Mont d’an endalc’had

Eil levr - Chap. XXXII.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 235-238)






CHABIST XXXII.
Ret ео plega da volontes Doue, memes en traou control dа interest e c’hloar.


Ar Servicher.

Pebes sujet a c’hlac’har evidoc’h, ô mam Jesus ! guelet an nebeut a froues a denne ar Yudevien eus e sermoniou.

E zoctrin celestiel, soutenet dre ar brassa miraclou, ne gonvertisse qet mill ha mill speret obstinet, pere a garie en em dalla ho-unan.

Henvel ous tud clan pere a bella gant coler an dorn pehini a fell dezan ho pharea, an dud incredul-se a restaule gant furol ar silvidigues a yoa offret dezo.

Pe sort santimanobou o devoa hi en amser-se, ô Guerc’hes sacr ? Scoazia a reac’h ho tiscoas var an dallentes hac an obstination eus an dud-se corrompet ; mæs en ober a reac’h e peoc’h, ha ne cessac’h a hent-all da c’houleu ho c’honversion oc’h Doue.

Mari.

Va mab, me zesire sur, mui eguet den, e vige anavezet Jesus. An desir ardant am boa evit e c’hloar a rea din santout crissoc’h caleder ac Yudêvien !

Mæs perac an dra-se en divige troublet va ene ? Gouzout a rean penaus alies a laqea ar re vechant da servichout d’e zessinou, penaus alies e tenn ar vad eus an droug, hac e c’hadoren e peoc’h ar furnes infinit-se pehini a bermet avechou e triomphe ar bec’herrien.

Ar Servicher.

Ar batiantet-se, ô Guerc’hes santel ! a servicho din da squer en oll amser eus va bues, mæs particulieramant en traou pere a alfe attaqi va feis ha va religion.

Mari.

Ya, va mab, pa vellot an den pec’her oc’h en em sevel gant ourgouill a enep ar re a so direbeich, ne abandonit qet ho speret nac ho teaud da sonjesonou a zipit ha da gomsou c’huêro a enep ar re vechant-se : ar religion en difen ouzoc’h.

Perac ne souffrac’h qet ar pes a souffr Doue e-unan ? Ampech a alfe ar pes a so evidoc’h, martese, eur sujet a scandal, a voal exempl : n’er gra qet. Oc’h er permetti, en deus e zessinou. Deoc’hui eo о adori.

Netra ne erru ama eb e bermission. An droug evel ar vad a servich da zessinou e brovidanç.

Ne velit qet an dra-se brema. Un deis a duio e pehini e vellot an oll justiç hac an oll furnes eus a brovidanç Doue en traou a erru var an douar.

Ne dleit qet, evit guir, beza insansibl d’ar malheuriou eus ar religion. Just eo e veac’h affliget dreizo ; permettet eo deoc’h memes adressi var o zujet clemou carantezus d’an Autrou-Doue.

Mæs ne qet ardeur veritabl evit gloar Doue ho pe, ma læsfac’h ho feis, ar peoc’h eus hoc’h ene, da veza trec’het, diminuet pe droublet dre ar c’hontroliesou a erru abers an dud fall.

Ar goler outho abalamour d’an dra-se a ve un abus eus an desir a dle caout pep christen da velet gloar Doue procuret e pep tra. Eur vad, eur vertus ne zistruch qet un all.

Soumetti ar speret d’ar pes a so permettet gant Doue, a so possubl en un ene christen assambles gant eur guir desir eus a c’hloar Doue.

Beza e zeus malheuriou pere a verite vouelfac’h varnezo ; mæs ra vezint daëlou scuillet e c’hars treid an Autrou-Doue, hirvoudou poulset betec e galon.

Grit pers dezan eus ho poan. Pedit-en da lacât fin d’ar pes oc’h afflich.

Livirit dezan, memes, gant eul liberte santel a behini ne vezo qet offanset : Savit,[1] ô Autrou ! Perac e seblantit-hu cousqet ? Perac e tistroit-hu ho taoulagad divarnomp ! Perac hon ancounac’hait-hu en hon affliction ? Deoc’hui oc’h- unan, ô va Doue ! e creder disclêria ar bresel. Ho c’hano santel eo a outrager, hо religion a vlasphemer, ho labour a faller da frêza.

Qemerit difen ho caus ; na souffrit mui en defe ar pec’het ar victor : ho cloar memes a c’houlen qement-se.

Evel-se, va mab, e satisfiot d’ar pes a exich diganeoc’h an desir eus a c’hloar Doue hac ar garantes evit ar religion, hac a-hent-all, gortozit e peoc’h ma tuyo Doue d’ho consoli.



  1. Ps. 43.