Mont d’an endalc’had

Levr Quenta - Chap. IV.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 16-20)


CHABIST IV.

Eus ar sourci a dleomp da caout da gresqi e graç hас e perfection.

Ar Servicher.

Recevet ho poa, ô Guerc’hes santel ! ar stad a c’hraç hac a santelez a zalee ar c’henta moment eus ho conception ; mæs n’en em gontantjoc’h qet da jouissa e peoc’h eus a eur vad qer precius. A hed ho puez e lacajoc’h ho sourci d’en lacât da brofita.

Hac ar c’hraç pehini a gresq ebars en eneou e pere e vel effort ha c’hoant da avanç, ho pinvidica bemdes davantach. C’hui a yoa evel un douar labouret mad, e pehinl an disterra greunen a brodue bete cant.

Petra bennac ma c’hanjoc’h gant ar santelez, ar santelez gouscoude n’oa qet deoc’h naturel, mæs c’hui ez rentas evel naturel deoc’h dre he sourci hac oc’h acqet d’e antreteni ha d’e renta bepret brassoc’h.

Dre ho fidelite da respont da c’hraç ho Toue, ô Mari ! c’hui hervez santimant an Ilis, catholiq, a ell lavaret : Me meus[1] en em savet en ær evel ar gues cedr var menez Liban, ar plant ar re huella var meneziou. Evel eur vinten, e meus poulset fleur ha c’huez mad, ha va fleur a so frouez a henor hac a abondanç. Astennet e meus va brancou evel ar vezen terehinth pehini a ves atao glas, ha va brancou a so brancou a henor hac a c’hraç.

Mari.

Va mab, m’ar fell deoc’h cresqi ennoc’h ar c’hraç-se pehini ho rent mignon Doue, crouadur Doue, templ ar Speret-Santel, breur Jesus hac heritour ar barados gantan ha dreizan, tec’hit dioc’h ar bed, evel dioc’h un den clan gant eur c’hlenvet stagus ; carit ar beden, pehini a so eur sourcen a c’hraçou nevez, freqantit ar sacramanchou, oc’h pere ne dostaot jamæs gant dispositionou mad, eb santout an effet burzudus eus ar c’hraç a so staguet ous pep-unan anezo gant va mab. En em roït d’ar pratiq eus ar vertuziou convenabl d’ho stad, evel ma zeo an oboissanç, evit ar vugale ; an exempl vad, evit ar guerent ; an avisou mad, evit an oll, ar garantez continuel en andret an nessa, ar fidelite an eil d’eguile ; ar garantez continuel evit ar priejou ; ar justiç, an honestis evit an dud e carg.

Eur voyen dreist pep tra da gresqi ennoc’h ar stad a c’hraç e pehini e vezit laqeat dre un absolven recevet mad, a so beza fidel da chelaou mouez ar c’hrac, da heuilla an inspirationou a zigaç Doue deoc’h, ar mouvamanchou santel a brodu e c’hraç en ho polontez. An hini,[2] eme ar Speret-Santel, am chelaou, na vezo qet confountet na tromplet en e esperanç.

Sulvui e chelaoner mouez ar c’hraç hac ar goustianç, sulvui e sclêrigen an ene fidel. A broportion ma c’havancer, sul brassoc’h c’hoant a ves da avanç ha da vellât.

Ar c’hraç a Zoue a so evel ar frouezen ar vella. Sulvui ma tebrer anezi, sulvui a zezir a ro d’e dibri.

Eürus, e me va mab, ar re о deus naon ha sec’het eus ar santelez hac eus ar berfection, rac rassasiet ha contantet e vezint.

Beza e zeus tud pere, goude beza qerzet un nebeut amser e hent ar vertuz, a chom e creis an hent, contant eus ar pes o deves great. Mæs ar c’hraç ne lavar jamæs : aoualac’h eo.

Ar squêr a berfection a so proposet deomp en aviel a so Doue e-unan. Mæs perfectionou Doue a so infinit. Hed ho puez eta ne dleit lacat musur ebet d’ho perfection.

Re-all a so pere a sonch dezo e reont aoualac’h evit non pas dont da veza fall. An dra-se ne qet suffisant. An hini a so mad a dle dont da veza guelloc’h ; an hini a so santel a dle dont da veza santelloc’h.

Lennit an aviel, hac e vellot penaos ar servicher didalves, pehini en devoa laqeat e dalant en douar, a oue condaonet gant e væstr, pa erruas. Perac ? Abalamour n’en devoa qet el laqeat da dalvout.

Evel-se, deiz ar vara, peguement a gristenien a velo gant eston ar dle a vezo chomet gantho da baëa da justiç Doue, abalamour n’ho devezo qet profitet eus ar voyenou ho doa da veza bet sænt bras.

E hent ar vertuz, non pas avanç arauc a so dont adren, non pas gounit a so coll.

E servich Doue, mar livirit : aoualac’h, e zoc’h collet. Mar laqit eur musur d’ho ferveur, Doue a lacayo ive d’e c’hraçou.

Mæs sul nebeutoc’h e contot gant Doue, sulvui e vezo liberal ha generus en oc’h andret, memes er vues-ma.

N’eus forç peguen nebeut a vadou hac a leve ho pezo var an douar, ho pezo atao aoualac’h, mæs a vadou ar c’hraç ne oufac’h qet caout re.

Diunit eta, va mab ; savit eus an assoup-se pehini a ell rei taul ar maro d’oc’h ene. Labourit da repari an amser oc’h eus collet.

Na livirit mui en em gontantit eus ar plaç diveza e ty[3] an tad celestiel, er barados. Parlant evel-se a so en em exposi da chom er meas.

Ar Servicher.

Mam ar garantez pur, an doujanç hac an esperanç santel, procurit din ar vertuziou-se. Anflamet oc’h eus an ardeur ar burra hac ar barfeta evit gloar ho mab, va redemptor.

Lezit da guëza em c’halon un eulfen bennac eus a flammou ho carantez evit Doue ; ha peguen indign bennac e ven en em rentet eus ho protection buissant, ô Mari ! considerit ar resolution sincer e pehini e maon da labourat muioc’h hiviziqen en affer va silvidigues. Va c’halon a so disposet ha me bed Doue ganeoc’h d’e disposi guelloc’h da avanç bepret e perfection hac e santeles. O Guerc’hes ! benniguit ac’hanon gant an eneou devot.



  1. Eccl. 24.
  2. Eccl. 24.
  3. Joan. 14. 2.