Mont d’an endalc’had

Levr Quenta - Chap. IX.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 38-42)


CHABIST IX.
Eus ar burete ha peguement e tleomp he istim.


Pa broposas an Æl da Vari dont da veza mam Doue, ne explicas qet dezi dioc’h-tu e c’halle ar galite gaër-se en em accordi gant ar vœu a virginite pehini he devoa great, ha Mari a zalc’has un nebeut eb rei he c’honsantamant.

Guelloc’h oa ganthi beza dreist ar re-all dre ar burete hac ar virginite, eguet beza dreist-ho dre ar galite memes a vam Doue.

Penaus e c’herruo an dra-se, e me Vari d’an Arc’hæl ? Car, gouezit ervad, me so guerc’hes e stad ar hriadelez hac a fell din er beza.

N’ho[1] pet qet aon da goll ho cuerc’hdet о tont da veza mam Doue, o Mari ! eme an Arc’hæl. Ar Speret-Santel eo ho rento, dre ur miracl eus e oll-c’halloud, mam da Jesus, ar burete memes, pehini a istimit qement ha pehini oc’h qer jalous da gonservi : ho purete ô Guerc’hes ! a raï disqen d’en em incarni ac’hanoc’h an Doue-se pehini ne fell dezan guenel nemet a eur verc’hes,

Mari ne roas en effet he c’honsantamant da veza mam Doue, nemet pa e devoa comprenet dre gomzou an Arc’hæl, penaus, o tont da veza mam da Jesus, ne devoa aon ebet da gaout evit he phurete.

Neuze ebqen e repontas d’an Æl : Chetu ama servicheres Doue ; ra erruo ganen erves e goms hac e volontez.

O purete, ô vertuz precius ! peguement e tleit-hu beza qer d’hor c’halon ha meritout eus hor pers pep istim vad, pa e guir eo c’hui oc’h eus roet deomp eur salver ha pa e guir ar barfeta crouadures pur, Mari, e deus ho preferet d’ar galite memes a vam Doue !

O purete, ô vertus ar breciussa ! c’hui oc’h eus meritet da Sant Yan avieler an titr a zisqib muya-caret eus a Jesus ! O purete ! peguen eürus e vezo an eneou a bere ho pezo grêt ar guenet bac an ornamant en ho buez var an douar ! Hi ho devezo an avantach special da veza hed an eternite e c’heul[2] Jesus, oan Doue.

Sant Per, prinç an ebestel, en deus recevet privilachou bras ; mæs Jesus n’en deus permettet nemet gant an disqib pehini a yoa guerc’h, reposi var e galon er goan diveza a reas gant e ebestel.

Jesus a roas da Ber ar sourci principal eus e ilis ; mæs da Sant Yan e roas ar sourci eus e vam, arauc mervel var ar groas.

Dre ar burete e represantomp var an douar buez ar re eürus en evou.

Ar burete pratiqet mad a ro d’an den eur merit pehini n’ho deus qet an Æles ho-unan.

An eneou ar re burra a so ar re a so muia participant en union santel en deus contractet mab Doue gant an dud, oc’h en em ober den.

O c’hui ! pere a gonsider al luxur evel un dra bardonnabl da fragilite an den, ho pet sonch penaus eo ar viç an nebeuta pardonet hac ar muia punisset gant Doue.

An impurete, al libertinach eus an dud en devoa decidet justiç an Autrou-Doue d’ho distruja dre an diluch, brema e zeus ouspen pevar mill bloas,

Ar viç-se a bella ar speret dioc’h Doue pehini ne oufe ober e zemeuranç en eur galon assambles gant an diaoul eus an impurete.

Ar viç-se a ra coueza en dallentez. David aoultrier a rancas caout ar prophet Nathan evit anaout e grim hac e vouela. Ar viç-se a galed ar galon oc’h Doue.

Salomon, burzud a furnez epad qen alies a vloavez, a deuas da adori traou crouet e plaç Doue, abalamour ma oa deuet da veza impudic.

Ноr[3] c’horfou a so templ ar Speret-Santel. An impurete en eur c’hristen a so eta un[4] dra abominabl en un dra zantel.

Dreizoc’h, ô guerc’hes ar gnerc’hezet ! en em adressan gant fizianç d’an hini da behini e tleit hoc’h-unan ho purete barfet ; da Jesus ho mab qer hac ho salver, ho supplian, ô mam a c’hraç ! d’am recommandi. Pedit anezan da rei d’am c’halon cals mui a istim hac a garantez evit ar vertuz angeliq, evit ar flourdilyzen dre excellanç, evit ar burete ; cals mui a affection, a lavaran, evit ar vertuz santel, eguet n’ho deus ar re libertinna evit al luxur.

Allas ! eb ho sicour, ô Guerc’hes ! piou a allo obten digant Jesus ar virginite, ar bu rete ?

Soutenet dre e c’hraç, me vezo var an douar evel eur flourdilys,en e qreis ar spern eus ar bed, hac a lacayo va oll blijadur da gonservi didach em c’halon ar fleuren delicat-se anez pehini ne oufet plijout d’an Doue n’en deus ho choaset evit mam nemet abalamour d’ho purete.

Divorfilit, ô Jesus ! va ene dre ar spont eus ar flammou eternel. Mouguit enni ar c’hout eus a blijaduresou ar c’horf.

Delivrit-hi eus a dentationou ar c’hic, pe grit dezi sortial purroc’h anezo, evel ma tisparti purroc’h an aour dioc’h ar ploum, pa ve teuzet en tan.

O Mari ! disquezit oc’h mam da Jesus hac obtenit din ar burete a gorf hac a speret. Amen.



  1. Luc, 1. 34 et s.
  2. Apoc. 14. 4.
  3. Cor. 6. 19.
  4. Mat. 24. 15.