Levr Quenta - Chap. XXV.
Victor Guilmer, 1836 (p. 95-98)
Exempl Exempl Mari er vizit a reas da Santes Elisabeth, a dlefe beza ar reglen eus hor c’homportamant en hor pourmenadennou.
Mam da Zoue, ar Verc’hes humbl-se ne c’hortos qet e ve diavancet gant he c’hiniterv Elisabeth ; dre eno e condaon ar fals poënt a henor eus a veur a bersonach jalous qizidic eus ho renq, pere en em zalc’h bepret huelloc’h eguet ar re-all.
Mæs pe seurt rêson a angach Mari da ober ar visit-se ? Ne all beza nemet eur rêson a religion.
Ar guriosite, ar vanite, ar garantes divoder evidomp hon-unan, pe flagorneres hac amourousdet, a so ar pen-caus eus an darn vuia demeus ar visitou hac ar pourmenadennou a rêr er bed. Ne c’hoarve qet er c’his-se gant ar fidella eus ar guerc’hezet : he bizit a ra dre ar rêsoniou ar re santella.
An dud vertuzus, er bizitou memes pere a rentont ha pere ne dint consideret gant tud ar bed nemet evel custumou dereat, n’o deves qen rêson nemet gloar Doue e personach an nessa.
Ar religion, ar garantes evit an nessa, gloar Doue, chetu petra a gondu Santes Mari da dy Elisabeth. Mont a ra da un ty e pehini Doue a so anavezet ha caret. Mont a ra da ober complimant d’he c’hiniterv var ar graçou pere en deus roet Doue dezi, hac eus a bere an Arc’hæl en deus he instruet.
Mont a ra da renta bizit dezi evit beza util d’he mab ha dezi e-unan, hac evit starda c’hoas ar c’houlmou eus an union santel a yoa diarauc entrezo.
An devotion ne zifen qet ouzomp en em acqitta eus an deveriou a civilite, mæs ober a ra о zantifia dre intantionou christen.
Evel un den, guir devot, a glasq lacât e profit e oll momenchou evit an eternite, e lêz a gostes, qement a ma c’hell, pep pourmenaden inutil, pep pourmenaden a blijadur ebqen.
Ar bisitou a gar da ober an dud veritablamant devot ha parfæt a so ar re e pere e c’hellont gouelet, ober œuvrou mad ; clêvet pe lavaret comsou util d’ho avançamant spirituel.
Pep pourmenaden-all a zisplich dezo. Ar vertus a gar en em gaout e qever ar vertus, Pep bizit-all a so fæzus ha dizaour memes evitho. Souffr a rêr, pa na vezer qet herves desir ar galon.
Ar sænt a laca da servichout da c’hloar Doue, da utilite ha da avantach spirituel an nessa ha d’ho pherfection ho-unan, actionou pe draou pere enno ho-unan ne servichont da netra. Ma rafet evelt-ho ha ma vizitfet ar re-all er memes intantionou, pebes froues na denfet qet eus ar civilite-se, eus ar pourmenadennou-se pere a ra lod eus a gustumou an dud ? Neuse e tanvafet enno mill douçder santel, dianavezet da dud ar bed. Parlant a rafet, en eil tu hac en eguile, eus ar sermoniou a ves clevet, eus a avizou mad ar gonfessoret, eus a avantachou ar guir devotion, eus a garantes Doue, eus ar mysteriou, ar sacramanchou, evit en em instrui hac en em avanç, hac er feçon-se, dre aliou mad, en em gourachfet d’ar vertus.
Sortial a rafet anezo, non pas ar galon goullo a bep guir mad, evel ma ves o finissa ar bizitou inoüs eus ar bed, mæs leun eus ar gontantamant santel-se pehini a so partach an dud a religion.
Eneou christen, na en em gollit mui dre ho pourmenadennou inspiret deoc’h gant an drouc-speret eus an amourousdet. Na dit mui, e couls an offiçou nac e poent-all ebet, da ober ar bizitou e pere pep sell qasi, pep coms, pep gest, pep discolperes a so eur merq exterieur eus a gorruption hо calon, a so qen alies a virou mortel pere a daul ar poeson eus an impurete e calon ar re ho cleo, hac ho quêl.
Commancit a hirio, non pas ebqen da renonç d’ar pourmenadennou dangerus, mæs d’ar hizitou memes inutil.
Choazit ho tud. Gouzout a rit ar proverb : Hentit ar gompagnunes a guerrot, hac ho pezo lod anezi.
Choazit eta mignonet vad, mignonezet fur ; clasqit bepret gloar Doue en ho pizitou, profit spirituel ho nessa hac hoc’h-ini oc’h-unan, ha neuse e santifiot dirac Doue ha dre Zoue ho pizitou, hac e teuot mui-oc’h-mui da veza portret ho mam ar Verc’hes.
Santes Mari, pedit evidomp-ni, pec’herien, en hor bizitou.