Levr Quenta - Chap. XI.
Victor Guilmer, 1836 (p. 46-49)
CHABIST XI.
Eus ar guir c’hrandeur.
Beza e zeus un diferanç infinit etre ar pes a zo bras ha precius erves ar bed, hac ar pes a zo bras ha precius erves Doue.
Pinvidiguezou bras, tyes, paleziou superb, domestiqet eb niver, a annonç grandeur ar rouanes hac ar brincet. Disprijanç ar bed, horrol evit ar pec’het, carantes Doue, chetu petra a annonç grandeur an den just.
Ar guir c’hloar, ar guir merit eus an den a gonsist о touja[1] Doue hac oc’h observi e c’hourc’hemennou.
An Arc’hæl a oue digacet da gaout Mari gant an Autrou-Doue a lavaras dezi ; Me ho salud, c’hui pehini a zo leun a c’hraç ; an Autrou-Doue a zo ganeoc’h. Hac en a elle ober eus ar Verc’hes-se eur veuleudi brassoc’h ? Dign e ve eus a oll veuleudiou an dud hac an Æles, an hini. da behini e c’halfet lavaret : Cavet oc’h eus graç dirac Doue ; agreabl oc’h d’e zaoulagad.
En amser ma oue digasset eus èn un Arc’hæl da gaout ar Verc’hes, an impalaër August hac ar roue Herodes a yoa var an trôn : reï a ret dezo, a leiz guinou, an hanoyou a vras, a buïssant hac ar rest ; mæs petra oant hi dirac Doue, pehini ebqen a varn gant justiç ar guir c’hrandeur ?
Eur verc’hes yaouancq, cuzet en he zolitud a Nazareth, a yoa infinimant dignoc’h evitho eus ar brassa meuleudiou.
Ar guir c’hrandeur ne ves qet musulet var songezonou vean an dud, mæs var songezonou Doue, pehini ebqen a so bras, ha dirac pehini nen deus netra bras nemet dre e c’hraç.
Petra eo an oll dud-se admiret gant ar bed oll abalamour d’ho c’hourach extraordinal en arme, e comparezon d’an dud vras dre ho religion hac ho vertus ?
Muioc’h a[2] enor a zo o trec’hi ar passionou, eguet ne zeus o soumeti poblou. Muioc’h, cals muioc’h e coust en em drec’hi an unan evit na goust gounit victoriou var ar re-all.
Eur guir gristen ne dle qet beza consideret evel unan eus an dud-se рere a dle ho henor hac ho gloar da un occasion e pehini int bet eürus ha courachus : victorius eo en un deves pe en eur moment, mæs eur guir gristen a zo victorius da bep moment en e vues.
Gloar eur c’hristen a zo trec’hi qement en em oppos d’e santeles, evel ma zeo destinet da bossedi un deis an Autrou-Doue ha d’en em reposi enan.
Hac ouspen hac en a zo un henor brassoc’h eguet an hini da servicha Doue ha da apparchantout ountan ? Servicha Doue a zo beza roue.
Ar scritur sacr, о parlant a Abraham, a Voyses, a Zavid, pere a zo eus ar vrassa hac ar re gonsiderapla a ve bet var an douar, ho galv gouscoude servicherien Doue. An titr-se a gompren tout ar re-all, pe guentoc’h tout ar re-all ne dint netra e comparison d’an titr a servicher Doue.
Ar galite a servicher Doue a zo qement en tu-all d’ar galite a roue hac a brinç, evel ma ma an Autrou-Doue e-unan dreist ar rouanes hac ar brincet.
O roue immortel, mæstr souveren eus ar bed ! me zo great evidoc’h hac evidoc’h ebqen ! A gallout a rêr oc’h anaout ha monet da adori re-all ? A galout a rer oc’h anaout eb istim infinimant condition ar re ho servich.
Pebes gloar evit an den, crouadur qen disprisabl ha qer miserabl ennan e-unan, gallout pretanti d’an henor d’ho servicha ha d’ho caret !
Autrou, va c’hrouer, dre ho craç grit ma comprenin mad penaus un den pehini en eur stad dianavezet gant an dud evel ma voa hini ar Verc’hes, en deus sourci da ober bepret ho polontes hac ho servich fidelamant, a ra un dra gaëroc’h ha brassoc’h eguet ar pez a so consideret mui gant tud dall ha disqiant ar bed-ma.
Oc’h enor, ho prassa henor a laqeac’h, ô Guerc’hes sacr ! d’en em c’hervel servicheres Doue. Grit, me po ped, ma c’hinspiro din an noblanç, ar c’hloar, an enor stag ous servich Doue ; ma c’hinspirro din em oll œuvrou eur generosite, eur fermete, eur ferveur dign eus ar mæstr souveren pehini a servichac’h qer fidel, ha m’ho c’himitin c’hoas er poent-ma.