Mont d’an endalc’had

Levr Quenta - Chap. VIII.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 32-38)


CHABIST VIII.

Choas a eur stad a vues.


Mari pehini ne devoa clasqet, ne devoa caret nemet Doue a zalec he oad an tenerra, e devoa meritet oll benedictionou Doue, pehini a brepare dezi eur stad evel ma renqet evit ma vige accomplisset varnezi e zessinou.

Evit beza eürus en eur stad a vuez, eo ret un assamblach a draou hac a circonstançou pere a ve procuret ordinalamant gant ar brovidanç a Zoue d’an eneou fidel pere a gonsult Doue var ar choas a eur stad.

Un den yaouanq hac en a ell esperout ar graçou-se digant Doue, mar en deus heuillet an impressionou pernicius eus e bassionou er gommançamant.

Providanç Doue, oc’h unissa assambles Mari ha Joseph, a roas d’ar Verc’hes occasion da denna frouez eus ar vertuziou e devoa bet pratiqet betec eno gant fidelite.

Ma na vige consultet nemet an dud hac ar bed evit demezi ar Verc’hes, e vige bet clasqet facil caout dezi un den pinvidic, pe a gals a dalant. Ne viget qet bet e poan da choas dezi un den devot ha vertuzus, un den pehini azalec e vugaleach, en divige bevet e doujanç Doue. Ne qet hounez eo guiz ar bed.

An interest da gaout danvez, doujanç an dud, eo ar pen-caus eus an demeziou hirio en deiz. An arc’hant ho gra qent eguet ar c’hraç hac ar sclêrigen a Zoue. Ne qet d’an dud e temezer, mæs d’an arc’hant. Chetu an ordinal ; ac’hano qement a zemeziou couplet fall, e pere daou bried a ra an eil tourmant eguile. Doue er permet evel-se abalamour ne ve qet consultet en un affer e pehini ne aller qet caout a issu mad nemet en he c’hundufe. Er permetti a ra evel-se e punition eus an nebeut a sourci a ve bet er yaouanqis d’en em renta dign eus e sclêrigen dre ar pratiq eus ar vertuz, hac o tec’het dioc’h pep occasion a bec’het, evel ma zeo ; ren amourusdet, beza alies e antretienou familier ha peurvuya libertin gant tud a eur sex control, goazet gant merc’het. Beza e zeus tadou ha mamou qen antetet ha qen dallet gant ar c’his milliguet da gass ar plac’het yaouanq d’ar guêr eus ar pardoniou, eus ar foariou, ne reont van eus an avizou mad a ro dezo ho phersonet pe ho c’honfessoret var ar poënt-ma. Na fell qet dezo anaout e ve danger a zongezonou, a zezirou, a zellou, a vil gest fall control d’ar vertuz santel, ebars er c’hauzeeres-se, er c’hrog-daouarn, er voasqerez daouarn-se, er poqou-se, pere a so qen ordinal etre an dud yaouanq direol ha dives eus an amzer-ma.

Tadou ha mamou, pere a bermet an traou se gant ho pugale dre respet humen, defaut doujanç aoualac’h evit an Autrou-Doue, ne barlantit qet eus an traou-se er gonfession : receo a rit an absolven o trompla ho confessour, hac ober a rit qen alies a sacrilech evel a absolven a recevit, evel a gommunion a rit eb discleria er gonfession al lachete marvel-se oc’h eus da zifen an antretienou-se ous ho pugale.

Ho pugale a guemer ho c’hrê bac en em obstin da veva er vouillen eus an impurete betec ma en em bresantont en ilis da zemezi ; indign a absolven, ar vugale -se a deu da eureuji er stad a bec’het marvel ; a receo malediction Doue deiz ho eured ; a antre er stad-se evel, respet da Zoue, anevalet diræson. Ha penaus neuse e c’halfe prosperi an demeziou-se ?

Ha piou a so caus eus a seurt malheur ? Piou a so ar pen-caus ma ve profanet sacramant ar briadelez, nemedoc’hu da guenta, tadou ha mamou, mistri, mæstrezet, e pouvоar pere e ve purvuya gallout ampech, dre ho fermder ha dre ho qelennadurez vad, ho pugale ha qement den yaouanq a so dindannoc’h, d’en em rei d’ar c’hustumou-se eus ar bed, e pere e zeus danger evit pep-unan ha pere a so chaffot ar burete evit un infinite a gristenien.

Pennadurezou a famill, chelaouit ; ha c’hui ive, tud yaouanq, gouëzit eta penaus ar c’hunduerez-se d’ar guêr, an dansou-se, a so difennet dre ar c’huec’hvet ha navet gourc’hemen a Zoue, qencouls hac an nosveziou.

Tadou ha mamou christen, imitit Sant Joachim ha Santez Anna, pere a gonsacras abred ho merc’h ar Verc’hes Vari da servich Doue, hac he phellaas dioc’h ar bed.

Tud yaouancq, guervel a rit ar Verc’hes ho mam ; baleit eta var he roudou.

He yaouancqis a basseas en templ, pell dioc’h c’hoariou hac usachou ar bed.

Evel-se e consultas an Autrou-Doue var ar stad e pehini e falle dezan e c’hantrege ; e recevas e venediction ; e chomas guerc’hes er stad ar briadelez evel ma oa diarauc ; e vevas evel c’hoar gant Sant Joseph.

Er retret e qemeras qement a attach evit ar purete, ma ne gonsantas jamæs he c’holl, pas memes evit beza mam da Zoue, erves he c’homzou d’an æl Gabriel.

Ne lavaran qet na ve necesser d’an dud yaouancq en em barlant arauc demezi. Greont eta, mes eur vech pe ziou ebqen hac e presanç ho c’herent, pe a veel dezo, gant ar vodesti hac an honestiz ar vrassa.

Cals a so galvet da veva eb demezi, da veza beleyen, pe d’en em denna er gouenchou, ha pep-hini a dle beza lezet libr var ar choas a stad a vuez.

Pet, ma na vizent qet demezet ha ma vizent bet lêzet en ho liberte da heulia inspiration er c’hraç a Zoue, a vize bet brema ho eneou er barados, elec’h beza en ifern.

Malheur[1] deoc’h-u, bugale, eme ar prophet Isaï, malheur deoc’hui pere a ya enep urs ar brovidanç a Zoue, ha pere oc’h eus formet dessinou eus ho pen oc’h-unan, eb consulti an Autrou-Doue dre ar retret, ar bed en hac en œuvrou mad-all en ho calloud.

Malheur d’an den a fell dezan en em gundui e-c’hunan ! Ober a ra evel un den dall pehini a falfe dezan cundui un all, dal eveltan hac a guez gantan er fos.

Grit eta evel ar Verc’hes Vari, ha ma na ellit qet evelti en em separi evit pell amser dioc’h ho qerent, da viana e c’hallit mont da eur retret bennac ; ha ma n’ho peus qet c’hoas an avantach-se, e c’hellit da viana evelti pedi alies an Autrou-Doue ha lavaret dezan ar pez a lavare ar roue santel David : Autrou-Doue, va ene a savan varzu ennoc’h : va pheden a adressan deoc’h : roït din[2] da anaout, me ho suppli, an hent dre behini e tlean bale.

Un eil moyen evit anaout da be stad omp galvet, a so consulti hor c’honfessoret da bere e tleomp pedi Doue da rei ar graçou necesser evit hor c’hundui ervad var ar poënt-ma.

St. Paul, convertisset gant Doue var an hent a Zamas, a recevas urs d’en em bresanti dirac ar bêlec eus ar guêr-se, dirac Ananii, evit clevet dessinou Doue varnezan.

Doue pa c’halv un den da eur stad, a fournis dezan ar voyenou da erruout er stad-se ha da ramplissa mad e obligationou.

Bolontez ar guerent, pa vezont ræsonabl, a ell ive beza eur merq e zomp galvet da certen stajou. Mæs avechou ar guerent conduet dre vouez ar c’hic bac ar bed, a so diræson, hac un den yaouancq a ell ho c’honsideri evel adversourien e ene, hac en em applica en eur feçon bennac ar virionez-ma eus a aviel Sant Vaze : Tud[3] e dy a so adversourien an den.

Pa en em santer eur panchant continuel hac a bel so da eur stad, e tleer mui eguet jamæs consulti an Autrou-Doue dre yuniou, aluzennou, pedennou, a-unan gant ar bêlec pehini or beus choazet evit directour hor c’houstianç, hac en em adressi dreist petra gant eur fizianç ar vrassa d’ar Verc’hes.

Erfin, dre ar moyenou-se e tleit esperout qemeret ar stad a vuez e pehini e carfac’h mervel.



  1. Is. 30. 1.
  2. Ps. 142. 10.
  3. Mat. 10. 36.