Mont d’an endalc’had

Levr Quenta - Chap. XX.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 81-83)


CHABIST XX.
Profit a dleer da denna eus ar gommunion evit caout eur gomportamant vad.


Mam ar garantes pur, santel meurbet e zoac’h a zalec ar moment qenta eus ho puez. Mæs abaoue ma oue en em c’hrêt den ar Verb en ho corf pur, pebes avançamant neves ne rejoc’h c’hui qet e pep feçon er zanteles ?

Presanç Jesus ennoc’h epad nao mis a reas, en oc’h ene impressionou a zanteles pere a badas epad o c’holl bues.

Bepret e conserfchoc’h ar sonch eus ar faveur extraordinal-se ; betec ho c’huanad diveza, n’ho poue qen sourci nemet da glasq pep moyen possubl da zisques oc’h anaoudegues vad da Jesus.

Mari.

Va exempl a so eur guir sujet a gonfusion evidoc’h, va mab. Er gommunion e recevit ar memes Doue a bep santeles pehini am boue ar bonheur da zouguen, ha n’en doc’h netra nebeutoc’h eguet eur sant.

Eur gommunion ebqen a ve aoualc’h evit ober deoc’h caout oll ferveur ar Sænt, hac ho communionou ho lez atao lach e pep tra.

Un dra bennac a refuzit bepret da Jesus, pehini ne refus nicun deoc’h eus e vadelezou.

E brezanç en ho calon a inspir deoc’h eur moment, evit guir, cals a zantimanchou caër.

Ober a rit dezan promessaou ; mæs ober a rit evel an dud a bromet cals bac a ro nebeut.

Nen deo qet evel-se e rafac’h da eur madoberour bras bennac deus an douar, pehini en defe oc’h enoret eus e vizit.

Pa vezer sansibl da vadoberou eur mignon, ah ! peguer prompt e vezer da zisques anaoudegues vad.

Ar garantes ne repos nemet pa e deveus cavet ar voyen da drugarecaât. A mancout a rit, va mab, eus an occasionou-se a vertus a bere e profite ar Sænt, goude ar gommunion, evit disques da Jesus peguement e c’hanavezent ar c’hraç o doa recevet enni ?

Jesus a c’houlen eur vigilanç particulier var an affectionou eus hor c’halon, e pehini e fell dezan ne ve carantez-all nemet evitan pe abalamour dezan.

Ma taulfac’h evez aoualc’h varnoc’h, goude beza communiet, en em gonserfac’h en devotion ho poa pa gommuniac’h.

Beilla varnoc’h oc’h-unan, guell eguet na veiller var eur vad eus a behini ar gonservation, eo ar preciussa, a so an assura disposition da ober mad eur gommunion-all.

Ar Servicher.

Guerc’hes, squêr a bep vertus, ruzia a ran e c’hars ho treid eus va lachete ha va ingratiri. Pedit Jesus ne deuio jamæs em c’halon nemet evit regli e oll affectionou, oc’h ho lacàt da drei oll varzu ennan.

Ra lamo digan’en ar galon miserabl-ma, qen indign anezan ! Ra grouo ennon eur galon neves ! Ra royo din eur galon evel hoc’h hini, eur galon ardant, generus, leal, tener, eün, fidel dezan, evel ma zeo e galon fidel deomp.