Levr Quenta - Chap. XII.
Victor Guilmer, 1836 (p. 49-53)
Va mab, me ya da zesqi deoc’h eur secret bras evit obten digant Doue graçou bras. En em gredit atao indign anezo.
Doue a rо e c’hraçou d’an dud humbl, eme an Abostol Sant Jacqes. En eur galon leun anezi e-unan, Doue ne gav qet a blac evit e faveuriou.
Rouanes ar Sænt, roet oc’h eus deomp var guemen-se exemplou pere a zo evidomp sourcennou bras a instruction.
Ne faut nemet consideri ar fêçon e pehini en em gomportchoc’h er vizit a reas deoc’h an Arc’hael abers Doue, evit guëlet ar santimanchou humbl pere ho poa ac’hanoc’h oc’h-unan.
An Æal a annonças deoc’h e zoac’h var ar poent da veza mam Doue, ha ne gomprenac’h qet penaus Doue en devoa priget ho choas evit un dignite qen huel.
Ar zantimant eus un henor qement en tu-all d’an urs naturel, a rente en eur feçon benac douetus evid’oc’h bizit an Arc’hæl.
Нac er moment ma teuas mab Doue d’en em ober den ennoc’h, ne sonjac’h nemet d’en em izellaat ha d’en em guzet en ho neant.
Eus a guement-all a ditrou stag oc’h an dignite a vam Doue a behini e zoac’h henoret, ne zalc’hoc’h nemet ar galite a servicheres Doue.
Eil Eva, e zoc’h bet differant bras dioc’h ar guenta. Houma a gollas dre ourguill he phrivilachou ; ho c’humilite, ô Guerc’hes ! a zo bet ar sourcen eus ho c’henoriou.
An Doue oll-galloudec, evit ober ennoc’h miraclou bras, en deus sellet, non pas ous hoc’h avantachou naturel, ous ho coat royal, mæs ous ar santimanchou bumbl pere ho poa ac’hanoc’h oc’h-unan.
Naturel e zoa evit un Doue pehini en em humilie, evel pa lavarfen dreist musul, oc’h en em ober den, caout complæsançou infinit evit an humilite.
Convenabl e zoa e choasche evit e vam ar verc’h a Sion pehini, dre he humilite ar vrassa, a verite muioc’h an huella eus an oll digniteou.
O Mari ! plijet oc’h eus da Zoue dre ho virginite, mæs dre ho c’humilite oc’h eus èn concevet.
Va mab, e santimant Doue, c’hoas mui eguet e santimant an dud, an hini en deus ar muia merit eo an hini a gred n’en deus qet, memes pa en deveus cals.
Petra a denn varnezan sellou[1] complæsant an Autrou-Doue en èn ha var an douar ? An humilite a galon.
Var biou[2] e taulin va daoulagad, emezan dre c’hinou ar prophet Isaï, nemet var ar paour, var an hini en deus eur speret humiliet hac humbl.
Doue a bella dioc’h ar re en em huella, hac a dosta ous ar re en em izella.
An ourgouill a zo caus ma zeo cals a gristenien paour meurbet a vadou ar c’hraç.
Mar clasqfent en em anaout mad, an anaoudegues eus ho miser hac eus ho neant a roge dezo an humilite, hac an humilite a vige eur remed a enep ho phaourentes spirituel, dre ar graçou pere a denfe varnezo.
Va mab, n’ho pezit netra ac’hanoc’h oc’h-unan, ha Doue ho cargo eus e zonæsonou. En em rentit pinvidic oc’h amsao gant guiriones hac e guiriones penaus ac’hanoc’h oc’h-unan nen doc’h nemet miser, pec’het, ignoranç.
Mar bezit humbl, Doue en em servicho ac’hanoc’h evit e c’hloar. Fiziout a ra sourci e c’hloar er re pere ne fell qet dezo e zenna digantan, nac e phartagi dre ho ners ho-unan.
Pa recevit digant Doue eur c’hraç benac, songit gant humilite ha gant anaoudegues vad, penaus e zeo ret e ve Doue eur mæstr mad, pa zeo guir e c’haccord faveuriou d’an indigna eus e servicherien.
Na gredit qet ho pe pers ebet dreizoc’h oc’h-unan nac er vad a rit, nac er vad a bossedit.
Memes pa zoc’h fidella d’ar c’hraç, bezit memor penaus nen doc’h fidel d’ar c’hraç nemet dre ar sicour memes eus ar c’hrac, ha penaus Doue, oc’h ho recompansi, a recompans ar pez a zo dezan.
Douguit atao ennoc’h an tri santimant-ma : Doue a so tout, ha me ne don netra. Doue en deus tout, ha me n’em beus netra nemet va miser. Doue a ell tout, ha men ne ellan netra eb e zicour.
Neuze petra benac ne veac’h netra, n’ho pez netra ha ne alfac’h netra ac’hanoc’h oc’h-unan, e vezot atao un dra benac dirac Doue. En em blijout a raï oc’h accordi deoc’h e faveuriou hac oc’h ho renta trec’h d’oc’h adversourien.
Oh ! peguer caër ha peguen avantajus eo ar c’hentelliou a deuit da reï din var an humilite ! Mæs allas ! petra servicho din-me beza desqet an humilite, ma n’e phratican em buez.
O squêr a humilite ! ô mæstres qer mad ! grit din qemer e calon Doue e-c’hunan ar guir humilite evel oc’h eus great guech-all, pa oac’h var an douar.