicamant, dishenor er famillou, dissipation, causeres en ilizou, er sermoniou, a bere e sortier eb ezom hac e c’halier ar re-all da ober ar memes tra, ha ne qet ar re-se ha re-all gantho eo ar mor a voal exemplou e pehini e neun hac en em veuz hirio un infinite a gristenien ?

O christenien a voal exempl ! mar fell deoc’h en em zaoni, en em zaonit oc’h-unan ; mæs da viana, na roit qet taul ar maro da ene ar[1] breur fæbl, ar c’hoar sempl-se evit pehini Jesus- Christ a so maro.

Lamel injustement digant ar re-all ho madou terrien, pebes crim ! Mæs pebes crim infiniment brassoc’h ha cruelloc’h o friva eus a c’hraç Doue, eus a vadou an eternite !

An den a voal exempl a so mevel pe blac’h an diaoulou. Ar re, dreist peb tra, о deus eur garg benac, evel ar vistri ; un autorite benac, evel an tadou, ar mamou, a so grevussoc’h o goal exempl abalamour d’an obligation vrassoc’h da rei exempl vad.

D’ar vistri, d’ar vestrezet, d’ar guerent ispicial eo e lavar an Autrou-Doue : Me a c’houlenno compt diganeoc’h eus an eneou a vezo collet dre ho coal exempl.

Ar sourci da rei exempl vad, a sell c 'hoas muyoc'h ous ar re hinvidic hac ar re buissant.

Ma nen dint qet fidel da lezennou Doue ha da re an ilis, e vezo cals a dud treïnet dre ho exempl e punç an ifern ; car songeal a rer e zeo henorabl heulia hevelep squeriou : hac hi a so brassoc’h eguet Mari, pehini, evel mam Doue, a so an huella goude Doue ?

Desqi a dleont, e scol ar verc’hes-se, mam un Doue, en em servicha eus ho renq huel evit procuri gloar Doue, pehini en deus о savet qen huel.

O christenien, christenien ! baleomp var roudou hor mam santel. Evelthi, n’or bez qen aon nemet da rei goal exempl, e feçon ebet, na dre goms na dre œuvr, na dre omission a enep lezen Doue hac hini an ilis.

O Mari ! melezour a exempl vad, pedit evidomp.



  1. Cor. 8. 11.