Eil levr - Chap. XXXIII.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 238-240)


CHABIST XXXIII.
Mercou eus ar guir santeles.


Eur vaoues a grias, un deis, a boues penn, e presanç hor Salver : Eürus[1] ar vam he deus ho touguet hac ho maguet gant he læs. Lavarit qentoc’h, eme Jesus, eürus ar re a chelaou comsou Doue hac a observ e c’hourc’hemennou.

Jesus a ro da entent, dre ar c’homsou-se, penaus ar galite huel a vam Doue n’en deo qet ar pes a zisting muya ar Verc’hes Vari, ha penaus e zeo distinguetoc’h dre he fidelite da heulia bepret an oll boenchou eus religion.

Ar pes a ra merit Mari n’en deo qet he dignite miraculus a vam Doue, pehini a zalc’h digant Doue ha digant Doue ebqen, mæs he santeles pehini a deu dezi digant Doue, evit guir, mæs e pehini he deus, en eur fêçon benac, he lod, dre an usach vad e deus great eus he liberte.

Ar pes a ra Doue evidomp n’en deo qet tout-a-fæt ar pes a verit e recompansou, mæs hor fidelite da respont d’e c’hraçou.

Ar servicher mad a behini e parlant an aviel ne laca qet e verit da veza recevet pemp talant digant e væstr, mæs da veza ho laqeat da brofita.

En em c’hlorifia a ellit gant ræson eus ar galite a vab Doue, recevet en ho padiziant. Mæs grit attention penaus ar galite-se ne royo qet a renq deoc’h e toues ar sænt, ma n’he soutenit dre ar zanteles eus ho pues.

E toues ar sænt e zeus pere ho deus bet meur a ravissamant ha meur a vision.

Sant Paul, en e vues, a so bet savet en huella eus an evou. Re-all a so bet guelet evel er meas anezo o-unan, e creis eur beden pe un oferen.

Mæs n’en deo qet en dra-se e zint dign eus hon avi. Fidel int bet da observi lezen Doue, lezen an ilis, chetu eno petra en deus ho rentet sænt, chetu eno petra a dleomp da imita enno.

Antreet oc’h en eur stad a vues pehini a so santel. N’en deo qet e zanteles ho saveteyo ; ho vigilanç hac oc’h acqet da ramplissa an deveriou eus ho condition, chetu eno petra a assuro ho silvidigues.

Judas, erves an apparanç, en deus great miraclou, ha gouscoude a so daonet. Ne velomp qet en defe great Sant Yan-Vadesour miracl ebet ; gouscoude mab Doue a ro dezan, en aviel, ar veuleudiou ar re gaëra.

Еn istim bac en opinion an dud, e c’haller beza un dra benac eb ar santeles ; mæs en istim Doue, ne zoar netra nemet beza e vezor santel, ha ne zoar santel nemet e qement ha ma rear oeuvrou mad.

Chetu ar pes a vezo evidomp, evel evit Santes Mari, ar guir ræson evit pehini e vezo roet deomp gloar ar barados. Chetu eno guir fondamant an eürusdet dirac Doue.

Comprenit eta, ó ene christen ! penaus Doue n’en deus qet staguet ho silvidigues oc’h donesonou extraordinal, naturel, spirituel pe gorporel, pe dreist-naturel, mæs ho rentet en deus, evit parlant er c’his-ma, mæstr eus ho silvidigues, oc’h e lacat, he c’houde, da zepanti diouzoc’h.

An hini, ô va Doue ! a guerso dibec’h en hent ar silvidigues hac a ramplisso e oil deveriou a gristen, ennes eo a vezo dign da antreal en ho tabernacl eternel.


Fin eus an eil levr.
  1. Luc. 11. 17.