Mont d’an endalc’had

Levr Quenta - Chap. I.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 1-4)




IMITATION
AR VERC’HES VARI,
VAR MODEL
IMITATION JESUS-CHRIST.





LEVR QENTA.

El levr-ma e considerer ar vuez hac ar vertuziou eus ar Verc’hes santel, abaoue ma zeo bet concevet eb pec’het betec guinivelez he mab Jesus, e Bethleem.




CHABIST QENTA.
Imitation vertuziou ar Verc’hes.


Eurus[1] ar re n’en em bellaont qet dioc’h an hentchou am beus merqet dezo ! Eürus an hini pehini a selaou ar pez a lavaran dezan ebars en exemplou a vertuz pere ameus roët dezan.

An Ilis, о lacât ar c’homzou-ma e guinou ar Verc’hes Vari, a exhort ac’hanomp da studia ar gomportamant en deus dalc’het var an douar ar rouanes-se eus ar Sent, ha da ober evelthi ar pez a admiromp enni.

Eürus, en effet, an nep a ra evel Mari, pa zeо guir oc’h ober evel Mari e ra evel Jesus, roue ha qenta model an oll vertuziou.

Bues ar Verc’hes a so eur guentel universel. Enni e tesqer e pe feçon e tleer en em.gomporti er bonheur hac er malheur, er beden hac el labour, en henoriou hac en humiliationou.

Ne erruimp jamæs betec ar berfection a roe d’he oll actionou, mæs he servicher parfeta eo an hini a dosta ar muia ouz he santelez.

O c’hui, pere a ra profession da servicha Mari, a fallout a ra deoc’hui en em gonformi d’ar squer excellant-se ? Ho pet, qement a ma c’hallot, evel ar Verc’hes, eur feis vif ha bras, un oboissanç prompt, un humilite ar vrassa, eur fidelite evesiant, intantionou pur da blijout e pep tra da Zoue, eur garantes loyai ha generus evit ho Crouer.

Piou, etoues servicherien Mari, he servichereset, o c’houlen sicour ar c’hraç a Zoue, ne allo qet en em broposi he exempl da heulia, heulia en effet, muya ma veso possubl, he exempl er pratiq eus ar vertuziou differant-se ?

Ma ne dachit da imita ar Verc’hes, ho carantez evithi a so foibl meurbet ha nul en effet, ha ne dleït qet neuse gortos e rofe deoc’h mercou bras eus he frotection. Bemdez, evit guir, e livirit pedennou en henor d’ar Verc’hes. Martese memes e touguit en ho qerc’hen, pe a vel d’an oll, disenezou pe chapeledou evit disques oc’h en em gonsacret d’he servich. Bez e c’hallit besa en unan bennac eus he breuriesou. An traou-se a elfe ho lacaat da obten dreisi eur c’hracic bennac digant Doue.

Mæs gant an traou-se tout, ma ne boulsit ho tevotion betec imita he vertusiou, ho tevotion n’ho savetayo qet.

Erruout a rayo ganeoc’h evel gant ar Philistinet, pere a bossedas un neubeut amser an arc’h allianç eus an Autrou, Doue an Israëlitet. E phinvidicaat, e orni a rejont memes dre ho offrançou. A gouscoude an arc’h allianç ne oue qet evitho eur sourcen a venedictionou. Perac ? Abalamour, oc’h anaout dreisi ar guir Doue, n’en adorjont qet ha ne abandonjont qet ho idolou.

O Mari ! ô rouanes ar vertuziou ! a ne qet just, ma ho carfer, ober evidoc’h ar pes a rêr evit ar vignonet pere a eller da gaout er bed-ma ? Pa garer un den, e qemerer sourci da studia e garacter, e hahitujou, da guemeret e inclinationou, ha mar dint mad erves Doue, qement-se so just ha meulabl.

Eus an hevelidigues-se e veler o sevel hac o cresqi ar guir union eus ar c’halonou. An hevelidigues a form ar vignoniach.

O Guerc’hes ! ho calon qen humbl, qer pur ha qer soumettet d’an ursou a Zoue ; qen ardant evit interest ha gloar Doue, hac en a guemero carentes evit calonou diregl, orgouillus, eb resination da volontez Doue, hac eb desir da brocuri e c’hloar ?

Mar carit ac’hanon, a ellit da lavaret gant muioc’h a ræson eguet St. Paul : Baleït[2] var va roudou evel m’a meus baleet var roudou Jesus. Mar doc’h va bugale, qemerit speret, intantionou, desirou hac œuvrou ho mam evit squer ha model.

Speret bugale Mari a dle beza evel hini ho mam, eur speret a garantez evit ar re-all abalamour da Zoue ; eur speret a beoc’h, a batiantet ; eur speret a binigen, eur speret a zoujanç hac a garantez Doue.

Guerc’hes santel, ô mam an oll dud ! Me guemer dirac hoc’h imach, e presanç ho mab, va Salver, ar resolution da imita ac’hanoc’h. Va devotion evidoc’h hivisiqen a gonsisto dreist pep tra o c’heulia gant ho sicour an exemplou caër oc’h eus roët din.

Persuadet on penaus eo honnes ar feçon ar parfæta d’oc’h enori, eo hennes ar brassa merq a garantez a elfen rei deoc’h. O Mari, va mam ! benniguit ar resolution-ma eus ho servicher humbl ha touet.

  1. Prov. 8. v. 32. 34.
  2. Cor. 4. 16.