Levr trede - Chap. II.
Victor Guilmer, 1836 (p. 246-249)
Er situation drist e pehini en em gavan, em beus recours deoc’h, ô consolatoures ar re affliget !
Pliget ganeoc’h desqi din a be santimanchou e tlean particulieramant beza occupet er poaniou pere a anduran hac er guêl eus ar re a dlean da anduri souden.
Caout a dleït, va mab, santimanchou eus a eur gonformite barfæt da volontes Doue, pehini a ordren hac a regl peb tra evit e c’hloar hac ho silvidigues.
Рa dosta ouzoc’h un affliction, eur c’holl benac, pa ves erruet, pa gontinu, pa gresq, pa deu un all benac var e lerc’h, livirit ha repetit alies : Va Doue, ho polontes bezet great.
Ar sonch eus ar volontez-se a Zoue am c’hrenveas hac am c’honsolas en templ a Jerusalem, pa annonças Simeon e vige Jesus exposet da gontroliezou, hac em bige va-unan va c’halon treuzet gant eur c’hleze a boan.
Va c’hrenvât a reas dreist peb tra, ha va c’honsoli var ar c’halvar, pa veljon Jesus staguet ous ar groas hac o renta e halanad diveza er c’hruella tourmanchou.
Evel ma voa va c’harantes evit Jesus eb musul, va glac’har a voa ive eb musul ; mæs va resination da volontes Doue ne voa qet biannoc’h eguet va glac’har ha va c’harantes.
Chasseit eta eus ho calon, en hoc’h adversiteou, pep reflexion nemet houman. Doue a fell dezan. Pep reflexion-all ne ell nemet goassaat eur chagrin ha nemet rei c’hoas mui da santout peguement e zomp malheurus.
Petra ! va mab, pa songit eo Doue a zigass deoc’h an affliction-se, ha c’hui a gredfe lavaret : Ne fell qet din ?
Ma ne all un den fur falvout netra nemet mad, petra dleit da sonjal eus a un Doue infiniment fur ?
Doue, en effet, ne fell qet dezan pec’het ar re a sicour oc’h on affliction ; mæs tenna a fell dezan e c’hloar eus hor patiantet d’e anduri.
Permetti a ra pec’het oc’h adversourien, hac e fell dezan e profitac’h eus ho maliç evit en em renta santel.
David a yoa insultet gant un den hanvet Semeï, e pehini e considere, non pas unan eus e sujedi pehini en outrage, mæs ennan e considere un Doue just pehini en em serviche eus an instrument disprijabl-se evit en humilia hac ober dezan souffr evit e bec’hejou.
Jesus e-unan, о parlant d’e ebestel eus a galir e bassion, ne barlante qet dezo eus a ingrateri ar Yudevien pere er prepare dezan, mæs eus a volontes e dad pehini en devoa er reglet evel-se.
Er jardin Olivet, Perr n’en devoa qet c’hoas comprenet penaus eur c’hristen pehini a so er souffranç, pehini a accabler hac a bersecuter, ne dle implija qen armou nemet ar batiantet hac ar soumission da volontes Doue.
Falvout a ra dezan difen Jesus hac ampech ar soudardet da grêgui e Jesus. Trouc’ha a ra e scouarn da Valchus.
Mæs Jesus a lavaras : Destumit ho clese : petra ![1] ne efin qet ar c’halir roet din gant va zad, ha n’en em soumettin-me qet d’e volontes ?
N’en deo qet na elfac’h goulen oc’h Doue beza delivret eus ho poaniou ; mæs mar fell da Zoue ec’h efac’h ar c’halir, e souffrac’h, e leverrot : Va Doue, va zad,[2] ra vezo great, non pas va bolontes, mæs hoc’h-ini.
O Autrou ! na daulit qet a splet ebet en nebeut a c’hoant am beus da souffr, nemet e qement a ma c’hell er permetti ho cloar hac ho tessinou varnon.
Mar cresq ho souffrançou, pell dioc’h diminui, c’hui a lavaro : Ya,[3] va zad, me en em soumet c’hoas d’an dra-ma, pa zeo pliget ganeoc’h evel-se. C’hui er fell deoc’h, me er fell din ive. C’hui er c’hommand, me a obois.
Ret eo coueza dindan ar boan, me a gouezo dindanni ; ret eo mervel er boan, me a varvo er boan.
Ra ello memes ar rigol hac ar ruster eus an tauliou a roit din, pe a lezit da rei din, hasta ar moment e pehini e zin da jouissa eus an douçder eternel eus ho presanç hac eus ho carantes !