Levr trede - Chap. I.
Victor Guilmer, 1836 (p. 241-245)
E pehini e considerer bues ha vertuziou ar Verc’hes santel, abaoue maro Jesus, he mab, var ar C’halvar betec e assomption en êe.
Jesus a bign var ar C’halvar. Deuit, va mab ; hor c’honvia a ra da bignat eno ive gantan.Mar er c’harit, n’en abandonnot qet.
Hor c’harantes evit Jesus hac hi a ve dign anezan, mar en dilæssemp en e boaniou ha pa eo dianaveset hac outraget gant an oll ?
Ne allomp rei dezan sicour ebet ; mæs, da viana, ni a guemero pers en e souffrançou, о vesca hon daëlou gant e c’hoad, hac e roimp dezan ar gonsolation da velet e zomp prest da soufr, evit e garantes, qement a ordreno.
Mæs, Guerec’hes generus, ha ne alfet qet disques e garantes da Jesus nemet e creis ar souffrançou ? Ha ne aller qet en ober e creis ar repos hac ar peoc’h ?
Va mab, en amser galm hac er peoc’h eus ar vues, eo eas rei testeniou eus ar garantes-se. Mæs ne aller guêlet hac hi a so ferm nemet en un amser a arneun.
Jesus en deus lavaret : « An hini[1] ne zoug qet e groas ha n’em heuill qet, ne oufe qet beza va disqib. »
C’hui a dle eta lacât e nombr an deiziou eürus ar re e pere oc’h eus occasionou da soufr eun dra benac dre garantes evintan.
Cals a gristenien ne garont ho madoberour divin nemet abalamour d’e vadoberou, hac a so henvel oc ’h ar vignonet eus an douar, pere ne garont qet eb interest.
Lavaret a reont e caront Jesus eus ho oll galon. Gouscoude n’ho deus qet ar gourach da veilla[2] un heur gantan e jardin e angoni.
Protesti a reont en heuillint partout, memes d’ar maro. Mæs an aon rac ar souffrançou a sempla souden enno ar garantes, ha ne heuillont mui Jesus nemet a ziabell.
Evidoc’hui, va mab, mar carit Jesus, a garo e groas, ha mar er c’harit a greis ho calon, e vriataot eus ho c’holl galon ar c’hroasiou differant pere a zigasso d’eoc’h.
An hini ne ranqer qet da forci, evel Simon a Cyrên, da zouguen croas Jesus, hac a guemer a galon vad pers er vestl c’huero pehini a voue presantet dezan var ar c’halvar, ennes a gar Jesus e guiriones.
An tan[3] eus an dribulation hac ar c’hroaziou a amprov an aour eus ar garantes ; e nettaat a ra, er renta a ra parfætoc’h.
Jesus en deus bevet en daëlou. Ha dleout a rit-hu gortos beva er blijadur, ha resolvet ec’h alfac’h-u beza da veva en deliçou ?
Eur guir gristen a so un den formet[4] var Jesus, o souffr, o vervel, ha maro er groas. Вeva a dle eta ha mervel er groas.
Caout a rit Jesus qen dign a garantes, pa songit er souffrançou en deus anduret abalamour deoc’h.
Ah ! peguement ne dleit-hu qet caret ar pes er rent qen dign da veza caret ganeoc’h, me lavar, ar souffrançou a bere ne ra pers deoc’h nemet abalamour m’ho car.
Tud prenet dre ar groas, a dle consideri ar groas evel ho phartach bac ho gloar.
Jesus n’en[5] deo antreet en e c’hloar nemet dre an hent eus ar souffrançou. N’en deus qet bet evidon-me un hent differant, qen nebeut nac evit ar sænt.
Ret eo deoc’h ives eta qemeret ar memes hent eus ar groas, mar fell deoc’h erruout er memes termen gantho, er barados.
O Guerc’hes, mam un Doue ! mar oc’h eus anduret qement a souffrançou, mar oc’h eus qemeret qement a istim evitho, ar ræson eo ma carac’h Doue muioc’h eguet an oll verzerien, muioc’h eguet an oll sænt assambles.
Sicourit ac’hanon, ô mam dener ! sicourit ac’hanon, dre ho pedennou, da drec’hi va delicateri, ar pes am rent qer qizidic, an horrol naturel am eus evit ar groas ; ra brouvo da Zoue va c’halon, va speret, va c’horf ha qement am beus, penaus er c’haran.
C’hui a so bet ar verc’hes ar santella, ha gouscoude an affligeta. Me a gonsant beza participant en ho souffrançou, nemet er bezin en ho carantes evit Jesus.
Grit ma carin croas Jesus, ma laqain va oll blijadur er groas, evit, var va maro, ma vezo Jesus er groas va nerz ha va c’honsolation.
Penaus, en effet, e c’hellot-hu, var ho maro, poqet gant fizianç d’ar groas mar ho pes bevet er gassoni[6] eur ar groas ?
Var ar maro, pell dioc’h beza fachet da veza bet alies var ar groas, e carfet beza bet atao er souffranç, abalamour ma hon deveus neuze ar gonsolation da veza bet atao henvel ous Jesus, dreist peb tra er pes ma fell dezan e vemp henvel outhan.
Va mab, exposet oc’h alies d’an dismeganç, d’ar goal dretamant, da veza persecutet.
Ma c’handurac’h an traou-se gant soumission, gant patiantet, e velfen ennoc’h un imach ravissant a Jesus, hac ho carfen, va mab, muioc’h eguet m’ho caran, abalamour henvelloc’h ous Jesus, e teufac’h da veza eur buguel dignoc’h eus ho mam.
O va mam ! ar pez a royo din courraich hiviziqen hac am c’honsolo em oll souffrançou, a vezo sonjal penaus e tougan va c’hroas gant Jesus hac evit Jesus, mæs, er memes amser, pebes avantach evidon-me gallout sonjal e veritin, en eur feçon particulier, ho sicour hac ho carentes, dre va stad a souffranç er vues-ma ha dre va disposition vad d’e anduri.